Dielloù evit beajiñ

Carbone & Silicium

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gouere 17, 2023 by geekezig

Soñj ‘m eus bezañ bet gwelet pajennoù eus Carbone & Silicium en Utopiales, pa oa Mathieu Bablet o labourat war ar raktres. Brav eston e oant, evel-boaz.
Kregiñ a ra mat al levr d’am meno : e San Francisco emañ Noriko hag ur strollad skiantourien o labourat war un naoegezh artifisiel evit sevel robotoù neuz tud ganto da labourat e ti ar re gozh da skouer, labouret ez eus bet kalz war ar fromoù da skouer. Carbone ha Silicium eo an daou gentañ, un darempred ispisial a vo etrezo ha Noriko, dreist-holl Carbone. An embregerezh a ro arc’hant d’ar raktres a lak da 15 vloaz padelezh pep robot. Ma, evel-se e tro ar bed.
Carbone ha Silicium a zesk kant ha mil tra diwar-benn ar bed ha fellout a ra dezho beajiñ. E kerzh ur veaj e bro Indez e tivizo Silicium tec’hout kuit, laoskel a raio Carbone war e lerc’h, gloazet eo, ez fizikel hag e don he c’hreiz.
Goude 15 vloaz e tivizo Noriko laoskel Carbone da cheñch korf evit ma chomfe bev. Peurrest al levr a dremeno evel-se neuze : Carbone o cheñch korf bep 15 vloaz hag un darempred ki ha kazh gant Silicium. Fellout a ra dezhañ gwelet ar bed a-bezh, ne chom james e memes lec’h pa fell da gCarbone un doare ti.
Lodenn gentañ al levr am eus kavet mat-tre ha fromus, dedennus-kenañ an doare kevezerezh etre Carbone ha bugale Noriko da skouer. An eil lodenn am eus kavet arabadusoc’h, tremen a ra an amzer gant klichedoù a bep seurt eus an istorioù skiantoù-faltazi. Brav eston an tresadennoù evel-just met goullo a-walc’h ar preder hag ar c’homzoù. Dipitus un tamm.

Istor ha tresadennoù gant Mathieu Bablet. Embannet gant Ankama, d’an 28 a viz Eost 2020.

Premières vacances

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 9, 2023 by geekezig

Seblantout a rae fentus Premières vacances, ur film o teskrivañ ur c’houblad nevez-flamm a ziviz mont da vakañsiñ asambles e Bulgaria. Eñ a blij dezhañ an ostalerioù, e vefe prop ha klet pep tra, hi a gav gwelloc’h heuliañ red an darvoudoù ha bevañ evel tud ar vro.
Pounner a-walc’h eo lodenn gentañ ar film, gant farsadennoù diazezet bepred war mont d’ar privezioù pe dost. An eil lodenn a seblant diskouez kentoc’h pegen trist eo an ostalerioù divent evit touristed, hep ober van eus hengounioù pe ar sevenadur lec’hel. Al lodenn rak-klozadur, c’hwerv da gentañ a zo evidon-me gwellañ lodenn ar film.
Domaj eo e vefe savet ar film en un doare ken simpl, gant tudennoù kliche penn-da-benn. Mennozhioù mat a zo met erruout a reont re ziwezhat, goude kalz lodennoù huanadiñ ha soñjal e pegen hir eo.
Jonathan Cohen em eus kavet re bounner. Domaj!

Film sevenet gant Patrick Cassir. Frañs, 2018, 1e32.

Charlie’s Angels

Posted in Filmoù with tags , , , on Even 11, 2023 by geekezig

Ar film kentañ liammet gant Charlie’s Angels eo a welan. N’em boa ket gwelet an hini gant Cameron Diaz, Drew Barrymore ha Lucy Liu nag ar stirad e gwirionez. Seblantout a rae fentus ar stumm nevez-se avat.
Ur film birvilh klasel eo ha gwelet vez an traoù dre sell Jane, ijinourez e Hamburg a vo un danvez angel.
Fentus ha dudius eo ar film, gant lodennoù un tamm pep lec’h er bed, evel ma zere en ur film birvilh ha spierezh met siwazh eo un tamm hir ha n’a ket kalz pelloc’h an traoù.

Film sevenet gant Elizabeth Banks. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e58.

#JeSuisLà

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Ebrel 2, 2023 by geekezig

E penn ur preti emañ Stéphane, e bro Euskadi. O paouez dimeziñ emañ e vab Ludo. Ur vuhez sioul en deus met n’eo james dimezet en-dro goude e disparti. Tamm-ha-tamm e krog un darempred gant ur plac’h e Korea ar Su dre Instagram. A-greiz-holl e tiviz mont da welet anezhi.
Ur film sioul eo #JeSuisLà, n’eo ket ur gomedienn romantel nag ur film fentus met ur film skañv ha koant diwar-benn un den a verz diwezhat n’en deus ket profitet eus e vuhez. Prantadoù brav-tre a zo etre Stéphane hag e vibien da skouer met ur film diwar-benn ar veaj eo ivez, penaos e c’haller bezañ “un den all” ha bevañ e gwirionez gant traoù diazez, hep kompren pep tra, reiñ a ra c’hoant da vat mont da Gorea ar Su! Kavet ‘m eus ne oa kentel ebet o lavar pegen spontus eo ar rouedadoù sokial pe traoù evel-se, e gwirionez eo ur film skañv, simpl ha brav.

Film sevenet gant Éric Lartigau. Frañs ha Belgia, 2020, 1e37.

Cécil et les objets cassés

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gouere 17, 2022 by geekezig

Ceciletlesobjetscasses1Ul levr bannoù-treset moutik tout eo Cécil et les objets cassés. Cécil, Ficelle ha Poussière a vev kichen-ha-kichen en ur gêriadennig. Un deiz bennak e teu Nicol da brenañ traoù diganto, souezhus eo ar razhez ha laosker a ra ur gartenn da gouezhañ war he lerc’h. An tri mignon a ziviz mont da heul ar veajourez. Asambles e klaskfont peadra d’ober ur braoued hud hep gouzout mat petra vo e efed! Tamm-ha-tamm e teuio Nicol da vezañ teneroc’h ganto.
Un istor dudius ha simpl eo gant un endro koantik. Plijout a ra din kalz “bed” Élodie Shanta hag he fent. Ul levr a-feson evit ar vugale!

cecilobjetsIstor ha tresadennoù gant Élodie Shanta. Embannet e ti Biscoto, d’ar 17 a viz Genver 2020.

All The Bright Places

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Gouere 14, 2022 by geekezig

allthebrightplacesPell ‘oa e ranken lenn All The Bright Places a oa bet aliet din gant ur bern tud. Abaoe ken pell all e oa ar romant ganin em lenner levrioù niverel met anzav a ran p’eo erruet ar film war Netflix em eus soñjet e oa poent kregiñ ganti da vat!
Violet he deus kollet he c’hoar en ur gwallzarvoud oto. Un deiz emañ war toenn unan eus savadurioù al lise. Theodore Finch, “freak” al lise, a sikour anezhi. Adalek ar mare-se e soñj d’an holl eo bet savetaet Finch ganti. Un darempred a grogo etrezo en desped dezhi. Pourmen a refont asambles er stad evit un dever da skouer.
Plijadur ‘m eus bet o lenn All The Bright Places, ur bern prantadoù koant ha frazennoù brav a zo el levr. Ha koulskoude, e chom c’herv un tamm ma lennadenn. Ul levr diwar-benn an emlazh hag ar c’hañv eo, anat deoc’h. Ar santimant ‘m eus bet e oa romantelaet an emlazh e-barzh. Eüruzamant ez eus displegadenn ar skrivagnerez e fin ar romant, o lavar he doa bevet un istor damm-heñvel rak e gwirionez mod all, tout ar fin am boa kavet euzhus a-walc’h, emgar, kriz ha pas yac’h tamm ebet.
Etre daou on neuze, daoust din kavout e oa plijus da lenn hag eztaolet brav santadoù zo.

Romant skrivet gant Jennifer Niven. Embannet gant Knopf Publishing Group d’ar 6 a viz Genver 2015.

Sur la route de West

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Ebrel 4, 2022 by geekezig

J02279_Sur la route de West_COUV.inddSur la route de West a zo ul levr souezhus e oberenn Tillie Walden.
Lou a zo ur plac’h 27 vloaz, tizhet c’hoazh gant marv he mamm, ur bloaz oa. War he hent da welet he moereb e kav Béa, 18 vloaz. An div a seblant kollet, o klask tec’hout traoù (pe tud) hag o deus ezhomm da vont d’un tu bennak daoust dezho pas gouzout da belec’h. Ur c’hazh a gavfont war o hent ha divizout a refont kas anezhañ d’e di en-dro, e West, Texas. Ur gêriadenn guzh eo avat ha tud souezhus a vo war o lerc’h abalamour d’ar c’hazh.
N’on ket bet kendrec’het dre ret gant an tu faltazi un tamm start da veizañ met prantadoù brav ha fromus a zo ha dodennoù start.
N’eo ket a live gant Spinning met d’an nebeutañ ez eus un tamm peadra en istor.
sur-la-route-de-west-extr
Istor ha tresadennoù gant Tillie Walden. Embannet e galleg e ti Gallimard, d’ar 15 a viz Genver 2020.

Les Indes Fourbes

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Ebrel 2, 2022 by geekezig

indesfourbesUr pikol levr bannoù-treset eo Les Indes Fourbes. E meur a levrenn en defe gallet bezañ bet embannet kazi. Teir lodenn a zo d’an istor, a vo dizoloet e doare disheñvel a bep eil.
Dispar eo tresadennoù (treser Blacksad eo Guarnido) hag evit ar re a blij De Capes et de Crocs dezho (eveldon) ne vo ket souezhus stil “c’hoariva” an istor, savet gant memes den.
Pablos a zo ur paourkaezh spagnol paour a n’em gavo er c’hevandir nevez, klask a raio dreistbevañ hag ivez klask arc’hant hag aour, marteze ? Daoust hag un haroz pe un toueller eo ?
Se a vezo dizoloet tamm-ha-tamm. Ul levr plijus-tre!

Indesp56Istor gant Ayroles ha tresadennoù gant Guarnido. Embannet e ti Delcourt, d’an 28 a viz Eost 2019.

Lilith 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Kerzu 19, 2021 by geekezig

lilithDedennet e oan bet gant golo Lilith a gaven kevrinus.
Dipitet on bet buan a-walc’h gant an tresadennoù, chara-design re heñvel ouzh traoù bet gwelet dija (FMA, filmoù bevaat Disney) ha livioù artifisiel ne oant ket brav-tre.
Lilith eo an doueez ziwezhañ a lako ar bed da echuiñ gant ur ger hepken. Gant he breur e beajont bep tri miz d’ur bed d’egile (Sliders style). Erruout a reont en ur bed gant boudoù nerzh-pur a seblant tagañ an denelezh. Krediñ a ra an dud e Lilith ha studial a reont perak e vezont taget.
Setu tout tamm-pe-damm ar pezh a c’hoarvez.
Dipitet on bet gant al levr-mañ keit gant an istor eget gant an tresadennoù. Domajlilithdi

Istor ha tresadennoù gant Nina Vakueva. Embannet e galleg gant RobinSon, d’an 21 a viz Eost 2019.

Missing Link

Posted in Filmoù with tags , , , on Du 28, 2021 by geekezig

missinglinkE 1886, Sir Lionel Frost a fell dezhañ groñs kavout boudoù mojennel ha degas ur brouenn evit gallout mont e klub an ergerzherien. Er c’hlub-se e vez graet goap outañ, gwelet evel ur sod a glask war-lerc’h traoù n’eus ket diouto. Resev a ra Lionel Frost ul lizher a c’houlenn gantañ mont e Amerika da glask war-lerc’h ar Sasquatch. Dizoloiñ a ra neuze al “liamm” etre mab-den hag ar marmouzien bras. Ar marmouz a fell dezhañ mont da Himalaya da gavout boudoù eveltañ peogwir eo digenvez. Evit dont a-benn en deus Lionel Frost ezhomm eus sikour Adelina, intañvez e vignon a gozh…
Ur film brav eston eo Missing Link, un drugar da sellet. Fentus ha dudius am boa kavet, ur gwir film troioù-kaer ha mignoniezh, klasel marteze met efedus. Abaoe pell ne oan ket bet plijet kement gant ur film Laika (a ra filmoù bevaat stop motion). Hast ‘m eus gwelet pezh a ginnigfont da c’houde !

Film sevenet gant Chris Butler. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e34.