Archive for the Stiradoù, webstiradoù ha skinwel Category

Succession – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on C'hwevrer 18, 2024 by geekezig

Alies am eus klevet tud oc’h aliañ Succession hag o lavar pegen spontus e oa tudennoù ar stirad.
Logan Roy a zo e penn ur “impalaeriezh mediaoù” er Stadoù-Unanet : kazetennoù, chadennoù skinwel, parkoù dudi, sinema… Devezh e deiz-ha-bloaz e ranke embann e oa e vab Kendall o vont da gemer penn an traoù met n’eo ket an dra-se tamm ebet a c’hoarvez. Etre e ziviz ha e yec’hed eo sabatuet an holl : petra zo da gompren ha penaos merañ ma n’eo ket gouest da gemer e bost labour en-dro? Kregiñ a ra neuze ar brezel diabarzh : itrikoù, cheñch postoù labour, levezoniñ ar marc’hadoù, prenañ ha gwerzhañ lodennoù eus an embregerezh… Luziet an traoù !
Poltred ur familh pinvidik-mor, gant levezon bras spontus, a glask kaout beli e bed ar politikerezh ouzhpenn…
An holl izili o deus c’hoant galloud, an holl zo prest da dreitouriñ ar re all ha koulskoude, e seblant memestra kaout karantez en tu-bennak aze…
Kregiñ a ra “dousik” an traoù me gav, poltred tud pinvidik ha galloudus, heugus. Tamm-ha-tamm e teu an istorioù strategiezh war wel, ha kudennoù all (dramm pe me oar me). Ur stirad gant tudennoù tort ha plijus da heuliañ.
Da venegiñ ouzhpenn : ur stirad HBO gant nebeut-tre a rev eo!

OVNI(s) – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Genver 29, 2024 by geekezig

E Tolosa e 1978, emañ ar fuzeenn Cristal o tibradañ… Met tarzhañ a ra. An ijinour Didier Mathure en doa jedet pep tra a zo lakaet kablus. Ne gompren ket petra zo c’hoarvezet. Goulennet e vez digantañ mont d’ober war-dro ar GEPAN, ul lodenn eus ar c’hCNES a ra war-dro an UFO. Ur spont evitañ. Erruout a ra en ur burev meret forzh penaos gant kenseurted iskis. Tamm-ha-tamm avat, e krog darvoudoù souezhus da lakaat anezhañ da welet an traoù en un doare all.
Ijinit ur meskaj etre The X-Files hag Au service de la France, e-pad ar bloavezhioù 70. Ur meskaj dispar fent ha kevrin, tudennoù plijus, iriennoù an arme…
Un drugar e oa bloavezh kentañ OVNI(s) e pep keñver evidon : aergelc’h, dilhad ha lec’hioù, sonerezh, aktourien…
Hast bras ‘m eus gwelet an eil bloavezh gant ar spi e vo ken dudius !

Sharp Objects

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , on Eost 4, 2023 by geekezig

Camille, kelaouennerez e Saint Louis, a vez kaset gant he rener betek Wind Gap, lec’h m’he deus bevet pa oa yaouank. Div blac’h yaouank a zo dispariset nevez zo, pezh a zo souezhus. Distreiñ a ra neuze du-hont met n’eo ket dre ret keloù mat eviti. Un darempred skoemp he deus gant he mamm, he zad-ker ha he c’hoar vihan n’anavez ket mat. Disheñvel mat eo ouzh merc’hed he oad chomet du-se. Kudennoù alkoolegezh bras a zo ganti ouzhpenn ha techoù d’ober drouk dezhi hec’h unan. Klask a ra dastum ali tud ar vro hag ivez gouzout penaos e labour ar polis (lec’hel ha stad).

Ur stirad berr eo Sharp Objects, eizh rann en holl. Azasadenn ur romant gant Gillian Flynn eo ha krouet gant Jean-Marc Vallée, en doa krouet Big Little Lies. Savet mat-tre eo, a-bouez bras eo ar sonerezh da skouer. Prantadoù start-tre a zo avat, setu ne alian ket da dud a vefe kizidik da demoù start (emlazh, emfeulster, gwall…). Ur poltred spontus a-walc’h eo eus ur gêriadenn lec’h m’eo sorc’hennet tud zo gant un tammig brud, trenk, trist. Ur stirad a galite.

Bad Education

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , on Gouere 3, 2023 by geekezig

Er bloavezhioù 2000 emañ lise Roslin, ul lise publik eus pastell-vro Long Island, e pevare plas gwellañ liseoù ar vro, digredus. Frank, ar “gourmelestrour” a zo un den a ra kalz berzh, gwelet mat gant an holl hag efedus. Pam a labour gantañ hag a zo ken barrek all. Ur raktres bras o deus, ar Skywalk ha p’emañ Rachel, ul liseadez yaouank o sevel ur pennad diwar-benn ar raktres-se evit kelaouenn al lise e krog traoù zo da drenkañ : laeret a vefe bet arc’hant foran gant Pam, e-pad bloavezhioù. Ar grennardez a gaso pelloc’h hec’h enklask ha kavout e oa kalz kalz brasoc’h an afer e gwirionez.
Ur film evit ar skinwel eo Bad Education. Kontañ a ra un istor digredus a-walc’h a ziskouez pegen meret fall ha gant tud a feiz fall kenañ e c’hall bezañ ar skolioù foran. Ar pep pouezusañ a oa skeudenn ar skol ha ma veze degemeret studierien e skolioù-meur brasañ ar vro, ket dresañ ar savadur dirapar, buhez fetis ar skolidi…
Un istor spontus. Savet eo mat ar film met klasel-tre, dudius ha dedennus eo memestra.

Film sevenet gant Cory Finley. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e48.

The Boys – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , on Meurzh 17, 2023 by geekezig

The Boys a ginnig deomp ur bed e lec’h ma ‘z eus gourharozed. Met meret int gant ur gevredigezh divent, evel aktourien sinema, sportourien pe youtuberien. Hughie a oa o vont da zebriñ gant e vignonez p’eo bet he lazhet gant A-Train, ur gourharoz e-touez ar “seven”, ar seizh gourharoz pouezusañ. Adalek ar mare-se e fello dezhañ kompren perak. Un den souezhus, Billy Butcher, a deuio da glask war e lerc’h ha da ginnig dezhañ dial, sur ez eus traoù lous ha kuzh e bed ar gourharozed.
Feuls ha gwadek eo The Boys. Tamm-ha-tamm e vo dizoloet petra eo sekredoù Vought (an embregerezh e penn pep tra) hag ar gourharozed met ivez perak ne vez ket enklaskoù gant servijoù difenn ar gouarnamant evit tallañ ouzh an traoù dre zindan graet ganto. Ur mennozh mat eo ha liesseurt eo an tudennoù, gant abegoù disheñvel d’ober an traoù ha savoù-poent disheñvel. Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar bloavezh kentañ ha kenderc’hel a rin gant plijadur moarvat. N’am eus ket bet tro da lenn ar c’homic book avat setu n’hallan ket keñveriañ an div oberenn.

Stirad krouet gant Eric Kripke, diwar comic book Garth Ennis ha Darick Robertson. Stadoù-Unanet Amerika, 2019 (8 rann 50 munut). Dasparzhet gant Amazon Prime.

Living With Yourself – 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on C'hwevrer 9, 2023 by geekezig

Mennozh diazez Living With Yourself a blij kalz din. Miles, ur paotr ordinal a zo kollet en e labour, e vuhez personel, lezirek, dilezet e hunvreoù gantañ, kollet e youl… Ur c’henseurt dezhañ a ali dezhañ mont d’ur spa. E gwirionez eo un embregerezh klonañ, krouiñ a ra ur stumm gwelloc’h eus an arval. Pezh a zo n’eo ket sañset an arval orin dihuniñ, pezh a c’hoarvez gant Miles, a zo neuze daou stumm eus outañ.
Savet mat eo ar stirad peogwir e vez gwelet an traoù dre sav poent bep a vMiles a bep eil. Ne oan ket dre ret laouen gant an doare ma yae war-raok an istor met chomet on souezhet gant ar pezh a c’hoarveze hag an doare ma vere an tudennoù an traoù. Ar rann ziwezhañ he deus lakaet ac’hanon da c’hoarzhin kalz, blaz The Simpsons pe Malcolm in the Middle da vareoù zo. N’eo ket gwellañ stirad ar bed met ur souezhadenn a-feson. Gwelet e vo ma ‘z eus eus un eil bloavezh!

Stirad krouet gant Timothy Greenberg. 8 rann tro 30 munut, Stadoù-Unanet Amerika, 2018. (Skignet gant Netflix abaoe miz Here 2019)

13 Reason Why – bloavezh 4

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on Mae 23, 2022 by geekezig

13-reasons-why-saison-4

Trede bloavezh 13 Reasons Why a oa a re dija d’am meno. Ar pevare bloavezh-mañ a grog gant Winston o cheñch skol, evit klask kompren perak eo bet kaset Monty d’an toull-bac’h, piv en deus lazhet Bryce e gwirionez. Ur wech ouzhpenn e vo an holl o klask kontañ gevier d’ar brasañ niver ha mat pell zo. Clay a zo o treiñ da sod da vat met dont a ra a-benn da gaout sikour ar mezeg Ellman.
Fentus ‘m eus kavet an doare lusk “breur fur ha breur difur” e familh ar re Jensens. Da c’houde e oa kaaalz re a draoù meneget : kudennoù bred evel-just, dañjer an armoù gwerzhet re aes, diskoulmoù e keñver surentez a zo a-enep da frankiz pep hini hag all. Ar rann zedennusañ evidon a oa hini an “drill” (ar boelladenn), a soñje din a lakfe Clay da gompren eo ret dezhañ paouez da c’hoari an haroz peogwir e tap divizoù fall hepken. Ar rannoù goude a zo bet un doare da glozañ buan-ha-buan an istorioù-se (gant un displegadenn a oa anat abaoe ar penn-kentañ ha gant ur gentel spontus, padal e vefe bet dedennus marteze gwelet Alex oc’h anzav e jestr ha gwelet peseurt efed en defe peogwir eo gwenn ha mab ur poliser?).
Goude-se n’on ket bet displijet mik (estreget gant rann ar c’hampiñ a oa null) met ne gomprenan ket e gwirionez perak eo bet kendalc’het goude an eil bloavezh, traoù zo a oa bet lâret dija, hag an traoù all lakaet ar gaoz warno a zo gwelet re vuan. Ar pep startañ a oa ivez gwelet e seblante an dud pas bezañ memes personelezhioù ken pe pas bezañ bevet traoù zo (darvoudoù an eil bloavezh dreist-holl, gant louzeier Clay hag e darempred gant Skye da skouer). Ma. Ur gudenn skrivañ da vat a zo evidon.
Daoust ha laouen e oan memestra gant ar prom ? Ya. Daoust ha souezhet on bet ha fromet gant ar rann ziwezhañ? Moarvat. Met kavout a ran domaj bras en defe ranket ar stirad dont da vezañ ur stirad klasel evit ar grennarded gant kontañ gaou ha kuzhat traoù spontus e plas kenderc’hel da gomz diwar-benn darvoudoù ar gevredigezh, pe neuze ober re vuan, pe en un doare a seblante bezañ ur redi ha ket ur c’hoant. Dipitus!

Stirad krouet gant Brian Yorkey. Bloavezh 10 rann, skignet gant Netflix abaoe ar 5 a viz Even 2020.

Make Happy

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Here 16, 2021 by geekezig

N’anavezen ket Bo Burnham araok sellet ouzh Make Happy. Moarvat am boa klevet alioù a bep seurt diwar-benn an arvest-se peogwir n’on plac’h da sellet ouzh stand-up kement-se. Bo Burnham a grou kalz kanaouennoù en e arvest, a zo savet mat. Kanaouennoù a c’hoari war farsadennoù klasel stand-up evit treiñ an traoù hag ober goap outo. Fentus eo met treiñ a ra tamm-ha-tamm an traoù evit echuiñ en un doare trist-tre. Lakaat a ra Bo Burnham ar gaoz war e yec’hed bred en un doare dic’hortoz da vat. Ar ganaouenn “Cant’ Handle This” a zo digredus. Sabatuet on chomet.

Abadenn sevenet gant Bo Burnham ha Christopher Storer. Stadoù-Unanet Amerika, (skignet war Netflix abaoe an 3 a viz Even) 2016, 1e.

Bojack Horseman bloavezh 3

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Eost 25, 2021 by geekezig

Bojack-Horseman-saison-3-NetflixEmañ Bojack war ar renk evit prizioù ar gwellañ aktour goude e rol er film Secretariat. Berzh a ra ar film, brudet eo en-dro. Ha koulskoude ne seblant ket mont mat an traoù gantañ.
E darempredoù gant e vignoned a ya holl da hesk pe dost.
Prantadoù brav-tre a zo er bloavezh-mañ (pa rank ober war-dro ar babig marc’h-mor da skouer, er rann Fish Out of Water) ha kalz-kalz prantadoù trist. Daoust d’an tudennoù dont a-benn da sevel traoù, d’ober berzh, da gavout hentoù nevez a blij dezho pe da ober anaoudegezh gant tud a lak anezho eürus ne seblant james trawalc’h hag an holl a zo trist ha digenvez. Ur bloavezh a-feson eo ur wech ouzhpenn met start bepred.

Stirad krouet gant Raphael Bob-Waksberg. Bloavezh 12 rann 25 munutenn, skignet war Netflix abaoe an 22 a viz Gouere 2016.

Aggretsuko – bloavezh 2

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , on Eost 1, 2021 by geekezig

aggretsukos2Pellik am eus gortozet a-raok sellet ouzh eil bloavezh Aggretsuko. 10 ran ur c’hard eur bennak gant hon tudennoù karetañ a zo en dro-mañ.
Kregiñ a ra ar bloavezh gant darempredoù labour start gant un implijad yaouank, mamm Retsuko o klask lakaat anezhi da ober anaoudegezh gant paotred evit dimeziñ hag aozadur vakañsoù gant Gori ha Washimi. Ankenius-kenañ e oa lodenn al labour ha torr-penn hini an eured, heverk avat eus ar pezh a vez goulennet gant ur plac’h yaouank dizimez da 25 vloaz e Japan.
Retsuko a ziviz tremen he aotre bleniañ evit ma ne vefe ket he mamm oc’h hegasiñ anezhi kement. Un diviz a-feson evit emrenerezh Retsuko hag a zegaso un dudenn nevez d’ar stirad : Tadano. Ur paotr moutik a seblant lezirek. Un darempred romantel a grogo etrezo hag a lako ar bloavezh da echuiñ war spi ha hunvreoù Retsuko, daoust hag-eñ e fell dezhi e gwirionez dibab un hent disheñvel eus ar pezh a zo kinniget gant ar gevredigezh dre vras ?
Ur wech ouzhpenn am eus kavet dispar ar bloavezh. Fentus ha gwirion, trist hag onest. Retsuko a seblant bezañ gouestoc’h da zibab traoù eviti, da dallañ ouzh levezon an dud all. Souezhet on bet o ouelañ abalamour d’ar rener Ton zoken. Ha daoust din kavout e oa Tadano un dudenn dispar ha bezañ ali gantañ diwar-benn traoù zo on bet dipitet gant an nebeut a empatiezh en doa evit Retsuko hag he doare da welet an traoù. Hast ‘m eus gwelet ar pezh a c’hoarvezo gant Retsuko da c’houde, gant ar spi e vo ken mat bepred !

Stirad krouet gant Rarecho. 10 rann 15 munut skignet gant Netflix abaoe ar 14 a viz Even 2019.