Dielloù evit skol

Spy x Family 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , on Even 9, 2023 by geekezig

Ur spier eo Twilight, barrek-kenañ evit dic’hizañ, laerez titouroù ha me oar me. Bevañ a ra en ur vro lec’h m’eo stegn an traoù gant ar broioù nes. Kalz politikourien a ginnig labour dezhañ neuze.
E garg a-zeu a vo tostaat ouzh un den politikel eus un tu mirourel prest da dagañ ar vro e-kichen. Met un tu hepken a zo evitañ da zont a-benn : kaout ur familh ha kas e vugel e memes skol ha bugel an den-se.
Twilight a zo dizimez, mont a ra neuze da gerc’hat ur bugel en un ti emzivaded meret en un doare souezhus… Anya a zo ur plac’hig a c’hall lenn e soñjoù an dud, setu perak ne kav familh ebet evit ober war he zro. Ur vuhez a savont asambles, o lakaat da grediñ eo intañv Twilight. Dav e vo dezho kaout un trede ezel avat evit kas pep tra da benn ha tuta ur wreg/ur vamm er familh. Kavout a reont ur plac’h yaouank, Ior, a zo lakaet diaes gant he c’henseurtezed hag he breur peogwir eo dizimez c’hoazh. Ul lazherez a vicher eo ivez… Un emglev a vo etre an tri-se neuze.
Fentus-tre ha dudius-kenañ eo Spy x Family. An doare familh krouet adalek poentoù boutin sot nay a ya mat-tre en-dro. Hast ‘m eus gouzout penaos e kendalc’ho ar vuhez evit ar “familh”-se !

Istor ha tresadennoù gant ENDŌ Tatsuya. Embannet e galleg gant Kurokawa, d’an 10 a viz Gwengolo 2020.

Ghost Killers VS Bloody Mary (Os Exterminadores do Além Contra a Loira do Banheiro)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Eost 30, 2021 by geekezig

Ur film eus Brazil eo Os Exterminadores do Além Contra a Loira do Banheiro.
Ur strollad “klaskerien tasmantoù” null war YouTube a vez fiziet ul labour dezho : filmañ en ur skol diouzh an noz, peogwir e vefe un tasmant. Pezh a zo eo satanazet e gwirionez an ti…
Leun a wad eo ar film, droch penn-da-benn, farsadennoù pounner (dave da South Park ha traoù evelse). Met dudius a-walc’h.

Film sevenet gant Fabrício Bittar. Brazil, 2018, 1e48.

Happiness Road (Hsing Fu Lu Shang)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Mae 13, 2021 by geekezig

Ur film personel ha fromus-kenañ eo Happiness Road. Tchi a rank distreiñ da d/Taiwan goude marv he mamm-gozh. Ur prantad preder a vo eviti, hiraez pe ur sell war he buhez, perak he deus kuitaet he bro da skouer. Prantadoù start-tre a zo er film, an doare da gelenn mandarineg d’an holl (er bloavezhioù 80 e veze mezhekaet ar vugale a gomze minnan (komzet e Taiwan) er skol…), feulster ar boliserien a-enep manifestadegoù studierien, hag all. Dedennus-tre ha bedel benn ar fin. Ur bern prantadoù “hunvreoù” bet graet gant Tchi a zo pe distummadurioù kredennoù bugel.
Ur film speredek ha soutil, brav.

Film sevenet gant Hsin-Yin Sung. Taiwan, 2017, 1e51.

メアリと魔女の花 (Meari to majo no hana / Mary et la fleur de la sorcière)

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Eost 29, 2019 by geekezig

Film nevez sevener Marnie hag Arriety eo Mary, diazezet war ur romant saoz ur wech ouzhpenn.
Mary a zo ur plac’hig leun a startijenn met dizampart. E vakañsoù emañ e ti he moereb gozh, o c’hortoz an distro-skol. En ur bourmen er c’hoad e kav ur vleunienn. Ur vleunienn a roio dezhi galloudoù hud eo. Mont a raio da weladenniñ skol hudouriezh Endor, un devezh a feson eviti met trenkañ a raio an traoù eviti buan pa vo dizoloet gant skipailh ar skol he deus kontet gaou…
Anat eo e komz ar film eus c’hoant mab den da vestroniañ an natur (dre an hudouriezh amañ). Fentus eo ar film, santet e vez eo savet evit ar vugale. Hir am eus me kavet ma amzer avat hag un tamm re eeun e oa an istor siwazh. Domaj.

Film sevenet gant YONEBAYASHI Hiromasa, diwar romant Mary Stewart The Little Broomstick. Japan, 2017, 1e42.

Mes années 80 – 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Mae 8, 2016 by geekezig

mes-annees-80-tome-2Setu neuze eil lodenn bloavezhioù 80 Sean Chuang e Taiwan. Mesket eo ur wech ouzhpenn an traoù e keñver kronologiezh (traoù zo a dremen pa oa bugel ha traoù kentoc’h pa oa krennard pe den gour yaouank zoken). Fentus-tre am boa kavet al lodennoù diwar-benn ar Betamax hag ar VHS (prenet e oa bet ul lenner kasedigoù Betamax gant tad Sean, na pebezh dipit evitañ hag e vreur pa grogo kasedigoù Betamax da vezañ dilezet mik), pe c’hoazh deskrivadur an “MTV” (movie television) : lec’hioù evit feurmiñ ur salig, ur skramm ha sellet ouzh ur film e… laser disc (:D c’hoarzhin a ran met gwelet e vez ivez pegen bras eo bet berzh al laser disc en Azia, netra da welet gant ar c’hornog). An doareoù evit kendrec’hiñ e dud da vont da welet Star Wars, al levrioù bannoù-treset a feurme Sean hag e vreur er stal levrioù… Eñvorennoù disheñvel penn-da-benn a zo ivez diwar-benn micherioù bihan, ar bloavezhioù servij en arme pe al loened a veze kaset gant ar vugale d’ar skol. Un drugar eo bet bepred, leun a souezhadennoù sevenadurel ha traoù kar d’ar pezh a zo bet bevet ganeomp memestra daoust da bep tra…
Plijet on bet gant an daou levr eñvorennoù-mañ!mesannees802dIstor ha tresadennoù gant Sean Chuang. Embannet e galleg gant Akata, d’an 12 a viz Du 2015.

Boyhood

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on C'hwevrer 3, 2016 by geekezig

boyhoodC’hwitet em boa Boyhood er sinema ha gwall dilaouen e oan d’ar mare-se. Film nevez Richard Linklater a oa ur raktres sot-nay : filmañ bugaleaj ha krennardiezh ur paotr. Gant memes aktourien! Filmet eo bet e pad 12 vloaz neuze!
Etre 6 ha 18 vloaz e vez heuliet Mason Junior hag e familh : prantadoù dister ar vuhez, traoù didalvoud (c’hoari er park gant o zad a-raok ur c’hrogad baseball), prantadoù a-bouez ar vuhez, fentus ha fromus… Moarvat ez eus bet divizet traoù senario abalamour d’ar filmañ (diloj hag all) met un taol dreist e chom rak redek a ra an istor en un doare naturel-kenañ. Dedennus-tre ‘m eus kavet ar bonusoù war eil pladenn an DVD evit kompren gwelloc’h pegen digustum eo seurt raktres, hag an traoù a c’hall cheñch e-kerzh 12 vloaz (merc’h ar sevener a c’hoari c’hoar vihan Mason na felle ket dezhi ken c’hoari ar pezh goude ur mare da skouer)…
Ur film digredus dre an doare m’eo bet filmet, hag ur film brav ha simpl diwar-benn ar vuhez dre vras.

Film sevenet gant Richard Linklater. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 2e05.

A Bird Story

Posted in C'hoarioù video with tags , , , on Du 8, 2015 by geekezig

a_bird_storyBloaz zo e oa deuet er-maez c’hoari nevez Freebird Games, en doa diorroet To The Moon en doa plijet kalz din. Heñvel a-fed neuz (ha sañset da dremen a-raok), A Bird Story a zo un istor a vez heuliet hep ober kalz a dra. Pep tra d’ober evit mont war-raok, gant an douchennaoueg hepken, a zo diskouezet (dre soñjoù an haroz pe dre ur sin bihan). Heuliet e vez an istor sioul neuze, kazi evel ur film. 1e30 ‘m eus me c’hoariet. N’eo ket displijus evit ar re, eveldon, a oa bet plijet gant aergelc’h (tresoù, sonerezh) To The Moon. a-bird-story-1Ur bern temoù a zo : mignoniezh, digenvez, digompren… Rak e-unan emañ haroz ar c’hoari, n’eus dremm ebet gant an dud tro-dro dezhañ, zoken gant e vamm. Un deiz bennak e sikour un evn taget gant ur broc’h hag e sikour al loen gloazet. Ur gwir mignon a gav aze. Ur gontadennig, koant met n’am eus ket kavet fromus na kreñv evel To The Moon. Evel-just e c’halle Ken Gao (krouer an daou c’hoari) ober un dra nevez ha disheñvel digudenn met ‘m eus aon on bet jenet un tamm gant an nebeut a frankiz laosket d’ar c’hoarier (n’eus ket tu da vont da bourmen pe d’ober traoù all estreget ar pezh a lak da vont an istor war-raok), marteze an diouer a destenn hag an nebeut a draoù d’ober, dre vras. Domaj eo un tamm.

C’hoari diorroet gant Freebird Games. Evit ur c’hoarier war PC, Mac ha Linux abaoe ar 4 a viz Du 2014.

Mes années 80 – 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Here 4, 2015 by geekezig

mes-annees-80-1Sean Chuang a gont e vugaleaj e fin ar bloavezhioù 70 hag e-pad ar bloavezhioù 80, e Taiwan. Ur bugel dedennet gant ar manga, filmoù Bruce Lee, an tresañ e oa. A bep seurt traoù a gont, liammet gant ar c’hoarielloù (ha stad arc’hant e familh), ar skol, ar sotonioù gant mignoned, ar reolennoù e Taiwan, marv Bruce Lee
Ul levr dedennus evit deskiñ penaos e oa kevredigezh Taiwan d’ar mare-se hag ivez evit gwelet ez eus darvoudoù etrevroadel o deus merket bugale er bed a-bezh. Hast ‘m eus lenn an eil lodenn.mes-annees-80-1-di

Istor ha tresadennoù gant Sean Chuang. Embannet e galleg gant Akata, d’an 28 a viz Genver 2015.

A silent voice 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Gwengolo 5, 2015 by geekezig

silent-voice-t1Ur manga a ra berzh bras e bro Japan eo A silent voice sañset. Haroz ar manga a zo ur paotr hegasus meurbet a vez drouk spontus gant ur plac’h vouzar en e glas, betek ar mare ma vez dizoloet gant rener ar skol e ra an dra-se hag e trenk an traoù evitañ. El levrenn-mañ e vez gwelet ar paotr er skol/skolaj oc’h ober anaoudegezh gant ar plac’h vouzar, o wallgas anezhi hag o vezañ gwallgaset. Komprenet e vez avat e tremeno peurrest an istor da vare al lise, pa glask mont e darempred en-dro ganti. Da welet neuze. N’on ket bet dedennet spontus, na gavan ket dispar an tresadennoù. Evidon-me e komz eus an ijime e bro Japan pezh a zo dedennus met bet gwelet dija e istorioù all. Na gomprenan ket mat perak e ra kement-se a verzh neuze!silent-voice-d

Istor ha tresadennoù gant OIMA Yoshitoki. Embannet e galleg  gant Ki-oon d’an 22 a viz Genver 2015.

Bonne nuit Punpun 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Mae 26, 2015 by geekezig

bonne-nuit-punpunSoñj ‘m eus e felle din lenn Bonne nuit Punpun abaoe ma oa bet kuzuliet gant Davy Mourier en unan eus e abadennoù. Kavet ‘m eus ar manga el levraoueg ha kroget e-barzh! N’on ket souezhet tamm ebet en defe plijet dezhañ. Kontet e vez istor Punpun a zo 9 vloaz bennak marteze? Un doare evn eo padal eo «normal» an dud all tro-dro dezhañ met se n’eo ket strik. E dud n’em em glevont ket hag goude ur sapre chikan, e eontr a zeu da vevañ gantañ er gêr. Er skol ec’h erru ur plac’hig nevez a blij diouzhtu da Bunpun. Un emglev o deus. Gant e vignon e tizolo Punpun filmoù revr ha goude bezañ bet kavet ur c’hasedig war al leur ec’h eont war roudoù ur muntrer en defe laosket korfoù e familh en ul labouradeg…
Iskis-kenañ eo Bonne nuit Punpun! Teñval spontus, ur sell start war an dud vras (ar c’helenner ha tud ar skol a seblant bezañ sot-nay, ar gerent a zo dilabour hag a chom da evañ tra ken…), war ar relijionoù (sektennoù pe get), war an darempredoù etre ar vugale (goapaerezh, aon hag all). N’eo ket fentus an traoù, pell ac’hann! Anzav a ran, hep an doare «enklask» er fin e vefen bet techet da soñjal ne gendalc’hfen ket da lenn Bonne nuit Punpun ‘blam d’an aergelc’h-se met fellout a ra din a-walc’h gouzout petra c’hoarvezo goude neuze e klaskin ul levrenn all bennak a-raok divizout 😉bonne-nuit-punpun-di

Istor ha tresadennoù ASANO Inio. Embannet e galleg gant Kana d’an 2 a viz C’hwevrer 2012.