Dielloù evit distopiezh

Mortal Engines

Posted in Filmoù with tags , , , on Ebrel 3, 2023 by geekezig

Brud fall a zo gant Mortal Engines ha koulskoude e rankan anzav ‘m eus bet kalz plijadur o sellet ouzh ar film-se. Tremen a ra an darvoudoù war an Douar met distrujet eo bet pep tra pe dost ha bevañ a ra an dud e bourzh kêriadennoù ha kêrioù hag a zo kirri war memes tro. Un doare taer-tre a zo gant Londrez, da “lonkañ” ar c’hêriadennoù bihanoc’h hag ur raktres o deus da dagañ ul lodenn eus ar bed a-dreñv d’ur voger. E penn ar raktres-se emañ Valentine. Ur plac’h yaouank anvet Hester Shaw a glask war e lerc’h, ur raktres dial ganti goude marv he mamm.
Dedennus ‘m eus kavet ar bed, an doare Mad Max/Miyazaki a zo dezhañ. Me oar eo se a vez rebechet d’ar bed, levezon ur bern oberennoù all. Ha gwir eo ez eus traoù bet gwelet kant gwech dija met netra ispisial en ur bed faltazi ha birvilh, distopiezh me gav. Er c’hontrol, kavet ‘m eus e oa savet en un doare logik a-walc’h.

Film sevenet gant Christian Rivers, diwar romant Philip Reeve. Zeland Nevez & Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e08.

Not Tonight

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , on Meurzh 20, 2023 by geekezig

Ur c’hoari diorroet gant PanicBarn hag embannet gant No More Robots eo Not Tonight. Deuet ‘oa er gouloù d’ar 17 a viz Eost 2018 war PC. Kavet e vez ivez war Switch.
C’hoari am eus d’ar stumm Switch.
Heñvel eo ar c’hoari ouzh Papers, Please. E 2018 e bro Saoz emañ Albion kentañ e penn ar vro, ur politikerezh start-kenañ a zo a-enep da forzh peseurt annezad en defe un hendad bennak bet ganet e lec’h all. Ar g/c’heodad-ez 112 omp, gant un hendad bennak eus ur vro european all. Dav bevañ en ur savadur miret evit an dud all eveldomp, en ur c’hortoz bezañ skarzhet kuit…
Labourat a reomp e servijoù surentez toulloù-noz. Da gentañ eo ret sellet ouzh oad an dud hepken (arabat laoskel minored da vont barzh), goude-se e vo tikidi, listennadoù tud pedet, VIP gant gerioù kuzh o tremen dirak an holl, tud resis n’hallfont ket dont e-barzh (eus broioù resis), ur skanner evit sellet ma n’eus ket kontilli gant an dud, paperoù faos, ur visa evit mont-tre pe c’hoazh ur c’hementad arc’hant pe «skor sokial» evit gallout mont ‘barzh. Tamm-ha-tamm ec’h erru an elfennoù-se evit bezañ luzietoc’h luzietañ, pezh a zo mat. En tu hont d’al labour e vo ivez da verañ ar yec’hed (skuizhder, naon, yenijenn) hag ar fakturennoù da baeañ. Is-tudennoù a vo gwelet reoliek ivez hag ur strollad emsaverien da sikour, gant traoùigoù da gas da benn. N’eo ket displijus Not Tonight peogwir e ra gant elfennoù diazez Papers, Please. Met re hir eo ha re heñvel an nozvezhioù, goude ur mare ne oa ket kalz plijadur ken, just «dav din mont da labourat aze evit kaout an objed evit mont war-raok». Start ‘m eus kavet ivez al lodenn «n’eo ket memes skeudenn war ar paperoù!» gant tudennoù e pixel art diouzh an noz, ur plac’h gant blev melen a zo ur plac’h gant blev melen, seurt elfenn zo start da gemer e kont gant un design evel-se. Ne oa ket bepred aes mont ha dont gant ar Switch ivez, meur a wech ‘m eus nac’het tud e plas laoskel anezho da vont barzh pe kollet amzer o tigeriñ en-dro ar «renkell» labour pe er ger etre ar gartenn, an arloadoù pellgomz hag all. Moarvat e oa plijusoc’h c’hoari war PC. C’hwitet ‘m eus war traoù fentus zo eus ar c’hoari moarvat (is-tudennoù da laoskel da vont e-barzh hag all) met start oa kompren e gwirionez peseurt efed o defe (un efed o deus) ha n’on ket sur e vefen prest da c’hoari en-dro evel am boa graet gant Papers, Please evit klask an holl «hentoù» posupl.
En tu-hont da se, an istor a zo groz un tamm memestra met ar sonerezhioù hag aergelc’hioù disheñvel hervez al lec’hioù labour a oa plijus. Ur bern mennozhioù mat a zo er c’hoari met n’eo ket dre ret kempouezet mat evit reiñ plijadur war hir dermen.

C’hoari diorroet gant PanicBarn. Embannet gant No More Robots. Da c”hoari war Windows (17 a viz Eost 2018) ha Nintendo Switch (31 a viz Genver 2020).

Ghost in the Shell

Posted in Filmoù with tags , , , , on Kerzu 30, 2018 by geekezig

Alies e soñjan eo ret lenn/sellet ouzh un oberenn evit gallout he zikriañ. Marteze eo abalamour da se ‘m eus sellet ouzh Ghost in the Shell, pe dre guriusted.
N’am eus ket bet lennet ar manga orin, gwelet ‘m eus bet ar film bevaat kentañ hepken. Plijout a ra din met n’on ket pitilh gant ar bed-se kennebeut. Muioc’h a aon ‘m eus rak remake live Cowboy bebop da skouer (gant ar spi ne vo anezhañ james).
Setu un tamm ma zemz-spered neuze a-raok sellet ouzh Ghost in the Shell. Ha souezhet on bet. War an tu mat.
Disheñvel a-walc’h eo ar film diouzh an danvez orin evit chom hep keñveriañ bepred me gav. Dibabet en deus skipailh ar film amerikan mont war-zu prederioù disheñvel (ar Major a n’em c’houlenn “piv on?” ha ket dre ret “petra on?”) en ur bed Blade Runner heñvel.
Brav-tre ‘m eus kavet ar film e gwirionez (estreget efedoù ispisial zo da vareoù zo). Ar “whitewashing” (evit tudenn Major da nebeutañ) a zo displeget hag a seblant poellek benn ar fin. Kompren a ran e vefe bet tud feuket ha jenet gant se, met n’eo ket un abeg evit chom hep sellet ouzh ar film, d’am meno.
Kalz simploc’h eo ar film-mañ, n’eo ket ken soutil, met daoust hag-eñ ne oa ket re dort ivez an danvez diazez? Ur goulenn eo hepken ha neket ur varnadenn met anzav a ran en deus plijet din Ghost in the Shell, kement hag an hini orin, evit abegoù disheñvel. N’on ket gouest da lavaret eo fall peogwir ‘m eus kavet brav, dudius ha logik. Ar fin tout a zo dipitus un tamm marteze, un tamm re “hollywoodian” met mod all, ne vin ket e-touez an haters !

Film sevenet gant Rupert Sanders, diazezet war manga Shirow Masamune. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e46.

 

High-Rise

Posted in Filmoù with tags , , , on Here 5, 2016 by geekezig

highriseJenet e oan bet gant Sightseers met n’eo ket abalamour da se n’en deus ket fellet din gwelet High-Rise. Koulskoude ez eus elfennoù boutin etre an daou film, elfennoù a vez kavet e holl film Ben Wheatley marteze. Direnkus-kenañ eo High-Rise peogwir e tiskouez buhez ur raktres tour nevez, gant tud a bep seurt liveoù sokial (renket hervez an estajoù) ha penaos e tro pep tra da fall. Ur raktres modern hag utopek da gentañ, met re a draoù a vank… Diouer a dredan, a voued hag a onestiz/denelezh a-benn ar fin. Gouzout a ra diouzhtu ar seller-ez e trenko an traoù peogwir e tigor ar film gant un darvoud a c’hoarvez er fin. Plijet on bet kalz gant lodenn gentañ ar film, lipet ar skeudenn en un doare brav eston, “reolennoù” an tour, boazioù Laing, an haroz, pep tra en un doare klasel a-walc’h. Un darvoud resis a lako an traoù da cheñch evit Laing ha santet vez adalek neuze emañ raktres an tour o tispenn tamm-ha-tamm, hep na ouife an dud perak… adalek aze e oan lakaet diaes. Kenderc’hel a ra ar film da vezañ brav da sellet met ne oan ket n’em aes. Daoust d’ar santad-se e oan ken hoalet gant neuz ar skeudennoù hag gant an dibaboù sonerezh (SOS gant ABBA a zo ur seurt leitmotiv ❤ met e doareoù disheñvel eus ar ganaouenn orin) ken ne oan ket evit kavout fall ar film, er c’hontrol-bev. Kompren a ran e c’hallfe displijout neuze, evel en doa displijet Sighsteers din. Daoust da draoù zo ‘m eus kavet un tamm hegasus en istor (ha penaos ‘ta e oa er romant orin?) ez on chomet bamet dirak an hollad. Ne blijo ket d’an holl, se zo anat!

Film sevenet gant Ben Wheatley. Rouantelezh-Unanet, Iwerzhon ha Belgia, 2015, 1e59.

La couronne – La sélection 5

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Gouere 4, 2016 by geekezig

la-selection-tome-5---la-couronneBuan am eus lennet pempvet ha diwezhañ levr La sélection. Lârat a ran diouzhtu : gwellañ levr an dastumad eo evidon.
Eadly a rank kemer kargoù lezrouanez en ur c’hortoz e wellafe stad yec’hed he mamm. Kompren a ra ivez n’eo ket karet gant ar bobl hag e rank ober strivoù war an dachenn-se. Poent eo dezhi dibab unan eus ar baotred da zanvez-pried met kollet eo mik. Ouzhpennomp hêr Illéa o tont da sikour anezhi hag e vo sapre traoù! Divizoù politikel, preder diwar-benn pouez an eured en ur rouantelezh…
Me gav eo aet donoc’h ar skrivagnerez e temoù sirius, hep disoñjal lodenn «media» an afer. Prantadoù fromus a zo, prantadoù fentus, sell nevez ur plac’h yaouank war he zud, un darempred plijus etre ar baotred… Ur bern traoù o deus plijet din el levrenn-mañ ha laouen on gant an doare ma echu an traoù evit Eadley hag evit Illéa.

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg e ti Robert Laffont en dastumad R, d’ar 12 a viz Mae 2016.

La Sélection – Histoires secrètes (2)

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Meurzh 13, 2016 by geekezig

selection-histoires-secretes-reine-prefereeSetu un dastumad istorioù nevez tro-dro da La sélection. Div danevell a zo hag traoùigoù ouzhpenn, goulennoù gant ar skrivagnerez (tro-dro da L’héritière un tammig) ha poltredoù Nathalie, Elise ha Kriss goude darvoudoù L’élue.
An danevell gentañ, La reine, a ziskouez sell Amberly e-pad he frantad kenstrivadeg. Tro zo neuze da welet ar roue Clarkson pa oa yaouank, ur priñs c’hoazh. Dedennus-tre ‘m eus kavet gouzout penaos e oa bet an traoù eviti, eus peseurt metou e oa, hag all.
Un tamm dipitetoc’h on bet gant an eil danevell, La préférée, tro-dro da Varlee (a zo ma zudenn karetañ a-bell), re romantel hag un tamm sukr-ha-mel ‘m eus kavet. Gwelet vez penaos he deus graet anaoudegezh gant Carter ha petra ‘zo c’hoarvezet ganto a-raok bezañ jahinet ha goude. Ur prantad fentus un tamm a zo (gant America mezv) met mod all ‘m eus kavet un tamm divlaz rak ne gaven ket tuioù heverk Marlee e-barzh kement-se.
Berr-tre eo an traoùigoù ouzhpenn. Plijadur ‘m eus bet o lenn an div danevell-mañ, kavout a ran dedennus bepred pa glask ur skrivagner-ez gwelet darvoudoù gant sell un dudenn all pe lakaat ar gaoz war traoù c’hoarvezet a-raok pe goude an istor pennañ. Lennet am eus evel un tenn. Gwelloc’h ‘vo din gouzout penaos e tro an traoù evit Eadly avat…

Danevelloù gant Kiera Cass, embannet e galleg gant Robert Laffont en dastumad R, d’an 22 a viz Here 2015.

The Hunger Games : Mockingjay – part 2

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Genver 8, 2016 by geekezig

Hunger-games-32Trede levr The Hunger Games n’en doa ket plijet din kement-se m’ho peus soñj mat ha ne oan ket gwall laouen gant an diviz ober daou film gant al levr-se. Ar film 3.1 en doa souezhet ac’hanon kentoc’h mat ha daoust din kavout eo an 3.2 an hini gwanañ eus an tri film diwezhañ (ar re nemetañ a gavan dedennus) em eus kavet ne oa ken sot-se an diviz-se. Kenderc’hel a ra gant tuoù mat ar filmoù all sevenet gant Francis Lawrence. Film diwezhañ The Hunger Games a zo ur sapre film birvilh. Soñj mat em boa eus ar pezh a c’hoarveze (souezhet on bet) met sklaeroc’h ha kreñvoc’h n’eus seblantet din war ar skramm. E gwirionez on bet bamet gant al lodennoù birvilh ‘m eus kavet efedus, savet mat ha lusket dispar. An tammoù psikologel n’am eus ket kavet ken dispar. Dipitet on bet gant ar fin a zo chomet rik ar memes hini met en ur gomz gant ar mignon a oa ganin (n’en deus ket lennet al levrioù) em eus merzet e oa kalz skoempoc’h da gompren war ar skramm eget el levr, neuze eo dedennusoc’h kalz (digoroc’h da doareoù all da ijinañ pe da gompren ar c’hlozadur-se, sur). Ur bern istudennoù plijus a zo er film (er strollad a gas an argad), ar pezh n’em boa ket santet kement en ul lenn al levr (pa adlennan ma fennad!) ha klozañ a ra mat an oberenn am eus kavet doujus en ur vezañ disheñvel ha kazi pinvidikoc’h. D’am soñj e oa pouezus gwelet ar film war skramm bras ivez, ken sebezus eo lodennoù zo.

Film sevenet gant Francis Lawrence. Stadoù-Unanet Amerika, (war skrammoù Frañs abaoe an 18 a viz Du) 2015, 2e17.

L’héritière – La sélection 4

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Du 4, 2015 by geekezig

selection4Souezhet on bet o c’houzout e oa ul levr nevez eus La sélection (am boa lennet kentoc’h aketus m’ho peus soñj ^^, s.o. al liammoù avilvern-mañ). Ar wech-mañ e tremen an traoù 20 vloaz warlerc’h. Emañ merc’h henañ America ha Maxon o prientiñ da vezañ rouanez gentañ Iléa. Ne ya ket mat pep tra koulskoude, daoust d’ar sistem kastoù bezañ bet lakaet d’an traoñ e chom kalz kudennoù er gevredigezh ha dismegañs etre rummadoù-sokial, hêrezh ar c’hastoù-bet. Evit klask reiñ un tamm entan en-dro d’an dud e vez kinniget ur c’hoari nevez evit klask ur gwaz da Eadly.
Un tamm torr-penn eo Eadly (ket dres evel ma oa America avat!) met plijet on bet kalz gant he zu gwregelour, na gompren ket perak eo ret dezhi kavout ur gwaz padal en em sant barrek da ouarn hec’h-unan. Er penn-kentañ em eus bet ar santimant e oa kollet ar skrivagnerez etre America hag Eadly rak ur wech pe ziv e seblant Eadly ober fae war an dilhad evel ma rae America padal e plij-se dezhi kalz (tresañ a ra he dilhad hec’h unan ha tout, pezh zo kentoc’h cheuc’h!). A bep seurt traoù a vo tro da welet, en o-zouez eston ha doan ar plac’h, divoaz da doareoù zo, pa vez taget gant paotred zo. Gwirheñvel e seblant din neuze e-touez an niver a baotred e vefe reoù o klask ober drouk dezhi. Ur bern reoù all a zo dereat, jentil, fentus, lent, pabor, faëus… En ur stumm e kavañ splannoc’h personelezhioù ar baotred gant sell Eadly eget na oa personelezhioù ar merc’hed gant sell America. Ma. E-keñver politikerezh ha familh en deus seblantet din dedennusoc’h ivez, fromus da vareoù zo zoken. Un tu Long Live The Queen (ma vefen sirius e vefe ul liamm davet ur pennad diwar-benn ar c’hoari) d’an hollad ^^
E gwirionez on laouen neuze gant an doare m’eo adlañset bed La sélection, da welet penaos e troio an traoù.

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg e ti Robert Laffont en dastumad R, d’ar 7 a viz Mae 2015.

Prisonnier Riku 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Here 2, 2015 by geekezig

prisonnier-riku-1Riku a zo ur paotrig o vevañ en ur lodenn eus kêr a zo dilezet penn-da-benn. E-unan emañ ha klask a ra war-lerc’h boued hag all (en ur laerezh a-wechoù…). Ur poliser a sikour anezhañ. Ar pezh a zo, Riku a vo test eus muntr ar poliser-se ha tamallet e vo bezañ ar muntrer. Kaset e vez neuze d’an toull-bac’h. Start eo an traoù evitañ, poan en deus o heuliañ “reolennoù” an toull-bac’h. Ur mignon en do met kalz enebourien ivez. E fin al levrenn e kompren piv eo muntrer ar poliser…
Start-tre o Prisonnier Riku, prantadoù feulster bras a zo. Ur gwir manga toull-bac’h, startoc’h c’hoazh pa soñjer eo 13 vloaz hepken an haroz! E fin al levrenn e komprener e vo temoù all ouzhpenn : goubrenerezh dreist-holl. Ur manga efedus met kavet ‘m eus anezhañ un tamm start memestra.prisonnier-riku-1-pl

Istor ha tresadennoù gant SEGUCHI Shinobu. Embannet e galleg gant Akata, d’ar 27 a viz Du 2014.

Le rire du grand blessé

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Even 27, 2015 by geekezig

rire-du-grand-blesseLevr Cécile Coulon Le roi n’a pas sommeil em boa kavet bamus a-walc’h, hag ar plac’h hec’h unan a gavan dedennus. Bet e oan o selaou anezhi e Roazhon ha prenet he levr Le rire du grand blessé, ul levr skiant-faltazi ar wech-mañ.
Tremen a ra an istor en ur vro n’eo ket resisaet, un diktatouriezh bennak eo ar sistem ha nebeut a dudi hag a frankiz ‘zo gant an dud. Un dra hepken a zo aotreet : levrioù stad. Levrioù renket dre ar santad int sañset da zegas : fent, spont, from… N’eus ket eus al levrioù «kozh» ken. Ur wech an amzer e vez aozet abadennoù lenn ivez a zo arvestoù bras spontus. Neuze e rank implijidi stad diwall e tremenfe mat pep tra e kerzh an abadennoù-se. Unan eus an implijidi-se a vez heuliet el levr : evel an holl anezho, ne oar ket lenn. Goude ur gwallzarvoud avat, enaouet en ospital e lec’h ma vez graet re vat war e dro e klev bugale o teskiñ lenn…
Dedennus ‘m eus kavet Le rire du grand blessé. Daoust din kavout eo un tamm re verr ha n’eo ket displeget a-walc’h penaos eo erruet ar gevredigezh evel m’emañ. Ar pep dedennusañ a zo bet evidon gwelet 1075 o strivañ forzh pegement evit kuzhat e ouie lenn hag ivez an darempred a grog etrezañ ha Lucie Nox, ar vezegez he deus bet ar mennozh implijout testennoù resis evit sikour an dud klañv gant an dramm da leuniañ o santad a vank.
Bametoc’h e oan bet gant Le roi n’a pas sommeil neuze met bepred e kavan eo dedennus stil Cécile Coulon hag he c’hoant da glask labourat a bep seurt doareoù istorioù.

Romant skrivet gant Cécile Coulon. Embannet gant Viviane Hamy d’an 22 a viz Eost 2013.