Dielloù evit saoz

Dolittle

Posted in Filmoù with tags , , on Even 15, 2023 by geekezig

Skritelloù Dolittle n’o doa ket roet c’hoant din gwelet ar film, ket er sinema bepred. Met evit un nozvezh sioul, perak ket? Ar filmoù evit ar vugale a seurt-se a blij din a-walc’h.
Dolittle a zo ur mezeg barrek-kenañ a oar komz gant al loened. Goude marv e wreg war vor avat eo chomet bac’het en e di, pell eus an dud. Daou vugel a zeuio d’e welet : ur paotrig kollet goude bezañ gloazet ur gwiñver ha Lady Rose, merc’h ar rouanez. Dav e vo d’ar mezeg kuitaat e di ha mont en dro da bareañ tud ha loened neuze.
Ur film birvilh ha faltazi klasel a-walc’h eo Dolittle met pounner eo ar fent ha skuizhus taol-mouezh kembreat Robert Downey Jr. Gallet en defe bezañ kalz dudiusoc’h ha bamus me gav. Al lodenn bevaat e digoradur ar film a oa kazi a live uheloc’h eget ar peurrest d’am meno. Ouzhpenn ur bern aktourien vrudet evit ober mouezhioù al loened a oa ezhomm evit reiñ un tamm blaz ha personelezh d’ar film-mañ. Domaj eo.

Film sevenet gant Stephen Gaghan. Diwar oberenn Hugh Lofting. Stadoù-Unanet Amerika, 2020, 1e41.

Not Tonight

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , on Meurzh 20, 2023 by geekezig

Ur c’hoari diorroet gant PanicBarn hag embannet gant No More Robots eo Not Tonight. Deuet ‘oa er gouloù d’ar 17 a viz Eost 2018 war PC. Kavet e vez ivez war Switch.
C’hoari am eus d’ar stumm Switch.
Heñvel eo ar c’hoari ouzh Papers, Please. E 2018 e bro Saoz emañ Albion kentañ e penn ar vro, ur politikerezh start-kenañ a zo a-enep da forzh peseurt annezad en defe un hendad bennak bet ganet e lec’h all. Ar g/c’heodad-ez 112 omp, gant un hendad bennak eus ur vro european all. Dav bevañ en ur savadur miret evit an dud all eveldomp, en ur c’hortoz bezañ skarzhet kuit…
Labourat a reomp e servijoù surentez toulloù-noz. Da gentañ eo ret sellet ouzh oad an dud hepken (arabat laoskel minored da vont barzh), goude-se e vo tikidi, listennadoù tud pedet, VIP gant gerioù kuzh o tremen dirak an holl, tud resis n’hallfont ket dont e-barzh (eus broioù resis), ur skanner evit sellet ma n’eus ket kontilli gant an dud, paperoù faos, ur visa evit mont-tre pe c’hoazh ur c’hementad arc’hant pe «skor sokial» evit gallout mont ‘barzh. Tamm-ha-tamm ec’h erru an elfennoù-se evit bezañ luzietoc’h luzietañ, pezh a zo mat. En tu hont d’al labour e vo ivez da verañ ar yec’hed (skuizhder, naon, yenijenn) hag ar fakturennoù da baeañ. Is-tudennoù a vo gwelet reoliek ivez hag ur strollad emsaverien da sikour, gant traoùigoù da gas da benn. N’eo ket displijus Not Tonight peogwir e ra gant elfennoù diazez Papers, Please. Met re hir eo ha re heñvel an nozvezhioù, goude ur mare ne oa ket kalz plijadur ken, just «dav din mont da labourat aze evit kaout an objed evit mont war-raok». Start ‘m eus kavet ivez al lodenn «n’eo ket memes skeudenn war ar paperoù!» gant tudennoù e pixel art diouzh an noz, ur plac’h gant blev melen a zo ur plac’h gant blev melen, seurt elfenn zo start da gemer e kont gant un design evel-se. Ne oa ket bepred aes mont ha dont gant ar Switch ivez, meur a wech ‘m eus nac’het tud e plas laoskel anezho da vont barzh pe kollet amzer o tigeriñ en-dro ar «renkell» labour pe er ger etre ar gartenn, an arloadoù pellgomz hag all. Moarvat e oa plijusoc’h c’hoari war PC. C’hwitet ‘m eus war traoù fentus zo eus ar c’hoari moarvat (is-tudennoù da laoskel da vont e-barzh hag all) met start oa kompren e gwirionez peseurt efed o defe (un efed o deus) ha n’on ket sur e vefen prest da c’hoari en-dro evel am boa graet gant Papers, Please evit klask an holl «hentoù» posupl.
En tu-hont da se, an istor a zo groz un tamm memestra met ar sonerezhioù hag aergelc’hioù disheñvel hervez al lec’hioù labour a oa plijus. Ur bern mennozhioù mat a zo er c’hoari met n’eo ket dre ret kempouezet mat evit reiñ plijadur war hir dermen.

C’hoari diorroet gant PanicBarn. Embannet gant No More Robots. Da c”hoari war Windows (17 a viz Eost 2018) ha Nintendo Switch (31 a viz Genver 2020).

Dans la tête de Sherlock Holmes – L’affaire du ticket scandaleux 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gouere 30, 2022 by geekezig

têtesherlockUr mezeg, mignon da Watson, a erru e ti Sherlock Holmes. Torret eo e ibil-skoaz hag en ur stad truezus a-walc’h emañ, disoñjet gantañ pezh a oa c’hoarvezet abaoe an noz a-raok, pa oa bet o welet un arvest kaset da benn gant Sinaiz. War a seblant e vefe tud all taget gant memes drouk e Londrez…
Brasañ perzh Dans la tête de Sherlock Holmes a zo pegen dibar eo maketenniñ hag aozañ ar pajennoù hag ar bannoù, leun a ijin, a draoùigoù kuzhet e pep lec’h, un drugar da sellet ! Ne blije ket kement an tresadennoù din met ken dudius e oa da lenn ken ne oa ket grevus-tre. Dudius ha kontet mat gant kalz startijenn eo an afer met chom a ra diglok peogwir e vo klozet an afer en eil levrenn. Hast ‘m eus gouzout petra ‘zo kaoz!

danslatetedesherlockholmes_t1_laffaireduticketscandaleuxIstor gant Cyril Liéron, tresadennoù gant Benoit Dahan, diwar oberenn Sir Arthur Conan Doyle. Embannet e ti Ankama, d’ar 24 a viz Mae 2019.

King Arthur : Legend of the Sword

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Genver 3, 2022 by geekezig

kingarthurGouzout a ouien dija peseurt techoù a vefe gant film Guy Ritchie : un doare da frammañ prim-kenañ, kanaouennoù modern, traoù a seurt-se. Prest e oan.
Ne oan ket prest avat da welet Mordred koshoc’h eget Uther, e-penn ur bagad olifanted zombi iskis, pe c’hoazh Uther gant ur breur bihan anvet Vortigern (evel ar roue gwir) hag a lazh Uther. Se zo e deroù ar film. E Peurrest ar film e vo Vortigern o klask war-lerc’h mab Uther a oa deuet a-benn da dec’hout kuit. Mojenn Gwenn-Erc’h eo a vo kontet deomp kentoc’h eget traoù all.
Estreget Arzhur, anv Marzhin ha Kaled-voulc’h, n’eus netra da welet etre King Arthur ha mojennoù an Daol-Grenn (ale, un daol-grenn a vo gwelet d’ur mare zo ivez, lakaomp). N’on ket evit kompren neuze. Un arguzenn evit gwerzhañ ar film hepken? Rak mod all eo ur film birvilh graet gant Guy Ritchie : fent, emgannoù : efedus. Perak ez eus un neuz kozh c’hoarioù video/klip metal gant lodennoù zo ? N’ouzon ket re kennebeut. Na gollit ken ho amzer gant ar film-se.

Film sevenet gant Guy Ritchie. Stadoù-Unanet Amerika, Aostralia, Rouantelezh-Unanet, 2017, 2e06.

The Favourite

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Kerzu 28, 2021 by geekezig

thefavouriteFellout a rae din gwelet The Favourite abaoe pell, kement a veuleudi am boa klevet diwar-benn ar film.
The Favourite a ziskouez an darempred kevezerezh a vo etre div vaouez evit bezañ hini karetañ ar Rouanez Anne e 1711.
Bamus a-walc’h eo an teir aktourez pennañ ha plijus a-walc’h eo lusk ar film (rannet e chabistroù) ha gwelet troioù kamm pep hini. Plijus eo ar film neuze daoust din bezañ bet jenet un tamm gant dibab an talennoù “fish-eye” ur wech an amzer. N’am eus ket kavet ken kreñv ha The Lobster a alifen aesoc’h, daoust d’an istor hag a zo kalz souezhusoc’h.

Film sevenet gant Yorgos Lanthimos. Rouantelezh-Unanet, Iwerzhon ha Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e59.

Meetings With Remarkable Men

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Kerzu 20, 2021 by geekezig

Ur strollad Saozon o weladenniñ ar Somme. Setu penaos e krog teulfilm Meetings With Remarkable Men, gant paotred o klask war-lerc’h roudoù rummadoù paotred all.
A bep eil e vo gwelet ar strollad o pourmen ha tammoù atersadennoù filmet a-dost, diwar-benn temoù a bep seurt (darempredoù gant an tadoù, mammoù, merc’hed…). Santet e vez pegen start eo bet d’ar baotred-se goulenn/kaout sikour da ezteurel ar pezh a jene anezho en o c’hreiz. Ur film personel kenañ eo neuze gant kalz from evito.
Ur film heverk eus bec’h ar baotred a vez desavet gant ar sell eo gourel pas komz, pas gouelañ hag all.
Un teulfilm fromus.

Film savet gant Jerry Hyde & Mai Hua. Frañs ha Rouantelezh Unanet, 2019, 1e05.

Kingsman : The Golden Circle

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gouere 31, 2021 by geekezig

kingsman-golden-circleUr souezhadenn a-feson e oa bet Kingsman evidon pa oa deuet er-maez. Fentus, leun ar virvilh ha souezhus, ur film dic’hortoz da vat. Kalz amzer ‘m eus lakaet a-raok sellet ouzh an eil avat, peogwir am boa klevet kalz brud fall, a-berzh tud a oa bet plijet gant an hini kentañ eveldon.
Kregiñ a ra ar film gant un dagadenn a-berzh Charlie, ar paotr na oa ket deuet a-benn da vont e servijoù Kingsman er film kentañ. Echuiñ a ra fall-tre an traoù ha Merlin hag Eggsy a rank mont da c’houlenn sikour digant Statesman, er Stadoù-Unanet. E memes koulz ez eus ur c’hleñved a dag an dud a implij dramm, lañset gant Poppy, ur penn embregerezh dilaouen na vefe ket brudet he labour.
N’ouzon ket perak n’a ket en-dro ken mat eil film Kingsman, dija peogwir e vank tudennoù a-bouez diabeg pe dost (Roxy nondedie!) met ivez peogwir e seblant un tamm re splann an darvoudoù, re heñvel an emgannoù (hep souezhadenn neuze) ha dre vras, re bounner ar fent tro-dro d’an Amerikaned. N’eo ket null ar film met dipitus goude ur film kentañ a galite.

Film sevenet gant Matthew Vaughn. Stadoù-Unanet Amerika ha Rouantelezh-Unanet, 2017, 2e21.

Darkest Hour

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Meurzh 1, 2021 by geekezig

Tremen a ra Darkest Hour etre an 9 a viz Mae 1940, pa voe anvet Winston Churchill evel kentañ ministr ar Rouantelezh-Unanet, hag ar 4 a viz Even 1940 pa lavaras dirak ar Parlamant ne vefe ket sinet emglevioù peoc’h gant Hitler. E-kerzh an devezhioù-se eo e voe aloubet Belgia gant an Alamaned ha ur bern soudarded saoz ha oa trapet e Calais hag e Dunkerque.
Ur film saoz klasel eo, gant nerzh ha from hag aktourien a-feson. Digredus eo labour Gary Oldman. Gwelet e vez an traoù dre sell sekretourez Churchill, c’hoariet gant Lily James.
Un tamm re fur e chom ar film evidon, re “savet evit an oscar” dreist-holl pa soñjer e Atonement da skouer, sevenet gant Joe Wright ivez. Ur film mat-tre eo memestra, da sellet asambles gant The King’s Speech pe Dunkirk evit kaout ur sell klok war darvoudoù ar mare-se.

Film sevenet gant Joe Wright, Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 2e05.

Arbos anima 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Du 8, 2020 by geekezig

Ur manga o tremen da vare ar rouanez Victoria eo Arbos Anima, ur wech ouzhpenn. Hêr ur familh eus an noblañs saoz a zo bet lakaet a gostez peogwir en deus ar galloud da welout istor ar plant, da gomz ganto dre o gwrizioù. Ne oar ket mat penaos e ya en-dro ar bed neuze met aotreet eo bet da vont da glask bleunioù ral bremañ ez eus eus ur c’henwerzh bleunioù. A bep seurt “enklaskoù” a vo fiziet ennañ ha sikouret eo en e veajoù. N’eo ket gwall sklaer an emgannoù me gav met mod all eo dudius ar manga ha dedennus al lodenn diwar-bann kenwerzh ar bleunioù, an doare da sevel gouennoù nevez, da zreuzdougen ha mirout ar bleunioù, hag all.Istor ha tresadennoù gant HASHIMOTO Kachō. Embannet e galleg gant Glénat, d’ar 6 a viz Gouere 2016.

Moonwalkers

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gwengolo 10, 2020 by geekezig

E miz Gouere 1969, ar gouarnamant amerikan a zo nec’het e c’hwitfe kefridi Apollo 11 ha ne vefe ket an Amerikaned ar re gentañ war al Loar. Tom Kidman, eus ar CIA, a vez kaset e Rouantelezh-Unanet da gendrec’hiñ Stanley Kubrick da filmañ skeudennoù a vefe diskouezet ken kas e c’hwitfe an traoù. Tremen a ra fall an traoù avat ha Jonny, ur paourkaezh alier null a ziviz touellañ anezhañ evit tapout an arc’hant ha restaol an dle en deus. Trenkañ ‘ra c’hoazh an traoù ha ret eo d’an daou den kenlabourat evit adkavout an arc’hant ha sevel ur film.
Droch eo Moonwalkers ha fentus-tre. An daouad Ron Pearlman / Rupert Grint a ya mat en-dro ha Robert Sheehan en deus memes perzh bepred, n’on ket erru skuizh c’hoazh gantañ. Ur souezhadennig a-feson.

Film sevenet gant Antoine Bardou-Jacquet. Frañs, 2015, 1e47.