Dielloù evit toull-bac’h

Ocean’s 8

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gouere 13, 2023 by geekezig

En toullbac’h emañ Debbie Ocean ha prientiñ a ra he gwalldaol a-zeu. Ur wech deuet er-maez e kav ar strollad merc’hed a sikouro anezhi da zont a-benn.
Ur film laeroñsi e mod filmoù all ar rummad Ocean’s eo Ocean’s 8. Ar wech-mañ e vo ur bagad merc’hed hepken avat ha tremen a ra an darvoudoù e-pad gala bloaziek ar Met. New York, dilhad brav eston ha mirdioù, un aergelc’h eus ar plijusañ! Dudius-tre ‘m eus kavet ar film, fentus ar bagad merc’hed, pep hini gant he barregezhioù hag ur sapre labour a zo bet graet war an dilhad evit ar gala evel-just met a-hed ar film ivez. Ur souezhadenn a-feson d’am meno.

Film sevenet gant Gary Ross. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e50.

Escape From Pretoria

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 2, 2023 by geekezig

N’anavezen ket istor an tri den-mañ : Tim Jenkin, Stephen Lee ha Leonard Fontaine (a zo diazezet war Alex Moumbaris e gwirionez). E Afrika ar Su, e 1979, e voe harzhet Tim ha Stephen, a gemere perzh er CNA evit stourm a-enep an apartheid. Barnet int ha kaset d’un toull-bac’h evit ar baotred wenn e Pretoria. Du-hont e reont anaoudegezh gant prizonidi politikel all ha dreist-holl e krogfont da sevel ur raktres evit tec’hout kuit. Ur film tec’hout kuit eo da vat, n’eus kazi mann all ebet estreget prientiñ ar raktres-se. Nebeut a draoù diwar-benn ar vuhez diavaez, ar pezh a c’hoarveze e keit-se hag all. Savet eo en un doare efedus-tre evit ar re a zo plijet gant seurt filmoù. Tapet on bet da vat ha nec’het gant pep degouezh a c’hoarveze ganto, ouzhpenn bezañ bet desket traoù.

Film sevenet gant Francis Annan. Rouantelezh-Unanet & Aostralia, 2020, 1e46.

Long Kesh

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Meurzh 27, 2022 by geekezig

longkeshUl levr bannoù-treset eeun eo Long Kesh : kontañ a ra bloavezhioù Bobby Sands e toull-bac’h Long Kesh. Adalek 1976 gant dispac’h ar palennoù betek harz-debriñ 1981 en ur dremen dre an harz n’em walc’hiñ.
Ne oan ket sot gant an doare da dresañ met kontet eo an istor gant nerzh ha from hag en un doare denel ha dedennus. Un doare tañva pe un diverradenn a galite.
longkeshdi
Istor ha tresadennoù gant Stéphane Heurteau. Embannet gant Les éditions du Long Bec, d’an 18 a viz Gwengolo 2019.

El hoyo

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 9, 2022 by geekezig

elhoyoUr film faltazi spagnol eo El hoyo, gant un neuz Cube dezhañ. Adalek ar penn-kentañ e kaven e vefe bet an doare film mat evit priz sinema an Utopiales.
Goreng a ziviz kemer perzh en un taol-arnod aozet gant ar Velestradurezh e-pad 6 miz, en eskemm d’un diplom. Dihuniñ a ra bac’het gant un den. Un toull a zo e kreiz al leur hag al lein. Ur savenn a dremen dre pep estaj gant boued. Tamm-ha-tamm ez eus nebeutoc’h nebeutañ a voued evel-just. Bep miz e cheñchont estaj ha n’ouzont ket pet estaj a zo en holl.
Klask aozañ an traoù evit rannañ ar boued, sikour pe get tud an estajoù all, sikour pe get an den a zo toullbac’het gant pep hini, a bep seurt a c’hoarvezo, ha pep tra a cheñcho ivez hervez e peseurt estaj emaint evel-just.
Dedennus am boa kavet ar film, diwar-benn psikologiezh an dud evel-just ha peseurt abegoù a lak pep hini da zibab bezañ emgar kentoc’h eget brokus. Daoust ha mat eo reiñ boued d’an holl dre ar feulster? Prantadoù feuls-tre a zo er film ha rukunus a-walc’h. Ur film efedus eo bepred ha dedennus evit ar preder. Ne ro respont ebet e gwirionez, n’eus haroz ebet. Ur film fin eo, gant nebeut a dra eo plijus an disoc’h me gav.

Film sevenet gant Galder Gaztelu-Urrutia. Bro Spagn, 2019, 1e34.

The Prey

Posted in Filmoù with tags , , on Eost 27, 2021 by geekezig

the-preyUr poliser sinaat oc’h enklask war ur rouedad torfedourien etrevroadel a n’em gav en un toullbac’h meret en un doare iskis. Rener al lec’h a zegemer arc’hant digant tud pinvidik a fell dezho “chaseal” tud. Xin a zo e-touez ar strollad prizonidi bet dibabet evit kemer perzh er “c’hoari”. D’ar mare se e teu a-benn e genseurted da adkavout anezhañ. Dav eo dezhañ chom bev avat.
Ur film birvilh simpl eo The Prey. Ur film gant ur sapre budjed evit ar sinema kambodian. N’eo ket gwall zedennus ar senario avat ha n’eus netra ispisial, e-keñver c’hoari, filmañ pe stil a rofe ur perzh dezhañ. N’eo ket fentus, pezh a ra n’eo ket un nanar kennebeut. Domaj eo !

Film sevenet gant Jimmy Henderson. Kambodia, 2018, 1e30.

En liberté !

Posted in Filmoù with tags , , , , on Mae 9, 2021 by geekezig

en-liberteBrud mat en doa En liberté ! Daoust din pas gouzout kalz tra diwar-benn ar film e felle din e welet neuze.
Yvonne, intañvez abaoe daou vloaz, a zizolo e oa he gwaz ur poliser lovret hag en doa kaset d’an toull-bac’h eizh vloaz zo ur paotr yaouank n’en doa graet netra. Adalek ar mare-se e fell da Yvonne sikour ar paotr evit klask skañvaat he c’houstiañs.
Prantadoù fentus a zo er film e gwirionez met un tamm arabadus eo an hollad d’am meno. Pio Marmaï zo kendrec’hus e paotr troet da sod ha feuls, Audrey Tautou n’eo ket fall kennebeut. Ur wech ouzhpenn ar boliserien a seblant lu met n’on ket evit lârat perak e seblant din e vank un dra bennak evit ma alifen ar film e gwirionez. Marteze e c’hortozen un dra bennak heñveloc’h ouzh Au poste! ?

Film sevenet gant Pierre Salvadori. Frañs, 2018, 1e47.

Room

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Gwengolo 19, 2016 by geekezig

roomPell zo e felle din lenn Room, pa oa bet deuet er gouloù e galleg ma ‘m eus soñj mat. Tremenet ar bloavezhioù, ur film a zo bet etre-tan zoken ha setu me o lakaat ma c’hrabanoù war al levr e saozneg, a-benn ar fin!
Pemp bloaz eo Jack, bevañ a ra en ur pezh, gant e vamm. Ne oar ket e vev en un doare disheñvel-mat eus an dud all. Hag ur sapre doare disheñvel eo : skrapet eo bet e vamm ha chomet bac’het er pezh-se e-pad seizh bloaz bremañ. Gwallet e vez reoliek gant he skraper ha c’hoant he deus diskouez ar bed d’he mab ha tec’hout kuit eus an toull-bac’h-mañ. Ur wech kontet ar wirionez d’he mab e klaskont un doare da guitaat “Pezh”.
Yezh ar romant a zo dedennus-tre peogwir eo kontet gant Jack, gant e doare da welet ar bed (an traoù a zo ken pouezus ha tud, gant pennlizherennoù dezho, peogwir ne oar ket ez eus eus tud all, estreget Old Nick), gant e fazioù (ne guzulian ket ar romant m’ho peus poan gant an “irregular verbs” e saozneg! :D)… Ur romant fromus eo ivez ha kontet en un doare a seblant din gwirheñvel evit ur bugel pemp bloaz, ne gompren ket perak e fellfe d’e vamm bevañ en un doare all, bezañ heptañ da vareoù zo. Soñjoù emgar en deus met ur sell dedennus war ar bed “diavaez” gant reolennoù e-leizh. Kalz simploc’h e oa ar bed evitañ e “Pezh”.
Ur preder a zo ivez diwar-benn ar mediaoù, Jack a gav kelaouennoù o komz diwar e benn, pe abadennoù er skinwel ha ne gompren ket perak eo ken brudet, evel tud ar skinwel a c’halle gwelet.
Ur romant kreñv-tre eo, a lak da soñjal er gevredigezh, en darempredoù etre an dud hag er c’hañv, e stummoù liesseurt. Dedennet e vefen o welet ar film bremañ.

Romant iwerzhonat ha kanadian gant Emma Donoghue. Embannet Pan Macmillan, d’ar 6 a viz Eost 2010.

Prisonnier Riku 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Here 2, 2015 by geekezig

prisonnier-riku-1Riku a zo ur paotrig o vevañ en ur lodenn eus kêr a zo dilezet penn-da-benn. E-unan emañ ha klask a ra war-lerc’h boued hag all (en ur laerezh a-wechoù…). Ur poliser a sikour anezhañ. Ar pezh a zo, Riku a vo test eus muntr ar poliser-se ha tamallet e vo bezañ ar muntrer. Kaset e vez neuze d’an toull-bac’h. Start eo an traoù evitañ, poan en deus o heuliañ “reolennoù” an toull-bac’h. Ur mignon en do met kalz enebourien ivez. E fin al levrenn e kompren piv eo muntrer ar poliser…
Start-tre o Prisonnier Riku, prantadoù feulster bras a zo. Ur gwir manga toull-bac’h, startoc’h c’hoazh pa soñjer eo 13 vloaz hepken an haroz! E fin al levrenn e komprener e vo temoù all ouzhpenn : goubrenerezh dreist-holl. Ur manga efedus met kavet ‘m eus anezhañ un tamm start memestra.prisonnier-riku-1-pl

Istor ha tresadennoù gant SEGUCHI Shinobu. Embannet e galleg gant Akata, d’ar 27 a viz Du 2014.

Une métamorphose iranienne

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Ebrel 28, 2015 by geekezig

metamorphose-iranienneMoarvat e vo degemeret Mana Neyestani el levraoueg e fin ar bloaz neuze e oa un dra vat din lenn e levr! Un treser iranian eo hag abaoe 2007 en deus ranket tec’hout e vro. Une métamorphose iranienne a ginnig kontañ penaos eo c’hoarvezet e harlu politikel. Abalamour en deus implijet ur ger resis en un dresadenn evit ar vugale eo bet tamallet ober goap eus yezh Azeri (kumuniezh a gaoze ur yezh eus familh an Turkeg). Adalek ar mare-se e trenk penn-da-benn an traoù : manifestadegoù, manifesterien azeri lazhet gant ar polis hag un den da damall evit ar reuz-se : Mana Neyestani. Heuliet e vo e emgavioù gant un alvokad, an atersadennoù, ar vuhez en toull-bac’h ha goude-se pa tec’ho kuit gant e wreg, da Valezia. Ankenius-tre eo ar pezh a c’hoarvez gant an treser ha digredus, koulskoude eo gwir pep tra… Un tamm fent a zo el levr ha lusket ha treset mat eo. Ur sapre dizoloadenn, hast ‘m eus labourat tro-dro d’e oberenn e fin ar bloaz!Metamorphose-

Istor ha tresadennoù gant Mana Neyestani. Bet embannet e galleg gant ça et là hag embannadurioù Arte, d’ar 15 a viz C’hwevrer 2012.

Wizzywig : portrait d’un hacker en série

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Meurzh 26, 2015 by geekezig

wizzywigWizzywig n’eo ket diazezet war un buhez un den resis, koulskoude e kont istor Kevin J Phenicle, un doare tudenn a c’hallfe bezañ ur bern hacker disheñvel. Kontet eo an traoù gant ur mignon dezhañ a glask difenn anezhañ peogwir emañ an toull-bac’h. Kontañ a ra neuze buhez e vignon en toull-bac’h, penaos emañ o c’hortoz e brosez met ivez e vugaleaj ha penaos eo deuet da vezañ un hacker hag all. Poltred ur mare eo (penn-kentañ an urzhiataeroù er gêr, ar c’hoarioù-video kopiet er gêr…), ur poltred ivez eus ar Stadoù-Unanet (ar mediaoù dreist-holl met ivez ar justis hag an toulloù-bac’h). Ur sapre levr eo memestra (kazi 300 pajennad) hag un tamm hir eo a-wechoù met dedennus eo. An tresadennoù n’int ket dispar bepred (distummet ar c’horfoù da vareoù zo) met ur stil efedus eo memestra. Er fin e vezer adkaset d’ar bed gwirion gant afer WikiLeaks.
Ul levr dedennus eo daoust ma kav din e seblanto marteze re simpl d’ar re a zo dedennet-tre gant an dodenn ha re hir d’ar re n’int ket dedennet a-walc’h.
Ur rebech ‘m eus d’ober da Dargaud evit ar fin, dre m’eo bet embannet e galleg goude embann ofisiel an 22 a viz Eost 2013, o defe gallet resisaat e oa Chelsea Manning hec’h anv bremañ.wizzywig--portrait-d-un-hacker-en-serie

Istor ha tresadennoù gant Ed Piskor. Embannet e galleg gant Dargaud d’an 20 a viz Gwengolo 2013.