Dielloù evit arz

Chinese Queer

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gouere 29, 2023 by geekezig

E Haimen emañ Tian Fushi o vevañ. Studier eo hag heñvelreviad. Heuliet e vez a-hed soñjoù a bep seurt, eñvorennoù, darempredoù… Ne seblant ket studial sirius (c’hoant en deus nullañ e enskrivadur evel studier d’ur mare zo) met plijout a ra dezhañ bevañ a bep seurt traoù, prantadoù diaes a vev ivez, ha prantadoù brav ha dic’hortoz.
Displijet e oan un tammig er penn-kentañ peogwir e seblante hegasus a-walc’h ar paotr met tamm-ha-tamm, gant lodennoù digomz, leun a varzhoniezh pe prederioù Tian Fushi on bet tapet, betek bezañ fromet er fin zoken. Ul levr brav eo, en defe gallet bezañ bravoc’h c’hoazh e stumm ur film, d’am meno.

Flipette & Vénère

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Gouere 6, 2023 by geekezig

Arzourez eo Clara. Bevañ a ra en he bedig, hep klask heuliañ pezh c’hoarvez er bed. Torret he deus he c’hoar Axelle he gar. Mont a ra Clara da sikour anezhi, daoust dezho pas n’em glevout mat-tre. Dizoloiñ a ra neuze Clara doare da vevañ he c’hoar e Pariz, ar gevredigezh a gemer perzh enni, he mignoned a ya da vanifestiñ ganti…
Aonik eo Clara, leun a gounar eo Axelle. Hag aes kenañ eo kompren sav poent pep hini anezho.
Ul levr dedennus eo Flipette & Vénère, gant taolennoù prantadoù etre ar c’hoarezed met ivez gant tud all, a cheñch un tamm sav boent pep hini. Gwirheñvel-tre en deus seblantet din an darempred-se. Ul levr plijus.

Istor ha tresadennoù gant Lucrèce Andreae, embannet gant Delcourt d’an 19 a viz C’Hwevrer 2020.

Les chroniques d’Under York 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Mae 28, 2023 by geekezig

Alison, 19 vloaz, a zo vont da ginnig he labour livourez evit ar wech kentañ en ur palier arz e New York. Laouen bras eo. Pezh na oar den avat eo eo levezonet he labour gant he buhez kent, pa oa o vevañ e kumuniezh Under York, ur bed dindan douar renet gant pemp familh sorserien. Dont a ra he breur da gerc’hat anezhi : o zud, e penn unan eus ar familhoù sorserien, o defe galvet ur spered drouk ha krouet un digempouez, evel ur galv d’ar brezel. Ar breur hag ar c’hoar, evel diskennidi a rank ober war-dro an afer-se.
Dedennus eo mennozh Under York hag ar familhoù a sevenadurioù disheñvel a ren an traoù, komprenet e vez ivez e c’hounez ar familhoù-se en ur labourat evit tud vrudet pe politikourien hag ul levezon en do-se da c’houde en istor, sur, peogwir eo ar prantad kabaliñ evit post maer New York da skouer…
Un neuz comics a zo d’al levr-mañ, plijus da vat. Kevrinus eo an istor, fellout a ra din gouzout hiroc’h!

Istor gant Sylvain Runberg, tresadennoù gant Mirka Andolfo. Embannet gant Glénat, d’an 20 a viz Meurzh 2019.

Miss Charity 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Mae 22, 2023 by geekezig

N’am eus ket bet tro da lenn Miss Charity (ar romant) c’hoazh met anzav a ran e plij spontus din labour Anne Montel ha Loïc Clément setu e oa start din chom hep lenn al levr bannoù-treset.
Charity a zo ur plac’h a vev e Londrez en ur metoù pinvidik en XIXvet kantved. Ne wel ket kalz he zud ha savet eo gant ar vitizhien. Ur plac’hig leun a startijenn eo a gav gwelloc’h mont er maez, studial al loened hag ar plant eget ober traoù fur. Heuliet e vo betek na vefe 15 vloaz, o kreskiñ ha tamm-ha-tamm mont e darempred gant tud all, ur “skolaerez”, he c’hendirvi hag all. Deskiñ a raio livañ ivez. Plijus-kenañ ‘m eus kavet an istor, un tu Jo March ma vefe bet digenvez (ha pinvidikoc’h) dezhi. Brav ‘m eus kavet darempred Charity gant he zad, tavedek met a seblant fromet gant traoù resis liammet gant e verc’h. Brav eo an tresadennoù evel-just ha hast ‘m eus lenn pezh a c’hoarvezo ganti da c’houde!

Istor gant Loïc Clément diwar romant Marie-Aude Murail ha tresadennoù gant Anne Montel. Embannet gant Rue de Sèvres d’an 19 a viz C’hwevrer 2020.

Les traducteurs

Posted in Filmoù with tags , , , , , on C'hwevrer 27, 2023 by geekezig

Plijout a rae kalz din mennozh diazez Les traducteurs. Rener un ti-embann a ziviz bac’hañ dek troer e romant bras nevez e memes lec’h e-pad daou viz. Kregiñ a ra ar prantad labour evit an dek den. Pezh a zo e vo diskuilhet pajennoù kentañ ar romant war ar rouedad, pezh a lako an embanner da grediñ ez eus unan eus an troourien o kas titouroù en diavaez.
Savet eo en un doare drol ar film. Sañset eo da vezañ un enklask stegn, met re a elfennoù a vez roet d’ar seller dre an dibab dezrevellañ en ur ober lammoù en amzer. Domaj eo rak mod all e vefe bet peadra da gavout gwall skoemp an traoù! Plijus-tre ‘m eus kavet gwelet ur film ken liesyezhek avat, diazezet war an droourien, gant mennozhioù diwar-benn ar c’hrouiñ, an doujañs evit ar skrivagnerien ha troourien e bed an embann, pe c’hoazh pal an arz… An aktourien a bep seurt a oa plijus ivez, met dipitet on bet un tamm gant an diskoulm. Domaj eo met ur prantad dudi a galite a chom.

Film sevenet gant Régis Roinsard. Frañs, 2019, 1e45.

Werk ohne Autor

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on C'hwevrer 6, 2023 by geekezig

Div lodenn a zo da Werk ohne Autor, film nevez Florian Henckel Von Donnersmarck. Ar film kentañ a dremen e-pad yaouankiz an haroz, Kurt. Ur bugel dedennet bras gant an arz eo hag e voereb Elisabeth a gas anezhañ d’ar mirdi da glask awen. Elisabeth a vo kaset d’ar c’hampoù bac’h ha lazhet er c’hambroù-gaz peogwir e oa gwelet evel skizofrenek. Ur wech bras e labour Kurt en un embregerezh panellerezh, e rener a ali dezhañ mont d’ar skol arzoù. Deskiñ a ra neuze livañ evit brudañ ar mennozhioù komunour. Un istor karantez a grog gant Elisabeth, merc’h ar Professor Seeman, ginekologour ha bet eñ uhel-kenañ e-touez an nazied o deus kaset tud da vezañ lazhet…
An eil lodenn a dremen dreist-holl er C’hornog. Kurt hag e wreg a ya da Düsseldorf ha Kurt a zistro d’ar skol arzoù-kaer. Tamm-ha-tamm e kavo e awen.
Domaj eo a-benn ar fin e vefe troc’het ar film e daou, ar pezh a ro un neuz film skinwel dezhañ padal e c’hallfe bezañ ur film hir hepken. Souezhus evel dibab. N’am eus ket kavet a live gant Das Leben der Anderen met ur film brav eo memestra diwar-benn levezon buhez pep hini war an arz, roudoù an amzer dremenet, darvoudoù bras Istor Alamagn e buhez hiniennoù.

Film(où) sevenet gant Florian Henckel Von Donnersmarck. Alamagn, 2018, 3e08 (en holl).

Le boiseleur 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Genver 2, 2023 by geekezig

Un artizan yaouank eo Illian. Labourat a ra evel deskard en ur stal brudet, evit kizellañ kaouedoù koad. Fellout a rafe dezhañ kaout un evn evel tud pinvidik ar gêr, met n’en deus tamm gwenneg ebet. Un deiz e kizell un evn evitañ, krozet eo gant e vestr met lañsañ ra ur c’hiz digredus. Brudet eo ar paotr yaouank hag e labour. Betek na vefe evn ebet ken o kanañ er straedoù…
Ul levr brav eo Le boiseleur, ur gontadenn diwar-benn an arz, ar gizioù, al labour artizanel. Tristik eo memestra. Nevez zo eo deuet er gouloù an eil levrenn. Kurius on un tamm rak me grede din ne vefe heuliad ebet abalamour da varv Hubert e 2020. Gwelet e vo.

Istor gant Hubert ha tresadennoù gant Gaëlle Hersent. Embannet e ti Soleil, d’ar 16 a viz Here 2019.

Fresh Dressed

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Kerzu 30, 2022 by geekezig

Un teulfilm diwar an dilhad eo Fresh Dressed. Diwar-benn an dilhad “streat wear” zoken.
Penaos eo kroget gizioù e karterioù Harlem, Queens, Bronx, liammet alies gant ar sonerezh hip hop hag o levezon kenetrezo, o levezon war ar sevenadur hollek ha bedel ivez, a-hed ar bloavezhioù.
Ur bern tud a desteni er film : krouerien dilhad, arzourien. Ur film dedennus-kenañ eo, gant skeudennoù dielloù a-vil-vern ha prantadoù “treset” ivez evit degas un tamm lusk. Savet eo mat-tre d’am meno ha desket am boa ur bern traoù! Un teulfilm a galite.

Teulfilm sevenet gant Sacha Jenkins. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e30.

Le Dieu Vagabond

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Eost 14, 2022 by geekezig

le-dieu-vagabondUr satir a oa Eustis gwechall. Hirie an deiz e kinnig lavar o flanedenn d’an dud ha goulenn a ra gwin pe butun drol evel gopr… A feur ma ra anaoudegezh gant a bep seurt tud e fell dezhañ kas da benn ar c’harg bet roet dezhañ gant Ekatez, doueez ar spesoù. Un hir a veaj a grogo evitañ neuze…
Ur meskaj etre mitologiezh gresian ha livadurioù klasel (Van Gogh dreist-holl) eo Le Dieu Vagabond. Brav eston eo. Fent ha from a zo en istor, hag ur bern tudennoù dedennus. Un istor leun a velkoni eo, ur veaj e istor an arz…

dieuvagabondIstor ha tresadennoù gant Fabrizio Dori. Embannet gant Sarbacane, 2 a viz Genver 2019.

Thérapie de groupe 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Eost 13, 2022 by geekezig

therapiedegroupegRummad nevez Manu Larcenet eo Thérapie de groupe. Dedennet e oan bet gant farsadennoù bet gwelet e gwerenn ur stal levrioù e gwirionez.
Ur red a zo d’an istor met troc’het eo gant gagoù, istorioù gant stiloù disheñvel da dresañ, hag all. Manu Larcenet, den brudet ma ‘z eus unan, a zo en ul lagenn. Ne oar ket petra ijinañ na krouiñ ken. Heuliet e vo neuze istor un arzour o klask an awen…
Prantadoù fentus a zo da dThérapie de groupe, un distro moarvat da labour Larcenet da vare Fluide Glacial met un tamm torr-penn eo lakfe ar gaoz bepred war pegen poanius eo krouiñ. Da vareoù zo e seblant Larcenet ober goap eus oberenn tud all a ra berzh er mare-mañ gant traoù simpl (labour Fabcaro marteze ?). Nec’hus eo bepred evit e yec’hed bred avat.
Gwelloc’h eo din e labour e-giz Le rapport de Brodeck e gwirionez.

therapiedegroupediIstor ha tresadennoù gant Manu Larcenet. Embannet gant Dargaud, d’an 10 a viz Genver 2020.