Dielloù evit mignoniezh

Magic Friends

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Meurzh 11, 2024 by geekezig

E 6vet klas emañ Danielle bremañ. Siwazh dezhi n’emañ ket e memes klas hag he mignonezed ha poan he deus o kavout mignoned all. Goude marv ur dintin gozh souezhus e kav ur c’haier-hud. Pa dres traoù e-barzh e teuont da wir. Da gentañ e tres penn tudenn ur stirad a blij dezhi hag a ro kuzulioù dezhi. Da c’houde e tiviz tresañ ur vignonez eviti. Pezh a zo, Madison he deus he fersonelezh ha c’hoantoù dezhi. Dav vo da Danielle kompren penaos kaout mignoned hep hudouriezh !
Ul levr bannoù-treset fentus eo Magic Friends diwar-benn ar c’hoant da gaout mignoned, koshaat ha cheñch boazioù. Kontet eo en un doare dudius ha mat evit ar vugale. Un tamm dipitet on bet me, chom a ra un tamm simpl an traoù marteze.

Ce sera moi

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , on C'hwevrer 22, 2024 by geekezig

Skye a zo 16 vloaz. Un Amerikanez a-orin korean eo. Plijout a ra ar c’hK-pop dezhi, kanañ ha dañsal. E Los Angeles emañ o chom hag un degouezh a-feson a zo : un abadenn eus Korea ar Su evit kavout “talantoù” nevez e diavaez ar vro a vo er Stadoù-Unanet. Sur eo he deus barregezhioù. Pezh a zo eo tev Skye. He mamm a zo kriz ganti ha bed ar skinwel a vo ivez.
Ur romant koant-kenañ eo Ce sera moi. Dezrevellet eo gant kalz a fent, gant elfennoù dispar evit ur gomedienn romantel. Estreget-se eo evel-just, peogwir e lak ar gaoz ivez war darempredoù etre mamm ha merc’h, skeudenn an dud tev, pouez ar gevredigezh, diforc’hioù sevenadur, ar rouedadoù sokial…
Mesket eo mat an holl elfennoù-se hag un dudi a galite uhel eo Ce sera moi. Ur blijadur e pep keñver !

Promising Young Woman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Genver 1, 2024 by geekezig

Kazi 30 vloaz eo Cassie. Labourat a ra hep kalz entan en ur c’hafedi. Bevañ a ra c’hoazh e ti he zud.
Ur wech ar sizhun e ya d’un toull-noz bennak hag e ra van bezañ mezv-dall. Bep sizhun ez eus ur paotr a glask “sikour” anezhi ha profitañ outi dreist-holl…
Cassie a oa barrek er skol-veur medisinerezh. Betek na c’hoarvezfe un darvoud spontus : he mignonez Nina a voe gwallet gant ur strollad studierien. Ne c’hoarvezas netra met dibosupl e oa d’an div blac’h kenderc’hel gant o studioù.
Buhez Cassie abaoe marv Nina a zo klask dial neuze.
Ur film dial eo Promising Young Woman. Un neuz “Instagram” a zo gant kalz lodennoù/skeudennoù, sonerezh pop e-leizh, un aergelc’h deuet brav. Kalz prantadoù diaes a zo avat, kalz tudennoù a ra dibaboù dipitus ha koulskoude gwirheñvel-tre. Start eo da zegemer evel-just, pegen boutin eo doareoù an dud da “respont”.
Carey Mulligan a zo bamus a-walc’h e perzh Cassie, diseblant dirak pep tra pe dost, mouchet pep tra, nerzh he buhez kaset davet an dial. N’eo ket ur film plijus neuze, lakaat a raio diaes ur bern tud. Ha souezhus a-walc’h eo fin ar film, en deus lakaet ac’hanon da soñjal “n’eo ket posupl” ha goude-se e oa ar film ur gomedienn zu a-benn ar fin. Petra ‘oa pal gwirion ar film? Start gouzout. Un doare efedus a-walc’h da lakaat ar gaoz war penaos e vez an dud dirak darvoudoù “yaouankiz”.

La saveur du printemps

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Kerzu 26, 2023 by geekezig

Abaoe pell e felle din lenn La saveur du printemps. Plijet bras e oan gant ar golo hag aliet e oa bet gant kalzik tud.
Ur c’hrennard e fin e studioù lise eo Ari. Sikour a ra kalz e dud, perc’henn war un ti vara war vord ar mor. Fellout a rafe d’ar paotr yaouank mont kuit da studial er gêr vras, met start eo an traoù evit e familh e-keñver arc’hant. Ur strollad sonerezh en deus gant e vignoned hag an hunvre kenlojañ ganto ‘benn bloaz. Krediñ a ra e tiskoulmo e gudennoù ma kav un deskard pe un implijad nevez da gemer e blas en ti-vara. Hector an hini eo met ne vo ket ken simpl an traoù!
Plijus eo aergelc’h La saveur du printemps gant an dibab bikromiezh glas da skouer. Plijout a ra kalz din stil tresadennoù Savanna Ganucheau. N’a ket don-tre an traoù en istor a-benn ar fin, pe en tudennoù met koantik eo, ur blijadur da lenn dindan an heol !

Creed

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Du 19, 2023 by geekezig

N’am eus james gwelet filmoù Rocky. Koulskoude e felle din gwelet Creed. Evel-just n’hallin ket kompren an holl daveoù (ha c’hoazh, evel kalzik filmoù “kult” e anavezer skeudennoù heverk ar film, skalieroù ar savadur, tout se).
Adonis Johnson a zo ur paotrig feuls. N’en deus ket anavezet e dad ha marvet eo e vamm abred. En toull-bac’h evit ar vugale emañ. Gwreg e dad a zeu da ginnig dezhañ bevañ ganti : ar c’hampion box Apollo Creed e oa.
Ur vuhez didrabas en deus Adonis bremañ, deskadurezh, arc’hant… Koulskoude e plij dezhañ mont da Vec’hiko e-pad an dibenn-sizhun da n’em ganañ. Divizout a ra kuitaat Los Angeles evit mont da Philadelphia ha klask mont war roudoù e dad ha bezañ boksour eñ ivez.
Kavout a ran eo deuet mat ar film : prantadoù frammet evel ur film sport a zere, tammoù fromus, arouezioù anat met efedus (stourm ouzh ar c’hleñved ha stourm ouzh un enebour e sport). Prantadoù brav a zo, prantadoù leun a virvilh. Plijet en deus din ar film !

ぼくらの七日間戦争 (7 jours / 7 Days War)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Du 5, 2023 by geekezig

Mamoru a zo ur paotr e-unan. Plijout a ra an istor dezhañ met poan en deus o kaout mignoned. En em glevout a ra mat gant Aya, merc’h ur politikour lec’hel. Emañ hi o vont da ziloj peogwir emañ he zad o vont da genderc’hel e vuhez politikel e Tokyo. Kinnig a ra Mamoru dezhi tec’hout kuit, un abeg evitañ da lavar dezhi e kar anezhi ha profañ dezhi he frof deiz-ha-bloaz. Pezh a zo e kinnig Aya da dud all dont ivez. Ur strolladig souezhus a vo neuze o vont da gampiñ en ur vengleuz dilezet. Ne oant ket evit krediñ e oa unan bennak all o vevañ aze dija, ur bugel dibaper eus Thailand. Tud eus servijoù an emvroañ a zo o klask war-lerc’h ar bugel. Ur sez a grogo ar grennarded evit difenn anezhañ ha kregiñ a raio ur brezel etrezo hag an “dud vras”, war ar lec’h ha war ar genrouedad.
Adalek munutennoù kentañ ar film e vez santet un doare rekipe mod Your Name. Un tamm hegaset on bet neuze o soñjal e vefe poent d’ar filmoù kaout ur bersonelezh e plas trevezañ en un doare dister ar filmoù o deus graet berzh bras (betek dont da vezañ heugus aze). Torr-penn eo tuioù zo eus ar film met koulskoude e lak ar gaoz war temoù ral er filmoù bevaat : an emvroañ evel-just hag ivez itrikoù politikel lec’hel (embregerezhioù o klask chom bev a-drugarez da gevratoù foran), pe c’hoazh implij ar rouedadoù sokial evit lakaat ar c’heleier hag an dud da cheñch ali.
Ur film gant sioù neuze, dreist-holl en e stumm hep personelezh hag en defe gallet bezañ dedennus bras a-drugarez d’e demoù. Domaj un tamm !

Luminous Blue 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Here 29, 2023 by geekezig

Kô a zo nevez erru en ul lise nevez. Entanet eo rak el lise-se ez eus ur c’hlub skeudenniñ brudet. Sot eo ar grennardez gant tapout skeudennoù, pezh na sikour ket anezhi devezh an distro-skol. Gwelet eo fall gant he c’helennerez diouzhtu. Keloù fall ouzhpenn : n’eus ket eus ar c’hlub skeudenniñ ken.
Div blac’h eus he c’hlasad a zeu da vezañ mignonez ganti avat ha kregiñ a ra da skeudenniñ anezho. Skeudennoù brav a dapo ha diskouez a raio anezho da bresidantez-bet ar c’hlub skeudenniñ. C’hoant o deus da gemer perzh en ur genstrivadeg vroadel ha marteze e c’hallo ar c’hlub kregiñ en-dro.
Ur manga “yuri” eo Luminous Blue : ur manga gant istorioù karantez etre merc’hed. Buan a-walc’h en deus seblantet din kaout fan service evit netra met ne oa ket re spontus hag ar pep splannañ a oa : tudenn paotr ebet. An holl dudennoù a zo merc’hed estreget marteze un den pe zaou a-dreñv na gomzont ket. Souezhus ! N’on ket sur da belec’h ez a an istor na bezañ dedennet bras e gwirionez avat.

On-Gaku : Notre Rock ! (音楽 / On-Gaku)

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 9, 2023 by geekezig

Ur film berr eo On-Gaku gant ul lusk a c’hallo seblantout souezhus. Simpl-tre eo ar bevaat, goullo a-walc’h an endroioù. Ur film “bihan” neuze met en deus e bersonelezh.
Kenji a zo e-touez “kañfarded” al lise. En em gannañ a ra gant paotred al liseoù all. Un deiz e vez fiziet ur gitar-boud ennañ hag e fell dezhañ sevel ur strollad sonerezh gant e daou gomper. Ur plac’h sot gant ar sonerezh a bedo anezho da gemer perzh en ur festival met Kenji a zo skuizh dija gant an istor-se. N’eus ket kalz traoù all er film, ne ra ket van bezañ luziet. Fentus eo hag entanus gant e aergelc’h dic’hortoz ha leun a startijenn souezhus!

La sorcière secrète (Le garçon sorcière 2)

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gwengolo 14, 2023 by geekezig

Laouen bras e oan o kenderc’hel da lenn avanturioù Aster ha Charlie. Mamm-gozh Aster a ginnig d’ar paotr deskiñ diazezoù ar sorserezh ganti met goulenn a ra sikour en eskemm evit ur raktres a ra aon dezhañ. Charlie eus he zu a sant eo pellaet eus he mignonezed met ur plac’h nevez a zo erruet en he skol! Gwarizius-tre eo ar plac’h avat ha poan he deus o tegemer e c’hallfe Charlie kaout mignoned all. Taget eo c’hoazh Charlie gant nerzhioù hud…
Brav eo bepred, ur gwir istor koant evit ar vugale, ur wech ouzhpenn!

Nos yeux fermés

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gwengolo 12, 2023 by geekezig

Un den seder eo Ichitarô. Dall eo ha dont a ra a-benn da skoulmañ darempred aesaet gant an dud.
Chihaya eus he zu a zo ur plac’h dinervet bepred. Erruout a ra gant dale en he labour, imoret eo fall ha start eo an traoù eviti. Dilezet eo bet gant he mamm ha karget d’ober war-dro he zad, lonker daonet.
Tamm-ha-tamm, dre hanterouriezh Ichitarô e krogo ar plac’h yaouank da welout an traoù en un doare all.
Ur manga koant ha fromus eo Nos yeux fermés. Un istor ordinal diwar-benn tud ordinal… Un istor kenskoazell, mignoniezh, familh ha karantez. Prantadoù kriz ha start a zo met ur sklaeraenn a zo bepred. Brav!