Dielloù evit azasadenn

Motherless Brooklyn

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on C'hwevrer 24, 2024 by geekezig

Motherless Brooklyn a zo ur film “du” klasel. Dibabet en deus Edward Norton azasaat ur romant ha c’hoari ar perzh pennañ ouzhpenn seveniñ.
Er bloavezhioù 50 e New York emañ Lionel, klañv gant kleñved Gilles de la Tourette o labourat evit Frank Minna en ur burev enklaskerien prevez. Muntret e vez Frank. Da c’houde e glask Lionel kompren perak ha gant piv eo bet lazhet e rener ha mignon.
N’eo ket fall ar film ma fell deoc’h gwelet ur film polis/du neuze. Savet eo mat, skeudennoù brav a zo, elfennoù ret ar rekipe. Un tamm hir eo ar film avat ha disoñjet e vo buan a-walc’h ‘m eus aon.

Dans les pas de Nietzsche 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Du 30, 2023 by geekezig

Ur shojo gant prederourien ? Petra an diaoul? Azasaet eus ur romant a felle kinnig d’an dud un hent aes davet ar prederouriezh eo Dans les pas de Nietzsche.
Arisa KOJIMA a zo nec’het bras. Krediñ a rae e oa karedig ur paotr met gwelet he deus anezhañ gant ur plac’h all. Adalek ar mare-se e fell dezhi cheñch hag e ra un het.
Ur paotr souezhus-kenañ a zeuio da welet anezhi goude o lavar eo Nietzsche! Ar plac’h yaouank ne gred ket anezhañ. Kaozeal a reont asambles ha reiñ a ra ar paotr boued spered dezhi, traoù da vagañ etre div “gentel” betek dont da vevañ ganti evit sikour anezhi da wellaat buanoc’h.
Fentus-kenañ eo gwelet ar prederouriezh dre sell ur gomedienn romantel! Ur manga dudius neuze ha moarvat leun a draoù dic’hortoz evel m’eo ret en ur shojo. Ur mennozh souezhus ha fentus bepred.

ぼくらの七日間戦争 (7 jours / 7 Days War)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Du 5, 2023 by geekezig

Mamoru a zo ur paotr e-unan. Plijout a ra an istor dezhañ met poan en deus o kaout mignoned. En em glevout a ra mat gant Aya, merc’h ur politikour lec’hel. Emañ hi o vont da ziloj peogwir emañ he zad o vont da genderc’hel e vuhez politikel e Tokyo. Kinnig a ra Mamoru dezhi tec’hout kuit, un abeg evitañ da lavar dezhi e kar anezhi ha profañ dezhi he frof deiz-ha-bloaz. Pezh a zo e kinnig Aya da dud all dont ivez. Ur strolladig souezhus a vo neuze o vont da gampiñ en ur vengleuz dilezet. Ne oant ket evit krediñ e oa unan bennak all o vevañ aze dija, ur bugel dibaper eus Thailand. Tud eus servijoù an emvroañ a zo o klask war-lerc’h ar bugel. Ur sez a grogo ar grennarded evit difenn anezhañ ha kregiñ a raio ur brezel etrezo hag an “dud vras”, war ar lec’h ha war ar genrouedad.
Adalek munutennoù kentañ ar film e vez santet un doare rekipe mod Your Name. Un tamm hegaset on bet neuze o soñjal e vefe poent d’ar filmoù kaout ur bersonelezh e plas trevezañ en un doare dister ar filmoù o deus graet berzh bras (betek dont da vezañ heugus aze). Torr-penn eo tuioù zo eus ar film met koulskoude e lak ar gaoz war temoù ral er filmoù bevaat : an emvroañ evel-just hag ivez itrikoù politikel lec’hel (embregerezhioù o klask chom bev a-drugarez da gevratoù foran), pe c’hoazh implij ar rouedadoù sokial evit lakaat ar c’heleier hag an dud da cheñch ali.
Ur film gant sioù neuze, dreist-holl en e stumm hep personelezh hag en defe gallet bezañ dedennus bras a-drugarez d’e demoù. Domaj un tamm !

Mortal Engines

Posted in Filmoù with tags , , , on Ebrel 3, 2023 by geekezig

Brud fall a zo gant Mortal Engines ha koulskoude e rankan anzav ‘m eus bet kalz plijadur o sellet ouzh ar film-se. Tremen a ra an darvoudoù war an Douar met distrujet eo bet pep tra pe dost ha bevañ a ra an dud e bourzh kêriadennoù ha kêrioù hag a zo kirri war memes tro. Un doare taer-tre a zo gant Londrez, da “lonkañ” ar c’hêriadennoù bihanoc’h hag ur raktres o deus da dagañ ul lodenn eus ar bed a-dreñv d’ur voger. E penn ar raktres-se emañ Valentine. Ur plac’h yaouank anvet Hester Shaw a glask war e lerc’h, ur raktres dial ganti goude marv he mamm.
Dedennus ‘m eus kavet ar bed, an doare Mad Max/Miyazaki a zo dezhañ. Me oar eo se a vez rebechet d’ar bed, levezon ur bern oberennoù all. Ha gwir eo ez eus traoù bet gwelet kant gwech dija met netra ispisial en ur bed faltazi ha birvilh, distopiezh me gav. Er c’hontrol, kavet ‘m eus e oa savet en un doare logik a-walc’h.

Film sevenet gant Christian Rivers, diwar romant Philip Reeve. Zeland Nevez & Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e08.

The Boys – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , on Meurzh 17, 2023 by geekezig

The Boys a ginnig deomp ur bed e lec’h ma ‘z eus gourharozed. Met meret int gant ur gevredigezh divent, evel aktourien sinema, sportourien pe youtuberien. Hughie a oa o vont da zebriñ gant e vignonez p’eo bet he lazhet gant A-Train, ur gourharoz e-touez ar “seven”, ar seizh gourharoz pouezusañ. Adalek ar mare-se e fello dezhañ kompren perak. Un den souezhus, Billy Butcher, a deuio da glask war e lerc’h ha da ginnig dezhañ dial, sur ez eus traoù lous ha kuzh e bed ar gourharozed.
Feuls ha gwadek eo The Boys. Tamm-ha-tamm e vo dizoloet petra eo sekredoù Vought (an embregerezh e penn pep tra) hag ar gourharozed met ivez perak ne vez ket enklaskoù gant servijoù difenn ar gouarnamant evit tallañ ouzh an traoù dre zindan graet ganto. Ur mennozh mat eo ha liesseurt eo an tudennoù, gant abegoù disheñvel d’ober an traoù ha savoù-poent disheñvel. Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar bloavezh kentañ ha kenderc’hel a rin gant plijadur moarvat. N’am eus ket bet tro da lenn ar c’homic book avat setu n’hallan ket keñveriañ an div oberenn.

Stirad krouet gant Eric Kripke, diwar comic book Garth Ennis ha Darick Robertson. Stadoù-Unanet Amerika, 2019 (8 rann 50 munut). Dasparzhet gant Amazon Prime.

Galveston

Posted in Filmoù with tags , , on C'hwevrer 20, 2023 by geekezig

E 1988 e tremen darvoudoù ar film. Roy a labour evit ur penn mafia Polonad e New-Orleans. Taget eo e skevent. Kaset eo en un trap gant e rener met n’em dennañ a ra. Saveteiñ a ra ur plac’h yaouank a oa bac’het ivez. Rocky ha Roy a dec’ho kuit asambles.
Lodenn gentañ ar film ‘n eus plijet din a-walc’h, n’eus ket amzer da goll, mont a ra buan an darvoudoù. Eil lodenn ar film (adalek ar mare ma tiviz Roy klask arc’hant evit sikour ar merc’hed) n’he deus ket plijet din kement hag e fin ar gont e seblant un tamm goullo an hollad, poltred tud “white trash” ha mat pell zo. Daou aktour a blij din a zo en a-raok koulskoude met mankout a ra from ha nerzh d’am meno. Domaj eo.

Film sevenet gant Mélanie Laurent. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e34.

If Beale Street Could Talk

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Du 1, 2022 by geekezig

Ur film gorrek-tre eo If Beale Street Could Talk. Start eo ivez met brav war memes tro.
Er bloavezhioù 70 e New York emañ Tish ha Fonny o klask ur ranndi a-benn bevañ asambles. Fonny a vo harzhet gant ar polis ha kaset d’an toull-bac’h daoust dezhañ pas bezañ kablus. D’ar mare-se e oar Tish eo dougerez… Killselloù war istor karantez ar c’houblad ha stourm familh Tish evit sikour Fonny a lusk ar film. Brav eo ar sonerezh, prantadoù emgomz kreñv-tre a zo ivez, filmet brav eo an dud ivez. E gwirionez e lak da soñjal e Moonlight da vareoù zo, pezh a zo normal peogwir int bet savet gant memes sevener. Un tem all penn-da-benn eo ar wech-mañ avat hag azasadenn levr James Baldwin n’am eus ket bet lennet. Ur film bamus eo.

Film sevenet gant Barry Jenkins, diwar romant James Baldwin. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e57.

My Beautiful Boy

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gwengolo 17, 2022 by geekezig

mybeautifulboySavet diwar levrioù ur mab hag e dad, My Beautiful Boy a zo ur film diwar-benn an dramm met dreist-holl diwar-benn an doare ma stourm un tad evit sikour e vab. Un tamm evel Ben is Back ‘benn ar fin, gant traoù heñvel ha traoù all n’int ket. Klasel kenañ eo My Beautiful Boy ha perzh bras ar film a zo e gwirionez poltred Steve Carell. Timothée Chalamet a zo kendrec’hus a-walc’h ivez, e labour a live gant hini Call Me By Your Name d’am meno.

Film sevenet gant Felix Van Groeningen. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e01.

Color Out Of Space

Posted in Filmoù with tags , , on Gwengolo 11, 2022 by geekezig

color-out-of-space-1Azasadenn danevell Lovecraft eo Color Out Of Space. Heuliet e vez ur familh o vevañ e kreiz ur c’hoad, pell a-walc’h eus pep tra. Un nozvezh bennak e kouezh ur maen-gurun en o liorzh. Adalek ar mare-se e trenk an traoù forzh pegement.
N’ouzon ket pegen feal d’an danevell eo ar film met ur raktres a-feson eo d’am meno. Droch un tamm eo Nicolas Cage met klotañ a ra gant tudenn an tad a familh un tamm pounner hag o treiñ sod da c’houde.
Prantadoù euzhus a-walc’h a zo er film met skeudennoù brav a zo ivez ha dudius eo an hollad.

Film sevenet gant Richard Stanley. Stadoù-Unanet Amerika, Portugal & Malezia, 2019, 1e51.

Hibakusha

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Eost 2, 2022 by geekezig

hibakushaKlasket he deus Thilde Barboni ijinañ roud piv a c’halle bezañ war ur maen e park ar peoc’h e Hiroshima. Re vras eo evit bezañ ur Japanad hag Alamaned a oa o labourat er Genbaku dom d’ar mare-se.
Istor ur jubennour ha troer he deus ijinet, un alaman a vo kaset da labourat e Hiroshima evit treiñ teuliadoù. Un istor karantez a vevo du-hont a-raok bezañ e-touez reuzidi ar vombezenn atomek.
Dedennus eo ijinañ istor an den-se, un den a rae e labour hep kompren da zigentañ pegen grevus e oa stad an traoù.
N’eo ket dreistordinal al levr bannoù-treset-mañ met fromus ha brav eston eo ar pajennoù liammet gant darvoudoù ar 6 a viz Eost 1945. Lakaet en deus da soñj din er pezh am boa gwelet e mirdi ar peoc’h e Hiroshima.planche-bd-hibakushaIstor gant Thilde Barboni (diwar un danevell savet ganti), tresadennoù gant Cyril Cinna. Embannet gant Dupuis, d’ar 5 a viz Mae 2017.