Dielloù evit fent

Al louarn bras drouk ha kontadennoù all…

Posted in Filmoù with tags , on C'hwevrer 23, 2024 by geekezig

Ne oa ket bet lennet Le grand méchant renard ganin ha n’am boa ket bet tro da welet ar film kennebeut. Laouen e oan neuze o tizoloiñ anezhañ e brezhoneg!
Al louarn bras drouk a zo ur film rannet e teir lodenn e gwirionez. Tri film berr ma fell deoc’h. An holl anezho a dremen kostez un ti-feurm gant al loened. Kalz kalz fent a zo er film ha brav eo an tresadennoù hag ar bevaat.
Dudius bras eo ha c’hoarzhet am eus kalzik. Ur film evit an holl, ur film a galite da zizoloiñ e brezhoneg war-eeun evit ar re a zo dale ganto eveldon !

Premières vacances

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 9, 2023 by geekezig

Seblantout a rae fentus Premières vacances, ur film o teskrivañ ur c’houblad nevez-flamm a ziviz mont da vakañsiñ asambles e Bulgaria. Eñ a blij dezhañ an ostalerioù, e vefe prop ha klet pep tra, hi a gav gwelloc’h heuliañ red an darvoudoù ha bevañ evel tud ar vro.
Pounner a-walc’h eo lodenn gentañ ar film, gant farsadennoù diazezet bepred war mont d’ar privezioù pe dost. An eil lodenn a seblant diskouez kentoc’h pegen trist eo an ostalerioù divent evit touristed, hep ober van eus hengounioù pe ar sevenadur lec’hel. Al lodenn rak-klozadur, c’hwerv da gentañ a zo evidon-me gwellañ lodenn ar film.
Domaj eo e vefe savet ar film en un doare ken simpl, gant tudennoù kliche penn-da-benn. Mennozhioù mat a zo met erruout a reont re ziwezhat, goude kalz lodennoù huanadiñ ha soñjal e pegen hir eo.
Jonathan Cohen em eus kavet re bounner. Domaj!

Film sevenet gant Patrick Cassir. Frañs, 2018, 1e32.

Smiley Face

Posted in Filmoù with tags , , , , on Du 7, 2022 by geekezig

N’am boa ket gwelet film Gregg Araki peogwir ne oan ket dedennet-tre gant an istor ouzhpenn din pas bezañ sot gant Anna Faris. Soñjet ‘m eus e vefe mat bezañ bet gwelet ar film memestra.
Jane a grog he devezh en ur vutuniñ butun drol. Adalek ar mare-se e kemero divizoù droch ha lako anezhi e saviadoù luzietoc’h-luzietañ.
N’eo ket fall ar film, fent a zo met n’eo ket dre ret fentus. Un heuliad darvoudoù hep penn na lost eo, mesket gant ijinadennoù an tudennoù, disheñvel mat eus pezh a c’hoarvez e gwirionez. E-touez filmoù a live izelañ ar sevenour moarvat d’am meno. Estreget m’eo ur film da sellet goude bezañ bet butunet butun drol ?

Film sevenet gant Gregg Araki. Stadoù-Unanet Amerika & Alamagn, 2007, 1e24.

Good Boys

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gwengolo 19, 2022 by geekezig

goodboysGood Boys a zo ur film e doare Superbad, gant bugale o tostaat eus ar grennardiezh (“tweens” evel ma lâront int o-unan).
Max, Thor ha Lucas a zo ar Bean Bag Boys, c’hoari a reont asambles d’ar c’hoari kartoù Ascension, mont a reont da bourmen war varc’h-houarn hag all. Er skolaj emaint bremañ avat, setu eo ret dezho bezañ cool. Max a vez pedet gant ar baotred a ra berzh er c’hlasad d’ur gouel, ur gouel e lec’h ma vo c’hoariet da spin the bottle… An tri mignon a verz neuze ne ouiont ket tamm-ebet penaos pokañ! E kerzh un devezh e c’hoarvezo ur bern traoù droch spontus d’ar baotred, a n’em gano gant div blac’h a fell dezho adkavout o sac’h bet laeret gant ar vugale (gant dramm e-barzh) hag un doare da brenañ un dron en-dro peogwir eo bet torret an hini a oa arabat da Vax touch e ti e dud…
Groz-tre eo ar film met anzav a ran ‘m eus c’hoarzhet kalz. Evel boaz gant an doare filmoù-se eo ivez ur film diwar-benn kudennoù startoc’h (disparti kerent Lucas da skouer) hag ivez diwar-benn an dud o cheñch, mignoniezh o kemm en ur goshaat. Me gav eo deuet brav al lodenn-se ivez. An tri bugel a zo dreist hag ur bern frazennoù dispar a zo er film, fentusoc’h c’hoazh p’int lavaret gant bugale 12 vloaz.

Film sevenet gant Gene Stupnitsky. Stadoù-Unanet Amerika & Kanada, 2019, 1e30.

Les Souvivants

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Eost 8, 2022 by geekezig

souvivantsgLes souvivants a zo ul levr bannoù-treset a ginnig heuliañ daou zen bac’het asambles p’emañ zombied tro-dro dezho. Daou zen disheñvel mat, perc’henn an ti a zo ur skrivagner a skriv romantoù karantez heñvelreviad ha Michel, ur “beauf” daonet pitilh gant Johnny. Poanius eo ar c’henlojañ evito o daou.
Groz a-walc’h eo ar fent met dudius eo memestra. N’eo ket kalzik ouzhpenn avat.

souvivantsdIstor gant Davy Mourier ha tresadennoù gant Edouard Cour. Embannet e gant Delcourt, d’an 11 a viz Gwengolo 2019.

Libraire jusqu’à l’os 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Ebrel 7, 2022 by geekezig

librairejusqualosAbaoe pell e felle din lenn Libraire jusqu’à l’os, ur manga fentus diwar-benn ar micher gwerzher levrioù. Heuliet e vez Honda, ur c’horf-eskern a labour en ul levrdi a werzh manga hepken. Ur manga skañv eo neuze gant arvalien a bep seurt o tont da glask levrioù resis (pe get) ha traoùigoù diwar-benn ar vicher : servijoù kenwerzh an tiez-embann o tont, prientiñ al levrioù nevez (lakaat anezho gant ar profoù, kaset e pakadennoù disheñvel), penaos aliañ an arvalien hag all. Fentus-tre eo ha traoù heñvel ouzh micherioù al levraouegoù a zo, kavet am boa dedennus gwelet an traoù a seblante heverk eus doareoù da labourat Japan hag an traoù a zo boutin d’an holl stalioù moarvat. Un doare dudius-kenañ da zizoloiñ ur vicher!
libraireIstor ha tresadennoù gant Honda. Embannet e galleg e ti Soleil manga d’an 2 a viz Genver 2020.

Les Indes Fourbes

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Ebrel 2, 2022 by geekezig

indesfourbesUr pikol levr bannoù-treset eo Les Indes Fourbes. E meur a levrenn en defe gallet bezañ bet embannet kazi. Teir lodenn a zo d’an istor, a vo dizoloet e doare disheñvel a bep eil.
Dispar eo tresadennoù (treser Blacksad eo Guarnido) hag evit ar re a blij De Capes et de Crocs dezho (eveldon) ne vo ket souezhus stil “c’hoariva” an istor, savet gant memes den.
Pablos a zo ur paourkaezh spagnol paour a n’em gavo er c’hevandir nevez, klask a raio dreistbevañ hag ivez klask arc’hant hag aour, marteze ? Daoust hag un haroz pe un toueller eo ?
Se a vezo dizoloet tamm-ha-tamm. Ul levr plijus-tre!

Indesp56Istor gant Ayroles ha tresadennoù gant Guarnido. Embannet e ti Delcourt, d’an 28 a viz Eost 2019.

Joker

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Meurzh 31, 2022 by geekezig

jokerPenaos ‘ta eo deuet a-benn sevener The Hangover da ober war-dro raktres Joker n’ouzon ket. Joker a zo ur sell all war tudenn hini drouk Batman.
Ur paourkaezh den eo Arthur Fleck, paour, a vev gant e vamm hag a glask bezañ komedian.
Savet eo mat ar film, nec’hus eo Arthur ha fromus war memes tro. Prantadoù brav-tre a zo (hag ur bern daveoù d’ar Simpsons hervezon). Me oar eo awenet kalz ar film gant The King of Comedy met n’am eus ket bet tro da welet ar film-se c’hoazh. Digredus a-walc’h eo Joaquin Phoenix ivez.
Ur sell dedennus war an Joker. Kazi a re eo al liamm gant Batman e fin ar film avat, evidon-me ne oa ket ezhomm. Vad a ra gwelout filmoù DC evel-se, e mod stand alone gant ur bersonelezh ha ket o klask ober ur cinematic universe n’eus ket ezhomm dioutañ.

Film sevenet gant Todd Philipps. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e02.

Quand Takagi me taquine 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Genver 13, 2022 by geekezig

Quand Takagi me taquine a zo ur manga fentus. Pep chabistr a zo savet tro-dro d’ur chikan etre Nishikata, an haroz, hag e gamaladez Takagi. Nishikata a vez tapet bepred gant farsadennoù ha troioù-kamm ar plac’h, zoken pa gred dezhañ ober troioù-kamm dezhi. Ur wech komprenet ar rekipe e seblant tro buan da randonus an traoù, d’am meno. Hegaset on ivez gant an tu “qui aime bien châtie bien” a zo d’an hollad : zoken ma seblant skañv ar farsadennoù graet gant Takagi goude ur prantad e rank bezañ dic’houzañvus evit an haroz. Goude-se e c’hallfe ar gelennerien divizout cheñch plas dezho ivez, pezh a vefe mat dija. N’on ket sur e vefen plijet gant seurt fent e gwirionez. Re vugel marteze pe re danav an diforc’h etre fent hag harell ?Istor ha tresadennoù gant YAMAMOTO Soichiro. Embannet e galleg gant Nobi Nobi, d’ar 4 a viz Gwengolo 2019.

King Arthur : Legend of the Sword

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Genver 3, 2022 by geekezig

kingarthurGouzout a ouien dija peseurt techoù a vefe gant film Guy Ritchie : un doare da frammañ prim-kenañ, kanaouennoù modern, traoù a seurt-se. Prest e oan.
Ne oan ket prest avat da welet Mordred koshoc’h eget Uther, e-penn ur bagad olifanted zombi iskis, pe c’hoazh Uther gant ur breur bihan anvet Vortigern (evel ar roue gwir) hag a lazh Uther. Se zo e deroù ar film. E Peurrest ar film e vo Vortigern o klask war-lerc’h mab Uther a oa deuet a-benn da dec’hout kuit. Mojenn Gwenn-Erc’h eo a vo kontet deomp kentoc’h eget traoù all.
Estreget Arzhur, anv Marzhin ha Kaled-voulc’h, n’eus netra da welet etre King Arthur ha mojennoù an Daol-Grenn (ale, un daol-grenn a vo gwelet d’ur mare zo ivez, lakaomp). N’on ket evit kompren neuze. Un arguzenn evit gwerzhañ ar film hepken? Rak mod all eo ur film birvilh graet gant Guy Ritchie : fent, emgannoù : efedus. Perak ez eus un neuz kozh c’hoarioù video/klip metal gant lodennoù zo ? N’ouzon ket re kennebeut. Na gollit ken ho amzer gant ar film-se.

Film sevenet gant Guy Ritchie. Stadoù-Unanet Amerika, Aostralia, Rouantelezh-Unanet, 2017, 2e06.