Le garçon sorcière

garçonsorcière1Aster na ra ket van ouzh ar c’hentelioù a rank heuliañ. Gwelloc’h e vefe dezhañ deskiñ ober sorserezh, evel e c’hoarezed ha kenitervezed met difennet eo d’ar baotred. Pa grog paotred all e familh da vezañ skrapet e klasko sikour en e doare, daoust d’e familh bezañ a-enep. A-drugarez da Charlie, ur plac’hig n’eo ket liammet tamm ebet da ved an hudouriezh met a lak anezhañ da gaout fiziañs en e varregezhioù e vo gouest da reiñ an dorn ha da cheñch sell e familh diwar-benn hengounioù a-gozh.
Daoust hag un doare da gomz diwar-benn heñvelrevidigezh pe treuzidentelezh dre faltazi eo Le garçon sorcière? Marteze. Pezh a zo anat eo e tiskouez mat n’eus netra (micherioù, sportoù hag all) difennet d’ar baotred pe d’ar merc’hed. Kontet eo en un doare simpl ha gant fent, Le garçon sorcière a zo ul levr bannoù-treset dudius ha kennerzhus. Charlie dreist-holl he deus plijet din, hast ‘m eus lenn peurrest avanturioù he daouad gant Aster!
garçonsorcièred
Istor ha tresadennoù gant Molly Knox Ostertag. Embannet e galleg gant Kinaye, d’ar 24 a viz Genver 2020.

Ur respont to “Le garçon sorcière”

  1. […] bras e oan o kenderc’hel da lenn avanturioù Aster ha Charlie. Mamm-gozh Aster a ginnig d’ar paotr deskiñ diazezoù ar sorserezh ganti met goulenn a ra […]

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.