Dielloù evit sinema

The Death & Life of John F. Donovan

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Ebrel 29, 2022 by geekezig

ma-vie-avec-john-f-donovanThe Death & Life of John F. Donovan a seblant bezañ un doare kliched eus temoù filmoù Xavier Dolan (darempred gant ar mammoù, heñvelrevelezh…) hag ouzh e dechoù (kanaouennoù pop forzh pegement) ha rankout a ran anzav e ya en-dro penn-da-benn evidon.
Rupert Turner a zo un aktour yaouank, skrivet en deus ul levr gant e eskemm lizhiri gant John F. Donovan pa oa bugel. Un aktour brudet-tre e oa hag ur sapre levezon en deus bet o eskemm lizhiri war ar paotr yaouank. E-kerzh un atersadenn gant ur gelaouennerez hegaset o rankout ober al labour didalvez-mañ e raio Rupert poltred John F. Donovan, a ranke kuzhat e vuhez prevez.
Monedone etre an daou vare e vo, buhez Rupert pa oa 11 vloaz hag hini John F. Donovan a-raok e varv a vo heuliet kement hag an atersadenn. Fromet-tre on bet ha n’am eus ket kavet hir ma amzer tamm ebet er film-mañ. Ma plij sinema Xavier Dolan ha n’oc’h ket erru skuizh c’hoazh gant e stil e kav din e c’hallo plijout deoc’h ivez.

Film sevenet gant Xavier Dolan. Kanada, 2018, 2e03.

Once Upon A Time… In Hollywood

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Eost 8, 2021 by geekezig

Once-Upon-a-Time-Hollywood-Wow-Movie-Jim-Hemphill-Talkhouse-FilmDiegi am boa bet o vont da welet film nevez Tarantino, pezh a zo souezhus evidon. Gouzout a raen e komze diwar-benn sinema ouzhpenn, abeg ebet da pas kaout c’hoant gwelet ar film.
Tremen a ra ar film e 1969, heuliet e vez un aktour western, bet brudet gwechall hag e gomper faragoeller. Sharon Tate ha Roman Polanski a zo nevez staliet en ti e-kichen hini an aktour.
Ur film diwar-benn ar sinema eo evel-just, met ivez diwar-benn daou vignon, ha diwar-benn un den o kompren eo echu mare e vrud. Al lodennoù-se o deus plijet din, straedoù Los Angeles, goueleier ar sinemaoù oc’h enaouiñ pa teu an noz… N’on ket bet plijet kement gant an istor tro-dro da “familh Manson”. Al lodenn er ranch ‘m eus kavet hir spontus, hag an ukroniezh savet gant Tarantino a gavan iskis, jenet ont bet gant tout al lodenn fin e gwirionez, daoust din kavout e oa adlañset un tamm lusk ar film gant mare Rick e Italia.
N’on ket bet jenet gant techoù Tarantino (daveoù a-vil-vern, d’e filmoù dezhañ alies, treid…) ha zoken reoù zo o deus manket din pe dost (ar vouezh off el lodenn fin en deus lakaet ac’hanon da verzout an dra-se). N’am eus kavet kazi fent ebet er film, al lodennoù a lake an dud da c’hoarzhin tro-dro din n’am eus ket kavet fentus tamm ebet.
Ar wech kentañ eo din bezañ ken distabilaet/jenet gant ur film savet gant Tarantino, na pebezh tristidigezh p’eo ur film a gomz diwar-benn sinema! Kalzik traoù dedennus a zo er film memestra ha sur on e plijo d’un toullad tud !

Film sevenet gant Quentin Tarantino. Stadoù-Unanet Amerika, Rouantelezh-Unanet ha Sina, 2019, 2e41.

カメラを止めるな!(Kamera o tomeru na!) / One Cut of the Dead / Ne coupez pas !

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gwengolo 21, 2020 by geekezig

Start eo komz diwar-benn One Cut of the Dead hep diskuliañ souezhadennoù ar film. Ur skipailh skinwel a film ur film zombied, met marteze e vo zombied gwirion o tagañ anezho…
Ur film studierien (eus ar skol Enbu Seminar) eo, savet gant nebeut a arc’hant (¥3 000 000 pezh a zo tro 24 500€), filmet e eizhtez hag en deus graet berzh bras e bro Japan.
Ur gwir taol-from eo bet evidon. Fentus-kenañ, speredek-kenañ, savet mat spontus, ur film a ziskouez pegen leun a ijin e rank ur skipailh sinema bezañ. Un taol-dreist e gwirionez!

Film sevenet gant UEDA Shin’ichirō. Difennet d’ar re dindan 12 vloaz. Japan, 2017, 1e36.

 

Moonwalkers

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gwengolo 10, 2020 by geekezig

E miz Gouere 1969, ar gouarnamant amerikan a zo nec’het e c’hwitfe kefridi Apollo 11 ha ne vefe ket an Amerikaned ar re gentañ war al Loar. Tom Kidman, eus ar CIA, a vez kaset e Rouantelezh-Unanet da gendrec’hiñ Stanley Kubrick da filmañ skeudennoù a vefe diskouezet ken kas e c’hwitfe an traoù. Tremen a ra fall an traoù avat ha Jonny, ur paourkaezh alier null a ziviz touellañ anezhañ evit tapout an arc’hant ha restaol an dle en deus. Trenkañ ‘ra c’hoazh an traoù ha ret eo d’an daou den kenlabourat evit adkavout an arc’hant ha sevel ur film.
Droch eo Moonwalkers ha fentus-tre. An daouad Ron Pearlman / Rupert Grint a ya mat en-dro ha Robert Sheehan en deus memes perzh bepred, n’on ket erru skuizh c’hoazh gantañ. Ur souezhadennig a-feson.

Film sevenet gant Antoine Bardou-Jacquet. Frañs, 2015, 1e47.

Un couteau dans le cœur

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Meurzh 28, 2020 by geekezig

Kuzuliet e oa bet din Un couteau dans le cœur gant ur mignon. Ne ouien ket nag eus petra oa kaoz na mann ebet, dianav e oa ar film din.
E fin ar bloavezhioù 70 e Pariz e vez muntret paotred a gemer perzh e filmoù Anne Parèze, produourez filmoù erotek heñvelreviad. Ar polis ne seblant ket kavout mallus an enklask setu e klasko Anne gouzout hiroc’h ha kompren perak eo he embregerezh a vez taget.
Ur film souezhus eo, en enor da filmoù an giallo (doare filmoù italian, meskaj film polis, film erotek ha film spont). An elfennoù-se a vez kavet e film Yann Gonzalez, gwir eo.
Un tamm lakaet diaes e oa, rak evidon e oa war ar vevenn, un nanar kazi. Mennozhioù film arnod a zo, met traoù a ra cheap kentoc’h eget e gwirionez dibabet me gav (an hunvreoù evel skeudennoù negativel da skouer). Re dort en deus seblantet din an istor ha n’on ket bet bamet kement-se gant Vanessa Paradis e-barzh. D’am meno n’on ket gouest da welet perzhioù mat ar film-se, setu ne guzulfen da zen, estreget marteze ar re a blij kalz dezho filmoù an giallo hag o do moarvat an daveoù evit kompren Un couteau dans le cœur.

Film sevenet gant Yann Gonzalez. Frañs, Suis ha Mec’hiko, 2018, 1e42.

This Is Comedy

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 27, 2020 by geekezig

This Is Comedy a zo un teulfilm diwar-benn Judd Apatow hag a zo digoust e-pad ar genfinadeg ma fell deoc’h.
Un teulfilm rannet dre demoù filmoù Judd Apatow, levezonoù, c’hoant da sikour reoù yaouank bremañ, c’hwitadennoù, taolioù-kaer, patromoù tudennoù a vez kavet en e filmoù hag all. Dedennus eo ha kalz tud (aktourien hag aktourezed, tud o deus kenlabourat gant Judd Apatow) a zeu da zesteniañ, pezh a ro lusk d’an afer ha teneridigezh d’an hollad.
Un teulfilm a galite evit ar re a blij filmoù Judd Apatow dezho.

Teulfilm sevenet gant Jacky Goldberg. Frañs, 2014, 59mn.

Le bruit du dégel

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , on Gwengolo 16, 2019 by geekezig

Kate a zo ur studierez yaouank, kollet un tamm. Evañ a ra kalz. Re. Ober a ra anaoudegezh gant ur plac’h kozh, un amezegez dezhi, Jean. Goulenn a ra ar plac’h kozh diganti paouez da evañ. Evel ur sort Cheherazad e konto Jean istorioù da g/Kate evit sikour anezhi da chom hep evañ. Istorioù he buhez, karantezioù, istorioù familh… Ar vuhez he deus bevet Jean pe an dud tro-dro dezhi. A bep seurt a vo gwelet : muntroù, gwallzarvoudoù, karantez heñvelreizh (difennet neuze) hag ivez stourmoù politikel, enep brezel Vietnam da skouer.
Brav eo Le bruit du dégel. Fromus. Start eo ivez. Ur romant don, stank, n’on ket souezhet e vefe bet start din mont war-raok, ken pinvidik eo ha gwirheñvel e sioù ordinal an tudennoù, e doareoù pep hini da vont war-raok goude marv unan bennak…
Kuzuliañ a ran digudenn romant John Burnside, un dizoloadenn a-feson eo bet evidon.

Romant skrivet gant John Burnside, embannet e galleg gant Le Métailié, d’an 23 a viz Eost 2018.

Almost Midnight

Posted in Levrioù with tags , , , on Kerzu 5, 2018 by geekezig

Almost Midnight a zo un dastumad div danevell skrivet gant Rainbow Rowell.
Midnight a zo un istor karantez a dremen a vloaz da vloaz bepred da vare kalanna. Plijet en deus din an doare-se da gontañ an traoù, an darempredoù o vont war-raok bep bloaz, techoù pe doareoù pep hini o tont da vezañ hegasus pe o cheñch, tamm-ha-tamm.
An eil a zo Kindred Spirit, istor Elena, ur plac’h yaouank a ziviz mont da gampiñ dirak ur sinema a-raok na vefe skignet The Force Awakens. E miz Kerzu eo, yen eo an amzer, ret eo dezhi kavout doareoù da vont d’ar privezioù… Ha n’eus ken nemet daou zen all el lostennad! Dipitet eo met re fier evit distreiñ d’ar gêr. Tamm-ha-tamm e ra anaoudegezh gant an daou baotr hag e komzont kenetrezo diwar-benn o c’harantez evit Star Wars. C’hoarzhet ‘m eus meur a wech en ur lenn an danevell, koant ha fentus eo.
Al levr a zo koant ivez, ul levr bihan ha lufrus. Tresadennoù a zo ivez gant Simini Blocker asambles gant an danevelloù. Un embannadur a-feson!

Danevelloù bet skrivet gant Rainbow Rowell, tresadennoù gant Simini Blocker. Embannet gant Macmillan, d’an 2 a viz Du 2017.

Hail, Caesar !

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Here 23, 2016 by geekezig

hail-caesarEddie Manix a labour evit ur studio sinema : Capitol Pictures. Karget eo da ziskoulmañ an traoù a n’eont ket : chikan etre aktourien pe me oar me. Ur sapre devezh karget en do : ret eo dezhañ reiñ ur respont d’en embregerezh a ginnig dezhañ ul labour siouloc’h, skrapet eo bet aktour-pennañ film bras da zont ar studio, kelaouennerezed a zo o klask boued evit o c’helaouennoù ha kant tra all.
Hail, Caesar ! a ziskouez neuze devezh leun-chouk un den a labour e metou ar sinema amerikan er bloavezhioù 50. Ur bern tudennoù a bep seurt a vo gwelet ha kudennoù liesseurt ivez!
Ur film fentus-tre eo, gant lodennoù dispar zoken. Un tamm re a draoù a felle d’ar vreudeur Coen diskouez marteze e fin ar gont? Evidon-me e vank nerzh o gwellañ filmoù, ha traoù zo a seblant kazi diezhomm en hollad met c’hoarzhet ‘m eus, ar pezh a zo mat dija!

Film sevenet gant Joel hag Ethan Coen. Stadoù-Unanet Amerika & Rouantelezh-Unanet, 2016, 1e46.

The Visit

Posted in Filmoù with tags , , on Even 23, 2016 by geekezig

thevisitEvel ur bern tud ‘m eus dilezet un tamm filmoù M. Night Shyamalan, hep kasoni met gant un doare un tamm diseblant. Dre zegouezh am eus bet sellet ouzh The Visit neuze.
Filmet e doare ur “found footage” (harozez ar film a sav un teulfilm), ar film a ginnig heuliañ daou vugel a ra anaoudegezh gant o zud kozh, fachet-mik gant o mamm abaoe pell. Dibabet o deus mont da welet anezho evit dizoloiñ penaos e veve o mamm ha gwelet endro he bugaleaj, setu perak e fell da Rebecca sevel ur film diwar-benn o sizhunvezh e Pennsylvania. Buan e c’hoarvez traoù souezhus met displegadennoù e kav an daou grennard d’an traoù iskis a c’hoarvez en ti pe gant o zud kozh. Ne bado ket!
Plijus-tre ‘m eus kavet The Visit. Souezhet-mik on bet gant an twist ha prantadoù nec’hus-tre a zo er film. Ar pep gwellañ evidon avat a zo a-bell ar seveniñ, ar skeudenniñ hag ar frammañ. Talennoù brav eston a zo ha tro he deus Rebecca da gomz diwar-benn ar pezh a fell dezhi evit ar film (ha da vont a-enep ar mennozhioù-se goude ur mare).
Ur film spont efedus hag ur found footage a galite uhel e-keñver teknik.

Film sevenet gant M. Night Shyamalan, Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e34, difennet dindan 12 vloaz.