Dielloù evit cheñch buhez

Sound of Metal

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 22, 2024 by geekezig

Lou ha Ruben a vev en o c’harr, war an hentoù da son e abadennoù a bep seurt gant o strollad Blackgammon.
Kregiñ a ra Ruben da goll ar c’hleved e-kerzh an droiad, ha buan. Krediñ a ra e c’hallo kenderc’hel da son met Lou a glask kavout sikour dezhañ. Degemeret eo Ruben en ur gumuniezh tud vouzar, kalzik anezho o deus ivez kudennoù sujidigezh (d’an alkool, d’an dramm…) evel Ruben. Pell eus Lou hag e vuhez e vo dav dezhañ boaziañ d’ur vuhez nevez, degemer e vo bouzar, deskiñ ur bern traoù, cheñch e sell war ar bed.
Kregiñ a ra ar film o tisplegañ eo istitlet ar film evit an dud vouzar ha pounner-glev. Gwir eo eo ral gwelet er sinema filmoù istitlet dre ziouer. Ul labour ramzel a zo bet graet war ar son, evit klevet (evit ar re a c’hall) an diforc’h etre pezh a glev “ar bed” ha pezh a glev Ruben, tamm-ha-tamm. Lodennoù fromusañ ar film evidon a zo liammet gant ar sonioù-se hag ar santad digenvez bras a c’hall Ruben kaout, kollet pa n’hall ket eskemm gant ar re vouzar pe kollet e kreiz trouzioù ar bed… Dedennus-kenañ eo emdroadur Ruben ha sell ar gumuniezh e lec’h ma vev : evito n’eo ket bezañ bouzar un namm da vezañ pareet. Met dav e vo da Ruben deskiñ an dra-se drezañ e-unan…
Riz Ahmed a zo un aktour a blij kalz din abaoe pell ha dispar eo e labour er film, a ziskouez splann ar c’hounnar, an dristidigezh hag holl fromoù Ruben.
Ur film dedennus ha brav.

#JeSuisLà

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Ebrel 2, 2023 by geekezig

E penn ur preti emañ Stéphane, e bro Euskadi. O paouez dimeziñ emañ e vab Ludo. Ur vuhez sioul en deus met n’eo james dimezet en-dro goude e disparti. Tamm-ha-tamm e krog un darempred gant ur plac’h e Korea ar Su dre Instagram. A-greiz-holl e tiviz mont da welet anezhi.
Ur film sioul eo #JeSuisLà, n’eo ket ur gomedienn romantel nag ur film fentus met ur film skañv ha koant diwar-benn un den a verz diwezhat n’en deus ket profitet eus e vuhez. Prantadoù brav-tre a zo etre Stéphane hag e vibien da skouer met ur film diwar-benn ar veaj eo ivez, penaos e c’haller bezañ “un den all” ha bevañ e gwirionez gant traoù diazez, hep kompren pep tra, reiñ a ra c’hoant da vat mont da Gorea ar Su! Kavet ‘m eus ne oa kentel ebet o lavar pegen spontus eo ar rouedadoù sokial pe traoù evel-se, e gwirionez eo ur film skañv, simpl ha brav.

Film sevenet gant Éric Lartigau. Frañs ha Belgia, 2020, 1e37.

Un divan à Tunis

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on C'hwevrer 16, 2023 by geekezig

Selma a zistro da Dunis goude bezañ bet o vevañ e Pariz e pad pell. Fellout a ra dezhi digeriñ he c’habined bredelfennerezh. Tatouet eo, n’eo ket dimezet, gwelet eo evel drol gant darn vrasañ an dud. Koulskoude e ra berzh bras he c’habined. Ur poliser a lak bec’h warni avat peogwir n’he deus aotre ebet evit labourat…
Ur film skañv ha fentus eo diwar-benn ur plac’h o klask cheñch buhez ha sikour tud o deus ezhomm outi. Dudius eo.

Film sevenet gant Manele Labidi. Frañs & Tunizia, 2019, 1e28.

Living With Yourself – 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on C'hwevrer 9, 2023 by geekezig

Mennozh diazez Living With Yourself a blij kalz din. Miles, ur paotr ordinal a zo kollet en e labour, e vuhez personel, lezirek, dilezet e hunvreoù gantañ, kollet e youl… Ur c’henseurt dezhañ a ali dezhañ mont d’ur spa. E gwirionez eo un embregerezh klonañ, krouiñ a ra ur stumm gwelloc’h eus an arval. Pezh a zo n’eo ket sañset an arval orin dihuniñ, pezh a c’hoarvez gant Miles, a zo neuze daou stumm eus outañ.
Savet mat eo ar stirad peogwir e vez gwelet an traoù dre sav poent bep a vMiles a bep eil. Ne oan ket dre ret laouen gant an doare ma yae war-raok an istor met chomet on souezhet gant ar pezh a c’hoarveze hag an doare ma vere an tudennoù an traoù. Ar rann ziwezhañ he deus lakaet ac’hanon da c’hoarzhin kalz, blaz The Simpsons pe Malcolm in the Middle da vareoù zo. N’eo ket gwellañ stirad ar bed met ur souezhadenn a-feson. Gwelet e vo ma ‘z eus eus un eil bloavezh!

Stirad krouet gant Timothy Greenberg. 8 rann tro 30 munut, Stadoù-Unanet Amerika, 2018. (Skignet gant Netflix abaoe miz Here 2019)

The Princess Switch

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Eost 6, 2019 by geekezig

Tud zo a soñjo eo ar ger “Switch” en deus roet din c’hoant sellet ouzh The Princess Switch met e gwirionez ne anavezen ket an titl orin p’on kroget da sellet outañ. Ne ouien ket ouzh petra sellet goude un dibenn-sizhun dreist met skuizhus, ur film Nedeleg gant tud o tivizout eskemm buhez a seblantas mat din.
Stacy DeNovo a gemer perzh en ur genstrivadeg pastezerezh e ur rouantelezhig bennak a ijiner en Europa, er menezioù. Ur plac’h a ver mat he buhez eo, ne blij ket ar souezhadennoù dezhi. Mont a ra du-hont gant he mignon a-gozh/kenseurt labour hag e verc’h. Buan a-walc’h e ra Stacy anaoudegezh gant kontez ur rouantelezhig all a rank dimeziñ gant priñs ar vro. Heñvel poch int hag ar gontez a blij ar souezhadennoù dezhi. A-raok he eured e fell dezhi kaout un tañva eus buhez ur plac’h ordinal setu e tivizont eskemm o rolloù e-pad daou zevezh p’emañ ar priñs o veajiñ. Evel-just ne tremeno ket an traoù evel raktreset…
Ur film Nedeleg klasel-tre eo, gant un tu The Parent Trap da vat (pezh na zisplij ket din, pell alese). Plijet on bet gant an tu “klask ober traoù e keñver politikerezh” (lakaet en deus ac’hanon da soñjal e rummad levrioù La Sélection) met an hollad ne oa ket dreistordinal memestra. Sur on ez eus filmoù a galite gwelloc’h er rummad dudiamantoù-se.

Film sevenet gant Mike Rohl. Stadoù-Unanet Amerika, (abaoe ar 16 a viz Du) 2018 (war Netflix), 1e42.

Wild

Posted in Filmoù with tags , , , on Ebrel 26, 2017 by geekezig

Diazezet eo Wild war levr Cheryl Strayed, ur plac’h bet graet ganti ar PCT (Pacific Crest Trail) er bloavezhioù 90. Bet eo hec’h unan war an hentoù e-pad 3 miz. Koulskoude ne oa ket ur plac’h da gerzhet kement-se met ezhomm he doa d’ober un tamm kempenn en he buhez. Goude marv he mamm eo aet an traoù da hesk eviti, dramm ha rev e doareoù dañjerus.
Frammet eo mat ar film evit diskouez penaos e servij ar valeadenn-mañ da veaj e spered Cheryl, he darempredoù, he eñvorennoù, ar pezh he deus keuz bezañ bet graet, hag all. Un istor bamus a-walc’h (start eo ar valeadenn, ha n’eo ket marteze!), gant dañjerioù an hentoù (en o-zouez evit merc’hed o unan), bevañ bepred en diavaez, debriñ ha kousket dindan an holl koulzioù amzer, sec’hed, naon ha skuizhder, an digenvezded met ivez plijadurioù ar prantadoù diskuizh gant ar gerzherien all, resev pakadennoù gant dilhad prop e-pad an ehanoù e kêriadennoù…
Kalz sonerezh a zo er film ivez, kanaouennoù kanet gant Cheryl war an hent, kanet gant he mamm, gant tud all… Ur prantad brav ‘m eus tremenet ganti war an hentoù ha reiñ a ra c’hoant ober seurt beaj speredel un deiz bennak, ma ‘z eus ezhomm… Ne vez ket gwelet Reese Whiterspoon, alies war ar skrammoù a-benn ar fin ha deuet eo brav ganti perzh Cheryl, leun a nerzh ha bresk war un dro.
Plijadur ‘m eus bet gant ar film-mañ!

Film sevenet gant Jean-Marc Vallée. Diazezet war levr Cheryl Strayed Wild: From Lost to Found on the Pacific Crest Trail. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e55.

Girls bloavezh 5

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , , on Ebrel 13, 2017 by geekezig

Resevet eo bet pempvet bloavezh Girls el levraoueg ha soñjet ‘m eus “sell ‘ta! Petra ‘zo c’hoarvezet gant an tudennoù-se?!”
Plijadur ‘m eus bet gant lodenn gentañ ar bloavezh, dreist-holl gant ar pezh a c’hoarveze gant Shoshanna, e bro Japan.
Ur rann a-bezh a zo tro-dro da Varnie, a zo un dudenn a zisplij d’ur bern tud ha koulskoude e kavan eo an hini gwirheñvelañ (pe ez eus traoù a gavan ouzhin enni?) : “Panic at Central Park” a zo deuet brav-tre. Goude-se avat n’on ket bet plijet kement gant fin ar bloavezh, abalamour marteze da zarempred Jessa hag Adam pe d’an nebeut a Shoshanna a vez gwelet. Piv ‘oar!
Nebeutoc’h a draoù dedennus a zo dre vras er bloavezh avat (n’eus ket kaoz ken eus politikerezh gant tudenn Ray na kement-se eus krouiñ ha skrivañ, gant Hannah ha Marnie). An holl a zo o labourat pe gant studioù, darempredoù stabil tamm-pe-damm, n’eus ket kalz tra nevez… Estreget Shoshanna hag ar pezh a vev pell vro hag an doare m’eo rannet etre ar c’hoant da zistreiñ hag an ezhomm da dec’hout ‘m eus kavet kreñv-tre. Ar peurrest ne oa ken met adlavarout traoù a oa bet lavaret dija, siwazh. Ma, ne chom ket kalz a rannoù ken, tost echu ar stirad a-bezh neuze e klaskin mont betek ar penn memestra. Diwezhatoc’h!
Ur wech ouzhpenn e oa plijus sellet ouzh ar “featurette” evit pep rann a zo war an DVD hag un toullad tammoù bet tennet.

Stirad bet krouet gant Lena Dunham. Bloavezh gant 10 rann tro 26 munut, bet skignet evit ar wech kentañ war HBO etre an 21 a viz C’hwevrer hag ar 17 a viz Ebrel 2016.

Brooklyn

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Genver 15, 2017 by geekezig

brooklynFromus-tre ‘m eus kavet Brooklyn. Marteze peogwir e lakae an istor-se ac’hanon da soñjal ennon, en un doare bennak. Eilis a guita Iwerzhon evit mont da glask labour e New York, e deroù ar bloavezhioù 50. Ur gumuniezh iwerzhonat a zo tro-dro dezhi met poan he deus o vevañ pell eus he bro hag he familh. Un deiz bennak avat e raio anaoudegezh gant un italian yaouank hag e krogo da gavout plijadur o vevañ e New York, studial a raio ouzhpenn evit dont da vezañ kontourez a-vicher. Rankout a raio distreiñ da Iwerzhon avat ha digempouezet e vo he buhez, adarre.
Klasel-kenañ eo stumm ar film e gwirionez. N’eus netra bamus. Nerzh an istor eo neuze en deus plijet din forzh pegement (daoust ma chom klasel-tre ivez ^^) hag ar bagad aktourien hag aktourezed. Ar prantadoù (rouez koulskoude!) gant Jim Broadbent da skouer, am eus kavet dibar. Setu ur film dramatek diwar-benn istor ur plac’h yaouank, ur skouer eus ur plac’h yaouank he deus rankout tec’hout he bro dre heg, dre ziouer a labour. Un istor etrevroadel hag a zo gwir c’hoazh hirie an deiz… Kompren a rin digudenn e kavfe tud zo ar film divlaz un tamm, me zo bet tapet da vat, evit abegoù personel. C’hoarvezout a ra! 🙂

Film sevenet gant John Crowley, diazezet war romant Colm Tóibín. Rouantelezh-Unanet, Kanada hag Iwerzhon, 2015, 1e52.

Petite voleuse

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gouere 5, 2016 by geekezig

petite-voleuseKuzuliet eo bet Petite voleuse din gant ur genseurtez. N’ouzon ket perak e oan aet da ijinañ a bep seurt diwar-benn al levr bannoù-treset-mañ ha n’eo ket tamm ebet an istor a grede din, a-benn ar fin. Heuliet e vez Corrina, ur plac’h yaouank a labour e metou ar bruderezh e New York. Divlaz eo he buhez un tamm ha laerez a ra kelaouennoù ur wech an amzer evit kaout un tamm birvilh. D’ur mare bennak e vo kinniget dezhi mont kuit eus he labour, meur a zra a c’hoarvezo goude-se met poent eo dezhi prederiañ diwar-benn ar pezh a fell dezhi, he hunvreoù…
Un istor leun a velkoni eo Petite voleuse. Lakaat a ra da brederiañ diwar-benn an dibaboù bet graet, an hentoù bet tapet hag an hunvreoù bet renket ha laosket da louediñ… Brav eo an tresadennoù hag an dibab livioù a zo dic’hortoz. Labour Michael Cho en deus plijet din e pep keñver.PETITE_VOLEUSE_VF.inddIstor ha tresadennoù gant Michael Cho. Embannet e galleg gant Delcourt, d’ar 24 a viz Gwengolo 2014.

Girls – bloavezh 4

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , , on Mae 5, 2016 by geekezig

girlsseason-4Setu, sellet am boa ouzh pevare bloavezh Girls a-benn ar fin! Sapre cheñchamant a zo da gaout peogwir e kuita Hannah New York evit mont da studial en Iowa! Div rann gentañ ar bloavezh a zo bet start-tre evidon, lakaet diaez e oan ha ne blije netra din, e gwirionez (merzet am boa e oant sevenet gant Lena Dunham hec’h unan ha n’ouzon ket ma c’hall bezañ un abeg). Tamm-ha-tamm eo gwellaet an traoù evidon a-drugarez da dudennoù nevez (Mimie-Rose, Fran) pe c’hoazh d’ar rann a dremen penn-da-benn er ranndi ma teu pep hini d'(h)e dro mignoned ha mignonezed Hannah da welet anezhi. Soshanna a glask labour, Jessa n’ouzer ket mat, Marnie a glask displegañ da z/Desi e fell dezhi kaout un darempred ofisiel… Prantadoù dedennus-tre a zo tro dro d’ar c’hrouiñ (ha d’ar skrivañ dreist-holl) peogwir e tiviz Hannah dilezel he studioù (war ar skrivañ faltazi) goude bezañ bet barnet gant he c’hamaladed. Ar preder-se n’eus plijet kalz din. Fentus em boa kavet ivez gwelet anezhi o kelenn hag o klask bezañ mignonez gant krennardezed. Ray a grog gant un hent nevez, ar politikerezh lec’hel, ar pezh a gavan ur mennozh mat evitañ. Prantadoù brav a zo, ganedigezh nizez Adam da skouer. Ur wech ouzhpenn em boa kavet e oa dilezet Marnie. Met cheñchamant bras a vez santet o tont. Penaos ‘ta e vo ar pempvet bloavezh?
Evel boaz war an DVD e vez kavet ur “featurette” evit pep rann, ar pezh a zo plijus bepred evit kompren petra felle da Lena Dunham kontañ pe lakaat war-wel.

Stirad bet krouet gant Lena Dunham. Bloavezh gant 10 rann tro 26 munut, bet skignet evit ar wech kentañ war HBO etre an 11 a viz Genver hag an 22 a viz Meurzh 2015.