The Descendants

Ya, ya, ya, me oar a-walc’h n’eo ket dreistordinal istor The Descendants, un tem bet gwelet dija hag all hag all. Daoust ha tu zo da brofitañ eus ar film memestra? Techet e vefen da respont deoc’h “hag ez eus”.
E Hawai e tremen istor The Descendants ha daou dra a-bouez a zo, eus un tu gwreg an haroz a zo o vervel goude ur gwallzarvoud bag. Hag eus an tu all un istor herez : familh Matt King a zo perc’henn war ur pezh tachenn, ret eo dezho divizout ma werzhont an dachenn ha da biv.
Un tammig luzhiet an traoù. Ouzhpennomp div verc’h, unan 17 vloaz a oar un dra bennak diwar-benn he mamm hag a zo leun a gounar abalamour da-se hag an hini vihan 10 vloaz a glask tapout evez hec’h endro en ur ober un tammig forzh petra.
An temoù a zo boutin d’an holl (prientiñ ar c’hañv, klask ur c’hempouez familh nevez…). Lodennoù fentus a zo (moarvat eo bet lakaet tudenn Sid evit skañvaat an traoù) ha reoù fromus ivez. Tamm-ha-tamm e skoulm Alexandra (ar verc’h henañ) un darempred brav gant he zad. Un tammig jentil eo disoc’hoù daou du an istor, anat, met n’eo ket displijus abalamour da-se. Hegaset on bet un tammig muioc’h gant ar sonerezh ukulele a-hed an amzer… ><
Ma! Ur film brav eo evidon-me, gant ur rol a-feson evit George Clooney.

Advertisements

Ur respont to “The Descendants”

  1. […] film familh en-dro gant sevener The Descendants, ur road-movie ar wech-mañ war hentoù Nebraska. Ur film e gwenn-ha-du eo, gant un den kozh o […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: