Dielloù evit faltazi

Spirite 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Meurzh 17, 2024 by geekezig

E 1908 e Tunguska, Siberia e c’hoarvez un darvoud iskis. Ur c’houblad skiantourien a varv e-kerzh an darvoud hag ur skipailh tud a gav o flac’hig.
E 1931, e New York e labour Boris hag Ian asambles. Labourat a reont war tem ar speredoù, an tasmantoù, en un doare skiantel. Gwelet int evel triaklerion evel-just. En o labourva e vo drouklazhet Boris gant un den a seblant anavezout anezhañ a bell zo. Ian a gav sikour e burev ur gelaouenn n’eo ket gwall sirius war an temoù-se. Ur gelaouennerez yaouank a labour nevez zo du-hont, met ne gred ket tamm ebet en traoù-se. Asambles e klaskfont enklask, betek bezañ taget int ivez gant an den n’eus lazhet Boris…
Plijus eo Spirite, un nerzh film bevaat a zo gantañ me gav, darempredoù/startijenn o deus lakaet ac’hanon da soñjal e Anastasia da skouer. Dudius-tre eo hag echuiñ a ra gant ur c’hliffhanger spontus ! Gwelet e vo penaos e tro an traoù !

Magic Friends

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Meurzh 11, 2024 by geekezig

E 6vet klas emañ Danielle bremañ. Siwazh dezhi n’emañ ket e memes klas hag he mignonezed ha poan he deus o kavout mignoned all. Goude marv ur dintin gozh souezhus e kav ur c’haier-hud. Pa dres traoù e-barzh e teuont da wir. Da gentañ e tres penn tudenn ur stirad a blij dezhi hag a ro kuzulioù dezhi. Da c’houde e tiviz tresañ ur vignonez eviti. Pezh a zo, Madison he deus he fersonelezh ha c’hoantoù dezhi. Dav vo da Danielle kompren penaos kaout mignoned hep hudouriezh !
Ul levr bannoù-treset fentus eo Magic Friends diwar-benn ar c’hoant da gaout mignoned, koshaat ha cheñch boazioù. Kontet eo en un doare dudius ha mat evit ar vugale. Un tamm dipitet on bet me, chom a ra un tamm simpl an traoù marteze.

Chère Justice League

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Meurzh 7, 2024 by geekezig

Ul levr moutik tout eo Chère Justice League. Pep ezel eus an Justice League a resev lizhiri ha posteloù digant “fan”-ed, bep chabistr a zo tro-dro d’un haroz-ez resis pe dost hag a ziskouez en un doare koantik ha fentus e c’hall an harozed faziañ, kaout kemplezhioù hag all. Ur gentel koant evit ar vugale. Brav eo an tresadennoù met kavet am eus an hollad un tamm re jentil hag arabadus. Evit ar vugale, da lenn a dammoù eo kalonekaus ha brav.

Diosphère

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Meurzh 4, 2024 by geekezig

Daou vugel a zihun, hep kompren piv int ha petra reont aze. Unan anezho, aonik un tamm, a fell dezhañ gortoz e teufe unan bennak da gerc’hat anezho, egile, na fell ket dezhañ chom da c’hortoz. Kavout a reont boudoù disheñvel, a zo souezhet o welet anezho aze. Kerzhout a reont e-pad pell a-raok tizhout ur gêr. Aze e tizoloont ar c’hoariva met ivez an dramm. Aaran, an eil bugel, a fell dezhañ bepred klask displegadennoù all, goulenn a ra kalz traoù hag alies e feuk an dud pe e vez war-var da n’em lakaat e saviadoù fall.
Iskis-kenañ eo bed Diosphère. Dedennus eo Aaran, a glask kompren ar bed, hep doujañ d’ar reolennoù met digenvez eo ivez, ne gav lec’h ebet a blijfe dezhañ. Arz, relijion ha kredennoù, drouk d’ar spesadoù all gwelet evel izeloc’h, kalzik temoù sirius a zo en istor. Un tamm dipitet on bet avat, marteze eo re verr pe re amsklaer an traoù, n’on ket deuet a-benn da vont penn-da-benn er bed souezhus-mañ.

Star Daughter

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on C'hwevrer 12, 2024 by geekezig

Brav eston e kaven golo Star Daughter. Ur romant “own voices” e oa, hag ur romant Young Adult faltazi mesket gant sevenadur Indez a seblant ral!
Sheetal a zo merc’h un den hag ur steredenn. He mamm he deus dilezet anezho avat setu ne oar ket kalz a dra diwar-benn lodenn-se hec’h identelezh estreget e rank livañ he blev bepred evit ma chomfe kuzh he blev griz arc’hantet.
Un deiz bennak e gloaz he zad gant he galloudoù steredenn hag evit e sikour he deus ezhomm gwad ur steredenn.
Mont a ra neuze da welet familh he mamm, met pezh ne oar ket eo e vo implijet gant he zud-kozh evit kemer perzh en ur genstrivadeg evit ren war rouantelezh ar stered. Gwelet e vo fall gant ar berzhidi all, ret e vo dezhi deskiñ ur bern traoù buan-kenañ, doareoù da vezañ ha me oar me, ha souezhet fall e vo ouzhpenn gant he familh. Ne vo ket aes!
Ur romant plijus eo Star Daughter, brav eo ar bed kinniget hag ijinet, skeudennoù brav-tre a zeu e spered al lenner-ez.

OVNI(s) – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Genver 29, 2024 by geekezig

E Tolosa e 1978, emañ ar fuzeenn Cristal o tibradañ… Met tarzhañ a ra. An ijinour Didier Mathure en doa jedet pep tra a zo lakaet kablus. Ne gompren ket petra zo c’hoarvezet. Goulennet e vez digantañ mont d’ober war-dro ar GEPAN, ul lodenn eus ar c’hCNES a ra war-dro an UFO. Ur spont evitañ. Erruout a ra en ur burev meret forzh penaos gant kenseurted iskis. Tamm-ha-tamm avat, e krog darvoudoù souezhus da lakaat anezhañ da welet an traoù en un doare all.
Ijinit ur meskaj etre The X-Files hag Au service de la France, e-pad ar bloavezhioù 70. Ur meskaj dispar fent ha kevrin, tudennoù plijus, iriennoù an arme…
Un drugar e oa bloavezh kentañ OVNI(s) e pep keñver evidon : aergelc’h, dilhad ha lec’hioù, sonerezh, aktourien…
Hast bras ‘m eus gwelet an eil bloavezh gant ar spi e vo ken dudius !

Elin la charmeuse de bêtes 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gwengolo 25, 2023 by geekezig

Ur manga a oa bet aliet din meur a-wech eo Elin la charmeuse de bêtes. Bevañ a ra Elin en ur gêriadenn gant he mamm. He mamm a zo e karg eus yec’hed an Tôda, erevent a vez desavet evit emgannoù. Gwelet eo fall ar vaouez avat peogwir e teu eus ur bobl kantreerien. Goude marv kevrinus al loened e vez tamallet ha kastizet d’ar marv gant tud ar gêriadenn. Elin he deus tec’het kuit d’ar mare-se ha degemeret eo gant un den a zo o vevañ er vro e-kichen.
Dedennus-kenañ eo bed Elin. Diazezet eo ar manga war ur romant ha plijet bras on bet, laouen e vin o lenn pelloc’h!

The Weatherman 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gwengolo 24, 2023 by geekezig

E-touez comics gwellañ 2020 e oa The Weatherman. Al livioù flamm a gaven plijus.
2770, war ar blanedenn vMeurzh. Seizh bloaz zo ez eus bet ur gwalldaol spontus, e lec’h ma oa marvat ar miliardoù a dud a oa chomet war an Douar. Nathan Bright a ginnig liv an amzer war ur chadenn skinwel lec’hel. Ur paotr fentus eo, disoursi. A-greiz-tout e vez taget peogwir e vefe e-touez ar re o deus savet ar gwalldaol : strollad “kleze Doue”. Etre an dud a fell dezho lakaat anezhañ da c’houzañv, ar re a fell dezho “laerez” e eñvorennoù, buhez Nathan a vo cheñchet mik d’un deiz d’egile.
Mont a ra buan an traoù el levrenn-mañ. Ur BERN tudennoù a zo ha start eo da heuliañ alies. Piv a labour evit ar gouarnamant? Piv a labour evit ar mafia? Piv a fell dezho lazhañ Nathan ha piv n’eus ezhomm e chomfe bev? Anzav a ran e oan kollet. Plijus eo ha leun a virvilh met un tammig re evidon, muioc’h en ma aes e vefen bet gant ul lusk dousoc’h, a-benn kompren gwelloc’h piv eo pep tudenn ha kompren petra eo o c’hoantoù. An aergelc’h pop en deus plijet din avat, cheñch a ra eus an traoù “neo-noir” pe cyberpunk boaz.
N’on ket sur ez in kalz pelloc’h gant an afer-se avat…

John Wick

Posted in Filmoù with tags , , , , on Gwengolo 17, 2023 by geekezig

John Wick a zo an doare film na zedenne ket ac’hanon tamm ebet met dre forzh klevout ur bern tud o lavar e oa plijus evel film birvilh em eus soñjet e oa mat din gouzout petra oa.
Goude marv e wreg, eo taget John Wick gant ur strollad tud yaouank. Lazhañ a reont e gi ha laerez e oto. N’eus abeg ebet ken da chom sioul setu e ya John Wick da glask warlerc’h an torfedourien. Unan anezho a zo Iosef, mab Viggo, penn mafia rusian ha bet implijer John Wick gwech all.
Ur film birvilh da vat eo neuze gant kirri e leizh, tud lazhet a-vil-vern ha nebeut a draoù da gompren. Plijus eo an aergelc’h avat gant ar seurt “bed kenstur” mafia/lazherien a-vicher hag an ostaleri e lec’h m’eo difennet tagañ ar re all. N’eo ket re sirius evit bezañ pompadus na re fentus evit bezañ droch, me gav eo kempouez mat evit bezañ ur film dudius hag efedus. Ne gomprenan ket dre ret perak eo deuet da vezañ ken “kult” a-feur ma tremene ar bloavezhioù met ur souezhadenn a live mat eo.

La sorcière secrète (Le garçon sorcière 2)

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gwengolo 14, 2023 by geekezig

Laouen bras e oan o kenderc’hel da lenn avanturioù Aster ha Charlie. Mamm-gozh Aster a ginnig d’ar paotr deskiñ diazezoù ar sorserezh ganti met goulenn a ra sikour en eskemm evit ur raktres a ra aon dezhañ. Charlie eus he zu a sant eo pellaet eus he mignonezed met ur plac’h nevez a zo erruet en he skol! Gwarizius-tre eo ar plac’h avat ha poan he deus o tegemer e c’hallfe Charlie kaout mignoned all. Taget eo c’hoazh Charlie gant nerzhioù hud…
Brav eo bepred, ur gwir istor koant evit ar vugale, ur wech ouzhpenn!