Dielloù evit muntr

Spirite 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Meurzh 17, 2024 by geekezig

E 1908 e Tunguska, Siberia e c’hoarvez un darvoud iskis. Ur c’houblad skiantourien a varv e-kerzh an darvoud hag ur skipailh tud a gav o flac’hig.
E 1931, e New York e labour Boris hag Ian asambles. Labourat a reont war tem ar speredoù, an tasmantoù, en un doare skiantel. Gwelet int evel triaklerion evel-just. En o labourva e vo drouklazhet Boris gant un den a seblant anavezout anezhañ a bell zo. Ian a gav sikour e burev ur gelaouenn n’eo ket gwall sirius war an temoù-se. Ur gelaouennerez yaouank a labour nevez zo du-hont, met ne gred ket tamm ebet en traoù-se. Asambles e klaskfont enklask, betek bezañ taget int ivez gant an den n’eus lazhet Boris…
Plijus eo Spirite, un nerzh film bevaat a zo gantañ me gav, darempredoù/startijenn o deus lakaet ac’hanon da soñjal e Anastasia da skouer. Dudius-tre eo hag echuiñ a ra gant ur c’hliffhanger spontus ! Gwelet e vo penaos e tro an traoù !

John Wick

Posted in Filmoù with tags , , , , on Gwengolo 17, 2023 by geekezig

John Wick a zo an doare film na zedenne ket ac’hanon tamm ebet met dre forzh klevout ur bern tud o lavar e oa plijus evel film birvilh em eus soñjet e oa mat din gouzout petra oa.
Goude marv e wreg, eo taget John Wick gant ur strollad tud yaouank. Lazhañ a reont e gi ha laerez e oto. N’eus abeg ebet ken da chom sioul setu e ya John Wick da glask warlerc’h an torfedourien. Unan anezho a zo Iosef, mab Viggo, penn mafia rusian ha bet implijer John Wick gwech all.
Ur film birvilh da vat eo neuze gant kirri e leizh, tud lazhet a-vil-vern ha nebeut a draoù da gompren. Plijus eo an aergelc’h avat gant ar seurt “bed kenstur” mafia/lazherien a-vicher hag an ostaleri e lec’h m’eo difennet tagañ ar re all. N’eo ket re sirius evit bezañ pompadus na re fentus evit bezañ droch, me gav eo kempouez mat evit bezañ ur film dudius hag efedus. Ne gomprenan ket dre ret perak eo deuet da vezañ ken “kult” a-feur ma tremene ar bloavezhioù met ur souezhadenn a live mat eo.

La fille au bracelet

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Meurzh 9, 2023 by geekezig

Emañ Lise o vevañ bac’het en he zi. 18 vloaz eo met o c’hortoz he frosez emañ rak tamallet e vez dezhi bezañ bet muntret ur vignonez dezhi daou vloaz oa. Tremen a ra an darvoudoù e bro Naoned, heuliet e vo prosez Lise hag un tammig buhez he familh e-pad padelezh ar prosez.
Prantadoù kemer ar gaoz kreñv a-walc’h a zo er film. Koulskoude em eus kavet e oa un tamm dipitus an disoc’h. Mennozhioù mat a zo, en o-zouez filmañ e palez justis Naoned gant ar mogerioù ruz. Ur prosez start eo diwar-benn darvoudoù ken start all. Meneget e vez revelezh krennarded, traoù filmet ha diskouezet war ar rouedad, ur bed a seblant dianav d’an dud vras. Kriz eo dud gant Lise peogwir ne diskouez ket he from. Ral eo e vefe filmoù o tiskouez ar prosez hepken, hep klask displegañ nag an darvoudoù, nag an enklask, ar mennozh amañ a zo kentoc’h diskouez penaos eo bet cheñchet buhez ur familh abalamour d’an darvoudoù-se. Ur mennozh diazez a-feson met mankout a ra un draig bennak evidon-me.

Film sevenet gant Stéphane Demoustier. Frañs, 2019, 1e36.

Ak-in-jeon ( 악인전 / Le Gangster, le flic & l’assassin)

Posted in Filmoù with tags , , on Genver 29, 2023 by geekezig

Goude muntr un den e-barzh e oto a daolioù kontell eo kendrec’het ur poliser ez eus ul lies-muntrer er vro. P’eo taget penn ur gang e krog un enklask gantañ peogwir ne vez ket laosket da labourat evel ma fell dezhañ gant ar polis.
Ur film birvilh kentoc’h eget polis eo Ak-in-jeon. N’eo ket filmet fall na netra met pounner spontus eo, pep tra a seblant “re” ha faos, n’eo ket soutil tamm ebet. Gwall droch e seblant neuze. Ma fell deoc’h ur film dudius diwar c’hore, perak ket met n’eo ket kalz tra ouzhpenn siwazh ha kalz filmoù “du” eus Korea ar Su all a galite a zo, me lâr deoc’h.

Film sevenet gant Lee Won-tae. Korea ar Su, 2019, 1e50.

Thoroughbreds

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Gwengolo 18, 2022 by geekezig

thoroughbredsKentañ film Cory Finley eo Thoroughbreds. Goude un digoradur iskis gant ur marc’h hag ur gontell e vo heuliet Lily hag Amanda, div blac’h yaouank en ur metou pinvidik-mor.
Amanda a zo gwelet gant an holl evel ur sodez, ur darempred souezhus a zo etre an div blac’h. Lily a seblant mont mat met buan e verz Amanda n’hall ket he mignonez gouzañv Mark, gwaz he mamm.
Rannet e chabistroù a lak ar film da gaout un neuz film Wes Anderson nec’hus, Thoroughbreds a zo savet evit mont pelloc’h pellañ ganti, en un doare sius ha skoemp.
Ur seurt fent du a zo a-hed an amzer hag un aergelc’h a lak diaes ar seller-ez met a zo hoalus ha sorc’hennus war un dro. Kavout a rae din em boa amprestet ar film peogwir e plij Anya Taylor-Joy din met a-greiz-holl eo deuet da soñj din e oa ivez ur film gant Anton Yelchin, vad en deus graet din e welet en-dro.

Film sevenet gant Cory Finley. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e32.

Doctor Sleep

Posted in Filmoù with tags , , , , on Even 16, 2022 by geekezig

doctorsleepN’eo ket ur sekred met ne blij ket film Shining din (met plijout a ra din kalz rann Halloween ar Simpsons). Daoust da bep tra e felle din a-walc’h gouzout petra gonte Doctor Sleep.
Er film e vez heuliet Danny ur wech bras. Kalz kudennoù en deus gant an alkool, tremen a ra e amzer o tec’hout kuit. Chom a ra a-sav en ur gêriadenn da vevañ. E keit se e vez heuliet ur plac’h kevrinus gant he strollad mignoned, a lazh bugale evit laerez o galloud shining, dre an aezhenn a laoskont da vont en ur vervel. Abra, ur plac’hig donezonet a grog da eskemm gant Danny, pa vez merzet gant Rose hag he strollad e ranko Danny sikour ar grennardez en desped dezhañ.
Dedennet on bet gant Doctor Sleep hag an darvoudoù a c’hoarveze eno. Ne grede ket din e oa un heuliad resis da Shining met anat eo ez eo da vat. Ur bern daveoù da film Kubrick a zo. Hag e gwirionez en deus roet din c’hoant gwelet film Kubrick en-dro zoken! An alkoolegezh a zo a-bouez kenañ er film, met ivez traoù evel ar sunerien gwad ha marteze bugelrevelouriezh ivez ?
Ur film dereat eo evidon-me, met n’ouzon ket hag eñ e plijo spontus d’ar re sot gant ar romant pe d’ar re sot gant film Kubrick ! Un dibab souezhus marteze.

Film sevenet gant Mike Flanagan. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e32.

Roubaix, une lumière

Posted in Filmoù with tags , , , , on Ebrel 11, 2022 by geekezig

roubaix-une-lumiereRoubaix, une lumière a ginnig heuliañ ur skipailh poliserien e Roubaix, e-pad un toullad devezhioù hag e-kerzh un enklask resis.
E deroù ar film e vo gwelet meur a afer, dre sell ur poliser nevez erruet ha d’al lizhiri a skriv d’ur person.
Goude-se e vo heuliet un enklask resis peogwir eo bet lazhet ur plac’h kozh en he zi. Eil lodenn ar film a vo atersadennoù neuze, “adober” ar pezh a zo c’hoarvezet hag all.
Benn ar fin em befe kavet kenkoulz marteze heuliañ meur a afer, evel er film Polisse da skouer, pezh a oa er penn-kentañ, na oa ket displijus gwelet an doare aferioù disheñvel a c’hall c’hoarvezout en un devezh, traoù grevus ha traoù n’int ket kement. Dedennus e seblante bezañ buhezioù daou boliser e diavaez o labour, an hini yaouank a oa da vezañ person d’ur mare zo hag ar c’habiten a fell dezhañ prenañ ur marc’h… Tud digenvez ha koulskoude a glask mirout darempred gant ar re all en un doare bennak. An enklask tro-dro da vuntr ar plac’h kozh en deus seblantet din muioc’h un digarez evit diskouez barregezhioù Sara Forestier ha Léa Seydoux, pezh a oa skuizhus un tamm goude ur mare. Gwelloc’h e vefe bet din e tibabfe ar film lakaat ar pouez war tudennoù all.
Ur film dedennus eo memestra gant dibaboù souezhus a-fed sonerezh a-wechoù hag a-fed kamera ivez, techoù giz-kozh, moarvat levezonet gant “filmoù du” klasel met a seblant souezhus en ur film hirie an deiz a zo gwirheñvel-tre mod all.

Film sevenet gant Arnaud Desplechin. Frañs, 2019, 1e59.

Echoes 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gwengolo 13, 2021 by geekezig

EchoesgoloUl lisead eo Senri. Bevañ a ra gant e dud kozh. Pa oa bugel eo bet muntret e dud hag e vreur gevel a zo steuziet kuit. En ur sellet ouzh ar c’heleier e wel un den e-barzh ul labouradeg a seblant dezañ bezañ muntrer e familh. Kregiñ a ra un enklask evit adkavout an den-se.
Teñval-teñval eo Echoes. An tresadennoù n’am eus ket kavet dreistordinal met kevrinus eo an istor. Ne ouiimp ket kalz a dra c’hoazh setu e vo mat din gortoz ul levrenn all moarvat evit gouzout ma fell din kenderc’hel da vat pe get!ECHOES-1

Istor ha tresadennoù gant SANBE Kei. Embannet e galleg e ti Ki-oon d’an 9 a viz Mae 2019.

Psycho Bank 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , on Gouere 14, 2021 by geekezig

psychobankUl lisead eo Mirai, sur outañ. E dad, ur mezeg barrek ha bepred leun a startijenn a n’em zistruj. Mirai zo souezhet mik. Dizoloiñ a ra e oa e dad en un ti-bank anvet Psycho Bank a zo un ti-bank a ginnig prestañ galloudoù en eskemm sammadoù arc’hant bras. Buan e kompren e oa ur mignon dezhañ gant dle ouzh an ti-bank-se, hag eo bet rediet da lazhañ e dad. E fin al levrenn e verz ez eus tud o klask lazhañ anezhañ bremañ.
Anzav a ran on bet hegaset un tamm gant ar manga-mañ, un tu Death Note a zo dezhañ a ne blij ket din ken gant un haroz lisead a gred e oar pep tra. An tresadennoù zo heñvel-tre ouzh reoù OBATA Takeshi ivez ha n’on ket deuet a-benn da gavout dedennus an darvoudoù, daoust din kavout un tammig kevrinus an ti-bank-se hag ec’h implijidi dreist-holl. Ur manga berr eo (peder levrenn) met ne gredan ket e stagin gant ar peurrest.psychobank1Istor ha tresadennoù gant SERIZAWA Naoki. Embannet e galleg e ti Pika d’ar 17 a viz Ebrel 2019.

Une pluie sans fin (暴雪将至 / Bàoxuě jiāng zhì)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gouere 13, 2021 by geekezig

unepluiesansfinUne pluie sans fin a seblante kaout kalz aozennoù evit plijout din : un enklask dindan ar glav, un tu istorel ha sokial en tu-hont d’an enklask.
Tremen a ra ar film e 1997, e Su Sina. Emañ Sina o cheñch, labouradegoù o serriñ, an dud oc’h hunvreal eus doareoù kapitalour Hong Kong. Teir flac’h a vez muntret nepell eus al labouradeg lec’h ma labour Yu Guowei. Dre ma ra war-dro ar surentez e soñj dezhañ e rank diskoulmañ an afer-se, dreist-holl ne seblant ket ar polis mont war-raok. Un ezel mat eo eus e labouradeg, priziet evel implijad a galite. Tamm-ha-tamm e teuio da vezañ sorc’hennet mik gant an enklask-se, betek lakaat en arvar an dud tro-dro dezhañ a seblantout koll e spered.
N’eo ket ur thriller klasel, ne vo ket diskoulmet afer ar muntroù. Trenk e vo an traoù evel ma seblant trenk emdroadur Sina evit un dudenn evel Yu Guowei.
Brav-tre eo ar skeudennoù, prantadoù efedus-kenañ a zo (ar redadeg el labouradeg!) met chomet on sabatuet un tamm gant ar fin, displegadenn null an enklask hag ar fin re zigor en ur stumm. Kompren a ran an tu arouezel met siwazh, e seblant din e krou-se ur film kamm e fin ar gont.

Film sevenet gant Dong Yue. Sina, 2017, 1e56.