Dielloù evit lise

Luminous Blue 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Here 29, 2023 by geekezig

Kô a zo nevez erru en ul lise nevez. Entanet eo rak el lise-se ez eus ur c’hlub skeudenniñ brudet. Sot eo ar grennardez gant tapout skeudennoù, pezh na sikour ket anezhi devezh an distro-skol. Gwelet eo fall gant he c’helennerez diouzhtu. Keloù fall ouzhpenn : n’eus ket eus ar c’hlub skeudenniñ ken.
Div blac’h eus he c’hlasad a zeu da vezañ mignonez ganti avat ha kregiñ a ra da skeudenniñ anezho. Skeudennoù brav a dapo ha diskouez a raio anezho da bresidantez-bet ar c’hlub skeudenniñ. C’hoant o deus da gemer perzh en ur genstrivadeg vroadel ha marteze e c’hallo ar c’hlub kregiñ en-dro.
Ur manga “yuri” eo Luminous Blue : ur manga gant istorioù karantez etre merc’hed. Buan a-walc’h en deus seblantet din kaout fan service evit netra met ne oa ket re spontus hag ar pep splannañ a oa : tudenn paotr ebet. An holl dudennoù a zo merc’hed estreget marteze un den pe zaou a-dreñv na gomzont ket. Souezhus ! N’on ket sur da belec’h ez a an istor na bezañ dedennet bras e gwirionez avat.

On-Gaku : Notre Rock ! (音楽 / On-Gaku)

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 9, 2023 by geekezig

Ur film berr eo On-Gaku gant ul lusk a c’hallo seblantout souezhus. Simpl-tre eo ar bevaat, goullo a-walc’h an endroioù. Ur film “bihan” neuze met en deus e bersonelezh.
Kenji a zo e-touez “kañfarded” al lise. En em gannañ a ra gant paotred al liseoù all. Un deiz e vez fiziet ur gitar-boud ennañ hag e fell dezhañ sevel ur strollad sonerezh gant e daou gomper. Ur plac’h sot gant ar sonerezh a bedo anezho da gemer perzh en ur festival met Kenji a zo skuizh dija gant an istor-se. N’eus ket kalz traoù all er film, ne ra ket van bezañ luziet. Fentus eo hag entanus gant e aergelc’h dic’hortoz ha leun a startijenn souezhus!

11 407 vues

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gwengolo 28, 2023 by geekezig

Un dastumad istorioù bihan eo 11 407 vues, liammet gant krennarded e memes lise. Daou darvoud bras a zo : el lodenn gentañ ul lec’hienn internet gant skeudennoù ar merc’hed bet tapet e privezioù al lise hag en eil tagoù war mogerioù al lise evit brudañ an ekologiezh. Gwelet e vo sav-boent meur a grennard bewech.
Dudius eo, gant tudennoù a bep seurt, temoù liesseurt a vez meneget : rouedadoù sokial, stourmoù, met ivez entanoù pep hini, kudennoù familh, iriennoù…
Anzav a ran e seblant un tamm kentelius memestra, santet e vez ez eus ur c’hoant pedagogel a-dreñv (embannet eo bet an istorioù er gelaouenn Topo) ha ne ra ket naturel da vat, da skouer doareoù da gomz ar grennarded.
Ur raktres dedennus met dav gouzout petra eo neuze.

Men’s Life 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gwengolo 18, 2023 by geekezig

Mio he deus poan gant an darempredoù sokial. Studial a ra er gêr. He bed a zo hini ar radio, kas a ra kemennadennoù d’un abadenn a blij kalz dezhi. He breur gevell Yûta a zistro e-pad ar vakañsoù, emañ eñ diabarzhiad en ul lise. Ur paotr leun a startijenn, gant kalz mignoned, sportour hag all. Fellout a ra dezhañ mont kuit da Aostralia da heul e garedig setu e c’houlenn digant e c’hoar kemer e blas el lise. Ar plac’h yaouank a ranko neuze lakaat da grediñ eo ur paotr…
Ur framm istor klasel-kenañ “eskemm buhez” a zo aze. Rediet da vat eo Mio da zeskiñ penaos bevañ gant ar re all hag ober van bezañ en he aes. Dudius eo met re glasel evit poent, n’on ket dedennet kement-se gant ar pezh a c’hoarvezo, kavet em befe dedennusoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn ar pezh a lake Mio da gaout dudi en he buhez digenvez.
Ma!

Les règles de l’amitié

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Eost 27, 2023 by geekezig

Ul levr bannoù-treset dispar evit ar grennardezed yaouank eo Les règles de l’amitié. Dre sell peder mignonez o kregiñ gant al lise e vez lakaet ar gaoz war a bep seurt lodennoù eus an amzerioù. Graet eo en un doare skañv ha naturel, hep kuzhat traoù pe bravaat, en ur gomz eus poan, kudennoù paourentez, diaezamant o komz gant ar gerent, kamaladed oc’h ober goap…
Klok-tre eo ha graet en un doare fin. Dudius eo, ar strollad mignonezed a zo plijus-tre, pep hini gant he zemz spered. An tresadennoù a zo koant hag an dibab livioù ivez (bikromiezh ruz)!
Ul levr a vefe bet brav kaout gwechall. Laouen on e vefe levrioù a seurt-se evit ar merc’hed yaouank bremañ!

Jeune Juliette

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 23, 2023 by geekezig

Un teen movie kebekat eo Jeune Juliette. El lise emañ Juliette, barrek eo er c’hlas, tev eo, he breur zo vont d’ar skol-veur a-benn nebeut, o mamm a oa aet kuit da vevañ da New York pa oa Juliette un 8 vloaz bennak ha n’em c’houlenn a ra ar grennardez ma ‘vo ur paotr bennak a garo anezhi un deiz.
Traoù heñvel ouzh Sierra Burgess is a Loser a zo er film-mañ met an aergelc’h kêr vihan, hañv ha Kebek a ro un tamm blaz all, dic’hortoz ha plijus-tre. Juliette hag he mignonez Léanne a blij dezho drouk-komz diwar-benn an holl. Bez ez eus ivez Liam, mignon he breur, paotr koant ma ‘z eus unan…
Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh Jeune Juliette. Un tamm hiraezh ha traoù heñvel ouzh ma frantad lise am eus bet ar santimant gwelet. Darempred Juliette gant he breur am eus kavet fromus-tre. Un teen movie simpl ha brav, gant holl aozennoù ar filmoù-se, deuet brav.

Film sevenet gant Anne Émond. Kebek, 2019, 1e37.

Je ne suis pas un gay de fiction

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Gouere 18, 2023 by geekezig

Ul lisead japanat keitad eo Jun. Ur sekred en deus avat. Heñvelreviad eo. Un darempred kuzh en deus gant ur paotr kalzik koshoc’h egetañ. Goude un emgav gantañ e kej gant Miura, ur gamaladez, gwelout a ra anezhi o prenañ ur manga Boy’s Love, manga gant istorioù karantez etre paotred. Ar plac’h a c’houlenn digantañ pas komz diwar-benn an dra-se el lise.
Heuliet e vo Jun e kerzh e vloavezh skol. Mont a ra ingal en un davarn dalc’het gant ur saozez hag a zo un davarn LGBTQ+. Eskemm a ra gant ur paotr klañv gant ar sida dre ar rouedad ha prederiañ diwar-benn e blas er gevredigezh. Divizout a ra kaout un darempred romantel gant Miura evit gwelet ma c’hallfe bevañ ur vuhez “ordinal” gant familh ha bugale…
Lusket eo ar romant gant kanaouennoù Queen. Ur paotr yen a-walc’h eo Jun, barn a ra kalz an dud all ha start eo gantañ e-unan ivez. A feur ma tremen an amzer e tiwan mignoniezh ha teneridigezh evit Miura avat. Dedennus a-walc’h eo-se.
An titl avat a lak da soñjal e vo lakaet ar gaoz war penaos eo diskouezet an dud heñvelreizh en oberennoù faltazi. Un tammig e vez graet pa lenn Jun manga prestet gant Miura met kalz klichedoù a zo er romant ivez : ar sida, an darempredoù gant un diforc’h oad bras, an emlazh… N’eo ket displijus ar romant ha dedennus eo bepred gwelet prederiadennoù war ar sujed-se dreist-holl en ur gevredigezh evel hini Japan met an titl a gavan touellus un tamm pa n’eo ket faeüs. Eil-tudennoù plijus a zo tro-dro da Jun (e vignon bugaleaj, Miura, Kate, Mr Farenheit, e vamm zoken pe e amourouz) a sikour da reiñ un tamm from rak Jun ne zegas ket kement-se. Prantadoù droch a zo o deus lakaet ac’hanon da c’hoarzhin ket sod e oant met dre vras eo ur romant plijus ha ral a-benn ar fin.

Romant skrivet gant ASAHARA Naoto. Embannet e galleg gant Akata, d’ar 24 a viz Here 2010.

Bad Education

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , on Gouere 3, 2023 by geekezig

Er bloavezhioù 2000 emañ lise Roslin, ul lise publik eus pastell-vro Long Island, e pevare plas gwellañ liseoù ar vro, digredus. Frank, ar “gourmelestrour” a zo un den a ra kalz berzh, gwelet mat gant an holl hag efedus. Pam a labour gantañ hag a zo ken barrek all. Ur raktres bras o deus, ar Skywalk ha p’emañ Rachel, ul liseadez yaouank o sevel ur pennad diwar-benn ar raktres-se evit kelaouenn al lise e krog traoù zo da drenkañ : laeret a vefe bet arc’hant foran gant Pam, e-pad bloavezhioù. Ar grennardez a gaso pelloc’h hec’h enklask ha kavout e oa kalz kalz brasoc’h an afer e gwirionez.
Ur film evit ar skinwel eo Bad Education. Kontañ a ra un istor digredus a-walc’h a ziskouez pegen meret fall ha gant tud a feiz fall kenañ e c’hall bezañ ar skolioù foran. Ar pep pouezusañ a oa skeudenn ar skol ha ma veze degemeret studierien e skolioù-meur brasañ ar vro, ket dresañ ar savadur dirapar, buhez fetis ar skolidi…
Un istor spontus. Savet eo mat ar film met klasel-tre, dudius ha dedennus eo memestra.

Film sevenet gant Cory Finley. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e48.

Charlie Bartlett

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Mae 25, 2023 by geekezig

Skarzhet eo bet Charlie Bartlett eus e lise, ur wech ouzhpenn. Evit ar wech kentañ ez aio en ul lise publik rak erruet eo skuizh e vamm. Ur paotr speredek eo Charlie met fellout a ra dezhañ bezañ karet gant an holl setu penaos e sav raktresoù a grou kudennoù dezhañ da c’houde. Kregiñ a ra fall an traoù evitañ el lise publik avat met buan e soñj gwerzhañ al louzeier bet roet dezhañ gant e vredvezeg d’al liseidi all, goude bezañ selaouet ouzh o c’hudennoù. A-feur ma kresko ar berzh a ra e tesacho ivez evezh rener al lise.
Un teen movie simpl a-walc’h eo Charlie Bartlett, feel good, hep kennebeut diskouez familhoù peurvat (mamm Charlie na oar ket ober war e dro hag e dad a zo en toull-bac’h pe c’hoazh rener al lise gant e verc’h Susan) pe kuzhat kudennoù gwirion (tech pinijañ ha spiañ al liseidi e plas sikour anezho, kudennoù dic’hwezhadenn hag emlazh). Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar film-mañ. Ur blijadur eo bepred gwelet Anton Yelchin ivez evel-just (😢)

Film sevenet gant Jon Poll. Stadoù-Unanet Amerika, 2007, 1e37.

La fille au bracelet

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Meurzh 9, 2023 by geekezig

Emañ Lise o vevañ bac’het en he zi. 18 vloaz eo met o c’hortoz he frosez emañ rak tamallet e vez dezhi bezañ bet muntret ur vignonez dezhi daou vloaz oa. Tremen a ra an darvoudoù e bro Naoned, heuliet e vo prosez Lise hag un tammig buhez he familh e-pad padelezh ar prosez.
Prantadoù kemer ar gaoz kreñv a-walc’h a zo er film. Koulskoude em eus kavet e oa un tamm dipitus an disoc’h. Mennozhioù mat a zo, en o-zouez filmañ e palez justis Naoned gant ar mogerioù ruz. Ur prosez start eo diwar-benn darvoudoù ken start all. Meneget e vez revelezh krennarded, traoù filmet ha diskouezet war ar rouedad, ur bed a seblant dianav d’an dud vras. Kriz eo dud gant Lise peogwir ne diskouez ket he from. Ral eo e vefe filmoù o tiskouez ar prosez hepken, hep klask displegañ nag an darvoudoù, nag an enklask, ar mennozh amañ a zo kentoc’h diskouez penaos eo bet cheñchet buhez ur familh abalamour d’an darvoudoù-se. Ur mennozh diazez a-feson met mankout a ra un draig bennak evidon-me.

Film sevenet gant Stéphane Demoustier. Frañs, 2019, 1e36.