Dielloù evit bloavezhioù 90

Paul à Québec

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Kerzu 27, 2016 by geekezig

paul_quebecChañsoù bras a zo e tegemerfemp Michel Rabagliati el levraoueg e 2017.  Dav din prientiñ an dra-se neuze! Kuzuliet eo bet din Paul à Québec eus e rummad levrioù bannoù-treset “Paul”.
Simpl eo neuz an tresadennoù ha kregiñ a ra an istor en un doare simpl ivez pa geñver Paul an diforc’hioù etre kêr g/Kebek (ha tro-dro) ha peurrest Kebek (!), Montréal da skouer. Cheñch a ra ton an istor pa gouezh klañv bras tad-kaer Paul. Da gentañ e chom Rolland da vevañ gant e wreg met dont a ra da vezañ re start eviti ober war-dro pep tra. Kaset ‘vez neuze d’un ti diskuizh a-ratozh evit an dud o vervel. Ur chañs eo seurt lec’hioù, anat eo. N’ouzon ket ma vez kavet seurt traoù e broioù all zoken ?
Ma, ur wech Rolland en ti diskuizh-se e vo gwelet anezhañ o vezañ dichek ha taer a-raok degemer marteze emañ ar fin o tostaat ha profitañ eus ar prantadoù a chom. Brav ha gwirheñvel eo, leun a brederiadennoù a c’hall pep hini kaout diwar-benn ar marv hag ar c’hañv.
Fromet ha plijet on bet gant ma lennadenn. N’on ket sur kement-se da gaout c’hoant lenn istorioù all Paul avat!paulaquebecIstor ha tresadennoù gant Michel Rabagliati. Embannet gant la Pastèque, d’ar 25 a viz Meurzh 2010.

My Own Private Idaho

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Here 3, 2016 by geekezig

private_idahoMy Own Private Idaho a oa an eil film a felle din gwelet goude bezañ bet o welet diskouezadeg Gus Van Sant e miz Even (an hini kentañ a oa To Die For). Mike ha Scott a zo daou vignon o vevañ e Portland, ur vuhez e diavaez ar gevredigezh o deus, o vevañ e skwatoù, o kemer dramm ha gounit arc’hant en ur vezañ gisti. Poan ‘m eus bet o welet ster an istor er penn-kentañ, betek ma klaskfe Mike war-lerc’h e vamm hag e vefe splannoc’h pal Scott : bevañ en un doare mezhus evit e dad, maer Portland, ha diskouez pegent cheñchet eo ur wech tizhet 21 bloaz.
Lodennoù kreñv-tre a zo er film evidon (Mike ha Scott o komz er maez dirak an tan, kaozeadenn Mike gant e vreur bras ha pa ‘mañ Mike o c’hortoz dirak an ti e Italia) hag abalamour dezho eo n’hallan ket lârat on bet dipitet da vat gant ar film. N’on ket bet plijet bras kennebeut, diaes eo bet din mont-tre er bedig a ginnig Gus Van Sant deomp e film-mañ, daoust din kavout eo heverk eus an temoù ha tudennoù a blij dezhañ diskouez.

Film sevenet gant Gus Van Sant. Stadoù-Unanet Amerika, 1991, 1e41.

To Die For

Posted in Filmoù with tags , , , on Eost 14, 2016 by geekezig

todieforE kerzh diskouezadeg Gus Van Sant e gwarez-filmoù Frañs em eus merzet n’em boa ket gwelet kement-se a filmoù savet gantañ. Unan a fell din groñs gwelet a zo My Own Private Idaho hag egile, a zo bet kuzuliet din da c’houde, a oa To Die For. Divizet ‘m eus kregiñ gant hemañ.
Suzanne Stone a zo ur plac’h sur outi a fell dezhi groñs dont da vezañ brudet er skinwel. O vevañ emañ en ur gêriadennig amerikan keitat, hep netra ispisial. Goude hec’h eured gant mab perc’henn ur preti italian e klasko kousto pe gousto kaout labour er chadenn skinwel lec’hel. Goude-se e klasko sevel un teulfilm diwar-benn krennarded ar gêriadenn ha tamm-ha-tamm e savo he raktres…
Savet eo To Die For evel ma vefe un teulfilm. Atersadennoù Suzanne, c’hoar he gwaz, daou grennard a vo neuze, mesket gant prantadoù a ziskouez splann an darvoudoù. Un doare fentus hag efedus da gontañ an istor, e metoù ar skinwel neuze. N’eo ket gwall vrav poltred Suzanne hag ar pezh a c’hall unan bennak ober evit kaout brud ha dont a-benn e bed ar skinwel. Evidon-me eo savetaet ar film (ouzhpenn 20 vloaz bremañ) gant an dibab dezrevellañ meneget a-us ha gant an aktourien (na fentus gwelet Joaqin Phoenix ha Casey Affleck ken yaouank e roloù krennarded droch ouzhpenn), Nicole Kidman da gentañ (ur golden globe ‘zo aet ganti e 1996 evit ar perzh-se), evel-just hag ivez marteze gant an neuz hag an aergelc’h, a lak da soñjal un tamm e Edward Scissorhands (moarvat abalamour da sonerezh Danny Elfman, met d’an dibab livioù flamm ivez). Ul lodenn dedennus eus ar film ivez, hag a zo start un tamm koulskoude, a zo an doare ma implij Suzanne krennarded evit mont betek penn he raktres, ar pezh a lak anezhi da seblantout drouk en un doare izel peogwir e oar mat int gwan en un doare bennak, ar pezh a zo e gwirionez danvez orin romant Joyce Maynard, awenet gant un istor bet c’hoarvezet er Stadoù-Unanet.
Ma, peadra zo da gontañ neuze met spi ‘m eus e vin souezhet gwelloc’h gant an eil film!

Film sevenet gant Gus Van Sant (diazezet war romant Joyce Maynard). Stadoù-Unanet Amerika, 1995, 1e46.

Regression

Posted in Filmoù with tags , , , on Mae 1, 2016 by geekezig

RegressionPlijout a ra labour Alejandro Amenábar din, dre vras. Regression ne seblante ket dispar avat met soñjal a rae e oa ret din e sellet memestra evit ober ma ali.
Tremen a ra darvoudoù ar film e 1990 er Stadoù-Unanet. Ur plac’h yaouank a lâr eo bet gwallet gant he zad e kerzh un oferenn satanek. Kregiñ a ra un enklask neuze, levezonet, marteze, gant ar mediaoù a lak en a-raok testeni ur plac’h a gont traoù heñvel, enklaskoù an FBI hag a bep seurt traoù hep prouenn fetis ebet.
Ur film skrij eus ar c’hlaselañ eo Regression ha daoust din kavout plijus Ethan Hawke, Emma Watson ha David Thewlis n’hallan ket lârat on bet plijet gant ar film. Kavet ‘m eus dister a-walc’h an istor, n’on ket bet souezhet na gant an diskoulm na gant aergelc’h ar film. Na dipitus! Ha koulskoude e vefe bet ret din kompren pa nac’has lenner DVD ma urzhiataer lakaat ar film da vont en-dro dec’h da noz! 😉

Film sevenet gant Alejandro Amenábar. Kanada, Spagn ha Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e46.

Simon Werner a disparu…

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Ebrel 1, 2016 by geekezig

simon-werner-a-disparuAbaoe pell em boa klevet komz diwar-benn ar film-se, ur film «bihan» gall, brud mat gantañ. Ur film simpl eo a ziskouez memes darvoudoù gant selloù an tudennoù disheñvel a bep eil. Bep tro e vez komprenet elfennoù zo, a-benn kompren pep tra e fin ar gont. Un doare fentus da frammañ ar film a sikour da dapout evezh ar seller me gav. Goude-se n’eo ket dedennus-tre an istor (ul lisead yaouank a zo difoupet kuit diabeg, al liseidi a grog da ijinañ a bep seurt traoù) me gav ha dreist-holl n’eo ket dispar an aktourien. Sonerezh plijus a zo avat (unan eus abegoù brud ar film eo ivez) gant Sonic Youth. A-benn ar fin ne gomprenan ket mat perak eo ken brudet ar film, c’hwezhet pep tra abalamour d’ur mennozh diazez kavet mat? Ma, n’eo na hir na displijus a-grenn met un tamm goullo eo an disoc’h evidon-me.

Film sevenet gant Fabrice Gobert. Frañs, 2010, 1e33.

Her Story

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , on Genver 2, 2016 by geekezig

her-story-titlKlevet em eus kalz komz eus Her Story ar bloaz-mañ. N’ouzon ket perak ne felle ket din e brenañ padal e seblante dres bezañ an doare c’hoari a blij din. Da vare distaolioù ar goañv ‘m eus soñjet e oa poent din gwelet petra ‘oa memestra!
Ur c’hoari «simpl»-tre eo : un enklasker polis omp ha dirak un urzhiataer omp. Un diaz a zo digor ha gallout a reomp klask gerioù. Videoioù a zo da sellet, videoioù ur plac’h aterset gant ar polis. He gwaz a zo difoupet kuit. Deiziadoù disheñvel a zo ha meur a atersadenn neuze. Deomp da sellet ouzh ar videoioù (pemp d’ar muiañ gant memes enklask gerioù) ha kompren tamm-ha-tamm petra ‘zo c’hoarvezet, pe kregiñ da gaout ur mennozh…her-story-klaskKalz plijadur ‘m eus bet o c’hoari hag gant pep video o kaout mennozhioù gerioù nevez da glask (anvioù tud meneget en testeni da skouer). Ur c’hoari levraoueger eo un tamm me gav 😀
Posupl eo ivez lakaat doare gerioù war pep video evit adkavout anezho (‘m eus ket komprenet mat ar pal) hag ivez “mirout” videoioù a gostez, a gaver pouezus da skouer. Koulskoude, n’eus doare ebet da dennañ anezho pe da renkañ anezho ha ne vo ket dalc’het kont eus ar re hon eus gwelet evel pouezus pe get setu ‘m eus ket komprenet mat da betra servije kennebeut.her-story-videoGoude ur mare (un eur pe div?) avat em boa gwelet un toullad mat a videoioù ha ne oan ket gwall sur eus an darvoudoù tremenet. Un doare da druchañ ‘m eus kavet a-drugarez d’ar seurt tagoù aze (neuze e servijont d’un dra bennak, neketa?) pezh n’eo ket fin met d’am soñj n’em befe ket kavet an holl videoioù en un doare all ha n’on ket bet sikouret kalz e gwirionez gant ar videoioù da sellet ouzhpenn, ar pep pouezusañ ‘moa kavet drezon ma-unan.
Pezh a gavan un tamm dipitus gant ar c’hoari eo n’eus diskoulm sklaer ebet, d’ar c’hoarier-ez eo d’ober e veno (div deorienn a zo dre vras) hag un tamm c’hwerv ‘m eus kavet ar fin-se neuze, evel ma vankfe un dra bennak. Un doare darvoud iskis a zo ivez er fin, un den o tont da gomz ganeomp evit gouzout ma hon eus kavet an diskoulm, pezh a zo ne c’houlenn netra resis (forzh penaos n’hallomp ket respont estreget gant ya pe nann) hag ur wech respontet d’an den-se e vez gwelet ar c’hoari evel echuet. Iskis!
Traoùigoù ‘zo fentus tro-dro d’an diaz enklask (peogwir eo an dachenn c’hoari skramm burev un urzhiataer) : testennoù bihan da lenn, un horolaj giz-kozh hag ur c’hoari bihan solitaire).her-story-ouzhpenn Soñjet eo mat eo an doare da c’hoari me gav ha simpl eo da implij, zoken gant urzhiataerioù n’int ket galloudus d’am soñj, n’eus ezhomm dornell ebet, al logodenn hag un douchennaoueg a zo trawalc’h evit ober pep tra. Ar pep pouezusañ a zo ar filmoù ivez, an aktourez (Viva Seifert a zo kentoc’h ur ganerez war a seblant!) a zo kendrec’hus (mod all ne vefe ket div deorienn d’am soñj) ha tamm-ha-tamm e vez un tamm teneridigezh evit ar paourkaezh plac’h-se hag hec’h istor.her-story-e Saozneg saoz eo neuze eo ret diwall d’ar gerioù implijet (meur a wech ‘m eus klasket gerioù a zo kentoc’h «amerikaneg» hep disoc’h) ar pezh a c’hall bezañ un tamm iskis evit tud na gomzont ket saozneg bemdez. Ret eo bezañ gouest da gompren saozneg dre gomz ha/pe dre skrid ha kaout trawalc’h a c’heriaoueg evit klask ivez. Evit ar mare n’eo ket bet troet ar c’hoari e yezhoù all din da c’houzout pezh a c’hall bezañ domaj evit c’hoarierien zo.
Ar sonerezh a zo piano simpl ivez, na vir ket da vezañ aketus evit mont war-raok met a grou un aergelc’h a-wechoù nec’hus.
Ur c’hoari bihan eo neuze met dic’hortoz ha kentoc’h fin me gav, daoust din bezañ bet dipitet gant an disoc’h ha/pe ganin ma unan a-benn ar fin (diouer a ijin? C’hoant e padfe pelloc’h? Un tamm kollet etre an div deorienn?).
Lakaet n’eus ac’hanon da soñjal em chabistr karetañ eus levr Maïlou G-S Tamallet ! ivez ^^
Kuzuliañ a ran ar c’hoari-se rak n’eo ket ker, n’eo ket hir met ret eo kaout c’hoant tremen e amzer da sellet videoioù ha soñjal e gerioù da glask hepken, n’eus netra all d’ober e gwirionez pezh a c’hall bezañ gwelet evel ur film etreoberiat en dizurzh kentoc’h eget ur c’hoari er ster boutin. Deoc’h da welet!

C’hoari evit un den diorroet hag embannet gant Sam Barlow. Da bellgargañ hepken evit Windows, OS X hag iOS abaoe ar 24 a viz Even 2015.

Minimum Wage

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , on Ebrel 24, 2015 by geekezig

minimum_wageAbaoe ma oa deuet er-maez e felle din lenn Minimum Wage. Ul levr a gont buhez pemdez ur paotr yaouank, treser, eo. Evit ar mare e tres kentoc’h evit kelaouennoù porno met klask a ra pellaat un tamm eus ar bed-se. Bevañ a ra gant Sylvia ha tro en deus da welet ingal e strollad mignoned. Netra dreistordinal neuze met ur poltred efedus eus ur mare, gant a bep seurt prederiadennoù (diwar-benn saviad an heñvelrevidi, diwar-benn an difoc’hañ hag all). Plijus-tre eo da lenn ha lenn a rin an eil levrenn buan moarvat!minimum_wage_pl

Istor ha tresadennoù gant Bob Fingerman. Embannet e galleg gant Les Humanoïdes Associés, d’ar 16 a viz Ebrel 2014.

%d bloggers like this: