Au service de la France – koulzad 1

auservicedelafrances1Ijinit OSS 117 e stumm ur stirad. E deroù ar bloavezhioù 1960 e krog André Merlaux da labourat e servijoù kuzh Frañs. Emañ ar jeneral De Gaulle e penn ar vro, mare ar brezel yen eo, trevadennoù Frañs a glask bezañ dizalc’h…
Gant memes doare fent ha filmoù OSS e tiskouez Au service de la France a bep seurt darvoudoù istorel, klichedoù gall (paperachoù melestradurel torr-penn, c’hoant kaout primoù pe echuiñ da labourat da 5e30…) ha traoù a seurt-se. Saourus eo an eskemmoù etre an tudennoù.
Un tamm istor a zo memes tra a-hed ar rannoù, gant istor karantez André hag ar c’hevrin tro-dro d’e familh.
Ur stirad a alifen digudenn ma plij fent OSS 117 deoc’h. Plijet bras on bet gant ar bloavezh kentañ.

Stirad krouet gant Jean-François Halin, Jean-André Yerlès ha Claire Lemaréchal. 12 rann 26 munut. Frañs, 2015, skignet adalek an 29 a viz Here 2015 war Arte ha goude-se war Netflix.

Ur respont to “Au service de la France – koulzad 1”

  1. […] da lakaat anezhañ da welet an traoù en un doare all.Ijinit ur meskaj etre The X-Files hag Au service de la France, e-pad ar bloavezhioù 70. Ur meskaj dispar fent ha kevrin, tudennoù plijus, iriennoù an […]

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.