Doctor Who – bloavezh 4

Season-4-doctor-whoPevare bloavezh Doctor Who! Plijet on bet spontus gant rann Nedeleg (gant Kylie Minogue), kregiñ a rae mat an traoù. Dreist ‘m eus kavet ivez ar rann gant “adipose” (ha setu me bremañ gant ul “loen feur” bihan druzoni a ra trouzioùigoù hihiiii ^^), gant distro Donna ‘m eus kavet fentus-tre. Sot on gant tudenn Donna e gwirionez. Plijet bras on bet ivez gant div rann al levraoueg (hag ober anaoudegezh gant River Song!). E gwirionez na welan ket kalz tuoù fall d’ar bloavezh-mañ, a zo ma hini karetañ betek-hen moarvat. Estreget eo re verr marteze! (ha trist un tamm ar fin evel-just)
Un toullad rannoù “ispisial” a zo da sellet da c’houde, a-raok ar pempvet bloavezh. N’on ket bet kendrec’het gant hini Nedeleg met ar reoù all a oa plijus-tre. Hini planedenn Veurzh a oa dispar, gant ur sell nevez war an Doctor, kriz ha megalo. Ha da c’houde e oa poent gwelet The Master en-dro ha lârat kenavo d’an Doctor-mañ…
Ha penaos ‘ta e vo an traoù gant Matt Smith? Gwelet ‘vo!

19 rann bet skignet etre miz Kerzu 2007 ha miz Genver 2010.

Advertisements

2 Respont to “Doctor Who – bloavezh 4”

  1. Donna a oa… Donna! Hegasus ha sichant war an dro. Da’m soñj ez eo an hini a cheñch ar muiañ a-hed an abadennoù e-skoaz ar merc’hed all a veaj gant an Doktor.
    Ur stirad plijus eo met pa seller pizh ez eus mankoù spontus, traoù manet a-gostez hag a c’hallfe bezañ bet dedennus. Diaes eo c’hoari gant an egor hag an amzer 😉

    • Dres! Marteze eo abalamour da-se he deus plijet din kement (met kavout a ran gwall drist penaos ec’h echu an traoù eviti).
      O, me a glask dudi dreist-holl neuze n’on ket jenet gant ar mankoù. Gwir eo n’eo ket aes bepred c’hoari war seurt tachennoù ! 😉

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: