Dielloù evit comics

The Weatherman 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gwengolo 24, 2023 by geekezig

E-touez comics gwellañ 2020 e oa The Weatherman. Al livioù flamm a gaven plijus.
2770, war ar blanedenn vMeurzh. Seizh bloaz zo ez eus bet ur gwalldaol spontus, e lec’h ma oa marvat ar miliardoù a dud a oa chomet war an Douar. Nathan Bright a ginnig liv an amzer war ur chadenn skinwel lec’hel. Ur paotr fentus eo, disoursi. A-greiz-tout e vez taget peogwir e vefe e-touez ar re o deus savet ar gwalldaol : strollad “kleze Doue”. Etre an dud a fell dezho lakaat anezhañ da c’houzañv, ar re a fell dezho “laerez” e eñvorennoù, buhez Nathan a vo cheñchet mik d’un deiz d’egile.
Mont a ra buan an traoù el levrenn-mañ. Ur BERN tudennoù a zo ha start eo da heuliañ alies. Piv a labour evit ar gouarnamant? Piv a labour evit ar mafia? Piv a fell dezho lazhañ Nathan ha piv n’eus ezhomm e chomfe bev? Anzav a ran e oan kollet. Plijus eo ha leun a virvilh met un tammig re evidon, muioc’h en ma aes e vefen bet gant ul lusk dousoc’h, a-benn kompren gwelloc’h piv eo pep tudenn ha kompren petra eo o c’hoantoù. An aergelc’h pop en deus plijet din avat, cheñch a ra eus an traoù “neo-noir” pe cyberpunk boaz.
N’on ket sur ez in kalz pelloc’h gant an afer-se avat…

Birds of Prey and the Fabulous Emancipation of One Harley Quinn

Posted in Filmoù with tags , , , on Meurzh 30, 2023 by geekezig

Kregiñ a ra ar film gant ul lodenn bevaat evit diverrañ darvoudoù Suicide Squad. Un digoradur a blijas din.
Echu eo an traoù etre Harley Quinn hag an Joker, setu emañ tout Gotham o klask tagañ anezhi.
Daoust dezhi e rank labourat evit Sionis, a zo o klask war-lerc’h un diamant a zo bet laeret gant ur grennardez. Tamm-ha-tamm e savo un emglev etre meur a blac’h, a zo o klask pep hini eus he zu, tallañ ouzh Sionis hag e vafia.
Kalz plijadur ‘m eus bet dirak Birds of Prey. Lodenn an emgann er park dudi da skouer am eus kavet digredus. Fent a zo hep na vefe re, dispar eo Margot Robbie, skeudennoù ha gouleier ral e filmoù gourharozed met a glot mat gant aergelc’h Gotham, e gwirionez em eus kavet fun ha dudius, nerzhus, bad ass. Plijus.

Film sevenet gant Cathy Yan. Stadoù-Unanet Amerika, 2020, 1e49.

Joker

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Meurzh 31, 2022 by geekezig

jokerPenaos ‘ta eo deuet a-benn sevener The Hangover da ober war-dro raktres Joker n’ouzon ket. Joker a zo ur sell all war tudenn hini drouk Batman.
Ur paourkaezh den eo Arthur Fleck, paour, a vev gant e vamm hag a glask bezañ komedian.
Savet eo mat ar film, nec’hus eo Arthur ha fromus war memes tro. Prantadoù brav-tre a zo (hag ur bern daveoù d’ar Simpsons hervezon). Me oar eo awenet kalz ar film gant The King of Comedy met n’am eus ket bet tro da welet ar film-se c’hoazh. Digredus a-walc’h eo Joaquin Phoenix ivez.
Ur sell dedennus war an Joker. Kazi a re eo al liamm gant Batman e fin ar film avat, evidon-me ne oa ket ezhomm. Vad a ra gwelout filmoù DC evel-se, e mod stand alone gant ur bersonelezh ha ket o klask ober ur cinematic universe n’eus ket ezhomm dioutañ.

Film sevenet gant Todd Philipps. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e02.

Batman White Knight

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Du 22, 2021 by geekezig

batmanwhiteknight Erru skuizh eo Gotham gant Batman hag e doareoù d’ober. E kerzh un emgann gant an Joker e ro Batman louzeier e-leizh dezhañ hag e teu da vezañ Jack Napier en-dro. Ha Jack Napier a fell dezhañ sikour Gotham dre ar politikerezh hag en ur baouez gant doareoù lous ar polis ha Batman.
Mennozh diazez White Knight a zo dispar, diskouez an drouk a ra Batman (er c’harterioù paourañ dreist-holl) ha penaos eo kuzhet tout se gant ar polis. Perak ta ne ro ket Bruce Wayne e arc’hant evit gwellaat servijoù polis Gotham e plas ober ar justis dre guzh?
Dedennus-tre ‘m eus kavet. Un tamm re a draoù a oa avat : an div Harley, Alfred o vervel, darempred Batman gant Batgirl ha Nightwing ha penaos eo marvet Robin gwechall, penaos o deus sikouret ar re Wayne nazied…
Ur bern traoù dedennus evit tudennoù Joker ha Batman evel-just, en o darempredoù gant an dud all met a oa start da heuliañ, un tammig re a draoù a oa evit unan na lenn ket alies comics Batman eveldon e fin ar gont. Marteze e vefe bet kempouesoc’h hep kement a draoù. An tresadennoù a zo brav.
Ul levr Batman dedennus neuze, a ro ur sell all d’an tudennoù d’am meno.whiteknightIstor ha tresadennoù gant Sean Murphy. Embannet e galleg gant Urban Comics (strolladur ar chabistroù 1-8), d’ar 26 a viz Here 2018.

Aquaman

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Ebrel 6, 2021 by geekezig

Aquaman a oa ur farsadenn. Ur film sevenet gant James Cameron e-barzh Entourage. Marteze en defe ranket chom evel-se. Met ret eo da DC kas Justice League war-raok neuze e oa ret kaout un Aquaman.
Arthur a zo mab rouanez Atlantis, Atlanna hag un den ordinal, maori war a seblant. Savet eo evel ur bugel eus an Douar, ranket he deus e vamm tec’hout kuit ha distreiñ da Atlantis evit gwareziñ anezhañ. E keit-se e emañ e vreur Orm o klask un abeg evit ober brezel da dud an Douar. Dav vo da Arthur kemer perzh e politikerezh Atlantis en desped dezhañ neuze.
Un ton skañv a-walc’h a zo gant ar film, santet e vez o deus bet c’hoant ober eus Aquaman un haroz fentusoc’h eget Batman pe Superman, pezh n’eo ket un dra fall. Pezh a zo, pep tra a seblant null pe soñjet fall, un neuz “cheap” a zo, c’hoant ober fent gant “montage” doare ar bloavezhioù 80 met ne glot ket an ton, vil eo an traoù, digredus an istor karantez, difrom, tristik.
HA KALZ RE HIR.

Film sevenet gant James Wan. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e23.

The Lego Batman Movie

Posted in Filmoù with tags , , , on Kerzu 31, 2020 by geekezig

The Lego Movie en doa plijet kalz kalz din ha Batman a oa unan eus an tudennoù am boa kavet ar fentusañ er film. Ne oan ket deuet a-benn da gavout skignadennoù e yezh orin avat evit hemañ setu ne oan ket bet o welet war ar skramm bras. Aon am boa un tamm peogwir e oa fentus evel eil-tudenn met marteze pas a-walc’h evit sevel ur film a-bezh diwar e benn ?
Dedennus eo an dibaboù bet graet evit an istor avat : feuket eo The Joker  peogwir e lâr Batman n’eo ket e enebour brasañ. Adalek ar mare-se, endro Batman a glask lakaat anezhañ da gompren en deus ezhomm da gaout fiziañs en dud all ha da glask digeriñ un tamm d’ar re all. Gant sikour un toullad tud eo e teuio a-benn met ur  bern fazioù en do graet a-raok dre emgarantez ha sotoni. Fentus-tre ‘m eus kavet ar film ha koant an istor, n’eo ket ken speredek ha The Lego Movie marteze met souezhet brav on bet rak gortoz a raen un dra simploc’h hag eeunoc’h.

Film sevenet gant Chris McKay. Stadoù-Unanet Amerika, Danmark hag Aostralia, 2017, 1e44.

Les Fugitifs 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Eost 4, 2019 by geekezig

Rainbow Rowell, skrivagnerez a blij he levrioù din, a zo o skrivañ trede koulzad The Runaways ha kuzuliet he deus lenn ar c’houlzadoù a oa bet a-raok. Me grede din e oa unan hepken setu n’am eus ket bet disfiz met an eil e oa! N’ouzon ket zoken m’eo posupl kavout ar rummad kentañ c’hoazh (ha start a-walc’h eo kavout an eil dija)…
N’am eus ket bet tro da lenn deroù an istor neuze. Moarvat e tiskouez penaos o deus stourmet krennarded strollad The Runaways ouzh o c’herent, izili “ar c’helc’h”. En eil koulzad eo marv o zud. Gallet en defe bezañ sioul ar vuhez evito ma na vefe ket bet ur strollad tud a fell dezho sikour ar gourharozed yaouank da vevañ ur vuhez ordinal o klask “sikour” anezho ha dreist-holl unan bennak o lavar dezho diwall rak ur paotr yaouank anvet Victor a zeuio da vezañ dañjerus bras en dazont. A bep seurt avanturioù a c’hoarvezo gant ar bagad met kavet ‘m eus ne oa ket amzer a-walc’h evit anavezout an tudennoù ha kavout fromus pe get an darvoudoù. Daou dreser a zo, hag unan anezho en deus ur stil manga n’eo ket brav-tre d’am meno, siwazh.
Dipitet on un tamm neuze, dreist-holl pa ouzer eo bet skrivet gant Brian K. Vaughan! Ma… Da welet penaos e vo ar peurrest ha ma klaskin lenn an deroù evit gouzout hiroc’h.Istor gant Brian K. Vaughan. Tresadennoù gant Andrian Alphona ha Takeshi Miyazawa. Embannet e galleg gant Marvel Deluxe e miz Here 2007.

Gotham Academy 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Mae 1, 2018 by geekezig

Ac’hanta! Abaoe pell n’am boe ket bet tro da lenn ul levr bannoù-treset! Na petra ‘ta!
Dedennet on bet gant Gotham Academy. Un istor o tremen e Gotham city (anat deoc’h) en ul lise. Un doare da splujañ e bed teñval Gotham dre sell liseadezed. Enklaskoù bihan ha n’int ket c’hoazh re spontus o devo tro d’ober.
Un neuz levezonet gant ar manga a zo gant Gotham Academy. Santet e vez splann ar c’hoant dedennañ lennerien yaouank a zo techet marteze da vont davet ar manga kentoc’h eget davet ar c’homics. Kavout a ran eo deuet brav an disoc’h, ul lennadenn skañv ha trawalc’h a gevrinoù ha liammoù gant peurrest ar “batmanverse” evit kaout c’hoant da vont pelloc’h. Plijet on bet ivez gant an darempredoù etre al liseidi, tudennoù klasel int met mont a ra mat en-dro ar strollad evit o enklaskoù a bep seurt.Istor gant Becky Cloonan ha Brenden Fletcher, tresadennoù gant Karl Kerschl ha Mingjue Helen Chen. Diwar Batman krouet gant Bob Kane. (chabistroù #1-6) Embannet e galleg e ti Urban Comics, d’an 11 a viz Gwengolo 2015.

Ms. Marvel 4

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , on Gouere 24, 2017 by geekezig

Echuet eo an traoù el levrenn 3. Met krouet ez eus ur bed Marvel nevez neuze e kendalc’h an traoù e gwirionez (en ur bed all, e lec’h eo Miles Morales Spider-Man da skouer). Ne cheñch ket kalz a dra evit stirad Ms. Marvel peogwir eo bet miret memes skipailh arzourien evit kenderc’hel an istor, an embannerien gallek o deus divizet kenderc’hel ha lakaat ar chabistroù nevez en ul levrenn 4 e plas ober ur stirad nevez.
Kamala a zo e-touez an Avengers bremañ ha kalz, kalz labour he deus. Skuizh marv eo bepred ha ne wel netra eus pezh a c’hoarvez tro-dro dezhi : Bruno en deus ur vignonez, Mike, breur Kamala en deus ezhomm outi evit gallout gwelet ar plac’h he deus piket e galon ha dreist-holl ez eus ur raktres evit lakaat koñversanted da guitaat ur c’harter a-benn sevel ur c’harter nevez ha cheuc’h ha kreskiñ ar prizioù. Ms. Marvel a zo war panelloù bruderezh an embregerezh a ra war-dro zoken… Brud fall spontus a zo ganti neuze ha start eo da Gamala merañ pep tra.
Plijet on bet gant an tud se eus an istor : gwelet pegen start e c’hall ar brud bezañ evit Kamala. Tudennoù nevez ha zo ha dedennus (Mike da skouer), un darempred fentus etre Iron-Man ha Kamala bremañ ma labouront asambles, prantad koant eured breur Kamala… Ar c’hoant da dapout pep lec’h a zo gant Kamala (ha lakaat a raio reuz en ur glask diskoulmoù!) met dibosupl eo evit ul liseadez! Dedennus e oa ivez prientiñ an eured gant familhoù disheñvel, a-fed sevenadur, deskadurezh ha relijion.
Ma paouez a ran da veuliñ Miss Marvel met kompren a rit moarvat on plijet bras bepred gant ar stirad, daoust d’ar “bed” nevez!Istor gant G. Willow Wilson, tresadennoù gant Adrian Alphona, Nico León  Takeshi MIYAZAWA. Embannet e galleg gant Panini Comics en dastumad 100% Marvel, d’ar 7 a viz Gwengolo 2016. (Chabistroù 1-6 eus Ms Marvel 2016)

The Wicked + The Divine 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Even 11, 2017 by geekezig

Klevet am boa bet krouerien The Wicked + The Divine o komz e abadenn 101% nolife ur wech hag abaoe e felle din groñs lenn ar levr BT-mañ! Ha graet eo a-benn ar fin.
Bep 90 vloaz e deu da vev en-dro 12 doue, e korfoù krennarded, met ne chomont bev nemet e-pad 2 vloaz. E keit-se e krouont sonerezh hag e vevont evel pop pe rock stars, evit bezañ meulet evel m’eo dleet.
Laura, ur plac’h 17 vloaz o chom e Londrez a war pep tra diwar o fenn. E kerzh un abadenn gant Amaterasu e vez merzet gant Luci. Buan en em adkavo liammet gant ar panteon pa vo tamallet da Luci bezañ bet lazhet poliserien gant he c’halloudoù.
Brav-tre ‘m eus kavet tresadennoù The Wicked + The Divine, n’hon eus ket bet tro da welet an holl tudennoù c’hoazh ha start eo bet din kompren pep tra pa n’on ket mailh tamm ebet war ar mitologiezhoù a bep seurt. Ur blijadur e oa lenn al levr memestra (c’hoant am boa gouzout hiroc’h diwar-benn Tara da skouer!), savet evel un enklask polis kazi, gant a bep seurt tudennoù, kalz anezho neuzioù tud vrudet, personelezhioù drama queen hag all. Kenderc’hel a rin da lenn ar rummad gant plijadur! Un toullad traoù ouzhpenn a zo el levr (un atersadenn eus krouer ar senario, tresadennoù ar goloioù amerikan ha traoù all). Dedennus!Istor gant Kieron Gillen, tresadennoù gant Jamie McKelvie, livioù gant Matthew Wilson. Embannet e galleg gant Glénat en dastumad comics, d’ar 26 a viz Here 2016.