Dielloù evit kleñved

Motherless Brooklyn

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on C'hwevrer 24, 2024 by geekezig

Motherless Brooklyn a zo ur film “du” klasel. Dibabet en deus Edward Norton azasaat ur romant ha c’hoari ar perzh pennañ ouzhpenn seveniñ.
Er bloavezhioù 50 e New York emañ Lionel, klañv gant kleñved Gilles de la Tourette o labourat evit Frank Minna en ur burev enklaskerien prevez. Muntret e vez Frank. Da c’houde e glask Lionel kompren perak ha gant piv eo bet lazhet e rener ha mignon.
N’eo ket fall ar film ma fell deoc’h gwelet ur film polis/du neuze. Savet eo mat, skeudennoù brav a zo, elfennoù ret ar rekipe. Un tamm hir eo ar film avat ha disoñjet e vo buan a-walc’h ‘m eus aon.

The Farewell

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on C'hwevrer 23, 2023 by geekezig

Billi, 30 vloaz, a vev e New York abaoe he c’hwec’h vloaz. Kuitaet he deus Sina gant he zud d’ar mare-se. He zud a lavar dezhi emaint o vont da eured he c’henderv Hao Hao met arabat e vefe dezhi dont. Feuket eo Billi ha spontet pa zesk eo an eured un abeg evit strollañ he familh : dizoloet eo bet eo taget he mamm-gozh gant ur c’hrign-bev. Un hengoun eo e Sina chom hep lavar ar wirionez d’an hini g/klañv, bec’h ar c’hleñved a rank bezañ chouket gant ar re all. An holl a zistro da Sina neuze hag un degouezh eo evit dizoloiñ en-dro perak o deus kuitaet Sina, petra o deus treuzkaset pe get, an darempredoù etrezo holl…
Ur film familh dispar eo The Farewell. Gant fent ha teneridigezh e tiskouez fromoù gwirion ha boutin d’an holl. Kalz santadoù a zo treuzkaset gant degouezhioù simpl, ur sell hepken a-wechoù. Awkwafina am boa bet gwelet a-raok e perzhioù fentus (pa n’eo ket gros zoken) a zo digredus, nerzh ar film eo hi met kalz aktourien varrek a zo tro-dro dezhi ivez. Ur film tener ha brav, leun a hiraez.

Film sevenet gant Lulu Wang. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e40.

Joker

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Meurzh 31, 2022 by geekezig

jokerPenaos ‘ta eo deuet a-benn sevener The Hangover da ober war-dro raktres Joker n’ouzon ket. Joker a zo ur sell all war tudenn hini drouk Batman.
Ur paourkaezh den eo Arthur Fleck, paour, a vev gant e vamm hag a glask bezañ komedian.
Savet eo mat ar film, nec’hus eo Arthur ha fromus war memes tro. Prantadoù brav-tre a zo (hag ur bern daveoù d’ar Simpsons hervezon). Me oar eo awenet kalz ar film gant The King of Comedy met n’am eus ket bet tro da welet ar film-se c’hoazh. Digredus a-walc’h eo Joaquin Phoenix ivez.
Ur sell dedennus war an Joker. Kazi a re eo al liamm gant Batman e fin ar film avat, evidon-me ne oa ket ezhomm. Vad a ra gwelout filmoù DC evel-se, e mod stand alone gant ur bersonelezh ha ket o klask ober ur cinematic universe n’eus ket ezhomm dioutañ.

Film sevenet gant Todd Philipps. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e02.

Sous le lit

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Here 26, 2021 by geekezig

souslelitUr paotr yaouank eo Valentin, studier e Pariz. O vevañ gant e vamm emañ met n’en deus ket lâret dezhi c’hoazh e oa heñvelreviad. Goude un nozvezh ebat ne oar ket ken ma oa sur an darempred, krediñ a ra eo klañv gant ar sida marteze. E vignonez a viskoazh Emilie a glask sikour anezhañ hag ivez rediañ anezhañ da choukañ e dibaboù.
Un istor tener ha gwirheñvel gant tudennoù un tamm laosk, a glask digarezioù…

PlancheA_souslellit
Istor ha tresadennoù gant Quentin Zuttion. Embannet gant an embannadurioù Lapin d’ar 14 a viz Even 2019.

pour te voir cinq minutes encore

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , , , on Gwengolo 21, 2021 by geekezig

pourtevoircinqminutesencoreAurélie Le Floch he doa kollet he zad e miz Genver 1994. Ur grennardez e oa d’ar mare-se. He zad a oa klañv gant ar sida. Trouver les mots pour te voir cinq minutes encore, pour garder ton image a zo un testeni berr ha fromus eus bugaleaj ur plac’h, he zud dispartiet pa oa bugel, he zad divreviat. A bep seurt eñvorennoù a zo en he zestenn : un darempred start gant he mamm, dilojadegoù, kalz traoù graet en desped dezhi hag ar blijadur bepred da vont da Roazhon e ti he zad pe he mamm-gozh, da vevañ traoù all, ur metou all. Nebeut a blas a gemer ar c’hleñved el levr, ken prim e seblant bezañ bet an traoù. N’eo ket al lodenn-se ar pep pouezusañ met kentoc’h an doare m’he deus ur plac’h da zegemer marv he zad. Ul levr bihan efedus ha kreñv.

Testeni gant Aurélie Le Floch. Embannet e ti Ateliers Henry Dougier, en dastumad Une Vie Une Voix, d’ar 7 a viz C’hwevrer 2019.

Plaire, aimer et courir vite

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Gouere 26, 2021 by geekezig

plaireaimeretcourirviteDaoust hag eñ e felle din sellet ouzh Plaire, aimer et courir vite evit gwelet straedoù Roazhon war ar skramm ? Marteze ‘walc’h.
1993. Ur skrivagner parizian eo Jacques, klañv eo gant ar sida. Arthur a zo ur studier eus kreiz Breizh, studial a ra e Roazhon. E sal sinema an TNB e raio anaoudegezh an daou baotr.
Setu tout ar pezh a blij din hag en deus hegaset ac’hanon e memes frazenn. Romantel kenañ eo ar film ha koulskoude e seblant gwirion ha brav, n’eo ket re, met evit ar re o deus anavezet Roazhon er bloavezhioù 90 e oa poanius gwelet an TNB evel m’emañ hirie an deiz è_é (evit ar straedoù all mont ‘rae c’hoazh).
Farsal a ran evel-just rak n’eo ket grevus-tre. Hegaset on bet muioc’h gant hirder ar film. Brav eo koulskoude ha ral eo un testeni ken “personel” eus tud o vervel gant ar sida er bloavezhioù 90 e Frañs (120 battements par minute na oa ket ken personel lakaomp). Aliañ a ran ar film deoc’h e gwirionez.

Film sevenet gant Christophe Honoré. Frañs, 2018, 2e12.

Journal d’un enfant de lune

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Even 6, 2021 by geekezig

Tro am boa bet da glevet komz diwar-benn Journal d’un enfant de lune peogwir e oa war renk evit ar priz “aes da lenn” e 2018, loread ar priz eo bet e 2019. Atizet eo bet ma evezh en-dro p’on kroget da heuliañ an dresourez Anne-Lise Nalin war Instagram, goude Japan Expo 2019. Poent ‘oa din e lenn memestra!
16 vloaz eo Morgane. Dilojet eo he familh ha n’eo ket gwall laouen gant an dibab-se. Buan e tizolo un deizlevr bet kuzhet gant ur paotr yaouank, Maxime, annezad an ti a-raok familh Morgane. Morgane a zo bamet rak istor Maxime, ur c’hrennard tizhet gant kleñved ral ar xeroderma pidementosum. Klask a ra war-lerc’h ar paotr yaouank.
Koantik eo Journal d’un enfant de lune, un doare simpl hag eeun da gaout titouroù diwar-benn ar c’hleñved-se a zo brudet fall memestra. Un tamm re eeun eo an traoù avat ha n’a ket an traoù kalz pelloc’h eget-se, siwazh.Istor gant Joris Chamblain ha tresadennoù gant Anne-Lise Nalin. Embannet e ti Kennes, d’an 11 a viz Here 2017.

Bohemian Rhapsody

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Du 28, 2020 by geekezig

N’on ket sod a-walc’h gant Queen evit bezañ bet c’hoant groñs gwelet ar film-mañ er sinema. Anavezout a ran sonerezh ar strollad ha marv Freddie Mercury met nebeut a draoù ouzhpenn a-benn ar fin.
Kalzik brud etre a oa gant ar film ouzhpenn setu e oa bet c’hwitet ganin.
Ur bern traoù ‘m eus desket diwar-benn ar strollad a-drugarez d’ar film, daoust din gouzout mat eo bet dre ret romantelaet an traoù. Prantadoù fentus, nerzhus, mignoniezh, fromus, drouk, fachiri a zo.
Kavout a ran e tiskouez mat ar film pegen kreñv e oa nerzh Queen evel strollad prest da ijinañ traoù nevez, mont bepred pelloc’h ganti. E gwirionez, izili all ar strollad : Roger, Brian ha John a zo lakaet kalz en a-raok. Ar rebechoù e vefe ur film o tiskouez Freddy Mercury evel ur sant a gavan souezhus peogwir on bet dedennet me muioc’h gant tout an dud all tro-dro dezhañ, a seblante “siouloc’h” marteze met tud dedennus ivez. Torr-penn eo marteze bezañ bet ijinet fachiri etre ar strollad pa ne oa ket bet pe c’hoazh e vefe bet diskuliet e oa klañv Freddie Mercury gant ar sida a-raok abadenn al Live Aid padal ne ouie ket c’hoazh e oa klañv, koulskoude, ret eo anzav e ro nerzh ha from d’ar film.
Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh Bohemian Rhaspody, anzav a ran!

Film sevenet gant Bryan Singer. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e14.

Les jours qui restent

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Du 2, 2020 by geekezig

Tri den a vo heuliet e-barzh Les jours qui restent. Tri den gant memes kleñved met gant buhezioù disheñvel, da brantadoù disheñvel eus o buhez.
Ur studierez a zo o paouez gouzout e oa klañv hag a glask troc’hañ an holl liammoù ha paouez gant an holl raktresoù a oa ganti betek-hen, un den klañv abaoe pell met techet da evañ ha gant darempredoù skoemp gant e familh hag  ur plac’h o paouez koll he mamm ha gwallgaset gant he c’henseurtezed. Tremen a raio amzer tamm-ha-tamm ha pep hini a gavo nerzh da vont war-raok.
N’eo ket displijus da lenn met n’eo ket dreistordinal, n’eus ket amzer a-walc’h evit anavezout mat pep tudenn ha seblantout a ra an darempredoù ha tout un tamm diwar c’horre. Domaj eo.Istor gant Éric Dérian ha tresadennoù gant Magali Foutrier. Embannet gant Delcourt d’an 13 a viz C’hwevrer 2019.

Green Class 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Eost 17, 2020 by geekezig

Ur strollad liseidi Kanadian a echu gant ur veaj en natur. Emaint er Stadoù-Unanet ha dav eo dezho distreiñ da Ganada.
Buan a-walc’h e verzont ez eus ur gudenn avat rak goullo eo ar straedoù ha skritelloù o komz diwar-benn ur c’hleñved-red a zo pep lec’h. Diskleriet e vez dezho ne vo ket posupl dezho kuitaat ar Stadoù-Unanet pe neuze e vo ret dezho dilezel Noah, unan eus izili o strollad, a seblant taget gant ar c’hleñved-red. C’hoar Noah na fell ket dezhi dilezel anezhañ hag ul lodenn eus ar strollad a ziviz chom ganti. Klask a reont bod met start e vo dezho bevañ er bed-se…
An tresadennoù o deus plijet din met re glasel en deus seblantet din an istor hag an tudennoù, un diouer a ijin marteze e istorioù skiant-faltazi ekologel evel-se…
Dudi ‘m eus bet met n’ouzon ket ma fello din lenn hiroc’h.Istor gant Jérôme Hamon, tresadennoù gant David Tako. Embannet gant Le Lombard, d’ar 15 a viz C’hwevrer 2019.