Dielloù evit dramm

Succession – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on C'hwevrer 18, 2024 by geekezig

Alies am eus klevet tud oc’h aliañ Succession hag o lavar pegen spontus e oa tudennoù ar stirad.
Logan Roy a zo e penn ur “impalaeriezh mediaoù” er Stadoù-Unanet : kazetennoù, chadennoù skinwel, parkoù dudi, sinema… Devezh e deiz-ha-bloaz e ranke embann e oa e vab Kendall o vont da gemer penn an traoù met n’eo ket an dra-se tamm ebet a c’hoarvez. Etre e ziviz ha e yec’hed eo sabatuet an holl : petra zo da gompren ha penaos merañ ma n’eo ket gouest da gemer e bost labour en-dro? Kregiñ a ra neuze ar brezel diabarzh : itrikoù, cheñch postoù labour, levezoniñ ar marc’hadoù, prenañ ha gwerzhañ lodennoù eus an embregerezh… Luziet an traoù !
Poltred ur familh pinvidik-mor, gant levezon bras spontus, a glask kaout beli e bed ar politikerezh ouzhpenn…
An holl izili o deus c’hoant galloud, an holl zo prest da dreitouriñ ar re all ha koulskoude, e seblant memestra kaout karantez en tu-bennak aze…
Kregiñ a ra “dousik” an traoù me gav, poltred tud pinvidik ha galloudus, heugus. Tamm-ha-tamm e teu an istorioù strategiezh war wel, ha kudennoù all (dramm pe me oar me). Ur stirad gant tudennoù tort ha plijus da heuliañ.
Da venegiñ ouzhpenn : ur stirad HBO gant nebeut-tre a rev eo!

Smiley Face

Posted in Filmoù with tags , , , , on Du 7, 2022 by geekezig

N’am boa ket gwelet film Gregg Araki peogwir ne oan ket dedennet-tre gant an istor ouzhpenn din pas bezañ sot gant Anna Faris. Soñjet ‘m eus e vefe mat bezañ bet gwelet ar film memestra.
Jane a grog he devezh en ur vutuniñ butun drol. Adalek ar mare-se e kemero divizoù droch ha lako anezhi e saviadoù luzietoc’h-luzietañ.
N’eo ket fall ar film, fent a zo met n’eo ket dre ret fentus. Un heuliad darvoudoù hep penn na lost eo, mesket gant ijinadennoù an tudennoù, disheñvel mat eus pezh a c’hoarvez e gwirionez. E-touez filmoù a live izelañ ar sevenour moarvat d’am meno. Estreget m’eo ur film da sellet goude bezañ bet butunet butun drol ?

Film sevenet gant Gregg Araki. Stadoù-Unanet Amerika & Alamagn, 2007, 1e24.

Good Boys

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gwengolo 19, 2022 by geekezig

goodboysGood Boys a zo ur film e doare Superbad, gant bugale o tostaat eus ar grennardiezh (“tweens” evel ma lâront int o-unan).
Max, Thor ha Lucas a zo ar Bean Bag Boys, c’hoari a reont asambles d’ar c’hoari kartoù Ascension, mont a reont da bourmen war varc’h-houarn hag all. Er skolaj emaint bremañ avat, setu eo ret dezho bezañ cool. Max a vez pedet gant ar baotred a ra berzh er c’hlasad d’ur gouel, ur gouel e lec’h ma vo c’hoariet da spin the bottle… An tri mignon a verz neuze ne ouiont ket tamm-ebet penaos pokañ! E kerzh un devezh e c’hoarvezo ur bern traoù droch spontus d’ar baotred, a n’em gano gant div blac’h a fell dezho adkavout o sac’h bet laeret gant ar vugale (gant dramm e-barzh) hag un doare da brenañ un dron en-dro peogwir eo bet torret an hini a oa arabat da Vax touch e ti e dud…
Groz-tre eo ar film met anzav a ran ‘m eus c’hoarzhet kalz. Evel boaz gant an doare filmoù-se eo ivez ur film diwar-benn kudennoù startoc’h (disparti kerent Lucas da skouer) hag ivez diwar-benn an dud o cheñch, mignoniezh o kemm en ur goshaat. Me gav eo deuet brav al lodenn-se ivez. An tri bugel a zo dreist hag ur bern frazennoù dispar a zo er film, fentusoc’h c’hoazh p’int lavaret gant bugale 12 vloaz.

Film sevenet gant Gene Stupnitsky. Stadoù-Unanet Amerika & Kanada, 2019, 1e30.

Thoroughbreds

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Gwengolo 18, 2022 by geekezig

thoroughbredsKentañ film Cory Finley eo Thoroughbreds. Goude un digoradur iskis gant ur marc’h hag ur gontell e vo heuliet Lily hag Amanda, div blac’h yaouank en ur metou pinvidik-mor.
Amanda a zo gwelet gant an holl evel ur sodez, ur darempred souezhus a zo etre an div blac’h. Lily a seblant mont mat met buan e verz Amanda n’hall ket he mignonez gouzañv Mark, gwaz he mamm.
Rannet e chabistroù a lak ar film da gaout un neuz film Wes Anderson nec’hus, Thoroughbreds a zo savet evit mont pelloc’h pellañ ganti, en un doare sius ha skoemp.
Ur seurt fent du a zo a-hed an amzer hag un aergelc’h a lak diaes ar seller-ez met a zo hoalus ha sorc’hennus war un dro. Kavout a rae din em boa amprestet ar film peogwir e plij Anya Taylor-Joy din met a-greiz-holl eo deuet da soñj din e oa ivez ur film gant Anton Yelchin, vad en deus graet din e welet en-dro.

Film sevenet gant Cory Finley. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e32.

My Beautiful Boy

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gwengolo 17, 2022 by geekezig

mybeautifulboySavet diwar levrioù ur mab hag e dad, My Beautiful Boy a zo ur film diwar-benn an dramm met dreist-holl diwar-benn an doare ma stourm un tad evit sikour e vab. Un tamm evel Ben is Back ‘benn ar fin, gant traoù heñvel ha traoù all n’int ket. Klasel kenañ eo My Beautiful Boy ha perzh bras ar film a zo e gwirionez poltred Steve Carell. Timothée Chalamet a zo kendrec’hus a-walc’h ivez, e labour a live gant hini Call Me By Your Name d’am meno.

Film sevenet gant Felix Van Groeningen. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e01.

Mais vous êtes fous

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Even 2, 2022 by geekezig

maisvousetesfousRoman a vev sioul gant e wreg hag e div verc’h. Dantour eo, ur vuhez aozet mat o deus holl. Pezh na oar den eo eo drammet Roman, kemer a ra kalz kokain bemdez. Un deiz bennak, e verc’h Bianca a sempl ha dizoloet e vez e kerzh an dielfennadurioù eo abalamour d’an dramm. Tamm-ha-tamm e tispenno buhez ar familh.
Awenet gant darvoudoù gwir eo Mais vous êtes fous. Kentañ film Audrey Diwan eo ha plijus a-walc’h eo. Taolennet brav eo ar familh hag ar fiziañs o tispenn tamm-ha-tamm, ha doareoù leun a zisfiz an endro (familh, mignoned).

(ya ya an titl zo un davez da ganaouenn Benny B)

Film sevenet gant Audrey Diwan. Frañs, 2019, 1e35.

Five

Posted in Filmoù with tags , , , on Meurzh 18, 2022 by geekezig

fiveUr film diwar-benn ur strollad mignoned eo Five. Pemp mignon a zeu a-benn da genlojañ asambles, a-benn ar fin. Pezh a zo, Sam, a oa sañset da baeañ darn vrasañ ar feurm a-drugarez da arc’hant e dad, na vez ket sikouret ken. Kregiñ a ra da werzhañ dramm met dav e vo dezhañ goulenn sikour digant e vignoned pa drenk an traoù evitañ…
Groz a-walc’h eo Five ha n’eo ket gwall liesseurt an tudennoù, klichedoù an holl anezho. Daoust da se ez eus prantadoù gant mennozhioù mat (ar c’hi, ar savadenn gwerzhañ dramm/kig, ar prantad klask gwerzhañ dramm holl asambles…) hag a drugarez da b/Pierre Niney e chom a live uhel an hollad. C’hoarzhet ‘m eus ha moutik eo bepred an istorioù mignoniezh a-seurt-se.

Film sevenet gant Igor Gotesman. Frañs, 2016, 1e42.

Rocketman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Here 24, 2021 by geekezig

rocketmanN’anavezan ket mat oberenn na buhez Elton John. Evidon e oa dreist-holl kaner kanaouennoù The Lion King (pa oan bugel) ha goude-se “Your Song” pa oan sot gant Moulin Rouge! er skolaj.
Rocketman a grog gant Elton oc’h erruout en un emvod evit tud drammet ha kregiñ a ra neuze da gontañ e vuhez.
Bugaleaj saoz en ur familh hep kalz karantez (estreget e vamm-gozh), kentelioù piano da c’houde ha tamm-ha-tamm son e strolladoù a-raok ober anaoudegezh gant Bernie Taupin a vo e wellañ mignon hag an den a skrivo komzoù e c’hanaouennoù (dija e soñje din e skrive ar c’homzoù eñ e-unan). Asambles e skrivfont sonerezh digredus ha divizout a raio Reggie dont da vezañ da vat Elton ha bezañ an dudenn “extra” a vez gwelet bepred. Ur wech kroget da werzhañ pladennoù ha d’ober abadennoù er bed a-bezh e krogo ivez e gudennoù gant an alkool hag an dramm.
Ur gomedienn kanet eo Rocketman pezh a c’hall bezañ souezhus un tamm met deuet eo mat. Bamet on alies gant istorioù tud varrek/donezonet hag aze e oan tapet da vat gant an darempred etre Elton ha Bernie, mignoniezh brav eston, don, ha kenlabour a grou oberennoù dibar. Evel-just e komz ivez ar film diwar-benn karantez Elton evit ar baotred.
Taron Egerton am boa kavet souezhus-kenañ er perzh, Jamie Bell am boa kavet dreistordinal (met n’on ket gwall objektivel). Fromet e oan bet meur a wech e-pad ar film ha tapet da vat gant red an darvoudoù. Ur film en doa plijet kalz din e gwirionez.

Film sevenet gant Dexter Fletcher. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e01.

The Program

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gwengolo 30, 2021 by geekezig

Abaoe pell e felle din gwelet The Program. Ne oa ket kement-se evit an istor met abalamour d’ar bagad aktourien o kemer perzh er film hag a blij kalz din (Ben Foster evel-just met ivez Jesse Plemons, Lee Pace, Chris O’Dowd, Denis Ménochet…). Ur biopic klasel-tre eo, a ziskouez penaos e oa kroget Lance Armstrong gant an Tour de France, e grign-bev, penaos e oa bet trec’h 7 gwech da c’houde ha betek e anzavfe e 2013 en doa bet implijet dramm evit gounit. David Walsh, kelaouenner er Sunday Times a vez gwelet ivez ingal er film peogwir e oa e-touez ar re gentañ o kaout disfiz rak Lance Armstrong.
Tapet on bet penn-da-benn e red ar film hag e istorioù an tudennoù. Holl aozennoù ur biopic a galite a zo e The Program ha brav eo an disoc’h e gwirionez.

Film sevenet gant Stephen Frears. Rouantelezh-Unanet ha Frañs, 2015, 1e43.

Kingsman : The Golden Circle

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gouere 31, 2021 by geekezig

kingsman-golden-circleUr souezhadenn a-feson e oa bet Kingsman evidon pa oa deuet er-maez. Fentus, leun ar virvilh ha souezhus, ur film dic’hortoz da vat. Kalz amzer ‘m eus lakaet a-raok sellet ouzh an eil avat, peogwir am boa klevet kalz brud fall, a-berzh tud a oa bet plijet gant an hini kentañ eveldon.
Kregiñ a ra ar film gant un dagadenn a-berzh Charlie, ar paotr na oa ket deuet a-benn da vont e servijoù Kingsman er film kentañ. Echuiñ a ra fall-tre an traoù ha Merlin hag Eggsy a rank mont da c’houlenn sikour digant Statesman, er Stadoù-Unanet. E memes koulz ez eus ur c’hleñved a dag an dud a implij dramm, lañset gant Poppy, ur penn embregerezh dilaouen na vefe ket brudet he labour.
N’ouzon ket perak n’a ket en-dro ken mat eil film Kingsman, dija peogwir e vank tudennoù a-bouez diabeg pe dost (Roxy nondedie!) met ivez peogwir e seblant un tamm re splann an darvoudoù, re heñvel an emgannoù (hep souezhadenn neuze) ha dre vras, re bounner ar fent tro-dro d’an Amerikaned. N’eo ket null ar film met dipitus goude ur film kentañ a galite.

Film sevenet gant Matthew Vaughn. Stadoù-Unanet Amerika ha Rouantelezh-Unanet, 2017, 2e21.