This One Summer

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on C'hwevrer 17, 2017 by geekezig

thisonesummerAbaoe pell e welan This One Summer hag e fell din e lenn, aliet eo bet gant ur bern tud ouzhpenn.
Rose a ya betek an ti a vez feurmet gant he zud bep bloaz evitan hañv. Du-hont e c’hoari gant Windy, he amezegez a zo un tammig yaouankoc’h. Stignet eo an traoù etre mamm ha tad Rose. An div rak-krennardez a feurm filmoù, a ya da neuial, a bren madigoù hag a glask heuliañ istorioù ar re yaouank a labour er stal…
Ur poltred fromus a ginnig an div genitervez el levr bannoù-treset-mañ. Un istor familh, gant an darvoudoù start, mignoniezh, ar vakañsoù ha dreist-holl ar guriusted a c’hall krennarded “vihan” kaout evit ar re “vras”, dieub hag o vevañ traoù all… Brav eo an tresadennoù hag an dibab livioù (un doare bikromiezh a vez kavet ingal e Amerika an Norzh war a seblant). Un istor gant tudennoù gwirheñvel, ul levr leun a gizidigezh a alian deoc’h ivez bremañ.this-one-summerIstor gant Mariko Tamaki, tresadennoù gant Jillian Tamaki. Embannet gant First second, d’ar 6 a viz Mae 2014.

Anomalisa

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 5, 2017 by geekezig

anomalisaUr film bevaat eo Anomalisa. Ur film bevaat evit ar re vras. Bamus eo an teknik, ur film e “stop motion” eo ha talennoù brav-kenañ a zo er film. Plijus eo ivez an advouezhiañ gant taol-mouezh saoz David Thewlis (Lupin forever <3) ha ton dous Jennifer Jason Leigh.
Heuliet e vo Michael Stone, un den en deus skrivet levrioù o deus graet berzh evit sikour embregerezhioù gant o darempredoù gant o arvalien. Tremen a raio un nozvezh en un ostaleri a-raok kemer ar gaoz dirak ur saliad tud. Ne oa ket deuet e Cincinnati en-dro abaoe pell ha klask a raio adkavout roud ur c’haredig a-gozh. A bep seurt traoù a c’hoarvezo gantañ e kerzh an noz, betek e gejadenn gant Lisa.
Ur film iskis eo Anomalisa, en deus lakaet ac’hanon diaes. An holl tudennoù estreget Michael ha Lisa o deus memes penn ha memes mouezh. Ur bed nec’hus kenañ a zo diskouezet er film. Splann eo eo evit taolenniñ kudennoù bred an dudenn (a vefe klañv gant kleñved Fregoli hervez ar pezh am eus lennet) met n’on ket deuet a-benn da gavout dedennus ken diaesaet e oan. Domaj eo rak ral eo filmoù bevaat ken mat e-keñver teknik ha gant temoù evit an dud deuet…

Film sevenet gant Duke Johnson ha Charlie Kaufman. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e30.

Jimmy’s Hall

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 31, 2017 by geekezig

jimmy-s-hallNe gav ket den e vefe gwall anavezet ar film-mañ gant Ken Loach. Ur film o tremen e Iwerzhon e 1932 eo. Kontañ a ra istor Jimmy Gralton, en doa ranket tec’hout d’ar Stadoù-Unanet 10 vloaz a-raok. Distreiñ a ra d’e gêriadenn e kontelezh Leitrim ha goude atiz reoù yaouank ar vro e tiviz digeriñ en-dro ur sal foran evit eskemm, deskiñ traoù ha dañsal. N’eo ket gwelet mat gant an Iliz (a ra war-dro an deskadurezh) ar raktres-se hag an holl a gemer perzh er c’hentelioù pe en dañsoù a zo gwelet evel komunour hag enep Iwerzhonat.
Dedennus ‘m eus kavet gwelet pegen skoemp e c’halle bezañ an traoù da vare stad frank Iwerzhon (betek 1937 neuze) ha levezon bras an Iliz katolik war ar vuhez politikel.
Klasel-kenañ eo ar film mod all hag un diouer a from a zo marteze gant an hollad. Ur film bihan gant Ken Loach met dedennus bepred!

Film sevenet gant Ken Loach. Rouantelezh-Unanet, Iwerzhon ha Frañs, 2014, 1e46.

Sangre 1 – Sangre la survivante

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Genver 30, 2017 by geekezig

sangreSetu stirad bannoù-treset nevez Arleston, un istor galloudoù hud HA bedoù kenstur! Na petra ta! 😀
Sangre a zo ur plac’hig test eus drouklazh he c’humuniezh gwiniegourien pa oant o veajiñ davet ar gêr vras. Dont a raio da vezañ besteod ha ne chomo nemet ur spi ganti : adkavout he mamm (m’eo bev c’hoazh) ha lazhañ muntrerien he familh. Ur vuhez digenvez ha diazezet war al laeroñsi e vevo goude bezañ bet skarzhet eus ar skol e lec’h ma oa bet degemeret.
Klasel eo diazezoù an istor (bugel emzivad, dial, itrikoù evit kaout galloud gant lodennoù uhelañ ar gevredigezh…) met dedennus eo ar bed, efedus an tresadennoù hag an doare da gas an istor war-raok. Hast ‘m eus gouzout hiroc’h!sangredIstor gant Arleston, tresadennoù gant Floch. Embannet gant Soleil d’an 19 a viz Here 2016.

A Normal Lost Phone

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , on Genver 28, 2017 by geekezig

anlpdegemerUr c’hoari bihan eo A Normal Lost Phone. N’eo ket ker kennebeut : 2,99€. Ur raktres bet ganet en ur game jam evel alies ha deuet da vezañ klokoc’h neuze er stumm-mañ. Div eur pe dost ‘m eus bet ezhomm evit echuiñ ar c’hoari (lennet pep tra ha klasket an trofeoù ouzhpenn) met div eur a-feson int bet evidon. Ul “luziadell” bennak a zo bet un tamm startoc’h evit ar re all met pep tra a zo anat a-walc’h pa glasker mat, n’eo ket ar c’hoari sañset da vezañ diaes d’am meno.
Petra ‘zo kaoz neuze? Kavet ho peus ur pellgomzer. N’eo ket sparlet. Deoc’h da gavout petra ‘zo c’hoarvezet neuze. Da gentañ e c’haller gwelet ar gerigelloù hepken, ur wech kavet kod ar wifi e c’haller gwelet ar posteloù ivez, ur forom hag all. Un toullad traoù (ul lodenn eus ar forom, un arload evit kejañ gant tud hag all) a zo sparlet gant gerioù kuzh a vo ret kavout evit mont war-raok.anlppellgomzanlpgerigellouDedennus-kenañ eo an doare da c’hoari (ha c’hoazh, me oa o c’hoari war ma urzhiataer, n’ijinan ket pegen plijus e rank bezañ war ur pellgomzer!) ha liesseurt daoust d’ur mennozh “simpl”. Gwirheñvel eo (sonerezh a zo er pellgomz, skeudennoù hag all) ha kaset mat da benn. Ne vez ket komprenet pep tra diouzhtu, traoù zo o deus ur blaz nevez ur wech komprenet traoù all hag all. Temoù start a zo meneget er c’hoari avat.
Brav eo ar c’hoari ouzhpenn, plijus ar sonerezh, ur gwir aergelc’h a zo da A Normal Lost Phone en tu-hont d’ur mennozh mat. Ar prantad “forom” a zo dedennus-kenañ hag a c’hallo kelaouiñ pe marteze sikour tud a glask titouroù diwar-benn an treuzidentelezh da skouer. N’en deus ket nerzh Gone Home marteze met e guzuliañ a ran, digudenn, dreist-holl d’ar priz-se! Ur video vihan “c’hoariomp da” a blijfe deoc’h? 🙂

C’hoari testenn evit ur c’hoarier-ez diorroet gant Accidental Queens. Da c’hoari gant Windows, Mac, Android hag iOS, abaoe ar 26 a viz Genver 2017.

The Catcher in the Rye

Posted in Levrioù with tags , , on Genver 25, 2017 by geekezig

the-catcher-in-the-ryeSetu echu ganin ma levr kentañ eus ar bloaz. Divizet am boa lenn The Catcher in the Rye, ul levr klasel! Holden Caulfield, 16 vloaz, a vo heuliet e korf daou pe dri devezh, en e skol da gentañ hag e New York da c’houde, un tamm a-raok vakañsoù Nedeleg.
Holden a zo ur paotr fin met koulskoude ne teu ket a-benn da gaout ul live dereat er skol. Ur wech ouzhpenn eo bet skarzhet eus e skol. Gant un tamm arc’hant e pourmeno e New York (a anavez mat peogwir emañ e dud o chom eno). Fent a zo gant ton ha geriaoueg Holden. Un tamm displijus eo ar paotr avat. Ne gavan ket dre ret e vefe heverk eus ur c’hrennard c’hwezek vloaz ordinal. Ar pezh am eus kavet kreñv-tre kentoc’h a oa pegen digenvez eo Holden. Klask a ra tud da abuziñ o amzer gantañ, mignoned ha mignonezed pe tud dianav mik.
N’on ket sur da gompren da vat perak eo ken klasel al levr-se. Re gozh on? Pe ne lennan ket d’ar mare mat? N’eo ket souezhus ken lenn ul levr kontet gant ur c’hrennard. An doare “trumm” da zezrevellañ, o heuliañ penn-da-benn red soñjoù Holden an hini a chom kreñv c’hoazh hirie an deiz moarvat.
Ma, laouen on da vezañ lennet The Catcher in the Rye daoust din chom hep kompren da vat perak eo ken brudet. Kompren a ran avat pegen dic’hortoz e oa d’ar mare m’eo bet embannet. C’hoarzhadennoù ha prantadoù melkonius a chomo din eus ma lennadenn, sur.

Romant skrivet gant J.D. Salinger. Embannet gant Little, Brown and Company d’ar 16 a viz Gouere 1951.

The Jungle Book

Posted in Filmoù with tags , , on Genver 22, 2017 by geekezig

thejunglebookDaoust din bezañ souezhet c’hoazh gant giz filmoù “live” Disney, ne gavan ket anezho ken fall-se evit ar mare. Sellet ‘m eus ouzh The Jungle Book neuze.
E-kerzh ar munutennoù kentañ e oan prest da baouez gant an DVD ken jenet ma oan gant an efedoù isipisial, ne oa netra gwir estreget Mowgli! Kendalc’het ‘m eus koulskoude betek bezañ o krenañ gant an aon dirak tudennoù zo, tapet da vat!
Plijet on bet gant doareoù Baloo a zo kalz skoempoc’h eget na oant er film bevaat (em eñvorennoù d’an nebeutañ!). Un drugar e oa ivez klevout an aktourien hag aktourezed a-feson a advouezh al loened.
Ur film plijus eo evidon-me, a ziskouez ur wech ouzhpenn eo soñjet kentoc’h mat ar rummad filmoù-mañ gant Disney. Marteze e oa gwelloc’h c’hoazh war skramm bras, neuz “vil” ha faos skeudennoù zo a oa marteze un efed eus ar pezh a oa lakaet war-wel e 3D? Piv ‘oar!

Film sevenet gant Jon Favreau. Stadoù-Unanet Amerika, 2016, 1e46.

 

%d bloggers like this: