Archive for the Stlabez Category

Kenavo bloaz kozh…

Posted in Stlabez with tags , on Genver 2, 2017 by geekezig

Setu echu 2016 ha c’hoant ganin da gomz diwar-benn Soubenn ar Geek. Ouzhpenn c’hwec’h vloaz eo ar blog-mañ bremañ. Daoust din bezañ bevet ur bloavezh sioul pe dost (beaj bras ebet, ezhomm ebet da glask labour pe cheñchamant bras ebet e keñver labour ha lec’h bevañ, estreget un dilojadeg) eo bet ar bloaz rouesañ e keñver skrivañ pennadoù. Koulskoude ‘m eus bet lennet, sellet, c’hoariet kement hag ar bloavezhioù all.

Anzav a ran on bet diskaret ha n’eo ket marteze gant ur postel dizanv am boa resevet e miz Ebrel. Me oar a-walc’h eo arabat reiñ re a bouez da seurt traoù. Pezh a zo, n’eus ket kalz traoù all a lak ac’hanon da soñjal e servij ma blog d’un dra bennak, setu on techet da grediñ er pezh a oa bet lâret er postel-se, evit lodennoù zo. Sur on n’eo ket mat ma live brezhoneg (met se a ouien a-walc’h dija ha kendrec’het on e c’hall pep hini mont da lec’h all ma kav ken spontus-se ma yezh, pe kas evezhiadennoù/posteloù madelezhus evit sikour ac’hanon da wellaat). Techoù fall a zo ganin, ur bern, levezonet on dre ret gant ar galleg pe ar saozneg, pep lec’h tro deomp. Piv n’eo ket? Deskiñ a ran ha klask a ran chom hep ober ar fazioù bet lâret din jentil en dro met plegoù fall a chom bepred ha n’on ket en un endro brezhoneger em buhez pemdez ken. Pe ket e memes stumm da vihanañ. Sur on e cheñch an dra-se un dra bennak.

Ma. N’on ket paouezet da lenn, da sellet ha da c’hoari neuze met an niver a vrouilhedoù pennadoù em blog a zo kresket ha kresket hep na gavfen kalz youl evit sevel anezho e gwirionez. Klasket ‘m eus mirout un nozvezh ar sizhun evit skrivañ pennadoù pe c’hoazh skrivañ ma fennadoù DIOUZHTU (an diskoulm kazi gwellañ evidon-me) met skuishoc’h-skuishañ e oan bepred hag an dale bet tapet na deuen ket a-benn da adtapout james.
Un deiz bennak e lâris da Dornoz «c’hoant ‘m eus da c’hoari da d/Tomb Raider met ret eo din skrivañ pennadoù evit SaG» hag e respontas din «ma vir ar blog ac’hanout da ober ar pezh a fell dit ober n’eo ket mat» (tamm-pe-damm). Ur sapre flac’had e voe evidon rak re wir e oa. ‘M eus aon eo kollet ganin ar blijadur da skrivañ evit SaG. Ul lodenn eus ar blijadur hepken rak da vareoù zo e fell din ober memestra hag e ran, laouen. Met daoust ha ret eo din skrivañ diwar-benn pep tra? N’eo ket. Klask a ran aozañ gwelloc’h ma amzer met n’on ket deuet a-benn evit c’hoazh. Klask a ran ivez mont war-raok gant raktresoù krouiñ all am eus war ar stern abaoe pell, ur romant hag ur c’hoari video (testenn hañ). N’an ket kalz war-raok kennebeut.

Un dra all a zo, un emdroadur a vez kavet er bed a-bezh, emdroadur ar rouedad dre vras : sklaer eo n’a ket an dud kement da lenn blogoù ken met ne fell ket din sevel ur chadenn Youtube evit reiñ ma alioù. Seblantout a ra din bezañ ul labour kalz startoc’h (ouzhpenn skrivañ e vo ret filmañ ha frammañ!) ha ne fell ket din en ober. Ne fell ket din prenañ dafar, n’eo ket ma fal. Ne fell ket din diskouez ma fenn, klask sonerezh ha pep tra a c’hall bezañ gortozet eus ur chadenn YouTube kronikennoù sevenadurel. Ma fal a oa skrivañ reoliek diwar-benn ar produoù sevenadurel a vevezan.

An diouer a evezhiadennoù a zo digalonekaus ivez, un tammig. Lakaat a ra da soñjal n’eus den ebet o lenn. N’eo ket dre ret ur gudenn, me kennebeut ne laoskan ket evezhiadennoù goude pep pennad a lennan war blogoù all. Pezh a zo e kavan start gwelet ‘m eus muioc’h a spam eget a evezhiadennoù ha dreist-holl gwelet kemennoù pozitivel, kalonekaus (blaz «motivational» ganto) er spam-se. Gouelet ‘m eus dourek abalamour d’ur brezhoneger, ur gwir den en doa kollet kalz amzer da lârat din pebezh den euzhus e oan, soñjal a ran bemdez pe dost er gerioù-se, o soñjal devezhioù zo ne servij da vann ebet skrivañ e brezhoneg diwar-benn produoù sevenadurel, n’eo nemet ur c’holl amzer peogwir n’eus brezhoneger all ebet dedennet gant seurt traoù met mousc’hoarzhin a ran reoliek peogwir on entanet gant frazennoù madelezhus robotoù rusian pe amerikan… Trugarez robotoù ar bed da reiñ kalon din, ar vrezhonegerien ha gwir lennerien ne reont ket avat. Daoust ha skrivañ a ran evit robotoù na gomzont ket brezhoneg? Ne gav ket din… 😦

Ma fal nevez a zo kenderc’hel da skrivañ reoliek met hep n’em santout ken kablus ma ne ran ket. Gant ar spi e vo tud c’hoazh evit ma lenn ur wech an amzer, hag evit reiñ o ali da vareoù all, kuit din da soñjal e komzan ma unan evel ar c’hozh follez ma ‘z on, moarvat.

Ra vo seder ha brav 2017 evidoc’h ha leun a levrioù, filmoù, levrioù bannoù-treset, c’hoarioù video, stiradoù da zizoloiñ!

Komzomp e brezhoneg diwar-benn an danvezioù a garomp, daoust da bep tra!

Ezvezañs

Posted in Stlabez with tags on Meurzh 22, 2013 by geekezig

Mont a ran kuit da veajiñ e-pad ur miz setu ne lakin ket pennadoù alies dre amañ (na war klet er gêr, klet e kêr met se n’eo ket ispisial… ><) na kostez twitter pe tumblr. Klask a rin tremen da lakaat ma ali war levrioù lennet en tren pe filmoù gwelet er c’harr-nij met ne vo ket kalz tra moarvat ha dizingal an embann marteze. Na vezit ket nec’het!
Ma fell deoc’h lenn traoù all avat, e vo tu deoc’h mont da welet dre aze
Ken ar c’hentañ tro!

Kenstrivadeg 3 bloaz Soubenn ar Geek : disoc’hoù !

Posted in Stlabez on Meurzh 19, 2013 by geekezig

Tro ho peus bet da lenn an tri fennad a zo bet kaset evit kemer perzh er genstrivadeg! Trugarez d’an tri c’henstriver 🙂
(n’eus bet plac’h ebet o kemer perzh, trist on >< ha blougourien hepken ouzhpenn! *huanadenn*)
Fentus ‘m eus kavet ivez, peogwir n’eus bet pennad ebet diwar-benn an traoù “aesañ” (pe boutinañ)  : levrioù pe filmoù!
Met mod all eo bet kempouez an traoù, ur pennad e pep rummad !
Ma. O c’hortoz an disoc’hoù emaoc’h, hañ?

Anzav a ran on chomet un tamm da brederiañ… Pennad Korn an dudi en deus plijet kalz din (marteze peogwir e plij din ar stirad?!), hini ar c’hantread a gaven skañvoc’h evit an daou all met me ma-unan a oar n’eo ket anat komz diwar-benn ul levr bannoù-treset (nebeutoc’h a draoù a zo da lârat keñveriet gant ur c’hoari video da skouer 😉 )
Neuze, petra ober? Ma, komprenet ho peus, n’on ket deuet a-benn da zibab unan da briziañ muioc’h evit an daou all setu… rampo paotred! ^^

Korn an dudi ur stirad e-touez an tri meneget e reolennoù ar genstrivadeg
Ar c’hantread ul levr BT e-touez an tri meneget ____________________
Tornoz ur c’hoari e-touez an tri meneget _________________________

Daoust ha tu ‘zo din lakaat ur reolenn nevez evidoc’h ho tri : embann un evezhiadenn amañ diwar-benn ar pezh ho po dibabet (ur wech sellet/lennet/c’hoariet) marplij ? (Pe skrivañ ur pennad ma fell deoc’h!)
Laoskit un evezhiadenn pe/ha kasit ur postel ivez geekezig[a]gmail.com evit lârat petra ho po dibabet hag o chomlec’h evit kas (pe ul lec’h/mare evit kaout emgav ^^)
Ma digarezit avat, moarvat e kasin ar profoù (al levr BT ha stirad d’an nebeutañ) gant dale peogwir ne vin ket er vro e-pad ur miz ^^ Met ober a rin en ur zistreiñ, kas a rin keloù deoc’h evel-just (amzer ho peus neuze da ober ho soñj diwar-benn ar prof evel-se).

Gourc’hemennoù deoc’h ha ken ar c’hentañ evit kenstrivadeg ar 1000vet pennad!!

Kenstrivadeg evit 3 bloaz Soubenn ar Geek

Posted in Stlabez with tags on C'hwevrer 12, 2013 by geekezig

Salud!

Ur pennad un tammig disheñvel hirie !

Marteze e oar dija reoù zo ac’hanoc’h on bet enoret gant trede priz Brezhoneger(ez) ar bloaz Prizioù an Dazont (Frañs 3 Breizh/Ofis Publik ar Brezhoneg) e miz Genver.
Reoù zo ac’hanoc’h o deus merzet ivez e vo a-benn nebeut tri bloaz ar blog-mañ! Soñjit ‘ta! Tri bloaz a c’hoarioù, filmoù, bannoù-treset, levrioù (hag all) a-vil-vern! >< (Nag ur bern amzer kollet! ^^)
Evit lidañ-se e felle din aozañ ur genstrivadeg. Kinnig a ran deoc’h neuze, adalek hirie ha betek an 12 a viz Meurzh (devezh an deiz-ha-bloaz) kas pennadoù a c’hallfe bezañ embannet amañ.

Reolennoù :
– skrivañ ur pennad (e brezhoneg!) a glotfe gant rannoù Soubenn ar Geek : ul levr, ul levr bannoù-treset, ur film, ur stirad pe abadenn, ur c’hoari video (ne lakan ket ur gelaouenn peogwir n’eo ket bras a-walc’h ar rann-se evit ar mare).
– lakaat ur skeudenn d’an nebeutañ
– mirout a ran ar gwir da chom hep embann ar pennadoù diwar-benn oberennoù na vezont ket kavet en un doare “ofisiel” (da bellgargañ war lec’hienn an arzour, da werzhañ hag all.)
– implijout a rin geriadur Firefox ha difazier LibreOffice (Trugarez d’an Drouizig!) a-raok embann ar pennadoù (neuze e reizhin traoù ma ‘z eus ezhomm).

M’ho peus ur blog dija (unan WordPress d’an nebeutañ) e c’hallin blogiñ en-dro ho pennad (gant m’ho po lâret sklaer eo evit kemer perzh er genstrivadeg evel-just ^^ (gant ur pingback davet ar pennad-mañ da skouer)). Mod all e vo embannet evel ur pennad amañ (meneget e vo an anv a fello deoc’h). Kasit ho pennadoù da geekezig[at]gmail.com

Petra ‘vo ar priz? Hervez danvez ho pennad e kinnigan d’an hini ar c’hounezo dibab ur priz etre an teir notenn gant ar muiañ a evezhiadennoù. Perak? Ahaha, perak ket?! (Ur gentel eo evidoc’h, a-benn lakaat evezhiadennoù war traoù a blijo deoc’h :p)
Filmoù : 1 2 3 / Stiradoù : 1 2 3 (laoskel a rin da zibab etre ar bloavezh meneget hag ar bloaz kentañ a-benn dizoloiñ ar stirad memes tra) / BT :  1 2 3 / Levrioù : 1 2 3 / C’hoarioù-video : 1 2 3 (ar c’hoari gentañ war wiiware pe itunes evit an hini kentañ, war-eeun pe dre steam evit an trede)
(ne cheñcho ket al listenn-mañ ma lakit ur bern evezhiadennoù war ur pennad all etre-tan :p)
Dibab ar priz, an doare da gas hag all a vo gwelet goude embannadur an disoc’hoù (met tu ‘zo deoc’h ober o soñj diouzhtu hañ! ^^)

Dibab a rin ar pennad a blijo ar muiañ din. Subjektivel penn-da-benn. Met an holl a vo embannet (gant ma klotfont gant ar reolennoù, anat deoc’h) !
An disoc’h a embannin d’an 19 a viz Meurzh, gant an holl pennadoù.

Setu! Arabat kaout aon da skrivañ diwar-benn traoù a blij deoc’h, a fell deoc’h lakaat da zizoloiñ (n’eo ket ret e vefe traoù nevez). Pedet oc’h da gomz diwar-benn ar genstrivadeg-mañ (pe get, ma fell deoc’h chom hep kaout re a gevezerezh!!) met ne cheñcho netra evit an disoc’h.
Laoskel a ran ac’hanoc’h da skrivañ neuze 😉

Ur gerig hepken…

Posted in Stlabez with tags on Here 24, 2011 by geekezig

Evit lârat eo sioul an traoù er mare-mañ. Lenn a ran Opium Poppy met un tamm poan ‘m eus, kenderc’hel a ran gant L.A. Noire, tost echu stumm simpl Ocarina of Time 3D, gourc’hemennet Layton 4 e stumm amerikan ha rakprenet Skyward Sword (ar stumm collector eveljust)…
Hag ouzhpenn-se emañ film Tintin o tont er-maez! Nag a draoù…
Ne lakain netra nevez en deizioù o tont peogwir e vin warc’hoazh e Londrez evit abadenn european 25 bloaz Zelda. (araok an droiad vedel e 2012, met dre ma n’ouzer ket pelec’h e vo abadennoù…)
^^
Fangirl emit-hu? Hañ! ^^
Official The Legend of Zelda 25th Anniversary Symphony