Dielloù evit Londrez

Cats

Posted in Filmoù with tags , , on Gouere 16, 2023 by geekezig

Ma. Ne blij ket Cats din. Bet e oan o welet an arvest e Pariz ha dirollet e oan da c’hoarzhin ken lu e kaven.
Raktres ar film-se ne roe ket c’hoant din neuze estreget goude bezañ klevet kement a dud o lavar pegen null a oa. Un doare kuriusted euzhus a voe neuze evidon gwelet ar film!
Da zigentañ : vil euzhus eo. Ne oan ket evit krediñ er munutennoù kentañ zoken. Boaziañ a reer avat.
Goude-se eo rik evel an arvest orin d’am meno : n’eus ket kalz danvez ha droch a-walc’h eo gwelet tud gwisket e kizhier o tañsal. Ar c’hanaouennoù o deus plijet din kazi muioc’h eget ar wech kentañ e-pad an arvest, pe neuze em boa soñj un tamm outo. Hir-kenañ eo, droch, vil, n’on ket evit aliañ ar film-mañ deoc’h estreget ma fell deoc’h gwelet unan eus “flop” brasañ ar bloavezhioù diwezhañ! Bamus eo un tamm en ur stumm.

Film sevenet gant Tom Hooper, diazezet war an arvest songomedi. Rouantelezh-Unanet & Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e50.

Miss Charity 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Mae 22, 2023 by geekezig

N’am eus ket bet tro da lenn Miss Charity (ar romant) c’hoazh met anzav a ran e plij spontus din labour Anne Montel ha Loïc Clément setu e oa start din chom hep lenn al levr bannoù-treset.
Charity a zo ur plac’h a vev e Londrez en ur metoù pinvidik en XIXvet kantved. Ne wel ket kalz he zud ha savet eo gant ar vitizhien. Ur plac’hig leun a startijenn eo a gav gwelloc’h mont er maez, studial al loened hag ar plant eget ober traoù fur. Heuliet e vo betek na vefe 15 vloaz, o kreskiñ ha tamm-ha-tamm mont e darempred gant tud all, ur “skolaerez”, he c’hendirvi hag all. Deskiñ a raio livañ ivez. Plijus-kenañ ‘m eus kavet an istor, un tu Jo March ma vefe bet digenvez (ha pinvidikoc’h) dezhi. Brav ‘m eus kavet darempred Charity gant he zad, tavedek met a seblant fromet gant traoù resis liammet gant e verc’h. Brav eo an tresadennoù evel-just ha hast ‘m eus lenn pezh a c’hoarvezo ganti da c’houde!

Istor gant Loïc Clément diwar romant Marie-Aude Murail ha tresadennoù gant Anne Montel. Embannet gant Rue de Sèvres d’an 19 a viz C’hwevrer 2020.

Last Christmas

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on C'hwevrer 10, 2023 by geekezig

Kate a fellfe dezhi kanañ met ne ra ket peogwir e c’hwit bewech pa gemer perzh e abadennoù-selaou. Fachet eo gant he c’henlojerez, fachet eo gant he c’hoar, gant he mamm, gant he renerez. Klañv bras eo bet hag abaoe e ra forzh petra. Ur paotr yaouank a dremen dirak ar stal e lec’h ma labour a lako anezhi da welet an traoù en un doare all, tamm-ha-tamm.
Santad kentañ ar film evidon a oa gwelet pegen fentus e oa gwelet an trope “Manic Pixie Dream Girl” eilpennet. Tom n’en deus personelezh resis ebet, seblantout a ra anavezout an holl, jentil eo, selaou a ra, ober a ra traoù souezhus, dres evel an doare tudennoù-se.
Dudius eo ar film ha tammoù politikerezh a zo e-barzh zoken peogwir emañ familh Kate a orin eus Kroatia ha mare ar brexit eo.
Sonerezh a-bezh ar film a zo kanaouennoù George Michael, perak ket, met souezhus eo. Hag un twist a zo, a zispleg traoù zo met en deus displijet kalz din. Ma, efedus e oa evel film Nedeleg bepred ha plijus e oa gwelet Emilia Clarke e diavaez Game of Thrones.

Film sevenet gant Paul Feig. Rouantelezh-Unanet & Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e43.

Phantom Thread

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Even 13, 2021 by geekezig

phantom-threadUr film souezhus eo Phantom Thread. Kregiñ a ra gant un darempred muzenn klasel, un arzour dic’houzañvus ha hoalus war un dro, prantadoù bliziek-kenañ, liammet gant an dilhad a grou eñ. Tamm-ha-tamm e teu ar film da vezañ kalz teñvaloc’h, ken tort e seblant bezañ darempred Reynolds gant e c’hoar. Mennet eo Alma da chom e bed ar c’hrouer dilhad ha da chom hep bezañ kaset kuit, evel nouspet plac’h araozi.
Ur film thriller e teu da vezañ goude-se kazi.
Tapet on bet da vat er film, Vicky Krieps ha Daniel Day-Lewis a zo bamus, an dilhad, ar skeudennoù a zo brav eston. Ur film a galite uhel eo, marteze e vank un tamm from met lusket ha mestroniet da vat eo e pep keñver.

Film sevenet gant Paul Thomas Anderson. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 2e10.

Mary Poppins Returns

Posted in Filmoù with tags , , , , on Here 5, 2020 by geekezig

Mary Poppins Returns a zo heuliad Mary Poppins. Ur film klasel, unan eus ma filmoù karetañ, gwelet kant ha kant gwech.
Ne oan ket bet kalonek a-walc’h evit mont da welet Mary Poppins Returns e galleg er sinema, skramm bihan e vo neuze.
Jane ha Michael (bugale ar film Mary Poppins) a zo erru bras. Bevañ a ra Michael e memes ti ha gwechall gant e vugale. N’eo ket dispar stad kontoù ar familh abaoe marv e wreg avat, ur sizhun a zo gantañ evit paeañ e dle pe neuze e vo skarzhet ar familh kuit eus an ti-se.
D’ar mare-se eo a erru Mary Poppins en-dro d’ober war-dro ar vugale (forzh pe oad e vefent…).
N’eo ket fall mennozh diazez ar film, savet brav gant kanaouennoù dudius ha lañsus. Ur bern daveoù a zo d’ar film kentañ ha fromet on bet ur wech pe ziv gant se. Met hegaset ivez. Seblantout a ra ar film kaout c’hoant kochañ kazennoù evit klotañ rik gant ar film orin : ar ganaouenn da naetaat, ar ganaouenn un tamm foll (gant an traoù en tu gin), ar ganaouenn gant ur strollad micherourien o tañsal, ar mare gant film bevaat, hag all hag all. Adalek ur mare on kroget da gavout ez ae re bell ganti en doare da chom feal, laouen e vefen bet o welet un tamm ijin ha traoù nevez. Kompren a ran ar c’hoant da chom tost eus ar pezh a ra berzh ar film kentañ met d’ur mare zo en deus seblantet din bezañ ur remake kazi.
Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar film met n’eo ket a live gant Mary Poppins, anat.

Film sevenet gant Rob Marshall. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e10.

The Wicked + The Divine 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Even 11, 2017 by geekezig

Klevet am boa bet krouerien The Wicked + The Divine o komz e abadenn 101% nolife ur wech hag abaoe e felle din groñs lenn ar levr BT-mañ! Ha graet eo a-benn ar fin.
Bep 90 vloaz e deu da vev en-dro 12 doue, e korfoù krennarded, met ne chomont bev nemet e-pad 2 vloaz. E keit-se e krouont sonerezh hag e vevont evel pop pe rock stars, evit bezañ meulet evel m’eo dleet.
Laura, ur plac’h 17 vloaz o chom e Londrez a war pep tra diwar o fenn. E kerzh un abadenn gant Amaterasu e vez merzet gant Luci. Buan en em adkavo liammet gant ar panteon pa vo tamallet da Luci bezañ bet lazhet poliserien gant he c’halloudoù.
Brav-tre ‘m eus kavet tresadennoù The Wicked + The Divine, n’hon eus ket bet tro da welet an holl tudennoù c’hoazh ha start eo bet din kompren pep tra pa n’on ket mailh tamm ebet war ar mitologiezhoù a bep seurt. Ur blijadur e oa lenn al levr memestra (c’hoant am boa gouzout hiroc’h diwar-benn Tara da skouer!), savet evel un enklask polis kazi, gant a bep seurt tudennoù, kalz anezho neuzioù tud vrudet, personelezhioù drama queen hag all. Kenderc’hel a rin da lenn ar rummad gant plijadur! Un toullad traoù ouzhpenn a zo el levr (un atersadenn eus krouer ar senario, tresadennoù ar goloioù amerikan ha traoù all). Dedennus!Istor gant Kieron Gillen, tresadennoù gant Jamie McKelvie, livioù gant Matthew Wilson. Embannet e galleg gant Glénat en dastumad comics, d’ar 26 a viz Here 2016.

Suffragette

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Here 2, 2016 by geekezig

suffragetteE Londrez e 1912 e oa ur bagad merc’hed o stourm evit ma vefe roet ar gwir d’ar merc’hed da votiñ. Lesanvet e oant ar Suffragettes. Dre vras e oant izili eus ar Women’s Social and Political Union, kaset war-raok gant Emmeline Pankhurst. Ar film a ginnig gwelet sell ur plac’h, Maud, ne oa ket en sell da stourm met a grog da verzout traoù tro-dro dezhi, en he labour, en he buhez gant he gwaz, a lak anezhi da soñjal eo pouezus en ober.
Tamm-ha-tamm e cheñch sell he gwaz, hec’h amezeien, he c’henseurte(ze)d betek bezañ dido. Ne chom ket kalz a dra dezhi, estreget ar stourm ken.
A bep seurt doareoù da stourm a vez gwelet er film : manifestadegoù met ivez harz-debriñ en toull-bac’h (n’int ket gwelet evel prizoniadezed politikel) pe c’hoazh doareoù ar polis ivez… Ur prantad resis-tre ha kentoc’h berr eus ar stourm-se a zo taolennet er film rak n’eus ket disoc’hoù fetis diouzhtu (1918 = ar gwir da votiñ evit ar merc’hed ouzhpenn 30 vloaz, 1928 = ar gwir da votiñ evit an holl verc’hed deuet). Ur film klasel e stumm met dedennus ha kentelius a-fed istor.

Film sevenet gant Sarah Gavron. Rouantelezh-Unanet, 2015, 1e46.

About Time

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gouere 14, 2015 by geekezig

About TimeDedennet e oan bet diouzhtu gant About Time abalamour d’ar veaj en amzer. Tim a zizolo da 21 vloaz eo gouest da zistreiñ en amzer, met just en e amzer dezhañ, a-benn cheñch dibaboù graet gantañ pe traoù c’hoarvezet dezhañ, evel an holl baotred en e familh. Divizout a ra neuze klask kavout ur vignonez a-drugarez d’ar galloud-se. Fentus-tre eo lodenn gentañ ar film (daoust din kavout spontus un tamm an tu “gouzout a ran e plij-se dit neuze e c’hallan ober van bezañ dedennet ivez ha komz diwar-benn-se”). Erruet e kreiz ar film ne welen ket re da belec’h a oa o vont peogwir e oa bet tizhet ar pezh a zo dre vras pal seurt istorioù : an eured. Aha! An eil lodenn an hini a zo dedennus (ha kalz startoc’h) pa fello da Dim implijout e galloud evit sikour tud all ha kaout neuze da zibab etre e vuhez hag hini ar reoù all pe kaout da gavout diskoulmoù “boaz” evit sikour an dud all. Fromus-tre eo an eil lodenn-se ha domaj eo da skouer ne vefe ket bet tennet splet muioc’h eus tudenn e c’hoar. Plijet bras on bet gant an darempred etre Tim hag e dad. Ur sapre film diwar-benn ar c’hañv eo, bezañ gouest da “leuskel” an dud da vont ha da vevañ ha da gavout peadra da vezañ eürus memestra… Deuet brav-tre eo al lodenn-se. Ur film gant daou aergelc’h neuze met a zo efedus a bep tu. Brav!

Film sevenet gant Richard Curtis. Rouantelezh-Unanet & Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 2e03.

Doctor Who – bloavezh 4

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , on Meurzh 17, 2014 by geekezig

Season-4-doctor-whoPevare bloavezh Doctor Who! Plijet on bet spontus gant rann Nedeleg (gant Kylie Minogue), kregiñ a rae mat an traoù. Dreist ‘m eus kavet ivez ar rann gant “adipose” (ha setu me bremañ gant ul “loen feur” bihan druzoni a ra trouzioùigoù hihiiii ^^), gant distro Donna ‘m eus kavet fentus-tre. Sot on gant tudenn Donna e gwirionez. Plijet bras on bet ivez gant div rann al levraoueg (hag ober anaoudegezh gant River Song!). E gwirionez na welan ket kalz tuoù fall d’ar bloavezh-mañ, a zo ma hini karetañ betek-hen moarvat. Estreget eo re verr marteze! (ha trist un tamm ar fin evel-just)
Un toullad rannoù “ispisial” a zo da sellet da c’houde, a-raok ar pempvet bloavezh. N’on ket bet kendrec’het gant hini Nedeleg met ar reoù all a oa plijus-tre. Hini planedenn Veurzh a oa dispar, gant ur sell nevez war an Doctor, kriz ha megalo. Ha da c’houde e oa poent gwelet The Master en-dro ha lârat kenavo d’an Doctor-mañ…
Ha penaos ‘ta e vo an traoù gant Matt Smith? Gwelet ‘vo!

19 rann bet skignet etre miz Kerzu 2007 ha miz Genver 2010.

Sherlock – bloavezh 3

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on C'hwevrer 20, 2014 by geekezig

sherlock-3-2pgPenaos ‘ta, un trede bloavezh gant Sherlock? Ya ‘vat.
Evel-just e oa ar rann gentañ diwar-benn “distro” Sherlock. Leun a fent hag a from, un distro a-feson e oa.
An eil ne zegase ket kalz tra (ne oa enklask gwirion ebet) met fentus bepred ha tro-dro da eured John neuze. An trede hini ‘m eus kavet kevrinus a-walc’h (n’ouzon ket perak em eus kavet e oa ur blaz Millenium un tamm gant an den drouk, e di ha tout) met n’on ket bet kendrec’het da vat. Blaz al leuniadenn a oa un tamm gant ar bloaz-se evidon-me a-benn ar fin.

Teir rann 1e30, bet skignet gant BBC One e miz Genver 2014.