よこがお (Yokogao / L’infirmière)

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 21, 2024 by geekezig

Ichiko a labour evel klañvdiourez. Emañ o vont da zimeziñ a-benn nebeud. Tremen a ra mat an traoù gant ar familh a sikour, e diavaez he eurioù labour e sikour ar merc’hed da bleustriñ o arnodennoù zoken. Un deiz eo skrapet ar verc’h yaouankañ. An den en deus skrapet anezhi a zo niz Ichiko, adalek ar mare-se e vo distrujet buhez Ichiko.
A bep eil e vez gwelet buhez Ichiko da vare an darvoud ha kalz war-lerc’h, komprenet e vez buan neuze he deus ranket cheñch buhez. Penaos eo erruet d’ar poent-se a erru dousik-dousik avat. Souezhus-kenañ e seblant Ichiko, troet da sodez pe dost goude bezañ kollet he buhez a oa ken plaen. Mokoto he deus plijet kalz din, un dudenn a cheñch er filmoù japanat, he darempred gant Ichiko am befe bet c’hoant gwelet muioc’h er film. Ne respont ket ar film d’ar goulennoù met diskouez a ra splann pegen spontus e c’hall ar mediaoù bezañ. N’eo ket kenkoulz Au revoir l’été evidon met kalz gwelloc’h eget Harmonium bepred !

Spirite 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Meurzh 17, 2024 by geekezig

E 1908 e Tunguska, Siberia e c’hoarvez un darvoud iskis. Ur c’houblad skiantourien a varv e-kerzh an darvoud hag ur skipailh tud a gav o flac’hig.
E 1931, e New York e labour Boris hag Ian asambles. Labourat a reont war tem ar speredoù, an tasmantoù, en un doare skiantel. Gwelet int evel triaklerion evel-just. En o labourva e vo drouklazhet Boris gant un den a seblant anavezout anezhañ a bell zo. Ian a gav sikour e burev ur gelaouenn n’eo ket gwall sirius war an temoù-se. Ur gelaouennerez yaouank a labour nevez zo du-hont, met ne gred ket tamm ebet en traoù-se. Asambles e klaskfont enklask, betek bezañ taget int ivez gant an den n’eus lazhet Boris…
Plijus eo Spirite, un nerzh film bevaat a zo gantañ me gav, darempredoù/startijenn o deus lakaet ac’hanon da soñjal e Anastasia da skouer. Dudius-tre eo hag echuiñ a ra gant ur c’hliffhanger spontus ! Gwelet e vo penaos e tro an traoù !

Magic Friends

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Meurzh 11, 2024 by geekezig

E 6vet klas emañ Danielle bremañ. Siwazh dezhi n’emañ ket e memes klas hag he mignonezed ha poan he deus o kavout mignoned all. Goude marv ur dintin gozh souezhus e kav ur c’haier-hud. Pa dres traoù e-barzh e teuont da wir. Da gentañ e tres penn tudenn ur stirad a blij dezhi hag a ro kuzulioù dezhi. Da c’houde e tiviz tresañ ur vignonez eviti. Pezh a zo, Madison he deus he fersonelezh ha c’hoantoù dezhi. Dav vo da Danielle kompren penaos kaout mignoned hep hudouriezh !
Ul levr bannoù-treset fentus eo Magic Friends diwar-benn ar c’hoant da gaout mignoned, koshaat ha cheñch boazioù. Kontet eo en un doare dudius ha mat evit ar vugale. Un tamm dipitet on bet me, chom a ra un tamm simpl an traoù marteze.

Chère Justice League

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Meurzh 7, 2024 by geekezig

Ul levr moutik tout eo Chère Justice League. Pep ezel eus an Justice League a resev lizhiri ha posteloù digant “fan”-ed, bep chabistr a zo tro-dro d’un haroz-ez resis pe dost hag a ziskouez en un doare koantik ha fentus e c’hall an harozed faziañ, kaout kemplezhioù hag all. Ur gentel koant evit ar vugale. Brav eo an tresadennoù met kavet am eus an hollad un tamm re jentil hag arabadus. Evit ar vugale, da lenn a dammoù eo kalonekaus ha brav.

Diosphère

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Meurzh 4, 2024 by geekezig

Daou vugel a zihun, hep kompren piv int ha petra reont aze. Unan anezho, aonik un tamm, a fell dezhañ gortoz e teufe unan bennak da gerc’hat anezho, egile, na fell ket dezhañ chom da c’hortoz. Kavout a reont boudoù disheñvel, a zo souezhet o welet anezho aze. Kerzhout a reont e-pad pell a-raok tizhout ur gêr. Aze e tizoloont ar c’hoariva met ivez an dramm. Aaran, an eil bugel, a fell dezhañ bepred klask displegadennoù all, goulenn a ra kalz traoù hag alies e feuk an dud pe e vez war-var da n’em lakaat e saviadoù fall.
Iskis-kenañ eo bed Diosphère. Dedennus eo Aaran, a glask kompren ar bed, hep doujañ d’ar reolennoù met digenvez eo ivez, ne gav lec’h ebet a blijfe dezhañ. Arz, relijion ha kredennoù, drouk d’ar spesadoù all gwelet evel izeloc’h, kalzik temoù sirius a zo en istor. Un tamm dipitet on bet avat, marteze eo re verr pe re amsklaer an traoù, n’on ket deuet a-benn da vont penn-da-benn er bed souezhus-mañ.

Motherless Brooklyn

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on C'hwevrer 24, 2024 by geekezig

Motherless Brooklyn a zo ur film “du” klasel. Dibabet en deus Edward Norton azasaat ur romant ha c’hoari ar perzh pennañ ouzhpenn seveniñ.
Er bloavezhioù 50 e New York emañ Lionel, klañv gant kleñved Gilles de la Tourette o labourat evit Frank Minna en ur burev enklaskerien prevez. Muntret e vez Frank. Da c’houde e glask Lionel kompren perak ha gant piv eo bet lazhet e rener ha mignon.
N’eo ket fall ar film ma fell deoc’h gwelet ur film polis/du neuze. Savet eo mat, skeudennoù brav a zo, elfennoù ret ar rekipe. Un tamm hir eo ar film avat ha disoñjet e vo buan a-walc’h ‘m eus aon.

Al louarn bras drouk ha kontadennoù all…

Posted in Filmoù with tags , on C'hwevrer 23, 2024 by geekezig

Ne oa ket bet lennet Le grand méchant renard ganin ha n’am boa ket bet tro da welet ar film kennebeut. Laouen e oan neuze o tizoloiñ anezhañ e brezhoneg!
Al louarn bras drouk a zo ur film rannet e teir lodenn e gwirionez. Tri film berr ma fell deoc’h. An holl anezho a dremen kostez un ti-feurm gant al loened. Kalz kalz fent a zo er film ha brav eo an tresadennoù hag ar bevaat.
Dudius bras eo ha c’hoarzhet am eus kalzik. Ur film evit an holl, ur film a galite da zizoloiñ e brezhoneg war-eeun evit ar re a zo dale ganto eveldon !

Ce sera moi

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , on C'hwevrer 22, 2024 by geekezig

Skye a zo 16 vloaz. Un Amerikanez a-orin korean eo. Plijout a ra ar c’hK-pop dezhi, kanañ ha dañsal. E Los Angeles emañ o chom hag un degouezh a-feson a zo : un abadenn eus Korea ar Su evit kavout “talantoù” nevez e diavaez ar vro a vo er Stadoù-Unanet. Sur eo he deus barregezhioù. Pezh a zo eo tev Skye. He mamm a zo kriz ganti ha bed ar skinwel a vo ivez.
Ur romant koant-kenañ eo Ce sera moi. Dezrevellet eo gant kalz a fent, gant elfennoù dispar evit ur gomedienn romantel. Estreget-se eo evel-just, peogwir e lak ar gaoz ivez war darempredoù etre mamm ha merc’h, skeudenn an dud tev, pouez ar gevredigezh, diforc’hioù sevenadur, ar rouedadoù sokial…
Mesket eo mat an holl elfennoù-se hag un dudi a galite uhel eo Ce sera moi. Ur blijadur e pep keñver !

La rousseur (…pointée du doigt)

Posted in Degemer on C'hwevrer 21, 2024 by geekezig

Charlotte Mevel a gont amañ hec’h istor hag istor ur bern tud gant blev ruz. Evel boaz e seurt testeni : prantadoù start (goapadennoù er skol, tud o reiñ o ali, rakvarnioù droch), penaos e oa deskrivet/degemeret an dud gant blev ruz e meur a sevenadur a-hed ar c’hantvedoù…
Plijus a-walc’h eo da lenn met bepred e seblant din al levrioù diwar-benn an tem-se kontañ rik ar memes traoù.

Succession – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on C'hwevrer 18, 2024 by geekezig

Alies am eus klevet tud oc’h aliañ Succession hag o lavar pegen spontus e oa tudennoù ar stirad.
Logan Roy a zo e penn ur “impalaeriezh mediaoù” er Stadoù-Unanet : kazetennoù, chadennoù skinwel, parkoù dudi, sinema… Devezh e deiz-ha-bloaz e ranke embann e oa e vab Kendall o vont da gemer penn an traoù met n’eo ket an dra-se tamm ebet a c’hoarvez. Etre e ziviz ha e yec’hed eo sabatuet an holl : petra zo da gompren ha penaos merañ ma n’eo ket gouest da gemer e bost labour en-dro? Kregiñ a ra neuze ar brezel diabarzh : itrikoù, cheñch postoù labour, levezoniñ ar marc’hadoù, prenañ ha gwerzhañ lodennoù eus an embregerezh… Luziet an traoù !
Poltred ur familh pinvidik-mor, gant levezon bras spontus, a glask kaout beli e bed ar politikerezh ouzhpenn…
An holl izili o deus c’hoant galloud, an holl zo prest da dreitouriñ ar re all ha koulskoude, e seblant memestra kaout karantez en tu-bennak aze…
Kregiñ a ra “dousik” an traoù me gav, poltred tud pinvidik ha galloudus, heugus. Tamm-ha-tamm e teu an istorioù strategiezh war wel, ha kudennoù all (dramm pe me oar me). Ur stirad gant tudennoù tort ha plijus da heuliañ.
Da venegiñ ouzhpenn : ur stirad HBO gant nebeut-tre a rev eo!