Archive for the Degemer Category

Un couteau dans le cœur

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Meurzh 28, 2020 by geekezig

Kuzuliet e oa bet din Un couteau dans le cœur gant ur mignon. Ne ouien ket nag eus petra oa kaoz na mann ebet, dianav e oa ar film din.
E fin ar bloavezhioù 70 e Pariz e vez muntret paotred a gemer perzh e filmoù Anne Parèze, produourez filmoù erotek heñvelreviad. Ar polis ne seblant ket kavout mallus an enklask setu e klasko Anne gouzout hiroc’h ha kompren perak eo he embregerezh a vez taget.
Ur film souezhus eo, en enor da filmoù an giallo (doare filmoù italian, meskaj film polis, film erotek ha film spont). An elfennoù-se a vez kavet e film Yann Gonzalez, gwir eo.
Un tamm lakaet diaes e oa, rak evidon e oa war ar vevenn, un nanar kazi. Mennozhioù film arnod a zo, met traoù a ra cheap kentoc’h eget e gwirionez dibabet me gav (an hunvreoù evel skeudennoù negativel da skouer). Re dort en deus seblantet din an istor ha n’on ket bet bamet kement-se gant Vanessa Paradis e-barzh. D’am meno n’on ket gouest da welet perzhioù mat ar film-se, setu ne guzulfen da zen, estreget marteze ar re a blij kalz dezho filmoù an giallo hag o do moarvat an daveoù evit kompren Un couteau dans le cœur.

Film sevenet gant Yann Gonzalez. Frañs, Suis ha Mec’hiko, 2018, 1e42.

This Is Comedy

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 27, 2020 by geekezig

This Is Comedy a zo un teulfilm diwar-benn Judd Apatow hag a zo digoust e-pad ar genfinadeg ma fell deoc’h.
Un teulfilm rannet dre demoù filmoù Judd Apatow, levezonoù, c’hoant da sikour reoù yaouank bremañ, c’hwitadennoù, taolioù-kaer, patromoù tudennoù a vez kavet en e filmoù hag all. Dedennus eo ha kalz tud (aktourien hag aktourezed, tud o deus kenlabourat gant Judd Apatow) a zeu da zesteniañ, pezh a ro lusk d’an afer ha teneridigezh d’an hollad.
Un teulfilm a galite evit ar re a blij filmoù Judd Apatow dezho.

Teulfilm sevenet gant Jacky Goldberg. Frañs, 2014, 59mn.

To All The Boys P.S. I Still Love You

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Meurzh 26, 2020 by geekezig

Film kentañ To All The Boys am boa kavet mat-tre. O c’hortoz an eil e oan, daoust din gouzout ne blije ket din kement eil romant ar rummad.
Ar film a zo heñvel ouzh steuñvenn ar romant (aon he deus Lara Jean rak darempred Gen ha Peter, distro John Ambrose en he buhez a lak anezhi da brederiañ hag all). N’eo ket dreistordinal an istor neuze met efedus spontus eo bepred an alkimiezh etre an aktourien, aktour John Ambrose ivez (daoust dezhañ bezañ cheñchet abaoe ar film kentañ!) setu ‘m eus bet kalz dudi dirak ar film memestra. Laouen on e vefe bet ivez lakaet tudenn Stormy en istor a-benn ar fin. Ur gomedienn romantel gant krennarded a zo plijus da sellet eo neuze.
Hast ‘m eus gwelet an trede film, rak an trede romant a zo ma hini karetañ!

Film sevenet gant Michael Fimognari, savet diwar romant Jenny Han. Stadoù-Unanet Amerika, (da sellet war Netflix abaoe an 12 a viz C’hwevrer) 2020, 1e42.

Groom – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Meurzh 25, 2020 by geekezig

N’am eus ket bet heuliet kalz pezh a ginnige Studio Bagel (filmoù-berr, sketchoù ha me oar me) met selaou a ran ouzh ar Floodcast setu ‘moa bet klevet komz diwar-benn ar stirad-mañ digant ul lodenn eus e grouerien. P’eo kinniget digoust bremañ em eus kavet e oa mat kregiñ ganti.
Groom a gont istor William, mab un den pinvidik-mor, perc’henn ostalerioù cheuc’h e-touez kalz traoù all. Goude bezañ bet lidet e deiz-ha-bloaz ha gloazet un implijad eus an ostaleri Le Grand Hotel e ranko labourat evel groom evit deskiñ un tamm petra eo ar vuhez evit an dud ordinal…
Pep rann a zo distag, gant kudennoù a bep seurt, alies meur a istor hervez pep tudenn : William evel-just met ivez Thomas, paotr an degemer, Martin, an evezhier, Delphine, plac’h ar c’hempenn, Salim, e karg eus ar spa ha Clément, escort a dremen hec’h amzer en ostaleri. Digempouez eo kalite ar rannoù met kalz dudi ‘m eus bet dre vras, daoust d’an tudennoù kliched ‘m eus bet c’hoarzhet alies ha bet plijadur ingal. Hast ‘m eus gwelet an eil bloavezh zoken, ur stirad dereat ma fell deoc’h un dra skañv !

Stirad krouet gant Robinson Latour, Florent Bernard, Axel Maliverney hag Adrien Ménielle. 10 rann 22 munut, skignet dre YouTube Premium abaoe an 19 a viz Gwengolo 2018.

Big Little Lies – bloavezh 2

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , on Meurzh 24, 2020 by geekezig

Plijet bras e oan bet gant bloavezh kentañ Big Little Lies. Dedennet a-walc’h e oan penaos e kendalc’hfe an traoù. 1 bloaz goude darvoudoù ar bloavezh kentañ e tremen an eil. Mamm Perry a zo deuet da vevañ gant Celeste evit ober war-dro ar gevelled. An holl a zo skoet gant ar pezh a zo c’hoarvezet met klask a ra hi furchal evit gouzout petra ‘zo c’hoarvezet resis.
Un tu Desperate Housewives a gavan d’an eil bloavezh, peogwir e rank ar merc’hed kuzhat o sekred(où). A bep seurt kudennoù nevez a sav met nebeut a dodennoù nevez, estreget marteze darempred Jane gant ur paotr yaouank aotek, pe feulster mamm Bonnie pa oa hi bugel (liammet gant an alkool). Istorioù arc’hant Renata a oa bet gwelet kant gwech dija ha kudennoù koublad Madeline a oa posupl divinout abaoe pell. Fin tout ar bloavezh gant ar prosez a oa dedennusañ lodenn an hollad, pezh a c’hall seblantout anat pa ouier eo krouer ar stirad krouer Ally McBeal ha The Practice. Ne gavan ket neuze e vefe kalz a draoù dedennus en eil bloavezh, dreist-holl ec’h echue ar bloavezh kentañ en un doare logik ha klok. Domaj eo un tamm.

Stirad krouet gant David E. Kelley diwar un istor savet gant Liane Moriarty. 7 rann 45 mn. Bet skignet evit ar wech kentañ etre ar 9 a viz Even hag an 21 a viz Gouere 2019 war HBO.

I, Tonya

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Meurzh 23, 2020 by geekezig

Fellout a rae din gwelet I, Tonya peogwir e plij din a-walc’h bed ar ruzikat (pezh am boa diskleriet deoc’h dija diwar-benn Spinning) hag em boa klevet kalz tud o lavar pegen mat e oa labour Margot Robbie er film. Anzav ran ne anavezen netra diwar-benn Tonya Harding, re yaouank e oan moarvat (koulskoude ‘m eus soñj bezañ bet sellet ouzh Surya Bonaly e-pad ar c’hoarioù olimpek pa oan bugel…).
Moarvat e oa kalz tud o komz diwar-benn Tonya Harding da vare ar c’hoarioù olimpek er Stadoù-Unanet met n’on ket sur e vefe bet brudet er bed a-bezh evel ma lavar ar film a-hed an amzer, an dra-se ‘m eus kavet torr-penn, da gregiñ ganti. Ur film souezhus eo peogwir e chom ur biopic met gant kalz fent, an tudennoù a gomz d’an arvesterien da skouer ha meur a sklaer eo e diazezet an traoù war gaou. Un doare na zisplij ket din dre ret met n’am eus ket komprenet mat petra oa pal ar film. Hir ‘m eus kavet ma amzer. Start e oa din krediñ e oa pemzek vloaz Tonya pa ra anaoudegezh gant Jeff, na 23 da vare tagadenn Nancy Kerrigan kennebeut…  Koulskoude eo gwir e c’hoari mat Margot Robbie, anat, met jenet on bet gant ar film dre vras, re amsklaer an ton evidon.

Film sevenet gant Craig Gillespie. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e59.

The Girl in the Spider’s Web

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 22, 2020 by geekezig

Pevare romant Millenium, Ce qui ne me tue pas, n’en doa ket plijet din kalz. Koulskoude, evel boaz, n’on ket bet evit chom hep sellet ouzh ar film. The Girl in the Spider’s Web n’eo ket heuliad film Fincher. Tud zo a wel anezhañ evel ur “soft reboot”. Evidon me n’eus netra da welet.
Claire Foy a c’hoari Lisbeth ar wech-mañ. En em dennañ a ra mat me gav, un draig a zo a lak ac’hanon da soñjal eo heñveloc’h ouzh an dudenn a ijinen en ur lenn al levrioù eget an aktourezed all (a oa dispar hañ). Lodennoù heverk eus ar romant a vank er film (nemet e tistummfen eñvorennoù ma lennadenn, pezh a zo posupl) ha jenet on bet gant ar fed yaouankaat Blomkvist hag Erika Berger, na seblantont ket kalz koshoc’h eget Lisbeth amañ.
Eil lodenn ar film (an emgann etre c’hoarezed) a rae film birvilh a live etre. Skeudennoù brav-tre eus ar gweledva a zo er film met n’eus ket kalz traoù all e gwirionez. Dipitus.

Film sevenet gant Fede Álvarez. Diwar romant David Lagercrantz. Kanada, Alamagn, Stadoù-Unanet Amerika, Sveden, Rouantelezh-Unanet, 2018, 1e57.

%d bloggers like this: