Dielloù evit buhez

Le discours de la panthère

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Mae 1, 2023 by geekezig

Un heuliad istorioù berr eo Le discours de la panthère, diwar-benn red ar vuhez, ar marv, ar bed, ar memor…
Dre istorioù loened ez eus ur preder dedennus ha fromus me gav. Start eo lavarout muioc’h…
Brav eo an tresadennoù ouzhpenn. Ur souezhadenn a-feson eo bet evidon!

Istor ha tresadennoù gant Jérémie Moreau. Embannet gant 2024, d’an 22 a viz Here 2020.

Karmen

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Eost 1, 2022 by geekezig

karmenCata ha Xisco a zo daou vignon bras. Un darempred skoemp o deus avat a lak diaes amourouzezed ar paotr. Pa zizolo Cata en deus Xisco un darempred kuzh gant he c’henlojerez e n’em zistruj ar plac’h. D’ar mare-se e ra anaoudegezh gant Karmen, ur boud a zo sañset da gas hec’h ene davet he buhez a-zeu. Un doare ispisial he deus Karmen da labourat avat, kemer a ra hec’h amzer peogwir e kred dezhi e c’hall cheñch tonkad an eneoù dre he levezon. Tremen a ra kalz amzer gant Cata, evit diskouez dezhi pegen brav e oa he buhez ha pegen emgar eo bet. E keit-se emañ ur genseurtez dezhi hag he renerez o studial he labour rak disfiz o deus hag erru int skuizh gant doareoù Karmen. Souezhus e vo an disoc’h evit an holl…
Ur sell fentus a-walc’h a ginnig al levr bannoù-treset Karmen war ar marv, ar pezh a c’hoarvez gant an eneoù hag all. An tresadennoù o deus plijet din ivez.

karmendIstor ha tresadennoù gant Guillem March. Embannet gant Dupuis, d’ar 7 a viz C’Hwevrer 2020.

A Ghost Story

Posted in Filmoù with tags , , , on Du 26, 2019 by geekezig

Mervel a ra ur paotr goude ur gwallzarvoud karr-tan. E stumm un tasmant e chom en ti hag e wel e wreg hag ar bed o vont war-raok heptañ.
Poanius ha hir ‘m eus kavet hanter kentañ A Ghost Story. En eil lodenn avat am eus komprenet diwar-benn petra e oar film : an amzer o tremen, ar bed o cheñch ha roudoù an denelezh o vont da hesk. Brav e oa. Laouen on bezañ bet kalonek a-walc’h da sellet ouzh ar film a-bezh met ken start e oa ar penn-kentañ ken ne vin ket gouest da guzuliañ ar film-se deoc’h.

Film sevenet gant David Lowery. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e27.

Kono sekai no katasumi ni (Dans un recoin de ce monde/この世界の片隅に)

Posted in Filmoù with tags , , , , on Kerzu 4, 2018 by geekezig

Suzu a vev gant he familh e-kichen Hiroshima. Fin ar bloavezhioù 30 eo. Dimeziñ a ra ha mont kuit da vevañ e familh he gwaz, e Kure, ur porzh. Ur plac’h penn-skañv eo Suzu, plijout a ra dezhi tresañ. Daoust da se e teu a-benn da gavout doareoù leun a ijin evit boueta he familh. Ar film a ziskouez en un doare eeun ar vuhez pemdeziek da vare ur brezel, hini an eil brezel bed amañ.
Lodenn gentañ ar film a zo gorrek. Peadra da gompren tamm-pe-damm piv eo Suzu. Un tamm arabadus ‘m eus kavet kazi. An eil lodenn, e 1945 a zo dedennusoc’h ha fromusoc’h me gav. Ur film leun a varzhoniezh eo Dans un recoin de ce monde, padal e tiskouez prantadoù start, start-kenañ. Un tamm digempouez e lusk neuze met n’eo ket grevus a-benn ar fin, brav e chom, ha pouezus.

Film sevenet gant Sunao Katabuchi. Diwar manga Fumiyo Kōno. Japan, 2016, 2e08.

E skeud tour bras Sant Jermen

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Ebrel 10, 2016 by geekezig

skeudtourbrasEvit seizhvet emvod klub lenn Pariz hon eus dibabet ul levr koshoc’h eget kustum. Unan klasel a lârfen zoken. N’am boa ket bet tro da lenn E skeud tour bras Sant Jermen james. Ijinet em boa ur bern traoù em fenn e-kerzh bloavezhioù avat, tro-dro d’an titl-se a gavan brav eston. Evidon e oa ur romant a live gant Itron Varia Garmez, n’oufen ket displegañ deoc’h perak.
Ijinañ a rit ma neuz neuze pa ‘m eus dizoloet e oa ul levr eñvorennoù. Yeun ar Gow a ginnig en e levr komz diwar-benn Pleiben pa oa eñ bugel, e fin an XIXvet ha deroù an XXvet kantved. Dres ar pezh a blij din!
A-fed yezh on bet souezhet o welet e lâre Yeun ar Gow «amprevaned» evit naered ha gozed da skouer ^^ souezhet on bet ivez (e-keñver ar pezh a vez kontet a wech-mañ) o welet an nebeud a verc’hed a seblante bezañ tro-dro da Yeun ar Gow estreget e vamm hag e vaeronez. Amezegezed? Merc’hedigoù Pleiben? N’eus roud ebet outo. Heverk eo eus ur mare moarvat met iskis en deus seblantet din.
Ar prantadoù sotonioù, skol al louarn hag all a gavan torr-penn peogwir int bet kontet kant gwech dija me plijet on bet gant an tu medisinerezh (abalamour da gar Yeun ar Gow, ranket mont da Vrest hag all) pe c’hoazh ar veaj da Lourd (skeudennoù ar vugale bet kemeret gant Belgiz). Ar pezh a zo heverk marteze eo e vefe kontet gant ur paotr “eus ar bourk”, mab un den e penn un embregerezh pe ur c’henwerzh d’an nebeutañ. Ma, n’hallan ket lârat eo null peogwir n’eo ket, ouzhpenn e klot gant ar pezh a felle d’an aozer ober hervez klozadur al levr. Deuet eo a-benn me gav. Prantadoù fentus a zo, c’hoarzhet em boa meur a wech hag un testeni eus ur mare, leun a draoù nevez o c’hoarvezout e bourkioù bihan Breizh (an hent-houarn o vezañ savet da skouer) eo. Traoù ‘all ‘m eus kavet taer, giz-kozh pe torr-penn-tre zoken (daoust ha liammet eo en ur stumm gant ar fed e vefe bet skrivet al levr 50 vloaz goude an darvoudoù, gant sell un den kalz koshoc’h war an traoù?) met n’am eus ket keuz o vezañ dizoloet petra oa E skeud tour bras Sant Jermen (arabat ‘vo din tremen bloavezhioù oc’h ijinañ traoù diwar-benn ul levr bremañ!) daoust din gouzout ne glot ket gant pezh a blij din lenn. Ne lennin ket en-dro se zo sur!

Levr eñvorennoù skrivet gant Yeun ar Gow. Bet embannet gant Ti ar Skrev e 1955 (adembannet e 1978 gant Al Liamm).

Paul Sérusier : ul livour e Breizh

Posted in Levrioù with tags , , , on Du 2, 2015 by geekezig

serusierSetu al levr zo bet lennet gant strollad lenn Pariz an hañv-mañ. Ur romant eus ar plijusañ evidon-me : saourus da lenn ha dedennus-kenañ! N’anavezen ket Paul Sérusier kement-se a-raok lenn ar romant, desket ‘m eus ur bern traoù o deus roet din gwelet muioc’h a daolennoù, mont da bourmen e lec’hioù zo e Breizh war e roudoù hag all.
Heuliet e vez red e vuhez adalek e ganedigezh e 1864 betek e varv e 1927. Etre-tan, e vuhez e Pariz gant e familh, e studioù arz, e veajoù da Vreizh hag all hag all. Ne seblante ket Paul Sérusier bezañ un den fentus met prantadoù start en deus bevet (soñjal a ran da skouer e marv e vignon Armand Seguin ‘m eus kavet fromus ken-ken). Ur vuhez ispisial en deus bet, gant istorioù souezhus gant ar merc’hed, met un den dedennet gant ur bern traoù e oa ha dreist-holl ul livour en deus enoret Breizh. Al levr brezhonek en deus plijet ar muiañ din ar bloaz-mañ eo.

Meur a briz a zo bet tapet gant Herve Gouedard evit ar romant-mañ en o-zouez priz ar gwellañ levr faltazi e-kerzh Prizioù an dazont (Ofis publik ar brezhoneg ha Frañs 3) ha priz Per-Jakez Helias.

Romant skrivet gant Herve Gouedard. Bet embannet gant Al Liamm, d’an 13 a viz Du 2013.

Nebraska

Posted in Filmoù with tags , , , on Mae 25, 2015 by geekezig

nebraskaUr film familh en-dro gant sevener The Descendants, ur road-movie ar wech-mañ war hentoù Nebraska. Ur film e gwenn-ha-du eo, gant un den kozh o tistreiñ da lec’hioù e yaouankiz hag e vab o tizoloiñ ur vuhez kuzh dezhañ neuze. Ur film gorrek eo, fentus ha melkonius. N’em santout a reer evel tudenn David a fell dezhañ sikour e dad met ne oar ket bepred penaos. Ur film kentoc’h plijus eo neuze, a lak da brederiañ un tamm, en amzer dremenet hag en doare da ober war-dro ar re gozh…

Film sevenet gant Alexander Payne. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e54.

Amélie Nothomb, une vie entre deux eaux

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Meurzh 31, 2014 by geekezig

AMeLIENOTHOMB-UnevieentredeuKaoz a zo eus an teulfilm-mañ e-barzh La nostalgie heureuse ha start eo chom hep kaout c’hoant sellet outañ goude bezañ bet lennet ar romant! Gwelet ‘vo Amélie Nothomb Kobe, en he skol, gant Nishio-san (ur prantad kentoc’h fentus el levr, fromus-kenañ er film), o pourmen e Kyoto ha kostez kêriadennoù bet distrujet gant tsunami 2011. Traoù all a vo gwelet ivez, diwar-benn penn-kentañ he buhez skrivagnerez (den na grede e c’halle bezañ bet skrivet Hygiène de l’assassin gant ur plac’h yaouank!), he darempred gant he lennerien ha lennerezed hag all. Un teulfilm berr evel-just met ur poltred klok a-walc’h ha kentoc’h brav eo eus ar skrivagnerez. Ur sell all war darvoudoù La nostalgie heureuse.

Teulfilm sevenet gant Luca Chiari. Produet gant Cinétévé gant skoazell France Télévisions (bet skignet war France 5), 2012, 52 munut.

Gravity

Posted in Filmoù with tags , , , , on Kerzu 3, 2013 by geekezig

gravityUr film treuzvevañ ha gwallarzvoudoù eo Gravity. Ur skipailhad tud er spas a vez tapet berr gant un darvoud bennak a lak anezho holl en arvar. Daou anezho a glask distreiñ war an Douar, buan e verzont e vo dibosupl dezho o daou dont a-benn. Ar plac’h, ar mezeg Ryan Stone, a glask neuze tallañ ouzh tout an darvoudoù evit distreiñ war an Douar.
Bamus ha brav eston eo Gravity. Un istor simpl a-walc’h ha dibosupl a-grenn (nemet gant dichañs bras!!) met lusket mat ha gant un aergelc’h (a-drugarez d’ar sonioù da skouer) kendrec’hus-kenañ a ro c’hoant bepred da heuliañ ar vezegez en he stourm evit chom bev. Fromus eo ouzhpenn.
Ur film-bevaat a c’hallfemp lârat eo Gravity, ha gant nebeut a draoù gwirion (hag un dudenn hepken kazi!) ez eus bet krouet ur gwir oberenn sinema. Pediñ a ran ac’hanoc’h da sellet ouzh abadenn (dispar) BiTs diwar-benn ar film hag ar sinema galloudel dre vras (a blij din kalz, abaoe pell ^^).
Hag evit ar re o deus gwelet ar film, en deus savet mab (ha kenskriver senario Gravity) ar sevener, Jonás Cuarón, ur film-berr a ziskouez penn all ar gazeadenn radio e Aningaaq… Plijus.

Film amerikan ha saoz sevenet gant Alfonso Cuarón, 1e31, (war skrammoù Frañs abaoe a 23 a viz Here) 2013.

To the Moon

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , , , on Kerzu 2, 2012 by geekezig

to_the_moonTo the Moon a zo ur c’hoariig deuet er-maez e miz Du 2011. Savet eo bet gant Kan Gao (hag ur skipailhig) hag ar c’hoari kentañ bet produet gant Freebird games, a ginnig c’hoarioù emren neuze (e-maez a tiez produiñ bras ma fell deoc’h).
Abaoe miz Gwengolo tremen e c’haller e gavout war Steam. Pell ‘zo em boa klevet komz outañ, ha zoken klevet tud o lârat e oa “ur c’hoari a rankfe plijout din”. E kerzh distaolioù spontus bepred Steam em eus divizet e brenañ a-benn ar fin. Gant ar bladenn. Keit hag ober.
Peseurt doare c’hoari eo To the Moon? Ur meskaj etre ur visual novel hag ur c’hoari-rol giz kozh. N’eus ket kalz tra d’ober e gwirionez. Heuliet e vez un istor. Kaset e vezer betek an displegadenn gant fent ha from. Ha setu tout.
John a zo ur paotr kozh o vervel. Goulennet en deus digant mezeien un embregerezh anvet Sigmund dont d’e welet. Kinnig a reont mont e eñvorennoù an den ha lakaat un hunvre bennak da zont da wir. John en deus goulennet mont war al loar. Ret e vo d’an daou vezeg beajiñ a-dreuz eñvorennoù John a-benn kavout perak e oa an hunvre-se gantañ ha pelec’h cheñch an eñvorenn evit krouiñ eñvorennoù nevez e-lec’h ma teufe da wir.to-the-moon1Un neuz Pokemon pe Final Fantasy kentañ a zo gant ar c’hoari, ur spered leun a daveoù droch. Meur a wech em eus c’hoarzhet abalamour dezho. Un tammig dipitus e oa an droidigezh da vareoù zo, fazioù enni pe c’hoarioù gerioù a oa ret treiñ e saozneg evit kompren. Ma, ur rebechig eo hañ, c’hoarvezet eo div pe deir gwech.
Ur c’hoari berr-tre eo, tro peder eurvezh bennak.
Petra ranker ober? Mont war-raok, kavout an elfennoù a lako un dra bennak da c’hoarvezout, etre pep eñvorenn ez eus ur c’hoari bihan met n’eo ket gwall dra. Setu perak eo ken tost eus ur visual novel. Daou pe dri darvoud a c’houlenn ober traoù all met net badont ket pell a n’int ket heverk eus ar c’hoari.
Ma, pell-tre eus diskoulm an istor e oan pa gomzen en ur farsal eus ul lazher e origami er penn-kentañ. Un istor karantez klasel eo. (Evel boaz eo dre faot ur plac’h, evel ma lâr tudenn Neil) Ha souezhet on bet d’ur mare zo zoken. Ya, ya, gouelet ‘m eus ivez. Bah, petra ‘refet tudoù…
Ar sonerezh a zo simpl kenañ, tonioù gant ar piano, met un drugar eo da selaou ha sikour a ra kalz da aergelc’h ar c’hoari evidon-me. Ur blijadur eo ivez da selaou en-dro ur wech echu gant ar c’hoari ! ^^
Laouen on o c’houzout e vo un eil c’hoari, gant un arval all. Spi ‘m eus e vo ken plijus an istor! (met sur e vo miret an ton, ar pezh a zo dispar dija ^^)