Dielloù evit bugaleaj

Spy x Family 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , on Even 9, 2023 by geekezig

Ur spier eo Twilight, barrek-kenañ evit dic’hizañ, laerez titouroù ha me oar me. Bevañ a ra en ur vro lec’h m’eo stegn an traoù gant ar broioù nes. Kalz politikourien a ginnig labour dezhañ neuze.
E garg a-zeu a vo tostaat ouzh un den politikel eus un tu mirourel prest da dagañ ar vro e-kichen. Met un tu hepken a zo evitañ da zont a-benn : kaout ur familh ha kas e vugel e memes skol ha bugel an den-se.
Twilight a zo dizimez, mont a ra neuze da gerc’hat ur bugel en un ti emzivaded meret en un doare souezhus… Anya a zo ur plac’hig a c’hall lenn e soñjoù an dud, setu perak ne kav familh ebet evit ober war he zro. Ur vuhez a savont asambles, o lakaat da grediñ eo intañv Twilight. Dav e vo dezho kaout un trede ezel avat evit kas pep tra da benn ha tuta ur wreg/ur vamm er familh. Kavout a reont ur plac’h yaouank, Ior, a zo lakaet diaes gant he c’henseurtezed hag he breur peogwir eo dizimez c’hoazh. Ul lazherez a vicher eo ivez… Un emglev a vo etre an tri-se neuze.
Fentus-tre ha dudius-kenañ eo Spy x Family. An doare familh krouet adalek poentoù boutin sot nay a ya mat-tre en-dro. Hast ‘m eus gouzout penaos e kendalc’ho ar vuhez evit ar “familh”-se !

Istor ha tresadennoù gant ENDŌ Tatsuya. Embannet e galleg gant Kurokawa, d’an 10 a viz Gwengolo 2020.

Barbouillé

Posted in Levrioù with tags , , , , on Ebrel 17, 2023 by geekezig

Un albom simpl evit ar vugale eo Barbouillé. Ha koulskoude ne gomz ket diwar-benn un dra simpl…
Mestrez-skol ur paotrig a lâr dezhañ eo souezhus e vefe bepred libistret e dilhad gant livaj. Livañ a ra e dad, setu perak.
Un doare da gomz diwar-benn feulster er gêr, bugale skoet ganto pe tud vras all ivez. Kontet eo brav dre sell ar paotrig ha brav-tre eo tresadennoù Quentin Zuttion ouzhpenn-se.
E fin al levr ez eus peadra da gaout titouroù ouzhpenn, evit ar vugale n’o defe ket komprenet mat pe evit an dud vras, sifroù mantrus met ivez un dastumad chomlec’hioù da c’houzout hiroc’h.

Istor gant Olivier Dupin, tresadennoù gant Quentin Zuttion. Embannet gant éditions petit lapin, d’an 19 a viz Mae 2020.

Le serment des lampions

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Meurzh 5, 2023 by geekezig

Le serment des lampions a felle din lenn abaoe pell. Brav spontus e seblante bezañ gant un aergelc’h barzhoniel a-feson.
Istor ur strollad mignoned a dou e heulfont al lampigoù bet enaouet da vare an diskar-amzer eo. War varc’h-houarn e heuliont ar rinier met tamm-ha-tamm e teu da vezañ start evito. Ben a gendalc’h ha Nathaniel, ur paotrig lakaet a-gostez gant ar re all a zeu gantañ. Asambles e c’hoarvezo ur bern traoù dezho.
Un aergelc’h film troioù-kaer evit ar vugale a zo gant Le serment des lampions, gant tudennoù ha darvoudoù souezhus ha meurdezus war hent an daou baotr. Brav-kaer eo an tresadennoù ouzhpenn. Un doare The NeverEnding Story pe Hilda a zo d’an hollad me gav. Un tamm hir eo marteze, gant nebeut a draoù diwar-benn Ben (an haroz), kalz dedennusoc’h eo Nathaniel.
Ul levr brav-tre eo bepred ha dudius, ar fin a zo kaer-kenañ.

Istor ha tresadennoù gant Ryan Andrews. Embannet e galleg e ti Delcourt, d’ar 27 a viz Mae 2020.

The Florida Project

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on C'hwevrer 26, 2023 by geekezig

E-pad an hañv, nepell eus Disneyworld, emañ ur strollad bugale paour o straniñ. Emaint o chom e ostalerioù, ur bern sotonioù a reont. En o-zouez emañ Moonee. Yaouank-tre eo mamm Moonee, n’he deus labour ebet e gwirionez, setu e klask dastum arc’hant e doareoù a bep seurt.
Ur poltred tristik eo hini The Florida Project. Un tamm evel tudenn Bobby a ver ar motel, e vezer techet da gaout teneridigezh evit an dud “kollet”-mañ. Souezhus-kenañ eo ar skeudennoù, gant livioù flamm-kenañ, roz pe gwer pe glas, un doare da guzhat paourentez an dud. Laouen e seblant ar vugale bezañ daoust da bep tra. Ur film start a-walc’h ha dedennus.

Film sevenet gant Sean Baker. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e55.

Blue au pays des songes 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on C'hwevrer 28, 2022 by geekezig

blue1Brav e kaven golo Blue au pays des songes.
Un tamm evel un hunvre eo Blue, mesket etre soñjoù du ar plac’hig, traoù souezhus a c’hoarvez ganti, he bed o cheñch trumm. Mennozhioù dedennus a zo ha kevrinus eo, treset brav eo hag un neuz naturel a-walc’h gant al livañ met ur santad iskis a oa ganin a-hed al lennadenn : lenn un dra re bersonel/re brevez c’hoazh evit ma vefe komprenet mat gant al lenner.
Evel ma na vefe ket prest c’hoazh an istor da vezañ kontet da dud all, ne seblante ket din anat kompren pezh a c’hoarveze ha mont e-barzh ar bed ijinet. Daveoù splann a zo (Morla e-barzh L’histoire sans fin da skouer) met ne seblante ket degaset mat. Ur santad a ne oa ket plijus-tre evidon. War a seblant eo kentañ istor Davide Tosello a zo kentoc’h treser e bed ar c’hoarioù video da gustum. Santet e vez kalz me gav rak ur gwir aergelc’h a zo met an doare da gontañ a zo kamm. Moarvat e ranko labourat an arzour war an tu-se rak peadra zo da ginnig traoù a-feson, sur.

toselloBlue1-5Istor ha tresadennoù gant Davide Tosello. Embannet gant Glenat (dastumad Vents d’Ouest) d’ar 5 a viz C’Hwevrer 2020.

Sacrées sorcières

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on C'hwevrer 23, 2022 by geekezig

sacréessorcièresUn drugar eo dizoloiñ en-dro istor Roald Dahl e stumm ul levr bannoù-treset! Cheñchet eo bet un tamm an traoù gant Pénélope Bagieu met memes istor eo gant an darvoudoù pennañ. Kalzik fent a zo gant tudenn ar vamm-gozh diroll da skouer. Kalz livioù a zo en tresadennoù ha lusket eo mat an istor, ur pikol levr eo met lennet e vez en un tenn! Laouen e vefen bet o kaout ar stumm-se eus an istor pa oan bihan, sot ma oan gant istorioù Roald Dahl! Deuet eo brav.
sacréessorcièresdiIstor ha tresadennoù gant Pénélope Bagieu, diwar romant Roald Dahl. Emgannet gant Gallimard d’an 29 a viz Genver 2020.

Frankenstein Family 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Genver 12, 2022 by geekezig

Ur c’houblad skiantour a vez harzet. Bugale ar c’houblad a zo rediet neuze da vevañ drezo o-unan met pep hini anezho a zo ispisial peogwir e rae ar c’houblad-se arnodoù warno. Ar bidoc’hig, Denis, a zo an hini nemetañ hep cheñchamant en e ADN. Kurius eo bevañ er bed “ordinal” met startoc’h eo d’e vreur ha d’e c’hoarezed, a gav poanius kaout da guzhat pe da blegañ ouzh reolennoù na gomprenont ket mat.
Ul levrenn digoradur eo setu ne ouzer ket kalz a dra c’hoazh diwar-benn perak e oa bet graet taolioù-arnod gant kerent ar familh, petra eo deuet da vezañ ar c’houblad hag all. Ur manga kentoc’h skañv eo daoust d’an diazez spontus a-walc’h. Peadra da gaout fent gant ar vuhez pemdez ha saviadoù pep bugel (unan anezho a zo mesket e genoù gant reoù ur c’hi, eben gant ur wezenn, eben gant ur gevnidenn hag unan a c’hall klevout soñjoù an holl). N’eo ket dreistordinal an tresadennoù kennebeut. Dudius eo met n’ouzon ket ma kendalc’hin gant an istor-se, hag a zo berr koulskoude (klok e div levrenn).Istor ha tresadennoù gant Yanai. Embannet e galleg gant Chatto Chatto, d’ar 26 a viz Gwengolo 2019.

pour te voir cinq minutes encore

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , , , on Gwengolo 21, 2021 by geekezig

pourtevoircinqminutesencoreAurélie Le Floch he doa kollet he zad e miz Genver 1994. Ur grennardez e oa d’ar mare-se. He zad a oa klañv gant ar sida. Trouver les mots pour te voir cinq minutes encore, pour garder ton image a zo un testeni berr ha fromus eus bugaleaj ur plac’h, he zud dispartiet pa oa bugel, he zad divreviat. A bep seurt eñvorennoù a zo en he zestenn : un darempred start gant he mamm, dilojadegoù, kalz traoù graet en desped dezhi hag ar blijadur bepred da vont da Roazhon e ti he zad pe he mamm-gozh, da vevañ traoù all, ur metou all. Nebeut a blas a gemer ar c’hleñved el levr, ken prim e seblant bezañ bet an traoù. N’eo ket al lodenn-se ar pep pouezusañ met kentoc’h an doare m’he deus ur plac’h da zegemer marv he zad. Ul levr bihan efedus ha kreñv.

Testeni gant Aurélie Le Floch. Embannet e ti Ateliers Henry Dougier, en dastumad Une Vie Une Voix, d’ar 7 a viz C’hwevrer 2019.

Waka Okami wa Shōgakusei! / Okko et les fantômes (若おかみは小学生!)

Posted in Filmoù with tags , , , , on Gwengolo 6, 2021 by geekezig

okko-et-les-fantomesOkko a goll he zud en ur gwallzarvoud kirri. Mont a ra ar plac’hig da vevañ gant he mamm-gozh, perc’hennez ul leti hengounel. Okko a wel tasmantoù jentil en ti ha tro-dro dezhi a sikouro anezhi da vont dreist he c’hañv ha da gemer perzh e buhez al leti.
N’am boa ket kavet brav-tre “chara-design” ha bevaat ar film. Lodenn gentañ ar film a zo pounner un tamm hag an eil a zo un tamm re “ret eo ober plijadur d’an dud all ha labourat”. Evel-just eo brav emdroadur Okko ha plijet e oan bet gant klozadur ar film a ro ur sell n’eo ket ken eeunik. N’eo ket ur film a alian deoc’h dre ret.

Film sevenet gant KŌSAKA Kitarō. Japan, 2018, 1e35.

Pachamama

Posted in Filmoù with tags , on Kerzu 7, 2020 by geekezig

Pachamama a zo ur film bevaat awenet gant mojennoù hag istor Amerika ar Su a-raok an trevadenniñ. Tepulpaï a zo ur paotrig disoursi hag emgar, ne fell ket dezhañ reiñ traoù d’an Douar e-kerzh al lid bloaziek en enor d’an doueez Pachamama. Pa erru “soudarded” Kuzco da laerez o boued e krog da gompren ez eus traoù o vont a-dreuz. Gant sikour Naïra e klasko mont da glask teñzor ar gêriadenn en-dro met e keit-se e vo ivez trevadennerien oc’h erruout…
Livioù brav-tre a zo d’ar film, domaj eo ne vefe ket brav-tre ar bevaat. Un tamm re simpl eo an istor ha re eeunik, ur film evit ar re vihan e gwirionez.

Film sevenet gant Juan Antin. Frañs, Kanada ha Luksembourg, 2018, 1e12.