Sound of Metal

Lou ha Ruben a vev en o c’harr, war an hentoù da son e abadennoù a bep seurt gant o strollad Blackgammon.
Kregiñ a ra Ruben da goll ar c’hleved e-kerzh an droiad, ha buan. Krediñ a ra e c’hallo kenderc’hel da son met Lou a glask kavout sikour dezhañ. Degemeret eo Ruben en ur gumuniezh tud vouzar, kalzik anezho o deus ivez kudennoù sujidigezh (d’an alkool, d’an dramm…) evel Ruben. Pell eus Lou hag e vuhez e vo dav dezhañ boaziañ d’ur vuhez nevez, degemer e vo bouzar, deskiñ ur bern traoù, cheñch e sell war ar bed.
Kregiñ a ra ar film o tisplegañ eo istitlet ar film evit an dud vouzar ha pounner-glev. Gwir eo eo ral gwelet er sinema filmoù istitlet dre ziouer. Ul labour ramzel a zo bet graet war ar son, evit klevet (evit ar re a c’hall) an diforc’h etre pezh a glev “ar bed” ha pezh a glev Ruben, tamm-ha-tamm. Lodennoù fromusañ ar film evidon a zo liammet gant ar sonioù-se hag ar santad digenvez bras a c’hall Ruben kaout, kollet pa n’hall ket eskemm gant ar re vouzar pe kollet e kreiz trouzioù ar bed… Dedennus-kenañ eo emdroadur Ruben ha sell ar gumuniezh e lec’h ma vev : evito n’eo ket bezañ bouzar un namm da vezañ pareet. Met dav e vo da Ruben deskiñ an dra-se drezañ e-unan…
Riz Ahmed a zo un aktour a blij kalz din abaoe pell ha dispar eo e labour er film, a ziskouez splann ar c’hounnar, an dristidigezh hag holl fromoù Ruben.
Ur film dedennus ha brav.

2 Respont to “Sound of Metal”

  1. Plijet on bet ivez gant ar film se, ha gant al labour war ar son dreist-holl. Ur film da welet er sinema pe gant un tokarn pe uhelgomzerioù a galite.

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.