Dielloù evit Pariz

Mal briefée

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Eost 10, 2023 by geekezig

Sophie na fell ket dezhi chom er Mans hag ober he staj e embregerezh he moereb. Divizout a ra neuze mont da Bariz evit ur staj en ur pezh embregerezh bruderezh. Evel ur bern tud araozi e vo ret dezhi kompren mont en-dro ar vuhez e Pariz : ranndioù bihan-tout ha ker ruz, kerzhet buan, emzalc’h an engrouez hag all. E kerzh he staj ne dremen ket mat an traoù, ret eo dezhi labourat forzh pegement gant kiriegezh un den titlet. Buan e verz e kavfe gwelloc’h labourat evel arzourez. Kregiñ a ra studioù en-dro ouzhpenn he labour. He mignon a gav an dra-se torr-penn. Tamm-ha-tamm e teu Sophie da vezañ ur gwir Barizianez, betek koll hec’h ene…
Fentus eo Mal briefée, dreist-holl evit an holl re hag a zo bet o vevañ e Pariz, dre gaer pe dre heg. Kalz traoù gwirheñvel a zo, dreist-holl evit ur plac’h yaouank o kregiñ da labourat. En ur metou resis-kenañ e labour Sophie avat, ur metou hag a vez gwelet alies en istorioù, gant doareoù spontus, kevezerezh, nebeut a zoujañs evit ar stajidi… Start e teu da vezañ d’ur mare-se zo en istor. Echuiñ a ra mat an traoù eüruzamant.
Ul levr plijus eo ha grou hiraezh met pas re 😉

Flipette & Vénère

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Gouere 6, 2023 by geekezig

Arzourez eo Clara. Bevañ a ra en he bedig, hep klask heuliañ pezh c’hoarvez er bed. Torret he deus he c’hoar Axelle he gar. Mont a ra Clara da sikour anezhi, daoust dezho pas n’em glevout mat-tre. Dizoloiñ a ra neuze Clara doare da vevañ he c’hoar e Pariz, ar gevredigezh a gemer perzh enni, he mignoned a ya da vanifestiñ ganti…
Aonik eo Clara, leun a gounar eo Axelle. Hag aes kenañ eo kompren sav poent pep hini anezho.
Ul levr dedennus eo Flipette & Vénère, gant taolennoù prantadoù etre ar c’hoarezed met ivez gant tud all, a cheñch un tamm sav boent pep hini. Gwirheñvel-tre en deus seblantet din an darempred-se. Ul levr plijus.

Istor ha tresadennoù gant Lucrèce Andreae, embannet gant Delcourt d’an 19 a viz C’Hwevrer 2020.

Synonymes

Posted in Filmoù with tags , , on Meurzh 26, 2023 by geekezig

Gwelet am boa skeudennoù eus Synonymes e-touez bravañ talennoù filmoù 2019, dedennet e oan bet neuze gant ar film-se, daoust din gouzout nebeut a dra diwar e benn.
Yoav, israelat yaouank a erru e Pariz, gant ur sac’h kein hepken. Kavout a ra ur ranndi goullo evel goudor met laeret e vez tout e draoù digantañ p’emañ er strinkadenn. Emile ha Caroline, daou den yaouank pinvidik a seblant kavout hir o devezhioù a sikour anezhañ. Yoav a glask labourat, bezañ keodad gall, paouez a ra da gomz hebraeg…
Ur film souezhus-kenañ eo Synonymes. Mennozhioù mat a zo ennañ met start eo kompren pal ar film. Sod e seblant Yoav bezañ ha dont da vezañ ha start eo da c’houzañv goude ur mare. Daoust hag ur ster a zo d’an diforc’hioù doare da filmoù ha kamera? Un doare kemenn politikel a zo d’ar film pe get? Start da c’houzout, ur meskaj souezhus-kenañ eo. Estreget mantell trellus Yoav, ar peurrest n’en deus ket plijet din kement-se, re iskis evidon.

Film sevenet gant Nadav Lapid. Frañs, Israel hag Alamagn, 2013, 2e03.

Zombi Child

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Meurzh 6, 2023 by geekezig

Er bloavezhioù 60, e Haiti e vez douaret Clairvius Narcisse. Goude e interamant e vo tennet eus an douar gant ur strollad tud a implij a re beuzvarv evel sklaved.
Mélissa a vev e Pariz, en ul lise parizian evit bugale ar re o deus bet al lejion d’honneur emañ. Merc’h vihan Clairvius eo. Fanny, ur plac’h eus he c’hlasad a ginnig dezhi dont en he strollad mignonezed. Fanny a dremen hec’h amzer o soñjal e Pablo, hec’h amourouz.
Gorrek spontus eo Zombi Child ha hir ‘m eus kavet ma amzer e gwirionez. Ne oan ket o c’hortoz seurt film e gwirionez. E fin ar film e seblant Fanny dedennet gant ar vodou evit klask ur remed d’he c’halonad ha displeget e vo petra zo c’hoarvezet da gClairvius. Chom a ra a-sav ar film aze avat, evel un digoradur torr-penn a baouezfe rik pa grog an darvoudoù da vezañ dedennus.

Film sevenet gant Bertrand Bonello. Frañs, 2019, 1e43.

Deux moi

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Kerzu 20, 2022 by geekezig

Rémy ha Mélanie a zo daou zen yaouank o vevañ e memes karter, amezeien int zoken. Rémy ne gousk ket mat, kinniget ez eus bet dezhañ ur post labour nevez p’eo bet skarzhet e genseurted. Mélanie a gousk re, nec’het eo un tamm gant he labour ha dreist-holl e chom war he spered hec’h istor karantez gant Guillaume, echuet ur bloaz zo. An daou anezho a yelo da welet ur bredvezeg evit klask sikour.
Setu neuze buhez daou zen kollet un tamm, digenvez un tamm er gêr vras, hiniennoù en ur morad a dud. Ar vuhez karter sioul a lusk o buhez.
N’eo ket displijus ar film met n’eo ket soutil tamm ebet : ar bed evel m’emañ, ar rouedadoù sokial, an dud digenvez er gêr vras… Eus un tu em eus kavet e oa heñveloc’h Pariz diskouezet evel ma oa eus ar wirionez keñveriet gant ur bern filmoù o tremen e Pariz e karterioù ha metouioù kalz re cheuc’h met ne oa ket kalz a ijin. Ar pezh a seblant sikour anezho gant o vredvezeien a zo mat met anat un tamm : ret eo d’an nen mont gwelloc’h evit bezañ gouest da vezañ digor d’ar vuhez ha d’an dud all. Ma. Moutik met un tamm hir eo ar film evit displegañ un dra anat a-walc’h. Plijus eo an aktourien avat pezh a zo mat met dipitus an hollad, chom a ra pep tra diwar c’horre d’am meno.

Film sevenet gant Cédric Klapisch. Frañs, 2018, 1e50.

Tout ce qu’il me reste de la révolution

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Mae 2, 2022 by geekezig

toutcequilmeresteNe blij ket din tamm ebet skritell Tout ce qu’il me reste de la révolution. Abalamour da-se ne oan ket bet dedennet tamm-ebet gant ar film pa oa deuet er maez.
Koulskoude en ur lenn diverrañ ar film e seblante plijus din. Angèle a zo bet savet en un endro emsaverien, a-gleiz. He mamm he deus kuitaet ar familh pa oa bugel avat ha chom a ra skoet gant an darvoud-se. Koulskoude eo deuet Angèle da vezañ kêraozourez evit lakaat e pleustr teoriennoù he mamm, evit lakaat ar c’hêrioù da unaniñ an dud ha n’eo ket ar c’hontrol. Kollet ganti he labour e tistro da vevañ e ti he zad. Pa ne glask ket labour e vanifest dirak pôle emploi pe e komz gant he strollad politikel evit klask cheñch an traoù…
Fentus-tre eo Tout ce qu’il me reste de la révolution ha tammoù kreñv-tre a zo ivez er film. Ur film simpl-kenañ eo, tammoù buhez hepken met ur poltred gwir a-walc’h eus tud a bep seurt. Ral eo gwelet Pariz filmet evel m’eo er film-mañ me gav. Ur souezhadenn a-feson!

Film sevenet gant Judith Davis. Frañs, 2018, 1e28.

Chambre 212

Posted in Filmoù with tags , on Meurzh 17, 2022 by geekezig

chambre212
Dimezet eo Maria met ingal he deus gwazed a-gleiz, e-touez he studierien. He gwaz ne oar netra ha souezhet bras eo pa tizolo an dra-se en ur welet ur gemennadenn war he fellgomzer.
Maria a dec’h kuit eus o ranndi evit mont en ur gambr ostaleri e-tal. E-kerzh an noz e teuio tudennoù he buhez da welet anezhi, da gomz ganti, da lakaat anezhi da brederiañ war he dibaboù.
Hir spontus ‘m eus kavet ma amzer. Ur film tud pinvidik hep kudennoù a grou kudennoù dezho o-unan. Ur pezh c’hoari. Un nebeut prantadoù brav a zo (soñjal a ran dreist-holl e sell trist Vincent Lacoste en davarn) met kalz re hegasus eo ar peurrest.

Film sevenet gant Christophe Honoré. Frañs, 2019, 1e26.

The White Crow

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Genver 27, 2022 by geekezig

thewhitecrowN’anavezen ket Rudolf Nureyev (pe Noureev) a-raok sellet ouzh ar film. Ur biopic eus ar c’hlaselañ eo ar The White Crow, pezh n’eo ket dre ret un dra vat. Ur sapre perzh mat a zo gant ar film avat peogwir e komz an tudennoù o yezhoù : ar Rusianed rusianeg, ar C’hallaoued galleg hag all. Un drugar ken ral!
Ar film a ziskouez dreist-holl bloavezhioù Nureyev e Leningrad (Sant Petersbourg) pa teske dañsal gant Pouchkine ha dreist-holl troiad ar Mariinsky Ballet e Pariz e 1961 (ha diviz Nureyev chom er C’hornog), un toullad selloù a-gil a zo ivez diwar-benn e vugaleaj, alies un doare romantel da zisplegañ taolioù-from hag all.
Displijus a-walc’h eo poltred Noureyev, leun a gounnar, emgar, dichek gant ar re all, otus. Dedennus e oa dizoloiñ an dudenn met un tamm start eo e chomfe ken pell ar film war istor Pariz (gant Clara Saint, an aerborzh) e plas marteze klask diskouez un tamm ar pezh a reas da c’houde e Opera Pariz ha fin e vuhez, klañv gant ar sida.
Dipitus un tamm. Dedennus evit dizoloiñ an den hepken.

Film sevenet gant Ralph Fiennes. Rouantelezh-Unanet, Frañs, Kroasia ha Serbia, 2018, 2e07.

Sous le lit

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Here 26, 2021 by geekezig

souslelitUr paotr yaouank eo Valentin, studier e Pariz. O vevañ gant e vamm emañ met n’en deus ket lâret dezhi c’hoazh e oa heñvelreviad. Goude un nozvezh ebat ne oar ket ken ma oa sur an darempred, krediñ a ra eo klañv gant ar sida marteze. E vignonez a viskoazh Emilie a glask sikour anezhañ hag ivez rediañ anezhañ da choukañ e dibaboù.
Un istor tener ha gwirheñvel gant tudennoù un tamm laosk, a glask digarezioù…

PlancheA_souslellit
Istor ha tresadennoù gant Quentin Zuttion. Embannet gant an embannadurioù Lapin d’ar 14 a viz Even 2019.

Amanda

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Gwengolo 5, 2021 by geekezig

Fellout a rae din gwelet ar film Amanda hep gouzout da vat diwar-benn petra ‘oa kaoz. Gouzout a raen e oa istor ur paotr 24 vloaz a ranke ober war-dro e nizez a-greiz tout. An dodenn-se a gaven dedennus, evel moereb na-veken ^^
Un tu all a zo d’ar film peogwir ez eus kalz kaoz diwar-benn sponterezh. Amanda zo ivez ur film ivez diwar-benn ar c’hañv ha pegen start eo ar vuhez evit ar re o deus bet kollet tud pe a zo chomet bev goude ur gwalldaol, awenet moarvat gant darvoudoù miz Du 2015 e Pariz (gant ar gelaouennerez oc’h ober poltredoù da skouer).
Souezhus eo pegen sklaer eo ar film, seblantout a ra pep tra tremen e-pad an hañv ken splann eo an traoù ha gwisket an holl bepred evel ma vefe brav an amzer. Souezhet on bet ivez gant an niver a gwechoù emañ tudenn Vincent Lacoste o ouelañ. Ral eo gwelet paotred o ouelañ evel-se, e kreiz ur gaozeadenn, e kreiz un ti-gar padal e tremene mat an devezh betek-hen hag all. Darempred David gant e nizez a seblant gwirheñvel ivez hag an amzer en deus ezhomm evit dont a-benn da gemer un diviz eviti ha piv a raio war he zro. Ur film simpl a-walc’h met ur bern traoù brav ha soutil a zo ennañ, kontet mat ha fromus.

Film sevenet gant Mikhaël Hers. Frañs, 2018, 1e47.