Dielloù evit sida

pour te voir cinq minutes encore

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , , , on Gwengolo 21, 2021 by geekezig

pourtevoircinqminutesencoreAurélie Le Floch he doa kollet he zad e miz Genver 1994. Ur grennardez e oa d’ar mare-se. He zad a oa klañv gant ar sida. Trouver les mots pour te voir cinq minutes encore, pour garder ton image a zo un testeni berr ha fromus eus bugaleaj ur plac’h, he zud dispartiet pa oa bugel, he zad divreviat. A bep seurt eñvorennoù a zo en he zestenn : un darempred start gant he mamm, dilojadegoù, kalz traoù graet en desped dezhi hag ar blijadur bepred da vont da Roazhon e ti he zad pe he mamm-gozh, da vevañ traoù all, ur metou all. Nebeut a blas a gemer ar c’hleñved el levr, ken prim e seblant bezañ bet an traoù. N’eo ket al lodenn-se ar pep pouezusañ met kentoc’h an doare m’he deus ur plac’h da zegemer marv he zad. Ul levr bihan efedus ha kreñv.

Testeni gant Aurélie Le Floch. Embannet e ti Ateliers Henry Dougier, en dastumad Une Vie Une Voix, d’ar 7 a viz C’hwevrer 2019.

Plaire, aimer et courir vite

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Gouere 26, 2021 by geekezig

plaireaimeretcourirviteDaoust hag eñ e felle din sellet ouzh Plaire, aimer et courir vite evit gwelet straedoù Roazhon war ar skramm ? Marteze ‘walc’h.
1993. Ur skrivagner parizian eo Jacques, klañv eo gant ar sida. Arthur a zo ur studier eus kreiz Breizh, studial a ra e Roazhon. E sal sinema an TNB e raio anaoudegezh an daou baotr.
Setu tout ar pezh a blij din hag en deus hegaset ac’hanon e memes frazenn. Romantel kenañ eo ar film ha koulskoude e seblant gwirion ha brav, n’eo ket re, met evit ar re o deus anavezet Roazhon er bloavezhioù 90 e oa poanius gwelet an TNB evel m’emañ hirie an deiz è_é (evit ar straedoù all mont ‘rae c’hoazh).
Farsal a ran evel-just rak n’eo ket grevus-tre. Hegaset on bet muioc’h gant hirder ar film. Brav eo koulskoude ha ral eo un testeni ken “personel” eus tud o vervel gant ar sida er bloavezhioù 90 e Frañs (120 battements par minute na oa ket ken personel lakaomp). Aliañ a ran ar film deoc’h e gwirionez.

Film sevenet gant Christophe Honoré. Frañs, 2018, 2e12.

Bohemian Rhapsody

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Du 28, 2020 by geekezig

N’on ket sod a-walc’h gant Queen evit bezañ bet c’hoant groñs gwelet ar film-mañ er sinema. Anavezout a ran sonerezh ar strollad ha marv Freddie Mercury met nebeut a draoù ouzhpenn a-benn ar fin.
Kalzik brud etre a oa gant ar film ouzhpenn setu e oa bet c’hwitet ganin.
Ur bern traoù ‘m eus desket diwar-benn ar strollad a-drugarez d’ar film, daoust din gouzout mat eo bet dre ret romantelaet an traoù. Prantadoù fentus, nerzhus, mignoniezh, fromus, drouk, fachiri a zo.
Kavout a ran e tiskouez mat ar film pegen kreñv e oa nerzh Queen evel strollad prest da ijinañ traoù nevez, mont bepred pelloc’h ganti. E gwirionez, izili all ar strollad : Roger, Brian ha John a zo lakaet kalz en a-raok. Ar rebechoù e vefe ur film o tiskouez Freddy Mercury evel ur sant a gavan souezhus peogwir on bet dedennet me muioc’h gant tout an dud all tro-dro dezhañ, a seblante “siouloc’h” marteze met tud dedennus ivez. Torr-penn eo marteze bezañ bet ijinet fachiri etre ar strollad pa ne oa ket bet pe c’hoazh e vefe bet diskuliet e oa klañv Freddie Mercury gant ar sida a-raok abadenn al Live Aid padal ne ouie ket c’hoazh e oa klañv, koulskoude, ret eo anzav e ro nerzh ha from d’ar film.
Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh Bohemian Rhaspody, anzav a ran!

Film sevenet gant Bryan Singer. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e14.

120 battements par minute

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Eost 30, 2018 by geekezig

Ral eo gwelet filmoù diwar-benn kevredigezhioù ‘benn ar fin. 120 battements par minute a ziskouez ur prantad eus buhez kevredigezhel Act up Pariz. Ur gevredigezh a-enep ar sida, evit difenn ar re glañv gant ar c’hleñved-se ha dilezet gant ar servijoù foran. Ur bern prantadoù emvodoù a zo, pezh a zo dedennus, gwelet e vez mat e ya en dro evel forzh peseurt kevredigezh all ^^ met kazi re e oa evidon me a-benn ar fin. N’ouzon ket ma felle d’ar sevener diskouez an niver a sujedoù pe betra met re a brantadoù heñvel a oa evidon. Eil lodenn ar film a zo kentoc’h diwar-benn marv un dudenn resis a-benn ar fin, ha penaos e c’hall marv un ezel kaout un efed war an holl izili all. Fromus ha gwirheñvel ‘m eus kavet ar prantad en ti da skouer. Ur film pouezus eo neuze, evit istor ar stourm-se e Frañs, evit lakaat da soñj pegen start e oa evit ar re glañv, an doare tabou eo bet d’ur mare zo er gevredigezh (hag a chom c’hoazh?). Mat e oa ivez gwelet prantadoù oberoù (el labourva, el lise met ivez d’ar 1añ a viz Kerzu) ha prantadoù buhez a-stroll, gouelioù, plijadur. Domaj eo e vefe ken hir ar film a-benn ar fin (gant traoù zo adlavaret me gav) rak mod all ez eus mennozhioù brav, prantadoù kreñv ha reoù sioul, prantadoù foran ha reoù brevez, tud klañv hag a glask doareoù da chom bev pe da gaout respontoù hag aesaat buhez ar re all, ar re a gar anezho o sikour anezho.

Film sevenet gant Robin Campillo. Frañs, 2017, 2e23.

The Informers

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Genver 15, 2015 by geekezig

the_informersYaaaa, anzav a ran e oan dedennet gant The Informers abalamour da daou zen : Bret Easton Ellis + Winona Ryder, ar peurrest ne oa ket pouezus. War a seblant eo savet ar film diwar danevelloù a oa chomet diembann da vare romantoù kentañ Bret Easton Ellis. Kaoz a zo neuze eus tud yaouank pinvidik, dramm, rev… Adalek ar penn-kentañ avat ‘m eus bet un tamm aon, n’ouzon ket abalamour da betra resis, ma oa an aergelc’h pe an aktourien met traoù ‘zo na glotent ket, a rae faos da vat.
Heuliet ‘vez a bep seurt tudennoù neuze hag e c’hoarvez traoù dezho met ne teuen ket a-benn na da vezañ dedennet na netra (marteze e tiskouez un tamm ar pezh a c’hall bezañ techoù fall Bret Easton Ellis : an diouer a dudennoù plijus. Dre vras e chomont dedennus met aze ne oa netra). Ma, ur film a vez disoñjet buan neuze…

Film sevenet gant Gregor Jordan. Stadoù-Unanet Amerika, 2008, 1e38.

Angels in America

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Mae 17, 2011 by geekezig

Klevet em eus bet kalz komz eus Angels in America evel ur stirad a-feson. Savet eo bet e 2003 diwar ur pezh c’hoari brudet er Stadoù-Unanet. Padout a ra 6 eur, gant 6 rann neuze. Skignet int bet e div lodenn 3 eurvezh.
Un toullad aktourien vrudet a c’hoari e-barzh e-giz Meryl Streep, Emma Thompson hag Al Pacino. Un dra hervek all a zo ar fed e c’hoari pep hini meur a dudenn, un tammig evel er c’hoariva a-benn ar fin. Tremen a ra an traoù e 1985 e New York, e-lec’h ma krog ur bern tud da vezañ klañv bras ha da vervel abalamour d’ar sida. Heuliet e vo un toulladig tudennoù, daou glañv hag o endro levezonet gant-se. Moarvat eo heverk awalc’h eus ar bloavezhioù 80 er Stadoù-Unanet a-fed aergelc’h, seblantout a ra gwir. Da c’houde ez eus kalz prantadoù hunvre e-barzh an afer (un dudenn un tamm sod hag a re glañv a wel traoù abalamour d’an derzhienn), un tammig iskis int met sikour a reont da gompren poanioù ha prederioù an tudennoù. An holl a zo dedennus abalamour n’int ket tud peurvat na brav eston, tud wir e seblantont bezañ. Ne lârfen ket eo un dispac’h ar stirad-se abalamour n’eo ket ispisial a-fed stumm na netra met pouezus eo e-keñver istor ha dreist-holl un istor n’eo ket ken kozh-se hag a zo gwir c’hoazh…