Dielloù evit relijion

Peau d’Homme

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Kerzu 5, 2022 by geekezig

Dibabet eo bet danvez gwaz Bianca gant he familh. Fellout a rafe da Vianca anavezout anezhañ a-raok an eured, trist eo abalamour d’an hengounioù. He moereb a lavar dezhi sekred o familh, ur c’hroc’hen paotr a zo ganto. Gallout a ra d’ar merc’hed dont da vezañ Lorenzo ha bevañ e bed ar baotred evit kaout un tañva. Bianca a gompreno piv eo he danvez gwaz hag e karo anezhañ tamm-ha-tamm. Pezh a zo, eñ a gar Lorenzo, ket Bianca… E keit se emañ ar gêriadenn o strishaat he reolennoù abalamour da vreur Bianca, beleg strizh.
Ur gontadenn eo Peau d’Homme, ur gontadenn enep speredoù strizh relijiel, evit frankiz pep hini, frankiz revel, arzel, gwiskañ, bevañ.
Un istor kontet mat ha koant eo. Speredek.

Istor gant Hubert ha tresadennoù gant Zanzim. Embannet e ti Glénat d’an 3 a viz Even 2020.

La tête dans les étoiles

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Gouere 15, 2022 by geekezig

latêtedanslesétoilesLabour Jen Wang a heulian aketus. La tête dans les étoiles a gont istor Christine, plac’hig ordinal o vevañ en ur gumuniezh sinaat e Stadoù-Unanet. Moon hag he mamm a vez sikouret gant he familh, kristen. Christine ha Moon a zeu da vezañ mignonezed. Moon a zo leun a startijenn, sur outi, leun a ijin, lavar a ra he soñj, diskretoc’h eo Christine ha bamet raki, betek bezañ gwarizius pa vez mignoned all gant Moon. Diwezhañ lodenn al levr a zo dic’hortoz a-walc’h met fromus-kenañ.
A bep seurt temoù a zo el levr, en o-zouez an identelezh hag ar santad “pas bezañ asiat” (a-walc’h, pe “evel m’eo dleet”) : Moon na gomz ket Sinaeg ha poan he deus o studial ar yezh, kemplezhiet eo gant se, Christine a zo souezhet ivez ne zebrfe ket kig, un doare mezh a sant tro-dro d’an dodenn-se. Taolennet mat eo ivez ar vignoniezh etre an div blac’h hag an doare gwarizi/bam etrezo.
Ul levr brav-tre eo ur wech ouzhpenn ha liammet start gant traoù bet bevet e gwirionez gant Jen Wang.LTDLEIstor ha tresadennoù gant Jen Wang. Embannet e galleg gant Akileos, d’ar 16 a viz Here 2019.

J’accuse

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Mae 19, 2022 by geekezig

jaccuseUr mennozh mat e oa sevel ur film diwar-benn afer Dreyfus. Ur mennozh ken mat all a oa sevel ar film dre sell Marie-George Piquart, a zizoloas e oa bet trapet Alfred Dreyfus.
N’eus ket kalz a vennozhioù mat all er film avat, d’am meno. Brav eston eo an dilhad lakaomp. Mod all em eus kavet trist ha hir, kalz re hir. Un enklask a rankfe tapout hon evezh eo koulskoude! Evit unan nay gant ar filmoù prosez eveldon e oa souezhus kavout an disoc’h ken arabadus.
Souezhus eo ivez bezañ bet savet ur film ken hir ha koulskoude bezañ chomet hep gwelet pe dost efed an afer war ar gevredigezh (buan-ha-buan e vez gwelet tud o tagañ yuzevien) pe c’hoazh an efed war familh Albert Dreyfus, pe warnañ zoken goude e zistro eus Cayenne. Poan ‘m eus o kompren e gwirionez ha n’on ket evit aliañ ar film deoc’h, en tu-hont da abegoù anatoc’h c’hoazh da chom hep sellet outañ (e sevener da skouer).

Film sevenet gant Roman Polanski. Frañs hag Italia, 2019, 2e12.

Les éblouis

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Ebrel 3, 2022 by geekezig

leseblouisUr film testeni eo Les éblouis. Film kentañ ar sevenourez eo, a gont en un doare romantelaet ar pezh he deus hi bevet : penaos eo kouezhet he familh en ur gumuniezh relijiel start, gant doareoù sektenn. Camille, ar verc’h henañ a zo en he bleud : plijout a ra dezhi he c’hentelioù sirk, tremen a ra mat an traoù er skolaj, met tamm-ha-tamm abalamour da zibaboù he zud ha dreist-holl he mamm e ranko paouez gant ar sirk ha kregiñ a raio da gontañ gaou ha da vezañ laosket a-gostez gant he mignonezed er skolaj.
Prantadoù start-tre a zo er film hag ur rann-galon eo gwelet ar vugale o kontañ gaou hag o stourm a-enep d’o c’hredennoù personel evit gallout bevañ gant o zud.
Ur film a-bouez war un dodenn souezhus ha ne vez ket gwelet alies, dreist-holl e Frañs (tremen a ra an traoù e Angoulême), sioù en deus ar film ha n’eo ket dibar met ur film kentañ eo ha santet e vez an ezhomm da dreuzkas ha pegen pouezus e oa evit Sarah Suco, ar sevenourez.

Film sevenet gant Sarah Suco. Frañs, 2019, 1e39.

Boy Erased

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Du 1, 2021 by geekezig

BOY ERASEDUr film all diwar-benn an terapiennoù amdreiñ eo Boy Erased, ar wech-mañ e vo gwelet an traoù dre sell Jared, ur paotr yaouank ha dreist-holl mab ur pastor. Brasoc’h eo pouez ar relijion hag ar familh eget e The Miseducation of Cameron Post, anat deoc’h. Ne vo ket lakaet evezh ar seller-ez kemen war an darempredoù etre ar re yaouank er c’hamp.
Prantadoù start a zo, feulster bras a zo er c’hamp, spontus eo bepred an dodenn (en ur c’houzout eo diazezet war eñvorennoù gwirion ouzhpenn!) met chom a ra re glasel ar film evit bezañ fromus e gwirionez, evit kaout prantadoù brav pe heverk da vat.

Film sevenet gant Joel Edgerton. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e55.

Jerome Bixby’s The Man from Earth

Posted in Filmoù with tags , , , on Gwengolo 25, 2021 by geekezig

The man from earthHeñvel eo The Man from Earth ouzh ur film skinwel a galite etre. Koulskoude eo fentus ar mennozh : divizout a ra un den kuitaat e vicher hag e di goude 10 vloaz. Pediñ a ra e vignoned a-raok mont kuit. Anzav a ra dezho eo koshañ den ar bed.
Ur film a dremen en ul lec’h hepken (pe dost) eo, diazezet war ur gaozeadenn ha mat pell zo, gant a bep seurt doare tud ha savboentoù liesseurt : ar re a zo kurius, ar re a zo hegaset, ar re a fell dezho krediñ…
Domaj eo e vefe bet kement a fazioù en istitloù, ur film souezhus ha dedennus eo !

Film sevenet gant Richard Shenkman. Stadoù-Unanet Amerika, 2007, 1e27.

The Miseducation of Cameron Post

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gwengolo 1, 2021 by geekezig

E 1993 e tremen ar film. Goude bezañ bet gwelet o pokañ ur plac’h e vez kaset Cameron gant he familh d’ur c’hamp relijiel evit “sikour ar grennarded” da vont e biou ar santadoù evit tud memes reizh.
Ne fell ket da gCameron mont, ne gompren ket petra ‘ra aze. A bep seurt poelladennoù, doare d’ober a vo gwelet.
Dedennus eo ar film, a-bouez diskouez ez eus bet hag ez eus c’hoazh eus seurt kampoù, sañset da “sikour” ar grennarded hag o familhoù. Div drederenn gentañ ar film a zo simpl hag efedus, komprenet ‘vez mat n’eo ket prest Cameron da zegemer doareoù ar c’hamp. An trede lodenn a zo trumm, re hir, evel ma na vefe ket bet posupl kavout ur c’hlozadur all met n’on ket bet kendrec’het. Domaj eo rak reiñ a ra ur blaz un tamm c’hwerv d’ur film a oa mat betek-hen.

Film sevenet gant Desiree Akhavan. Stadoù-Unanet Amerika ha Rouantelezh-Unanet, 2018, 1e30.

Grâce à Dieu

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Eost 19, 2021 by geekezig

Souezhus eo pegen diskred e seblant bezañ Grâce à Dieu bremañ padal e oa bet darbet d’ar film bezañ aberzhet ha pas bezañ skignet pa oa da zont er maez er sinema…
Film François Ozon a ziskouez tri den, o deus gouzañvet abalamour da oberoù bugelreviat an tad Peyrat er bloavezhioù 80 hag a ziviz dougen klemm, e diabarzh an Iliz katolik da gentañ ha dirak ar justis da c’houde.
Ur film simpl eo, klasel. Ar pezh am eus kavet a re a oa ar selloù a-gil gant ar vugale e ti ar skouted, ne oant ket a-bouez evidon-me e keñver nerzh an istor hag an testenioù.
Savet eo ar film tro-dro da boltredoù paotred, a zo deuet a-benn pe get da vont en tu-hont d’an darvoudoù-se, da sevel familhoù pet get, da gaout micherioù pe get, da chom tost ouzh o feiz pe get, hag o endro : familhoù diseblant pe a souten, hag all hag all. Poltredoù a bep seurt ha disheñvel, hentoù disheñvel evit kavout ur pal d’ar vuhez, pardoniñ marteze, emdroadur o sell war an Iliz hag ar feiz.
Ur film start spontus eo, start da glevout, start empentiñ eo savet diwar darvoudoù gwir. Ha koulskoude…
Ur film a-bouez bras eo gant aktourien eus ar c’hentañ.

Film sevenet gant François Ozon. Frañs ha Belgia, 2018, 2e17.

Ouvrir la voix

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gouere 16, 2021 by geekezig

Un teulfilm eo Ouvrir la voix. E-pad div eur e ro ar gaoz da verc’hed du o chom e Frañs. Merc’hed bet ganet e Frañs, reoù all n’int ket, merc’hed heñvelreviat, merc’hed arallreviat, merc’hed a gav a-bouez o feiz, reoù all nebeutoc’h hag all hag all. Temoù a bep seurt a vo gwelet ivez : an deskadurezh, an identelezh, ar revelezh, ar relijion…
Un teulfilm simpl e stumm ha kreñv spontus koulskoude. A-bouez e seblant selaou ouzh ar merc’hed-se, a lâr n’em santout treuzwelus a-wechoù. Pegen start e oa bet klevout anezho o kontañ e rankont bezañ direbech gant aon e vefe soñjet eo an holl dud du kablus ma reont an disterañ fazi, dizenelaet gant paotred a fell dezho “kaout darempredoù gant ur plac’h du” (personelezh ar plac’h na seblant ket bezañ kemeret e kont), skouerioù tud bet heñchet fall er skolaj hag el lise abalamour da liv o c’hroc’hen ha me oar me. Kontet eo plaen, sioul, en un doare don ha prevez. Un oberenn a-bouez.

Teulfilm sevenet gant Amandine Gay. Frañs, 2016, 2e.

Le couvent des damnés 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Eost 18, 2020 by geekezig

Ur manga kuzuliet din gant ma c’henseurtez eo Le couvent des damnés. Un istor a dremen e Europa er XVIvet kantved eo, gant ur vojenn tro-dro da delwenn ar werc’hez a vefe ur benveg jahinañ.
An harozez, Ella, a zo ur plac’hig bet desavet gant ur vedisinez. Kondaonet e vo ar vaouez-se evel sorserez. Ella a vo kaset d’ur gouent da c’houde. Ur strollad merc’hed evelti a zo. Traoù iskis a c’hoarvez er gouent, feulster en o-zouez, ha sapre tudennoù iskis a zo e-touez ar seurezed.
Kevrinus eo an istor met jenet on bet un tamm gant an doare da dresañ, ha pegen feuls ha tort e oa an traoù. Ne gav ket din e klaskin mont pelloc’h gant an istor-se e gwirionez.Istor ha tresadennoù gant TAKEYOSHI Minoru. Embannet e galleg gant Glénat, d’ar 4 a viz Genver 2017.