Dielloù evit merc’hed

Promising Young Woman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Genver 1, 2024 by geekezig

Kazi 30 vloaz eo Cassie. Labourat a ra hep kalz entan en ur c’hafedi. Bevañ a ra c’hoazh e ti he zud.
Ur wech ar sizhun e ya d’un toull-noz bennak hag e ra van bezañ mezv-dall. Bep sizhun ez eus ur paotr a glask “sikour” anezhi ha profitañ outi dreist-holl…
Cassie a oa barrek er skol-veur medisinerezh. Betek na c’hoarvezfe un darvoud spontus : he mignonez Nina a voe gwallet gant ur strollad studierien. Ne c’hoarvezas netra met dibosupl e oa d’an div blac’h kenderc’hel gant o studioù.
Buhez Cassie abaoe marv Nina a zo klask dial neuze.
Ur film dial eo Promising Young Woman. Un neuz “Instagram” a zo gant kalz lodennoù/skeudennoù, sonerezh pop e-leizh, un aergelc’h deuet brav. Kalz prantadoù diaes a zo avat, kalz tudennoù a ra dibaboù dipitus ha koulskoude gwirheñvel-tre. Start eo da zegemer evel-just, pegen boutin eo doareoù an dud da “respont”.
Carey Mulligan a zo bamus a-walc’h e perzh Cassie, diseblant dirak pep tra pe dost, mouchet pep tra, nerzh he buhez kaset davet an dial. N’eo ket ur film plijus neuze, lakaat a raio diaes ur bern tud. Ha souezhus a-walc’h eo fin ar film, en deus lakaet ac’hanon da soñjal “n’eo ket posupl” ha goude-se e oa ar film ur gomedienn zu a-benn ar fin. Petra ‘oa pal gwirion ar film? Start gouzout. Un doare efedus a-walc’h da lakaat ar gaoz war penaos e vez an dud dirak darvoudoù “yaouankiz”.

Luminous Blue 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Here 29, 2023 by geekezig

Kô a zo nevez erru en ul lise nevez. Entanet eo rak el lise-se ez eus ur c’hlub skeudenniñ brudet. Sot eo ar grennardez gant tapout skeudennoù, pezh na sikour ket anezhi devezh an distro-skol. Gwelet eo fall gant he c’helennerez diouzhtu. Keloù fall ouzhpenn : n’eus ket eus ar c’hlub skeudenniñ ken.
Div blac’h eus he c’hlasad a zeu da vezañ mignonez ganti avat ha kregiñ a ra da skeudenniñ anezho. Skeudennoù brav a dapo ha diskouez a raio anezho da bresidantez-bet ar c’hlub skeudenniñ. C’hoant o deus da gemer perzh en ur genstrivadeg vroadel ha marteze e c’hallo ar c’hlub kregiñ en-dro.
Ur manga “yuri” eo Luminous Blue : ur manga gant istorioù karantez etre merc’hed. Buan a-walc’h en deus seblantet din kaout fan service evit netra met ne oa ket re spontus hag ar pep splannañ a oa : tudenn paotr ebet. An holl dudennoù a zo merc’hed estreget marteze un den pe zaou a-dreñv na gomzont ket. Souezhus ! N’on ket sur da belec’h ez a an istor na bezañ dedennet bras e gwirionez avat.

Les règles de l’amitié

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Eost 27, 2023 by geekezig

Ul levr bannoù-treset dispar evit ar grennardezed yaouank eo Les règles de l’amitié. Dre sell peder mignonez o kregiñ gant al lise e vez lakaet ar gaoz war a bep seurt lodennoù eus an amzerioù. Graet eo en un doare skañv ha naturel, hep kuzhat traoù pe bravaat, en ur gomz eus poan, kudennoù paourentez, diaezamant o komz gant ar gerent, kamaladed oc’h ober goap…
Klok-tre eo ha graet en un doare fin. Dudius eo, ar strollad mignonezed a zo plijus-tre, pep hini gant he zemz spered. An tresadennoù a zo koant hag an dibab livioù ivez (bikromiezh ruz)!
Ul levr a vefe bet brav kaout gwechall. Laouen on e vefe levrioù a seurt-se evit ar merc’hed yaouank bremañ!

Ocean’s 8

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gouere 13, 2023 by geekezig

En toullbac’h emañ Debbie Ocean ha prientiñ a ra he gwalldaol a-zeu. Ur wech deuet er-maez e kav ar strollad merc’hed a sikouro anezhi da zont a-benn.
Ur film laeroñsi e mod filmoù all ar rummad Ocean’s eo Ocean’s 8. Ar wech-mañ e vo ur bagad merc’hed hepken avat ha tremen a ra an darvoudoù e-pad gala bloaziek ar Met. New York, dilhad brav eston ha mirdioù, un aergelc’h eus ar plijusañ! Dudius-tre ‘m eus kavet ar film, fentus ar bagad merc’hed, pep hini gant he barregezhioù hag ur sapre labour a zo bet graet war an dilhad evit ar gala evel-just met a-hed ar film ivez. Ur souezhadenn a-feson d’am meno.

Film sevenet gant Gary Ross. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e50.

100 kilos d’étoiles

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Even 12, 2023 by geekezig

Loïs a fellfe dezhi dont da vezañ astraerez. Barrek eo e fizik, mennet ha leun a startijenn en he raktres. Pezh a zo, tev eo. Goude meur a wallzarvoud peogwir he doa paouezet da zebriñ eo bet kaset gant he zud en un ospital evit ar re yaouank gant kudennoù liammet gant ar boued. Gant an teir flac’h en he c’hambr ec’h ijinont tec’hout kuit betek Tolosa da gemer perzh en ur genstrivadeg aozet gant ar c’hCNES.
Ur film koant eo 100 kilos d’étoiles, a ro startijenn ha spi. A bep seurt kudennoù a zo gant ar merc’hed hag aes eo soñjal emañ ar saviad gwashañ ganto, bac’het en o c’hasoni en o c’heñver.
Ur film “strollad mignonezed”, road movie ha raktres eo, ha kaset eo mat da benn.

Film sevenet gant Marie Sophie Chambon. Frañs, 2019, 1e38.

Charlie’s Angels

Posted in Filmoù with tags , , , on Even 11, 2023 by geekezig

Ar film kentañ liammet gant Charlie’s Angels eo a welan. N’em boa ket gwelet an hini gant Cameron Diaz, Drew Barrymore ha Lucy Liu nag ar stirad e gwirionez. Seblantout a rae fentus ar stumm nevez-se avat.
Ur film birvilh klasel eo ha gwelet vez an traoù dre sell Jane, ijinourez e Hamburg a vo un danvez angel.
Fentus ha dudius eo ar film, gant lodennoù un tamm pep lec’h er bed, evel ma zere en ur film birvilh ha spierezh met siwazh eo un tamm hir ha n’a ket kalz pelloc’h an traoù.

Film sevenet gant Elizabeth Banks. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e58.

Woman

Posted in Filmoù with tags , , on Even 1, 2023 by geekezig

Un teulfilm atersadennoù eo Woman. A bep seurt merc’hed, a bep lec’h er Bed, a bep seurt oad. A gomz diwar-benn o c’horf (amzerioù, kozhni, kleñved), diwar-benn deskadurezh, familh, kaout bugale pe get.
Ur film brav eo, a ro c’hoant klevout kalz merc’hed all o komz ! Brav eo an holl verc’hed ha peadra ez eus da vezañ fier outo, fier da vezañ merc’hed. Simpl eo ha fromus rak traoù grevus-tre a vez meneget ivez (dimeziñ dre ret bugale, ezskej, merc’hed gwerzhet, gwallgaset…).

Film sevenet gant Anastasia Mikova & Yann-Arthus Bertrand. Frañs, 2019, 1e48.

Birds of Prey and the Fabulous Emancipation of One Harley Quinn

Posted in Filmoù with tags , , , on Meurzh 30, 2023 by geekezig

Kregiñ a ra ar film gant ul lodenn bevaat evit diverrañ darvoudoù Suicide Squad. Un digoradur a blijas din.
Echu eo an traoù etre Harley Quinn hag an Joker, setu emañ tout Gotham o klask tagañ anezhi.
Daoust dezhi e rank labourat evit Sionis, a zo o klask war-lerc’h un diamant a zo bet laeret gant ur grennardez. Tamm-ha-tamm e savo un emglev etre meur a blac’h, a zo o klask pep hini eus he zu, tallañ ouzh Sionis hag e vafia.
Kalz plijadur ‘m eus bet dirak Birds of Prey. Lodenn an emgann er park dudi da skouer am eus kavet digredus. Fent a zo hep na vefe re, dispar eo Margot Robbie, skeudennoù ha gouleier ral e filmoù gourharozed met a glot mat gant aergelc’h Gotham, e gwirionez em eus kavet fun ha dudius, nerzhus, bad ass. Plijus.

Film sevenet gant Cathy Yan. Stadoù-Unanet Amerika, 2020, 1e49.

Bombshell

Posted in Filmoù with tags , , , , , on C'hwevrer 2, 2023 by geekezig

Bombshell a zeskriv tamm-ha-tamm penaos eo savet kelaouennerezed a laboure e Fox News a-enep d’ar rener Robert Ailes e 2016. Diazezet eo war fedoù gwir. Teir flac’h a vo heuliet dreist-holl, merc’hed gant kalz youl ha sur outo, pep hini da vareoù disheñvel eus o buhez hag o red-micher.
Sevel ur prosez pe tevel? Daoust ha kavout refont labour e lec’h all? Diskouez a ra mat ar film peseurt abegoù a zo da devel e seurt afer.
Ur film efedus ha dudius daoust d’ar sujed grevus met un tamm re “brop” marteze.

Film sevenet gant Jay Roach. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e49.

Rebelles

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Genver 30, 2023 by geekezig

Distreiñ a ra Sandra e ti he mamm e Boulogne-sur-Mer. Mont a ra da labourat en ul labouradeg pesked evit klask kaout un tamm arc’hant. Goude un devezh labour e klask he rener gwallañ anezhi, en ur glask en em zifenn e vo gloazet ar paotr. Div genseurtez dezhi a zo test ha kavout a reont ur sac’h leun a arc’hant a oa dezhañ… An teir flac’h a ziviz mirout an arc’hant-se ha kregiñ un emglev etrezo, met ne vo ket simpl an traoù.
Fentus eo Rebelles, un aergelc’h plijus a genskoazell etre kenseurtezed, prantadoù kazi doare western. Spered ar film en deus plijet din, dudius eo ha savet en doare mat hag efedus !

Film sevenet gant Allan Mauduit. Frañs, 2019, 1e27.