Archive for the Kelaouennoù Category

Muze n° 67

Posted in Kelaouennoù with tags , , , , , , , , , on Eost 18, 2014 by geekezig

Muze-67Plijus ‘m eus kavet niverenn-mañ ar gelaouenn Muze. Kregiñ a rae gant un tamm pourmenadenn (distro, evidon) e diskouezadeg Tim Burton a oa bet e filmaoueg Frañs gant ivez danevell “Le Corbeau” Edgar Allan Poe (n’ouzon ket m’am boa bet lennet dija). Ur poltredig eus Artemisia a oa da c’houde, n’anavezen ket tamm ebet ha spontus ‘m eus kavet hec’h istor! Ur pennad-kaoz gant Raphaël Enthoven a ginnig an abadenn philosophie war Arte a oa da heul, dedennus seblant bezañ. Un deiziataer sevenadurel a oa ivez met un tamm diwezhat e oa evel-just ^^
Un teuliad bras diwar-benn Portugal a oa kinniget en niverenn-mañ : an arz ha penaos eo bremañ, degemeret pe get, o tiskouez trubuilhoù an dud (dilabour da skouer), tresadennoù Paula Rego, ur pennad diwar-benn ar merc’hed en arzoù hag an arzourezed (en o-zouez Agustina Bessa-Luís), pouez ar varzhoniezh gant Camões, Pessoa hag all. Ur pennad-kaoz a oa ivez gant Maria de Medeiros aktourez ha sevenourez, eviti eo ar portugaleg he bro ha n’eo ket kement-se al lec’h, ur soñj en deus plijet kalz din :), labouret he deus bet ivez tro-dro d’an dañs ha d’ar c’hezeg, e gwirionez em eus kavet e seblante bezañ ur vaouez dedennus-tre! Oberennoù Carla Cabanas a oa diskouezet goude, etre skeudenn hag engraverezh, kavet ‘m eus e oa kreñv santad ar memor o tispenn… Un dastumad skeudennoù evit taolenniñ Portugal (lec’hioù, tud) a oa da c’houde a-raok treiñ war-zu ar fado gant Amália Rodrigues, ar plac’h nemeti e panteon Portugal (!) ha Cristina Branco a gan fado hirie an deiz. Ur pennad-kaoz a oa ivez gant Joana Vasconcelos, arzourez bet pedet e Versailhez, a labour arouezioù Portugal ha plas ar merc’hed er gevredigezh. Evit echuiñ an teuliad e oa ur poltredig eus ar varzhez Sophia de Mello Breyner ha danevell “Le mari” skrivet gant Lídia Jorge, un istor spontus a-walc’h diwar-benn ur plac’h gwallgaset gant he gwaz ha poltred ar skrivagnerez.
An eil teuliad a oa diwar-benn ar bannlevioù : ur sell e-keñver prederouriezh, petra dalvez bezañ “o chom” en un tu-bennak, ur pennad-kaoz gant ur sokiologour : an arz krouet er bannlevioù (rap, tag hag all) n’eo ket savet evit padout, an dramm e diavaez ar rouedadoù kenwerzhel, un toullad skeudennoù a oa e-kichen da ziskouez krouidigezhioù tisavouriezh an XXvet kantved. Da c’houde e oa neuze ur sell kentoc’h war ar sevenadur hag an arz : gant merc’hed ar Bondy Blog hag o sell war ar sevenadur, an doare ma vez lakaet an dud da soñjal emañ ar “gwir” sevenadur e Pariz hag an dud o vevañ er bannlevioù n’int ket graet evit mont d’ar c’hoariva ha d’ar mirdioù, seurt rakvarnioù start hag a vez intret en dud. An doare a zo ivez gant tiez ar sevenadur er bannlevioù a lak a-benn ar fin ar “boboed” parizian da brofitañ “eus an daou du” ha n’eo ket kement-se tud ar gumun. Hanane, a blij ar c’hoariva dezhi hag a vez graet goap outi en he metou, ha pa ya da welet pezhioù c’hoari e Pariz e vez selloù du warni digant tud wenn cheuc’h… Pe c’hoazh skouer Genevilliers a ginnig kentelioù dizoloiñ an arzoù hag ar sonerezh. Skouerioù filmoù a daolenn bannlevioù a zo goude ha neuze o emdroadur ivez (1936 : maezioù, pourmen goude kreisteiz e-barzh filmoù Rohmer betek La Haine pe L’esquive a ginnig selloù all penn-da-benn). Skeudennoù a oa goude-se eus oberennoù lightgraff Guillaume Plisson : brav-eston! JR a zo un arzour a dap skeudennoù “korn-ledan” eus yaouankizoù bannlev a voe peget war mogerioù Pariz. Ur pennad-kaoz a zo da c’houde diwar-benn an tag hag ar graff a oa dedennus-tre : istor, metouioù sokial a bep seurt ha dreist-holl disheñvel eus ar street art a zo degemeret gwelloc’h gant reolennoù digoroc’h (moulloù-livañ da skouer). Ur pennad-kaoz a zo da c’houde gant Malika Bellaribi-Le Moal, kannerez opera a labour gant bugale. Daou bennad a zo goude diwar-benn “Théâtre Des Quartiers” (TDQ) en Ivry ha levrdi La Courneuve, ar pezh a zo fromus un tamm da lenn en ur c’houzout eo bet serret al levrdi e deroù 2014… a-raok un tamm dibab levrioù ha filmoù evel-just.
Un teuliad all a oa diwar-benn ar boued : ur pennad-kaoz gant Anne-Sophie Pic, gwellañ chef ar bed e 2011 met ivez gant ur bredelfennerez ha poltredoù levrioù gant boued (Bridget Jones da skouer) dielfennet. Un dastumad skeudennoù gwastilli Amy Stevens ha boued-danvez Ed Bing Lee (fentus-tre!) pe c’hoazh skeudennoù Laura Letinsky. Da c’houde e tisto an traoù d’ar prederouriezh gant levr Michel Onfray diwar-benn prederourien ha boued pe c’hoazh skol-veur-pobl Argentan (anavezet ivez evel skol-veur-pobl ar blaz). Ur pennad a zo ivez diwar-benn an nann-kigdebrerien hag ar prederouriezh pe ar reolioù-voued. Ur pennad-kaoz a zo gant Caroline Mignot he deus ur blog kelaouenniñ boued ha poltredoù merc’hed a ra “stilouriezh” voued evit al levrioù kegin hag all. Un danevell a zo evit klozañ “Oeuf” gant Claude Pujade-Renaud he deus bet skrivet kalz diwar-benn ar boued hag an dibab levrioù ha DVD.
Al lodenn fin a tro-dro d’ar barzhoniezh ha da nevez-amzer ar barzhed, gant ur pennad-kaoz gant André Velter barzh hag embanner barzhoniezh, barzhonegoù lennerien ha lennerezed. Hag evit echuiñ e oa un danevell, ‘m eus kavet un tamm cliché chick lit tro-dro d’an eured bet skrivet gant Cali Keys hag ur pennadig-kaoz ganti.
Un niverenn leun a voued (aha) e oa neuze, gant a bep seurt temoù ha dizoloadennoù pinvidik bepred. Ur gwir blijadur e oa da lenn hag ur bern traoù ‘m eus ouzhpennet da ma listennoù levrioù da lenn ha filmoù da sellet! ^^

Alibi 3

Posted in Kelaouennoù on Gwengolo 3, 2012 by geekezig

Lenn kelaouennoù gant ur bloaz dale? Ahaha, ya, gouest on d’en ober! Lakaomp n’eo ket ken grevus evit ur mook memestra! 🙂
Evel-boaz e-barzh Alibi ez eus ur pennad-stur (diwar-benn stad an toulloù-bac’h e Frañs ar wech-mañ), lizhiri al lennerien araok poltredoù berr-berr4 den.
Ur bern pennadoù a bep seurt : pajenn facebook diwar-benn Xavier-Dupont de Ligonnès hag an doare giz a zo bremañ da enklask war seurt darvoudoù e-unan (pe a-stroll, just a-walc’h!), tud ordinal, war ar rouedad. Penaos e vez diskoulmet ensklaskoù a-drugarez da “datou” paotred ar gangoù a-wechoù er SU, an enklask tro-dro da gorf-eskern Lisa Gherardini e Firenze evit gouzout ma oa Mona Lisa (petra eo bet disoc’h an afer-se dija?), istor un cheerleader un ul lise amerikan en Texas bet skarzhet peogwir n’he doa ket bet c’hoant harpañ ar paotr (c’hoarier basket) en doa gwallet anezhi.
Ur pennadig diwar-benn Akhenaton ha Faf Larage diwar-benn ho fladenn I Luv NY.
Ur pennadig-kaoz gant Vincent Peillon diwar-benn ar romantoù polis (unan en defe skrivet pa oa yaouank) ha sevenadur ar skrid politikel (testenn-prezeg) a zo aet da goll.
Kronikennoù diwar-benn : afer Strauss-Kahn hag un doare eneb-sell gant ur paourkaezh paotr tamallet eus gwall ur plac’h hag a vez kaset d’an toullbac’h (paour hag e-unan eo) . Ur pennad a guzul Bizarre! Bizarre! gant Roald Dahl hag a gav troidigezhioù iskis e rummad levrioù La Série Noire. The Killing, ar stirad danat (a seblant dreist gwir eo!). Ur rekipe awenet gant Fred Vargas a zo da c’houde, hag un draig diwar-benn ar vugale a vez dilezet (en ur gevredigezh a lak ar bugel a-us da bep tra kazi).
Erru omp a-benn ar fin da deuliad an niverenn : romantoù polis “rannvro”. Masilha a vo da gentañ, gant poltred ar gêr hag hec’h istor leun a dorfedourien en XXvet kantved, hag ur pennadig-kaoz gant Alain Guillemin, sokiologour o komz diwar-benn ar “polar aïoli” evel ma vez lesanvet. Ur pennad dedennus-tre a zo warlerc’h diwar-benn levezon un torfed war ul lec’h da skouer departamant an Yonne a zo gwelet evel ul lec’h spontus abalamour da veur a istor evel “Les disparues de l’Yonne” da skouer. Ar mediaoù a zegas al lesanvioù-se d’an darvoudoù met reoù zo a chom er speredoù hag a ra drouk d’ar c’humunioù ha tachennoù e-lec’h m’int tremenet.
Breizh an hini a vo gwelet da c’houde rummad Léo Tanguy. Lennet em boa ul lizher a gave ne oa ket jentil ar pennad, me gav eo frank. N’eus ket tu d’ober van e vefe mat pep tra e bed ar romantoù polis rannvro evelse. (Laouen on bet o welet e oa Naoned anat e Breizh er pennad, padal em boa bet un tammig aon gant ar gartenn a zigor an teuliad)
Un pennad-kaoz gant ur skrivagner martinikan, Raphaël Confiant hag e sell war ar romantoù polis a c’hallfe bezañ niverusoc’h er c’haraib galleger. Poltred Michel Suffran hag e “enklasker” Sébastien Lechat a zo goude, Bourdel ar wech-mañ neuze. Ar rummad-mañ a seblant dic’hortoz ha plijus an tudennoù!
Hervé Le Corre a skriv ivez met evitañ n’eus ket un doare polar bourdelat. Departamant an Norzh a awen kalz skrivagnerien ivez hag a ar rummadoù romantoù polis o tremen du-hont a ra berzh. Echuiñ a ra an teuliad gant poltred Cara Black, un amerikanez a skriv romantoù o tremen e Pariz. Dic’hortoz! Ul listennad titloù a vez kuzuliet ivez eveljust.
Ur pennad-kaoz gant Bertrand Tavernier a zo goude-se, e lec’h ma kaoze ar sevener eus ar pezh en deus desket gant Melville, e doare da azasaat romantoù polis hag all. Ted Donover a vez aterset ivez, ur c’helaouenner amerikan bet e toullbac’h Sing Sing (stad New York), e-pad ouzhpenn ur bloaz en deus “labouret” evel gward a-benn sevel ul levr. Dedennus-tre e seblant bezañ. Istor enklask diwezhañ Eliott Ness o klask warlerc’h ul liesvuntrer en aner, diskaret mik an den da c’houde, ur sell all war an den a vez gwelet bepred evel un haroz.
Ur pennad dedennus spontus a zo warlerc’h, diwar-benn Robert K. Wittman en deus savet rann an FBI a ra war-dro an trafik oberennoù arz (ACT Art Crime Team). Ur vicher ispisial ha na vez ket kaoz alies deuzouti er c’helaouennoù! Bammet on bet! 🙂 Ur vicher all na vez ket gwelet alies : ar sevel dilhad evit bed ar justis! Un tamm tro e ti Bosc, un embregerezh artizanel a ra war-dro an dilhad justis cheuc’h (hag ivez relijiel hag all). Ne vez ket soñjet alies en-se.
Plijet on kalz gant ar pennadoù-se, a ziskouez traoù all un tamm.
Un tamm tro betek Gijón, e-lec’h ma vez bep bloaz ur festival anvet “La Semana Negra”, a lak an araok ar romantoù polis met ivez skiant-faltazi, bannoù-treset, al lennegezioù “izel” hervez tud zo. Ar festival a seblant plijus, leun a ijin hag a draoù da welet (staliet eo en ur foar doare Luna Parc e-tal ar mor eo!). Ar pennad a-zeu goude a zo diwar-benn an dud gant anvioù torfedourien Michel Fourniret, Miriam Badaoui hag all. Penaos e vev an dud-se gant pellgomzadennoù e-leizh, tud oc’h ober farsadennoù a-hed an deiz dezho… Spontus a-walc’h!
Un dastumad skeudennoù kozh tro-dro da Jules Bonnot hag e vandennad a zo. Hag ur pennadig diwar-benn Agatha Christie gant sell 4 den (skrivagner/levrdiour/fan/produourez skinwel), plijus ‘m eus kavet, dreist-holl ar prantad diwar-benn ar rebechoù a veze graet dezhi komz nebeut, sañset e responte sioul “Gwelloc’h eo din skrivañ”. 😀
Warlerc’h e teu ar c’horn-barn eveljust. Un toulladig traoù em eus notennet, ha sonerezh evit ur wech! (da gustum e kavan un tammig a re al lodenn diwar-benn ar sonerezh).
Hag evit echuiñ : ar c’horn shopping, a ginnig evit ur wech un dra pe zaou a zo tu da brenañ (hag ar peurrest dibosupl evel boaz!), “poltred” ar Beretta 92 a zo ivez, un arm bet gwelet kalz e filmoù ar bloavezhioù 80 (Die Hard da skouer), plas an otoioù er stiradoù tele (Bentley John Steed, Ford Gran Torino Starsky & Hutch…) hag an danevellig-skeudenn. Plijus ‘m eus kavet, gant sell ar skrivagnier war ar c’hambreier ostaleri hag an taksioù…
Un niverenn a-feson neuze, daoust d’ar gudenn peg bepred hag ur gudennig moullañ war peder fajenn (fiñvet al livaj ha start da lenn).

Alibi 4

Posted in Kelaouennoù on Even 24, 2012 by geekezig

Abaoe ur pennadig n’em boa ket lennet Alibi. Ret ‘vo din adtapout ma dale e-kerzh an hañv!! Ma, en ur c’hortoz em eus dibabet lenn an niverenn diwar-benn ar “sekredoù stad”…
Adalek lizhiri al lennerien em eus soñjet “ah kaoc’h, an niverenn 3 n’em eus ket lennet!” rak un dave a oa d’ur pennad diwar-benn ar romantoù polis “rannvro”. Poltredoù berr ha pennadoù diwar-benn traoù bet c’hoarvezet. Ur pennad-kaoz a zo gant Eva Joly diwar-benn he levr Les yeux de Lira. Un toullad traoù a zo kinniget da c’houde, levrioù dreist-holl met ivez ar stirad saoz The Hour da skouer.
Dedennus-tre eo an teuliad, gant poltred Bob Woodward, ar c’helaouenner en doa diskuliet ar Watergate, traoù diwar-benn afer Karachi, marv ar ministr Boulin da vare Valéry Giscard d’Estaing pe c’hoazh abadenn Rendez-vous avec X a vez skignet war France Inter, ar romantoù spierezh ha poltred Fabian Escalante, bet e penn servijoù kuzh Kuba. Warlerc’h ez eus ur pennad-kaoz gant Laurence Block, skrivagner amerikan ha poltred Martine Barret, a zo e penn ur servij enklask prevez (Duluc Détective e Pariz), ur sell un tamm gwiroc’h war ur vicher a ijiner er filmoù…
Un istor spontus a zo goude, hini ul liesvuntrer euzhus e Kanada. Er bloavezhioù 90 eo tremenet ar muntroù-se. Kostez Vancouver e steuzie merc’hed (gisti, indianezed), dre ma na oant ket merc’hed pouezus ne oa enklask ebet na netra. Mignon unan anezho a zo nec’het bras hag a sav ul lec’hienn internet evit komz diwar-benn-se. Er bloavezh 2000 e klask ar bolitikourien lakaat an traoù da vont war-raok peogwir labour Wayne Leng (en deus savet al lec’hienn) a grog da ober un tamm trouz. Ur poliser kanadian bet o studial er Stadoù-Unanet ha “geographic profiler” (e deorienn a zo e c’haller adkavout ur muntrer dre c’houzout eus pelec’h e teu an dud lazhet, pelec’h e vez adkavet ar c’horfoù hag all). Buan awalc’h e soñj en ul liesvuntrer met graet a vez goap outañ, ne vez ket selaouet. Eus e du Wayne Leng a vez galvet gant un den… E vignonez a ya da dorchañ e ti un den, en un ti-feurm ha gwelet he deus paperoù merc’hed e-barzh ur sac’h leun a wad. Mont a ra d’ar polis met lâret e vez dezhañ n’eo ket posupl mont e ti an dud evelse, dreist-holl ne fell ket d’an dud testeniañ. Divizout a ra Wayne mont da welet e-unan. Kavout a ra un ti-feurm eveljust met ivez ul lec’h iskis, un doare predti-tavarn e lec’h ma teu an Hell’s Angels diouzh an noz. Daou vloaz warlerc’h ez aio ar polis betek an ti-feurm (e 2002 neuze) ha kavet o vo ganto pennoù merc’hed e-barzh ur skornerez… Perc’hen an ti-feurm William Pickton a lâr d’ar polis e vefent bet kap da c’hortoz hag evelse en defe tizhet 70 plac’h! Ul lodenn all eus an istor spontus-se… Korfoù ar merc’hed a servije da voueta ar morc’h (al lodennoù fallañ) met ivez d’ober saosiz a veze roet d’an amezeien. Barnet eo bet William Pickton ha kenderc’hel a ra skiantourien ar polis da glask roudoù ar merc’hed war tachenn an ti-feurm…
Anzav a ran n’em boa ket klevet komz diwar-benn an istor-se hag er metro e oan o lenn, d’ur mare zo e oan prest da rechetiñ kazi!
Poltred Olivier Marchal a zo goude peogwir e oa e film Les Lyonnais o tont er-maez. Ur pennadig diwar-benn Philippe Bilger a zo ivez, bet alvokad ha bremañ e skriv ur blog o kontañ e sell war ar politikerezh, ar justis hag all.
Evel boaz ez eus poltred ur gêr ivez, Christchurch eo ar wech-mañ, eil kêr brasañ Zeland-Nevez hag a zo lec’h torfedoù harozed Paul Cleave. Reiñ a ra c’hoant a-walc’h mont da veajiñ du-hont daoust d’ar c’hrennoù-douar bras a zo bet ingal nevez zo. Ur pennad spontus all a zo war-lerc’h diwar-benn ar vugale a vez skrapet e Mali, implijet e vez o organoù evit ober dourennoù sañset hud… Ec’h! Un toullad skeudennoù eus Las Vegas a zo goude, o tiskouez un tu tristik eus ar gêr (kasinooù dilezet goude m’o defe graet freuz-stal hag all).
Goude ez eus ur pennad-kaoz gant Anthony Horowitz en deus skrivet ur romant nevez gant Sherlock Holmes! Displegañ a ra penaos en deus labouret hag all, dedennus. Warlerc’h e krog al lodennoù barnadennoù berr diwar-benn levrioù, filmoù hag all, peadra da gavout ur bern mennozhioù a bep seurt!
Echuiñ a ra ar gelaouenn gant ul lodenn “shopping” (traoù cheuc’h digredus ordin), ur pennad dedennus diwar-benn ar “didrouzer” a vez lakaet war ar pistolennoù. Ur pennadig diwar-benn ar c’hirri a vez gant ar brezidanted a zo ivez araok un danevellig gant Carlos Salem, awenet gant ur skeudenn.

Muze n° 62 (Genver/C’hwevrer/Meurzh 2011)

Posted in Kelaouennoù on Mae 20, 2012 by geekezig

Iskis a-walc’h eo lenn ur gelaouenn bet embannet ur bloaz zo met dedennus eo memestra niverenn 62 Muze. Ar golo a gavan brav ur wech ouzhpenn. Kaoz a zo da gentañ eus diskouezadeg Eugénie Grandet par Louise Bourgeois a seblante brav ha dedennus peogwir e kave Louise Bourgeois e oa heñvel he buhez eus hini tudenn Balzac.
Ur pennad-kaoz a zo da c’houde gant Zabou Breitman diwar-benn he film No et moi, he doare da labourat evel sevenourez hag ur pennad ledanoc’h diwar-benn an aktourezed c’hall a zeu da vezañ sevenourezed (Julie Delpy, Maïwenn hag all).
Ur pennad-kaoz gant Christian Lacroix a zo ivez evit komz eus e labour evit goloioù levrioù (romantoù “klasel” embannet gant Le livre de poche) hag e zarempred gant al lennegezh. Un teuliad bras a zo diwar-benn Arc’hentina a ginnig un toullad arzourien a-vremañ (sonerien, krouerien dilhad…) hag en o-zouez ar skeudenner Marcos Lopez. Komzet a vez ivez kalzig eus an tango, petra eo ha penaos e vez modernaet hirie an deiz. Ur sell war istor ar vro en XXvet kantved a zo ivez, Perón, plasenn Mae hag ur poltred brasig eus Eva Perón. Kaoz a zo ivez eus Mafalda, harozez bepred, eus skeudennoù Alessandra Sanguinetti (dedennus peogwir he deus heuliet memes tud e-korf kalzig bloavezhioù) hag eus ar sevenourez Lucía Cedrón. Un danevell gant Elsa Osorio, Les lettres de Juan, a zo da lenn hag ur pennad-kaoz ganti ha zo araok un toullad mennozhioù traoù da lenn, DVDoù ha poltred ar skrivagnerez Laura Alcoba evit echuiñ.
Un teuliad all a zo diwar-benn ar skinwel, an doare m’eo levezonet ar skinwel gall gant lennegezh diazez, peogwir ez eo bet azasaet levrioù Proust evit ar skinwel. Sell ar sevenourez Nina Companeez hon eus tro da lenn, ur pennad-kaoz gant Dominique Blanc a c’hoari e-barzh A la recherche du temps perdu. Ur c’hillsell a vez kinniget war ar raktresoù azasadennoù sinema ha skinwel eus oberenn Proust ha pegen start pe c’hwitet int bet a-wechoù. Un doare “hit-parade” eus ar skrivagnerien a vez azasaet ar muiañ o oberennoù er skinwel : Balzac, Maupassant, Hugo pe c’hoazh Simenon. Pennadoù-kaoz berr gant daou broduer skinwel a labour ingal war raktresoù evelse a zo da c’houde. Poltred Josée Dayan a zo warlerc’h (kenitervez spontus Eva Joly?!) he deus sevenet Le Comte de Monte-Cristo ha Les Misérables gant Gérard Depardieu da skouer. Poltred Jean-Daniel Verhaeghe a zo ivez, sevener ivez. Evit echuiñ ez eus ur pennad-kaoz gant Emmanuel Carrère, skrivagner met ivez senariour a labour ingal war senariooù azasadennoù lennegel (oberennoùVargas pe Simenon dreist-holl) araok un dibab DVDoù azasadennoù skinwel a-feson.
An teuliad all a zo diwar-benn ar mennozh “sakr”. Kregiñ a ra gant ur pennad-kaoz gant Catherine Clément, prederourez ha romantourez. N’em eus ket komprenet pep tra met dedennus e oa ^^ Da c’houde ez a an teuliad kentoc’h war zu ar “sonerezh sakr”. Petra eo, sell ur sonaouzourez Edith Canat de Chizy ha poltred iliz Sant-Merri e Pariz, a zegemer arzourien, c’hoariva…
Goude-se ez eus kaoz eus an arzourien a implij skeudennoù klasel ar relijion (madone h.a.) kentoc’h sakr/sacrilège neuze. Ur pennad-kaoz gant an arzourez ORLAN a oa war-lerc’h, labourat a ra kalz war ar c’horf. Poltred Teresa a Avila e-pad an Inkizision hag hini Etty Hillesum, yuzhevez he deus skrivet un deizlevr ha dreist-holl bet “skoazellerez sokial” e kamp bac’h Westerbork, divizet he deus mont gant he familh da Auschwitz p’int bet kaset du-hont! An danevell Les Temples du Saint-Esprit skrivet gant Flannery O’Connor (embannet da gentañ e 1954) a oa evit echuiñ an teuliad, araok he foltred hag un dibab levrioù ha DVD.
Ur pennad-kaoz gant Viviane Harry, embannerez a zo goude, taol-arnod Jean-Loup Chiflet a skriv diwar-benn ar gerioù en un doare un tamm ispisial, evel ma vefe tudennoù ur rentañ-kont polis.
Echuiñ a ra an niverenn gant skridoù bet kaset gant lennerezed, evel boaz!

Muze n°64 (gouere, eost, gwengolo 2011)

Posted in Kelaouennoù on Genver 7, 2012 by geekezig

Goude souezhadenn vrav niverenn 63 Muze em eus bet c’hoant kenderc’hel gant niverenn an hañv. Ur golo bravoc’h ha fentusoc’h e oa ouzhpenn ;p
En niverenn-mañ ez eus da gentañ un teuliad diwar-benn an diva, kanerezed opera a gan hirie an deiz eveljust met ivez petra eo deuet ar ger da vezañ goude (tud evel Marilyn Monroe a c’haller gwelet evel un diva) hag un tammig istor gant poltred Maria Callas da skouer. N’on ket dedennet spontus gant an tem met desket em eus traoù memestra.
Da c’houde e oa un teuliad dedennus kenañ diwar-benn Indianed Amerika, plijet en deus kalz din ar sell war an arz a-vremañ da skouer hag ar preder war personelezh an arz (daoust hag eo ret ober traoù un tamm “artizanel” evit bezañ tost eus skeudenn an indianed hag evelse gwerzhañ pe krouiñ traoù modern pe c’hoazh un doare meskaj eus an daou? Ur re votoù doare Converse a zo skeudennet en teuliad a lak ac’hanon da soñjal ez eus tu da zibab an trede “respont”…). Goude-se ez eus skeudennoù, keñveriet e vez skeudennoù kozh bet tapet e fin an XIXvet gant skeudennoù nevez. Daou bennad a zo ivez diwar-benn ar sinema, penaos eo bet skeudennet an indianed er sinema (er western da skouer), giz ar filmoù pro-indian doare Dances With Wolves hag all. An eil pennad a zo diwar-benn tudenn Pocahontas. Fin an teuliad a zo troet kentoc’h war al lennegezh gant un danevell ha poltred he skrivagnerez, Louise Erdrich. Echuiñ a ra an traoù gant un toullad mennozhioù levrioù da lenn, en o-zouez reoù Sherman Alexie. Notennet ‘m eus un toullad!
An teuliad war-lec’h a gomz eus merc’hed o vevañ avañturioù bras. Poltred an Aostralianez yaouank Jessica Watson he doa graet “tro ar-bed” (met ne glote ket gant an hentoù ofisiel neuze n’eo ket bet kontet) gant ur vag dre lien hec’h-unan da 16 vloaz. Goude-se ez eus un toullad pennadoù-kaoz : Sell ur sokiologour a studi an emzalc’hioù arvarus, David Le Breton, war an ezhomm a zo gant ar merc’hed mont kuit da vevañ e-maez ar gevredigezh, daoust d’ar sell bresk a zo warne. Maud Fontenoy o komz un tamm eus an ezhomm da ziskouez eo gouest ar merc’hed d’ober kement hag ar baotred pe c’hoazh ar graperez Catherine Destivelle. Evit ar sportourezed-se n’eo ket tec’hout a reont ha kalz plijadur o deus da zistreiñ d’ar gêr goude. An div a veneg al lenn evelun dra a-bouez e kerzh ar prantadoù digenvez-se memestra, ha gwir eo e vez alies skrivet ganto diwar-benn ar pezh o deus bevet goude. Disheñvel un tamm eo evit Anne Nivat, a zo kelaouerez a vrezel. Ar pezh a blij dezhi a zo kaout darempred gant tud ar broioù e-lec’h ma labour, kaout ur sell a-dost ha skrivañ diwar-benn-se en un doare un tamm distag eus ar mediaoù boaz, labourat a ra eviti hec’h-unan un tamm. Dedennet tre on da lenn al levr bannoù-treset a zo bet savet diwar he fenn. War memes tem e vez gwelet goude skeudennoù bet tapet gant Alexandra Boulat aet da anaon e 2007. Poltred Alexandra David-Néel a zo warlerc’h, ur plac’h bet e broioù Azia hec’h unan, en XIXvet kantved! Bet eo e Lhassa zoken ha betek he marv e oa o vont hag o tont, spered dieub hag araokour ganti, ur sapre plac’h war a seblant! Kaoz a zo goude eus levr Olivier ha Patrick Poivre d’Arvor diwar-benn tud bet o kantren, ergerzherien (?). Un tamm eus al levr, ul lodenn eus ar pennad diwar-benn Isabelle Eberhardt (de Liesen, anavezet ivez gant hec’h anv arab El Sayyed Mahmoud), ur plac’h yaouank leun a fouge a wiske dilhad paotred evit mont da bourmen war maezioù Aljeria. Dedennet-tre e oa gant broioù Maghreb. Ur pennad-kaoz a zo gant ar c’helaouenner goude evit komz eus ar c’hwec’h plac’h a vez meneget el levr Jusqu’au bout de leurs rêves hag ar beajoù dre vras. Ur pennad-kaoz all a zo gant Fadéla Hebbadj, kelennerez prederouriezh ha skrivagnerez. Peseurt prederourien a oa ergerzherien (dre heg alies) ? Petra eo an avañtur e prederouriezh ? Met ivez an divroañ hag an doare ergerzh e c’hall bezañ. Skrivet he deus Fadéla Hebbadj ul levr diwar-benn tud dibaper e Bro C’hall (e touez traoù all).
Un danevell skrivet gant Annemarie Schwarzenbach a zo goude. Berr-tre eo. Ur skrivagnerez a vro Suis e oa ha beajet he deus kalz. Er bloavezhioù 30, nec’het un tamm gant emdroadur politikel Europa ha skuizh gant ar bec’h a vez lakaet warni gant he mamm e ya da welet e lec’h all. Suj d’an dramm eo avat… ha digempouez un tamm neuze. Mignonez Ella Maillart e oa ha dediet eo bet eil levr Carson Mc Cullers dezhi. Ur plac’h dedennus a varvas abred, da 34 vloaz. Evit klozañ gant ar sapre teuliad-se ez eus un dibab levrioù (reoù zo a seblant brav-tre, embannet gant La Martinière, gant pennadoù tennet diwar levrioù brudet, skrivagnerien a bep seurt o komz eus beajoù, boued a bell vro hag all), filmoù, teulfilmoù hag ur bladenn.
Un teuliad diwar-benn an ijin a zo goude. Kregiñ a ra gant ur pennad un tamm start, sell ar prederouriezh war an ijin. Luziet ‘m eus kavet (re skuizh e oan moarvat ^^). Skeudennoù Chris Nicholls a oa e-kichen (ar rummad Fantasyland bet savet evit ar gelaouenn ganadian Flare) a zo plijus-tre da sellet. Kalz aesoc’h eo ar pennad warlerc’h diwar-benn ar filmoù a gomz eus ijin en un doare bennak : Arizona Dream, filmoù Buñuel, Mulholland Drive, La science des rêves, Sen to Chihiro no Kamikakushi
E filmoù zo e vez implijet an ijin evel ur gentel, e reoù all evit tec’hout ar wirionez, reoù zo a ya zoken betek mont e bed an hunvreoù (Nightmare on Elm Street, Inception) ha reoù all da ziskouez an dañjerioù pa gonter gaou o klask ijinañ traoù all (Le beau mariage gant Eric Rohmer). Ur pennad-kaoz a zo goude gant Nicole Fabre (bredelfennerez, prederourez, skrivagnerez) diwar-benn plas an ijin er gevredigezh, ijin ar vugale, an ezhomm da hunvreal, ar riskloù liammet d’ar gwirvoud (paranoia hag all). Un toullad levrioù a guzul evit echuiñ (an holl a seblant dedennus!). Skeudennoù eus rummad Shadows tapet gant Kipling Phillips (ur skeudenner a-vicher amerikan o chom e Hambourg) a zo goude, fentus int. Un danevell savet gant Bernard Werber a zo ivez Le dernier livre he anv. Tremen a ra en dazont, e-lec’h m’eo chomet an dud a sav gant al lenn abalamour d’an tech da embann traoù gwir hepken ha n’eo ket istorioù faltazi ken. Ur pennad-kaoz a zo gant ar skrivagner goude evit komz eus e strollad La ligue de l’imaginaire a glask difenn al lennegezhioù gwelet evel izel : polis, moliac’h, skiant-faltazi hag all. Dedennus em eus ar mennozh en deus diwar-benn pouez ar skrivagner e bed an embann gall (un doare politique des auteurs un tamm), alies eo pouezusoc’h ar skrivagner eget ar skrid e-unan, dreist da galite an destenn hag an istor. Un dibab levrioù ha filmoù a zo evit klozañ an teuliad.
An teuliadig da c’houde a glask studiañ buan-ha-buan ar mennozh “rekipe” evit sevel ur best-seller. Ur pennad-kaoz gant un embanner a labour e ti Robert Laffont a zo, displegañ a ra penaos en deus nac’het embann Da Vinci Code peogwir e soñje dezhañ ne zedennfe den ebet er c’hwec’hkorn, ar souezhadennoù a bep seurt e vez e bed an embann, perzh personelezh ar skrivagner evit al re a werzh ur bern levrioù (brokusted Marc Levy, tu divoutin Amélie Nothomb da skouer). Menegiñ a ra ivez labour pouezus an embanner evit kuziliañ ar skrivagnerien da adlabourat o skridoù pe c’hoazh an doare gall da vezañ a-enep al levrioù a vez gwerzhet mat.
Ur varzhoneg hag un danevellig (spontus awalc’h!) skrivet gant lennerezed a zo goude. Ur pennad diwar-benn ar c’hlichedoù lennegel (evit komz eus a levr 99 clichés à foutre à la poubelle) a zo kentoc’h diwar-benn troiennoù yezh e gwirionez (une belle brochette, célibataire endurci ha traoù evelse). Ur gontadenn bet skrivet gant ul lennerez hag ur pennadig kaoz ganti a zo evit echuiñ gant an niverenn fonnus-mañ!

Muze n°63 (ebrel/mae/even 2011)

Posted in Kelaouennoù on Du 22, 2011 by geekezig

Koumanantet e oan bet da Vuze e penn-kentañ buhez ar gelaouenn (el lise e oan d’ar mare-se, ouzhpenn pemp bloaz zo neuze) met kavout a raen e oa kalz bruderezh ha nebeut a draoù all a-benn ar fin. Deuet eo Muze da vezañ ur magbook (pe mook! ^^) bremañ (n’ouzon ket abaoe pegoulz resis!) ha bravoc’h eo un tamm an disoc’h. Zoken m’eo vil golo an niverenn 63!
En diabarzh ez eus kalz danvez. Kregiñ a ra an traoù gant un toullad diskouezadegoù da vont da welet, ur pennad kaoz gant Inès de la Fressange (na c’houzañvan ket ar plac’h-se) ha traoù diwar-benn ar c’hrouiñ dilhad/giz. Ma.
Dedennus eo an traoù warlerc’h : Un teuliad diwar-benn broioù Skandinavia (istor, sinema, sonerezh, tele, design, lennegezh…) Un teuliad klok ha dedennus a ginnig dizoloiñ donoc’h piv e oa Astrid Lindgren ha tudenn  Pippi Långstrump pe c’hoazh un danevell diembann gant Karen Blixen da skouer.
An eil teuliad a zo diwar-benn ar merc’hed torfedourezed : istorioù brudet, sell ur psikologour, testeni ur plac’h toullbac’het e Roazhon he deus keremet perzh e priz Wepler (ha penaos e sikour ar sevenadur ar merc’hed-se)…
Hag an trede a zo diwar-benn ar pygmalion : petra eo an istor diazez, penaos eo bet distummet un tamm evit kaout ur ster all, an istorioù a vez savet adalek an istor (film My Fair Lady da skouer) hag ur sell war arzourezed (sonerezh/dañs dreist-holl) war o darempred gant ar re o deus desket dezho o micher.
E pep teuliad ez eus un toullad skeudennoù brav kenañ (reoù Jane Evelyn Atwood evit an eil teuliad a zo dispar : merc’hed e toulloù-bac’h a bep seurt)
Echuiñ a ra an niverenn gant un teuliadig diwar-benn ar slam gant testenioù lennerezed. Goude-se ez eus un danevell (berr-tre) Cendrillon de midi a ginnig gwelet sell ur c’hast e “karter ruz” Amsterdam war he buhez pemdez ha poltred he skrivagnerez er fin tout.
Estreget bruderezh evit diskouezadegoù pe levrioù/DVDoù meneget er pennadoù n’em eus ket bet ar santad displijus kaout ur c’hatalog dilhad/traoù cheuc’h en niverenn-mañ met ur gwir kelaouenn sevenadurel gant ur sell gwregel un tamm (met pas dre ret) ha digor awalc’h war ar bed. Un emdroadur a-feson !

Alibi 2

Posted in Kelaouennoù on Gwengolo 27, 2011 by geekezig

Lennet em eus a-benn ar fin eil niverenn Alibi (gant dale neuze rak ar pempvet a zeuio er-maez a-benn nebeut ma ‘m eus heuliet mat pep tra…).  Nebeutoc’h a gudennoù maketenniñ a oa en niverenn-mañ, met ar peg a zo fall c’hoazh!
Mod all a-fed danvez ez eo dedennus-tre an teuliad diwar-benn an “darvoudoù lieusseurt” er mediaoù. Ur pennad-kaoz a zo gant James Ellroy (provok penn-da-benn!) hag unan gant ur plac’h a studi ar gwad “evel Dexter”! Beajet e vo betek Oslo (met n’on ket bet ken kendrec’het ha ma oan bet gant Dinedin ar wech diwezhañ), skeudennoù brav a zo bepred hag an alioù bihan er fin. Lizhiri a zo ivez evel m’eo an eil niverenn. Graet em eus ar sekred kegin ivez, n’eo ket fall (met peadra evit 6 den ha n’eo ket 4!). Kalz muioc’h a draoù a zo eveljust hag ul lennadenn blijus eo bet ur wech ouzhpenn!

Alibi 1

Posted in Kelaouennoù on Mae 9, 2011 by geekezig

Ur gelaouenn eo Alibi, met unan trimiziek klok-tre un doare “magbook” evel ma vez lavaret bremañ, setu perak em eus c’hoant komz diwar-benn-se. N’on ket mailh war ar romantoù polis (pell alese, keñveriet gant tud all!) met dedennet on gante ha gant ar bed-se dre vras. Alibi a zo savet mat-tre abalamour e kinnig kejañ gant skrivagnerien (RJ Ellory aze), dizoloiñ ur gêr (Dinedin) dre an doare m’eo bet taolennet er romantoù polis, displegañ un tamm darvoudoù bras (afer Guy Georges)…
An teuliad a zo diwar-benn ar fliked pe torfedourien deuet da vezañ skrivagnerien.
Er fin ez eus pennadoùigoù diwar-benn romantoù, (reoù evit ar grennarded en o-zouez) bannoù-treset (Monster, Pluto ha Tony Chu da skouer!) met ivez filmoù, stiradoù, c’hoarioù video ha pladennoù.
Ur gelaouenn dedennus, digor a-spered, gant skeudennoù brav eston.
Un toullad kudennouigoù maketenniñ a zo en niverenn-mañ (mankout a ra fin frazennoù zo a-wechoù) ha fall awalc’h eo ar peg, setu e tispenn un tamm pajennoù zo goude ur prantad, domaj eo. Met n’eus ket kalz rebechoù all d’ober. Dizoloet e vez ur bern traoù hag hast ‘m eus da welet an eil niverenn a zo deuet er-maez e kreiz miz Ebrel!