Dielloù evit skolaj

Magic Friends

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Meurzh 11, 2024 by geekezig

E 6vet klas emañ Danielle bremañ. Siwazh dezhi n’emañ ket e memes klas hag he mignonezed ha poan he deus o kavout mignoned all. Goude marv ur dintin gozh souezhus e kav ur c’haier-hud. Pa dres traoù e-barzh e teuont da wir. Da gentañ e tres penn tudenn ur stirad a blij dezhi hag a ro kuzulioù dezhi. Da c’houde e tiviz tresañ ur vignonez eviti. Pezh a zo, Madison he deus he fersonelezh ha c’hoantoù dezhi. Dav vo da Danielle kompren penaos kaout mignoned hep hudouriezh !
Ul levr bannoù-treset fentus eo Magic Friends diwar-benn ar c’hoant da gaout mignoned, koshaat ha cheñch boazioù. Kontet eo en un doare dudius ha mat evit ar vugale. Un tamm dipitet on bet me, chom a ra un tamm simpl an traoù marteze.

Nos C(h)œurs évanescents 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gouere 24, 2023 by geekezig

Ar wech-mañ e vo heuliet muioc’h Betsuyaki. Mont a ra war-raok al labour evit laz-kanañ ar skolaj hag hini ar gêr met Betsuyaki ne oar ket mat penaos ren al laz-kanañ ha reiñ youl d’ar grennarded. An holl a lâr dezhañ goulenn sikour digant ar c’helenner. Santet e vez ivez pegen start eo da vBetsuyaki eskemm gant tud deuet.
Plijet en deus kalz din gwelout sell ar c’hrennard-se ha kavout a ran komprenus e santadoù. Ur manga brav bepred a ziskouez fromoù gwirheñvel.

Istor ha tresadennoù gant KAMATANI Yuhki. Embannet e galleg gant Akata, d’an 28 a viz Mae 2020.

Mon ninja et moi

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Even 4, 2023 by geekezig

Ur film souezhus eo Mon ninja et moi. Alex, un Danad a 12 vloaz a resev ur vargodenn eus un ninja evit e deiz-ha-bloaz. Buan e verzo e komz ar vargodenn hag e lak ar paotr e saviadoù diaes. Sikour a ra anezhañ ivez da dallañ ouzh bugale drouk ar skolaj. Un emglev a zo etre an daou, emañ ar vargodenn o klask war-lerc’h un den en deus kollet e gartenn vank. Pezh na oar ket Alex eo perc’henn ar gartenn ti-bank-se ur penn embregerezh bras, a ra war-dro c’hoarielloù… Ar vargodenn a glask dial evit veñjiñ ur bugel bet lazhet gantañ en un embregerezh e Thailand.
N’eo ket brav-tre ar film ha souezhus eo an dibaboù sonerezh/kanaouennoù ha ton a-wechoù. Lodennoù fentus a zo d’ar film met fent pounner un tamm padal eo sirius-tre an dodennoù dre vras (harellerezh er skolaj ha labour bugale e broioù paour). Kaset eo mat a-walc’h an traoù memestra ha souezhus eo gwelet seurt oberenn.

Film sevenet gant Anders Matthesen & Thorbjørn Christoffersen. Danmark, 2018, 1e20.

Good Boys

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gwengolo 19, 2022 by geekezig

goodboysGood Boys a zo ur film e doare Superbad, gant bugale o tostaat eus ar grennardiezh (“tweens” evel ma lâront int o-unan).
Max, Thor ha Lucas a zo ar Bean Bag Boys, c’hoari a reont asambles d’ar c’hoari kartoù Ascension, mont a reont da bourmen war varc’h-houarn hag all. Er skolaj emaint bremañ avat, setu eo ret dezho bezañ cool. Max a vez pedet gant ar baotred a ra berzh er c’hlasad d’ur gouel, ur gouel e lec’h ma vo c’hoariet da spin the bottle… An tri mignon a verz neuze ne ouiont ket tamm-ebet penaos pokañ! E kerzh un devezh e c’hoarvezo ur bern traoù droch spontus d’ar baotred, a n’em gano gant div blac’h a fell dezho adkavout o sac’h bet laeret gant ar vugale (gant dramm e-barzh) hag un doare da brenañ un dron en-dro peogwir eo bet torret an hini a oa arabat da Vax touch e ti e dud…
Groz-tre eo ar film met anzav a ran ‘m eus c’hoarzhet kalz. Evel boaz gant an doare filmoù-se eo ivez ur film diwar-benn kudennoù startoc’h (disparti kerent Lucas da skouer) hag ivez diwar-benn an dud o cheñch, mignoniezh o kemm en ur goshaat. Me gav eo deuet brav al lodenn-se ivez. An tri bugel a zo dreist hag ur bern frazennoù dispar a zo er film, fentusoc’h c’hoazh p’int lavaret gant bugale 12 vloaz.

Film sevenet gant Gene Stupnitsky. Stadoù-Unanet Amerika & Kanada, 2019, 1e30.

La nuit est mon royaume

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , , on Mae 16, 2022 by geekezig

la_nuit_est_mon_royaumeEr skolaj emañ Nawel, en ur gêriadenn eus bannlev Pariz. Ur plac’h nevez a zo en he c’hlas, kregiñ a ra an dud d’ober goap outi met Nawel, he amezegez, a zizolo Paul McCartney a-drugarez dezhi hag asambles e krogfont da son betek sevel ur strollad sonerezh ho div.
Heuliet e vo Nawel hag Alice betek goude o studioù skol-veur, c’hoant ganto mont betek penn o hunvre sevel ur strollad sonerezh. Ul levr brav-tre eo La nuit est mon royaume, a gomz diwar-benn mignoniezh, familh hag hengounioù, identelezh rummadoù bet ganet e Frañs ha na fell ket dezho bevañ evel o zud, bed ar sonerezh hag all. Plijus-tre eo da lenn ha fromus ar c’hlozadur.
lanuitestmonroyaume-4Istor ha tresadennoù gant Claire Fauvel. Embannet e ti Rue de Sèvres, d’an 19 a viz C’hwevrer 2020.

Quand Takagi me taquine 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Genver 13, 2022 by geekezig

Quand Takagi me taquine a zo ur manga fentus. Pep chabistr a zo savet tro-dro d’ur chikan etre Nishikata, an haroz, hag e gamaladez Takagi. Nishikata a vez tapet bepred gant farsadennoù ha troioù-kamm ar plac’h, zoken pa gred dezhañ ober troioù-kamm dezhi. Ur wech komprenet ar rekipe e seblant tro buan da randonus an traoù, d’am meno. Hegaset on ivez gant an tu “qui aime bien châtie bien” a zo d’an hollad : zoken ma seblant skañv ar farsadennoù graet gant Takagi goude ur prantad e rank bezañ dic’houzañvus evit an haroz. Goude-se e c’hallfe ar gelennerien divizout cheñch plas dezho ivez, pezh a vefe mat dija. N’on ket sur e vefen plijet gant seurt fent e gwirionez. Re vugel marteze pe re danav an diforc’h etre fent hag harell ?Istor ha tresadennoù gant YAMAMOTO Soichiro. Embannet e galleg gant Nobi Nobi, d’ar 4 a viz Gwengolo 2019.

L’heure de la sortie

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Mae 28, 2021 by geekezig

l'heure de la sortieKregiñ a ra L’heure de la sortie en un doare trumm : ur c’helenner o n’em zistruj e-pad un arnodenn, dirak e skolajidi. Pierre a erru da gemer e blas evit fin ar bloavezh-skol. Goulennet e vez digantañ bezañ aketus-kenañ gant ar c’hlasad-se, evit o saviad bredel evel-just met ivez peogwir int ar gwellañ skolajidi hag e rank ar skolaj mirout e blas er stadegoù.
Pierre a grog da resev pellgomzadennoù souezhus ha da vezañ sorc’hennet gant c’hwec’h ezel eus ar c’hlasad.
Efedus-kenañ ‘m eus kavet L’heure de la sortie, evel Pierre e oan sorc’hennet gant ar grennarded, sur on em befe bet tamm-pe-damm memes doare d’ober. Un aergelc’h pounner hag ankenius a zo a-hed ar film, ar strollad krennarded, feuls ha sirius spontus a ra aon. Ur film gall a galite (pezh a gavan ral) ha deuet brav-tre evidon.

Film sevenet gant Sébastien Marnier. Frañs, 2018, 1e43.

Spinning

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Gwengolo 9, 2019 by geekezig

Ur pikol levr eo Spinning. Istor Tillie eo, da vare ar skolaj. Gwelet e vo hec’h embregadennoù ruzikat dreist-holl met ivez he darempredoù gant he familh, he c’hudennoù gant merc’hed all er skolaj ha dreist-holl he c’harantez evit ar merc’hed a oar a rank kuzhat. Fromus eo Spinning. Un istor krennardiezh, ur plac’h yaouank o klask teneridigezh a vank dezhi digant he zud hag a gav a-wechoù, gant kelennerien pe embregerien. Poan he deus gant ar merc’hed all, ne blij ket dezhi pegent “gwregel” eo bed ar ruzikat ha war memes tro e plij kalz dezhi ar sport-se. An hollad-se, santadoù kontrol a-vil-vern a zo diskouezet brav. Klask a rin heuliañ labour Tillie Walden rak donezonet eo, evit kontañ un istor hag evit tresañ.

Istor ha tresadennoù gant Tillie Walden. Embannet e galleg e ti Gallimard, d’an 2 a viz Du 2017.

Mia & Co 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on C'hwevrer 27, 2017 by geekezig

miaco1Klevet am boa komz diwar-benn Mia & Co en ur glevout an treser, Hitori De, en un abadenn war chadenn Nolife. O c’houzout e oa ur c’henlabour gant Vanyda e oan en soñj e lenn diouzhtu. Mia & Co a zo un istor krennarded ordinal a-walc’h. E pevare klask emaint ha Mia, an harozez, a n’em glev kentoc’h gant paotred. C’hoari a reont gant c’hoarioù video asambles goude ar c’hentelioù e ti tad-kozh unan anezho. Studierien yaouank a vez o lojañ en ti bras-se ivez.
Mignoniezh ha deroù karantez, setu ar pezh a gont an istor evit ar mare. Plijus e oa da lenn met erru on skuizh un tamm gant an tech tudenn “plac’h n’em em glev ket gant ar merc’hed all” hag a vez o troukkomz diwar-benn ar merc’hed a lak fardaj pe me oar me (merc’hed gwelet evel “gwregeloc’h” egeti lakaomp). War memes tro on kazi sur e oa lodennoù ouzhin un tammig evel-se d’an oad-se met evel den deuet e kavan torr-penn diskouez ar skouer-se d’ar grennardezed.
An tresadennoù n’int ket ken brav hag ar pezh em befe kredet kennebeut (stummet eo bet Hitori De e skol Disney Milan neuze ec’h ijinen tresadennoù heñveloc’h eus W.I.T.C.H. da skouer a blije din lenn pa oan el lise ^^, marteze eo kenkoulz na vefe ket e gwirionez). Ul lennadenn skañv mat evit ar grennarded, marteze pas kement evit ar re vras!miacodiIstor gant Vanyda, tresadennoù gant Hitori De. Embannet gant Dargaud, d’an 2 a viz Gwengolo 2016.

L’heure des lames

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gwengolo 5, 2016 by geekezig

heuredeslamesL’heure des lames a felle din lenn goude kuzulioù Davy Mourier en un abadenn 101%. Ul levr bannoù-treset saoz eo, e gwenn-ha-du. Scarper Lee a oar e varvo a-benn teir sizhun. Ur bed iskis-tre a ginnig Rob Davis d’al lenner-ez : bemdez e ra glav met kontilli a gouezh eus an oabl, leoned a zo war porzh ar skol hag ar mammoù ha tadoù a zo traoù/mekanikoù bet savet gant ar vugale. Tad Scarper a steuz kuit un nozvezh ha divizout a ra ar c’hrennard mont war e lerc’h gant sikour daou gamalad, un tamm a-gostez.
Souezhus-kenañ eo ar bed neuze, ne vez ket displeget kalz met seblantout a ra anat ha kazi logik an traoù. Un toullad kaozeadennoù kreñv ha fromus a zo ha plijet bras on bet gant ar fin. N’ouzon ket m’eo echu an istor pe get (peadra zo da gaout un eil moarvat met gallout a ra echuiñ evel-se ivez, war a seblant e vo un heuliad hervez lec’hienn an embanner gall) met bamet on bet. Ul levr iskis-kenañ, pinvidik, leun a ijin ha direnkus un tamm.LHeuredesLames_pl1Istor ha tresadennoù gant Rob Davis. Embannet e galleg gant Warum, d’an 20 a viz C’hwevrer 2016.