Dielloù evit sevel bugale

Spy x Family 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , on Even 9, 2023 by geekezig

Ur spier eo Twilight, barrek-kenañ evit dic’hizañ, laerez titouroù ha me oar me. Bevañ a ra en ur vro lec’h m’eo stegn an traoù gant ar broioù nes. Kalz politikourien a ginnig labour dezhañ neuze.
E garg a-zeu a vo tostaat ouzh un den politikel eus un tu mirourel prest da dagañ ar vro e-kichen. Met un tu hepken a zo evitañ da zont a-benn : kaout ur familh ha kas e vugel e memes skol ha bugel an den-se.
Twilight a zo dizimez, mont a ra neuze da gerc’hat ur bugel en un ti emzivaded meret en un doare souezhus… Anya a zo ur plac’hig a c’hall lenn e soñjoù an dud, setu perak ne kav familh ebet evit ober war he zro. Ur vuhez a savont asambles, o lakaat da grediñ eo intañv Twilight. Dav e vo dezho kaout un trede ezel avat evit kas pep tra da benn ha tuta ur wreg/ur vamm er familh. Kavout a reont ur plac’h yaouank, Ior, a zo lakaet diaes gant he c’henseurtezed hag he breur peogwir eo dizimez c’hoazh. Ul lazherez a vicher eo ivez… Un emglev a vo etre an tri-se neuze.
Fentus-tre ha dudius-kenañ eo Spy x Family. An doare familh krouet adalek poentoù boutin sot nay a ya mat-tre en-dro. Hast ‘m eus gouzout penaos e kendalc’ho ar vuhez evit ar “familh”-se !

Istor ha tresadennoù gant ENDŌ Tatsuya. Embannet e galleg gant Kurokawa, d’an 10 a viz Gwengolo 2020.

Je ne veux pas être maman

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Meurzh 27, 2023 by geekezig

Irene Olmo a ginnig ul levr bannoù-treset gant un doare tresañ “bugel”-tre, a c’hallo tud zo kavout souezhus. Irene a oa ur plac’hig ordinal, a ijine kaout bugale pa vefe bras. Tamm-ha-tamm, gant he studioù, he labour, hag all eo tavet ar c’hoant-se. An holl tro-dro dezhi a zo kroget da gaout bugale avat ha da lakaat bec’h warni. Peseurt arguzennoù a zo da gaout bugale? Daoust hag emgar eo chom hep kaout bugale ? Alioù a bep seurt a zo evel-just. Un tamm poan am boa gant kounnar Irene ha kavout a raen un tamm re c’hroz pegen pounner e oa he endro war an dachenn-se. Klozadur al levr a zo dispar avat, brav eston ha fur.
Ul levr a raio vad d’an holl neuze, a re hep bugale evit forzh peseurt abeg hag ar re gant bugale a zisoñj a-wechoù frankiz ar re all da pas ober evelto…

Istor ha tresadennoù gant Irene Olmo. Embannet e galleg gant Bang Editions, d’an 12 a viz Meurzh 2020.

Revenir

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Meurzh 12, 2023 by geekezig

Distreiñ a ra Thomas d’ar gêr peogwir eo klañv e vamm. Ouzhpenn daouzek vloaz zo eo aet kuit. Ne oa ket deuet da vare marv e vreur bihan zoken. Ober a ra anaoudegezh gant intañvez e vreur hag e niz neuze.
E steud fall emañ atant ar familh. Dle spontus a zo ganto. Fachet eo bepred e zad gantañ. Tamm-ha-tamm, a zeiz da zeiz, e sikour d’ober war-dro ar paotrig, e klask profitañ eus an nebeut amzer en deus c’hoazh gant e vamm ha komz gant e dad marteze…
Ur film berr-tre eo Revenir, koulskoude e teu a-benn da ziskouez en un doare soutil pegen digenvez e c’hall al labour-douar bezañ. Un endro familh kriz ha tavedek. Prantadoù brav a zo er familh, a-drugarez da Alex dreist-holl. Ur sapre souezhadenn eo bet evidon. Plijet on bet ivez gant labour Niels Schneider hag Adèle Exarchopoulos a lako ac’hanon da zisoñjal La vie d’Adèle tamm-ha-tamm.

Film sevenet gant Jessica Palud. Frañs, 2019, 1e17.

The Florida Project

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on C'hwevrer 26, 2023 by geekezig

E-pad an hañv, nepell eus Disneyworld, emañ ur strollad bugale paour o straniñ. Emaint o chom e ostalerioù, ur bern sotonioù a reont. En o-zouez emañ Moonee. Yaouank-tre eo mamm Moonee, n’he deus labour ebet e gwirionez, setu e klask dastum arc’hant e doareoù a bep seurt.
Ur poltred tristik eo hini The Florida Project. Un tamm evel tudenn Bobby a ver ar motel, e vezer techet da gaout teneridigezh evit an dud “kollet”-mañ. Souezhus-kenañ eo ar skeudennoù, gant livioù flamm-kenañ, roz pe gwer pe glas, un doare da guzhat paourentez an dud. Laouen e seblant ar vugale bezañ daoust da bep tra. Ur film start a-walc’h ha dedennus.

Film sevenet gant Sean Baker. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e55.

Autour d’elles 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Genver 23, 2023 by geekezig

Kenlojañ a ra Michiru ha Maya. Ur c’houblad e oant da vare o studioù. Pemp bloaz war-lerc’h emaint o vevañ asambles met evel mignonezed hepken. Michiru he deus bet ur bugel etre-tan setu e vevont o zri asambles. Un amezeg a zeu alies da welet anezho ivez.
Kalz treuz-kompren a zo etre an div blac’h, start ‘m eus kavet ivez heuliañ pep tra bepred ha kompren doare Michiru da welet an traoù (sav-poent Maya eo a vez gwelet dreist-holl). Plijus eo an tudennoù, ar paotrig dreist-holl met n’ouzon hag eñ e kendalc’hin gant an istor-se, dipitet on un tammig…

Istor ha tresadennoù gant TORINO Shino. Embannet e galleg gant Akata, d’an 28 a viz Mae 2020.

Vivarium

Posted in Filmoù with tags , , , on Genver 15, 2023 by geekezig

Fellout a rae din gwelet Vivarium met ar film a oa bet diskouezet war ar skrammoù bras just a-raok ar prantad kraouiañ siwazh.
Gemma ha Tom a glask war-lerc’h un ti da brenañ. Mont a reont asambles betek un ajañs a ginnig dezho mont diouzhtu da weladenniñ un ti war un dachenn lodennet. Souezhus-kenañ eo den an ajañs ha heñvel poch eo pep ti. D’ur mare bennak e tifoup kuit den an ajañs ha ne gavont tu ebet da vont kuit eus an dachenn lodennet. Diwezhatoc’h e vo kaset dezho ur c’hased gant ur babig e-barzh, ret eo dezho sevel ar bugel a-benn bezañ dieubet.
Ur mennozh dedennus a zo gant ar film. Siwazh eo bet dibabet diskouez traoù un tamm hep penn na lost ha nec’hus e plas c’hoari da skouer war santimantoù an tudennoù (santet e vez da skouer Tom o kregiñ da gavout hegasus techoù Gemma met n’a ket gwall bell an istor-se). Un tamm hir ha luziet evit nebeut a dra a-benn ar fin. Ur mennozh mat kaset da benn en un doare kamm, pe neuze e vefe bet ret ober ur film-berr. Domaj eo rak ur santad “film festival” plijus a zo gant Vivarium.

Film sevenet gant Lorcan Finnegan. Iwerzhon, Danmark ha Belgia, 2019, 1e37.

Searching

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Genver 9, 2023 by geekezig

16 vloaz eo Margot. Bevañ a ra hec’h unan gant he zad, David, abaoe m’eo marv Pam, he mamm, abalamour d’ur c’hrign-bev. Ne gomzont ket kalz ken met tremen a ra mat an traoù etrezo. Un nozvezh bennak emañ Margot o studial e ti mignoned, da 11e e klask pellgomz d’he zad a zo kousket. Adalek ar mare-se ne tistroio ket ar grennardez d’ar gêr ken. David a bellgomz d’ar polis hag a grog da sikour evit an enklask, en ur furchal e urzhiataer e verc’h. Dizoloiñ a ra ne anaveze ket anezhi ken…
Evel Cybernatural eo savet ar film, tro-dro d’ur skramm urzhiataer : posteloù, pellgomzadennoù Facetime, ivinelloù en ur merdeer, skeudennoù ha videoioù enrollet en urzhiataer hag all. Ur wech ouzhpenn e ya mat-kenañ en-dro an doareoù-se da zezrevellañ me gav. Tapet on bet penn-da-benn en enklask, levezonet marteze gant an istorioù “true crime” ha podskignad Distorsion a blij din kement met fellout a rae din gouzout hiroc’h war an istor. Ur film efedus, leun a “easter eggs” evit ar re a fell dezho, santet e vez eo bet graet gant kalz youl ha kalon.

Film sevenet gant Aneesh Chaganty. Stadoù-Unanet Amerika & Rusia, 2018, 1e42.

Blockers

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 5, 2023 by geekezig

Julie, Kayla ha Sam a zo mignonezed abaoe kentañ devezh ar skol-vamm. Emaint o prientiñ o “f/prom night”. Fromet eo o zud met kregiñ a reont da dreiñ da sod pa komprenont o deus ar merc’hed divizet kaout darempredoù revel an noz-se. An triad kerent a heulio neuze an teir flac’h yaouank a-hed an nozvezh evit tallañ ouzh an darvoudoù raktreset gante.
Ur film droch pout eo evel-just, gant kalz farsadennoù lu, tud “kozh” o klask kaout neuz yaouank, hag all. Fentus a-walc’h ha dudius eo! Ur gentel eo ivez evit ar gerent, a rank degemer emañ o bugale o kreskiñ, anat deoc’h.

Film sevenet gant Kay Cannon. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e42.

Hustlers

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Kerzu 11, 2022 by geekezig

Awenet eo Hustlers gant traoù bet c’hoarvezet e gwirionez war a seblant. Istor ur strollad merc’hed eo, o labourat e kluboù strip-tease e Wall Street hag a ziviz profitañ eus arvalien didruez ar bed-se.
Heuliet e vo Dorothy/Destiny dreist-holl, a fell dezhi ober war-dro he merc’h ha sikour he mamm-gozh he deus desavet anezhi. Renet eo ar strollad gant Ramona, ha merc’hed all a gemer perzh. Un istor mignoniezh eo, un istor a dremen en ur bed hep paotred pe dost, mammoù o-unan, a glask sevel o bugale hag e c’hallfent bevañ emren. Ar baotred a zo kenseurted (me net vezont ket gwelet kalz) pe arvalien hepken, hep personelezh pe dost. Kenskoazell a zo etre ar merc’hed, prantadoù buhez a-stroll kreñv, evel ur familh. Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh Hustlers, a ziviz pas barn ar merc’hed benn ar fin. Ral eo gwelet filmoù evel-se d’am meno.

Film sevenet gant Lorene Scafaria. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e50.

Zombieland : Double Tap

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Even 17, 2022 by geekezig

Woody Harrelson (Finalized);Jesse Eisenberg (Finalized);Emma Stone (Finalized);Abigail Breslin (Finalized)

Setu, 10 vloaz war-lerc’h, heuliad Zombieland. Daoust hag eñ e oa ezhomm eus un eil film? Moarvat ne oa ket.
Memes bagad hag er film kentañ a vez heuliet, bevañ a reont eürus en Ti Gwenn. An div blac’h a fell dezho distreiñ war an hentoù avat. Little Rock a ya kuit gant ur paotr yaouank kavet war an hent hag an tri all a ya war he lerc’h met zombied kreñvoc’h eget boaz a zo ivez deuet war wel. Dav e vo dezho kompren penaos tallañ outo.
Lezel ar vugale da vont kuit, aon koll h-e frankiz en ur zimeziñ, setu tamm-pe-damm temoù ar film-mañ. N’eo ket fentus-kenañ na netra. Dudius, ha mat pell zo.

Film sevenet gant Ruben Fleischer. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e39.