Dielloù evit brud

The Wicked + The Divine 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Even 11, 2017 by geekezig

Klevet am boa bet krouerien The Wicked + The Divine o komz e abadenn 101% nolife ur wech hag abaoe e felle din groñs lenn ar levr BT-mañ! Ha graet eo a-benn ar fin.
Bep 90 vloaz e deu da vev en-dro 12 doue, e korfoù krennarded, met ne chomont bev nemet e-pad 2 vloaz. E keit-se e krouont sonerezh hag e vevont evel pop pe rock stars, evit bezañ meulet evel m’eo dleet.
Laura, ur plac’h 17 vloaz o chom e Londrez a war pep tra diwar o fenn. E kerzh un abadenn gant Amaterasu e vez merzet gant Luci. Buan en em adkavo liammet gant ar panteon pa vo tamallet da Luci bezañ bet lazhet poliserien gant he c’halloudoù.
Brav-tre ‘m eus kavet tresadennoù The Wicked + The Divine, n’hon eus ket bet tro da welet an holl tudennoù c’hoazh ha start eo bet din kompren pep tra pa n’on ket mailh tamm ebet war ar mitologiezhoù a bep seurt. Ur blijadur e oa lenn al levr memestra (c’hoant am boa gouzout hiroc’h diwar-benn Tara da skouer!), savet evel un enklask polis kazi, gant a bep seurt tudennoù, kalz anezho neuzioù tud vrudet, personelezhioù drama queen hag all. Kenderc’hel a rin da lenn ar rummad gant plijadur! Un toullad traoù ouzhpenn a zo el levr (un atersadenn eus krouer ar senario, tresadennoù ar goloioù amerikan ha traoù all). Dedennus!Istor gant Kieron Gillen, tresadennoù gant Jamie McKelvie, livioù gant Matthew Wilson. Embannet e galleg gant Glénat en dastumad comics, d’ar 26 a viz Here 2016.

Advertisements

ラブ&ピース (Love & Peace)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Kerzu 26, 2015 by geekezig

love_and_peaceUr film iskis-kenañ eo Love & Peace a felle din gwelet abalamour da vrud e sevener. Ur gontadenn eo, ur gomedienn, ur film troet war ar sonerezh met ivez ur film kaiju! Nag a draoù!! Ouzhpenn-se ez eus ur film gant aktourien met kalz prantadoù bevaat a zo memestra abalamour ez eus kalz c’hoarielloù o kemer perzh en istor.
Ryo a zo ur paotr gant ul labour nul, a vev en ur ranndi bihan dister. Ne blij ket e vuhez dezhañ, an holl a ra goap outañ hag e hunvreoù sonerezh a zo aet da hesk tamm-ha-tamm. Un deiz bennak e pren ur vaot vihan hag un darempred mat a zo etrezo. Koulskoude pa vo graet goap outañ abalamour d’e vaot el labour hag e kaso anezhi kuit dre ar privezioù. Al loen a erruo en ul lec’h iskis, ul lec’h degemer evit al loened hag ar c’hoarielloù bet dilezet gant an dud. Adalek ar marv-se e krogo Ryo da gavout chañs ha da vont davet e hunvre, a-drugarez d’ur ganaouenn a skriv o soñjal e Pikadon (e vaot) hag a vo komprenet evel ur ganaouenn o komz eus ar bombezennoù nukleel (lesanvet evel-se e Japan).
Fentus eo ar film, plijus ar sonerezh, souezhus an emdroadur tro-dro d’an den kozh a zastum ar c’hoarielloù/loened dilezet… Ur film diwar-benn ar gevredigezh beveziñ (hag ar gizioù) ha metou ar sonerezh e Japan eo ivez. Pinvidik ha liesseurt eo da vat! Un tamm hir eo marteze hag ispisial an doare da c’hoari (japanat-tre) met plijet on bet kalz gant ar film, un dudi a-feson eo bet evit echuiñ festival Utopiales ar bloaz-mañ.

Film sevenet gant SONO Sion. Japan, (diskouezet e festivalioù hepken e diavaez Japan evit ar mare) 2015, 1e57.

Le sculpteur

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Eost 6, 2015 by geekezig

le_sculpteurEvel ur bern tud em eus bet klevet komz eus Scott McCloud. Koulskoude n’am eus ket bet lennet e labour diwar-benn arz ar bannoù-treset james. Le Sculpteur avat a felle din lenn. E istor faltazi kentañ eo. Istor ur paotr yaouank, kizeller, a fell dezhañ bezañ brudet. Kinniget e vez dezhañ kaout ur galloud bras a badfe 200 devezh, betek e varv. N’en deus netra da goll, a gav dezhañ. Koulskoude e raio anaoudegezh gant ur plac’h yaouank ha tremen a raio buan an 200 devezh-se, hep na teufe dre ret ar vrud hirc’hortozet…
Un adkontadenn eus mojenn Faust eo.
Ur pikol levr eo Le Sculpteur met n’eo ket grevus, lusket ha kontet brav eo, gant tresadennoù ha feson hag ur bern prantadoù kreñv kenañ (pajenn David Smith el levr pellgomz da skouer). Ur bern traoù o deus tizhet ac’hanon : ar c’hoant da vezañ anavezet evit e arz pe c’hoazh ar “sevenadur” en deus. Fromet spontus on bet ha gouelet ‘m eus dourek er pajennoù diwezhañ. Unan eus bravañ levrioù ar bloaz, anat.scott-mccloud-le-sculpteur

Istor ha tresadennoù gant Scott McCloud. Embannet e galleg e ti Rue de Sèvres, d’an 19 a viz Meurzh 2015.

Jersey Boys

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Eost 15, 2014 by geekezig

JERSEY BOYSMarteze emañ Clint Eastwood en e brantad “kozh paotr kozh” ha setu eñ neuze o komz diwar-benn an amzer dremenet hag e vignoned. Ma. Ur gomedienn kanet e Broadway eo Jersey Boys e gwirionez, a gont istor Frankie Valli hag ar strollad The Four Seasons o deus savet ur bern kanaouennoù brudet-tre. Ar strollad n’eo ket chomet brudet avat…
Heuliet e vez neuze buhez paotred yaouank er bloavezhioù 60 e New Jersey a glask sevel ur strollad sonerezh. Klasel-tre eo ar film met n’am eus ket kavet e oa blaz ar gomedienn filmet. Ur gwir film eo. Domaj eo e vefe bet dibabet mirout memes aktourien a-hed ar film rak re gozh e seblantont bezañ er penn-kentañ (sañset int krennarded!) ha vil eo ar fardaj er fin tout p’int kozh. Ne ouien netra diwar-benn ar strollad-se met souezhet on bet o klevet ec’h anavezen ur bern kanaouennoù hag e gwirionez e kaven kreñv ar prantadoù kanañ er film. Paotred displijus a-walc’h e seblantont bezañ avat neuze ne oa ket plijus dre ret heuliañ anezho… Ur film un tamm etre neuze, dreist-holl evit ur sevener ken barrek met n’eo ket displijus kennebeut estreget evit ar re na c’houzañvont ket mouezh ispisial Frankie Valli! ^^

Film sevenet gant Clint Eastwood. Stadoù-Unanet, (18 a viz Even war skrammoù Frañs) 2014, 2e14.

Starfuckeuse

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on C'hwevrer 10, 2014 by geekezig

starfuckeuse-delcourtN’em boa ket bet tro da lenn levrioù Hélène Bruller a-raok. Ha spi ‘m eus e skriv traoù dedennusoc’h da gustum. Gwall izel eo al live aze : ijinañ a ra an dresourez abadennoù c’hoari-daou gant tud vrudet (Brad Pitt, George Clooney, hag all). Lennet e vez buan sur, met an tresadennoù n’int ket ken fentus-se (ludresadennoù diazez) ha n’eo ket fentus-tre ar pezh a zo kontet e-barzh kennebeut. Poan ‘m eus o kompren e vefe asantet seurt traoù gant embannerien bras evel Delcourt, ur vezh eo.starfuckeuse_plSenario ha tresadennoù gant Hélène Bruller. Embanet gant Delcourt, 15 a viz Genver 2014.

Entourage – bloavezh 7

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Eost 1, 2012 by geekezig

Ne oan ket bet plijet kaer gant c’hwec’hvet bloavezh Entourage ha paouezet neuze da brenañ ar stirad gant aon e vefe ken nul ar pezh a oa warlerc’h. Burzhud ar vuhez : kavet ar seizhvet el levraoueg. Riskl ebet neuze!
Adalek ar penn-kentañ e seblant sklaer eo deuet en-dro an traoù war tachenn al labour! Turtle a glask merañ e embregerezh ha lañsañ ur raktres all da c’houde, Drama a glask ur rol ur wech ouzhpenn, betek ma vefe kinniget dezhañ advouezhiañ perzh-pennañ ur stirad bevaat nevez, E a brient sioul e eured (me soñje din e vefe pounner-tre al lodenn-se ha n’eo ket tamm ebet), Ari a seblant bezañ roue ar bed, war-var da lakaat an NFL da laoskel “an diavaez” (eñ) da verañ gwirioù skignañ ar melldroad-amerikan er skinwel betek ma vefe diskuilhet e doareoù rust gant an implijidi hag e kouezhfe un tamm e ved. Vince a zo ivez eveljust, o c’hoari e film nevez Nick Cassavates emañ hag ur gwallzarvoud a c’hoarvezo e-kerzh ur faragouell eo bet rediet d’ober eñ e-unan dre heg. Goude-se e troc’ho e vlev hep kelaouiñ skipailh ar film hag e krogo da gaout doareoù iskis : un darempred kentoc’h sirius gant Sasha Grey an aktourez filmoù porno, a vo kaset gantañ evit un emvod labour diwar-benn ur rummad filmoù super-haroz nevez, kemer dramm hag all…
Plijet on bet a-walc’h, dija peogwir em boa aon rak Sasha Grey (n’on ket deuet a-benn da bardoniñ The Girlfriend Experience c’hoazh) ha n’eo ket re zisplijus ha peogwir e tistro an traoù tro-dro d’al labour, da ved Hollywood, da berzh ar media hag all. An div rann diwezhañ a zo spontus a-walc’h, teñval en un doare ne oa ket bet Entourage araok. Ari a zo en ur saviad start kenañ e-keñver e wreg goude bezañ bet gwelet en ur predti oc’h huchal war ur gevezerez hag an holl a zo prederiet gant stad Vince, a lak reuz e gouelioù e-unan, drammet penn-da-benn… Un doare cliffhanger a zo zoken, ar pezh a zo ral er stirad. Pep hini a zo lakaet diaes war e dachenn-kreñv a-benn ar fin.
N’emañ ket e-touez ar bloavezhioù gwellañ (tremenet int pell zo siwazh) met a-live uheloc’h eget ar c’hwec’hvet ar pezh a ra kalz plijadur din 🙂
Gwelet e vo penaos ec’h echuo an traoù gant an eizhvet, n’ouzon ket tamm ebet war beseurt tu ez aio, spi ‘m eus e vo mat ar “series finale”! (Met ret ‘vo gortoz ec’h errufe an DVDoù el levraoueg avat…)

Britney : For the Record

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags on Ebrel 27, 2012 by geekezig

Skignet eo bet nevez zo gant chadenn Arte un teulfilm bet filmet e 2008. Da vare an MTV Music Awards ar bloaz-se he doa Britney Spears un doare distro goude ur bern kudennoù personel (ar blev touzet hag all). Dres araok an abadenn eo kroget ur skipailh da heuliañ ar ganerez vrudet, chomet int ganti e-pad daou viz. Gwelet e vo neuze Britney o labourat (kalz dañs, filmañ klipoù…), gant he familh, o prenañ dilhad… hag o komz eveljust. O komz diwar-benn he mibien, he labour a blij dezhi kement, met ivez an digenvez hag an dristidigezh a sant bemdez. Plijus eo gwelet anezhi o trevezal he zad gant kalz fent, o lakaat dilhad evel ur plac’hig… Un den bac’het en ur vuhez a vez renet gant tud all, gant kevredigezh ar vrud a-benn ar fin (spontus eo gwelet an niver a skeudennerien a vez ordin war he lerc’h). N’eus souezhadenn ebet met kendrec’hus a-walc’h eo klozadur ar film, e lec’h ma lâr e fellfe dezhi e verzfe ar sellerien ez eo evelto, ur plac’h ordinal (gant kalz arc’hant hag all hag all met gant c’hoantoù boutin).

%d bloggers like this: