Archive for the Levrioù Category

Ce sera moi

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , on C'hwevrer 22, 2024 by geekezig

Skye a zo 16 vloaz. Un Amerikanez a-orin korean eo. Plijout a ra ar c’hK-pop dezhi, kanañ ha dañsal. E Los Angeles emañ o chom hag un degouezh a-feson a zo : un abadenn eus Korea ar Su evit kavout “talantoù” nevez e diavaez ar vro a vo er Stadoù-Unanet. Sur eo he deus barregezhioù. Pezh a zo eo tev Skye. He mamm a zo kriz ganti ha bed ar skinwel a vo ivez.
Ur romant koant-kenañ eo Ce sera moi. Dezrevellet eo gant kalz a fent, gant elfennoù dispar evit ur gomedienn romantel. Estreget-se eo evel-just, peogwir e lak ar gaoz ivez war darempredoù etre mamm ha merc’h, skeudenn an dud tev, pouez ar gevredigezh, diforc’hioù sevenadur, ar rouedadoù sokial…
Mesket eo mat an holl elfennoù-se hag un dudi a galite uhel eo Ce sera moi. Ur blijadur e pep keñver !

Star Daughter

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on C'hwevrer 12, 2024 by geekezig

Brav eston e kaven golo Star Daughter. Ur romant “own voices” e oa, hag ur romant Young Adult faltazi mesket gant sevenadur Indez a seblant ral!
Sheetal a zo merc’h un den hag ur steredenn. He mamm he deus dilezet anezho avat setu ne oar ket kalz a dra diwar-benn lodenn-se hec’h identelezh estreget e rank livañ he blev bepred evit ma chomfe kuzh he blev griz arc’hantet.
Un deiz bennak e gloaz he zad gant he galloudoù steredenn hag evit e sikour he deus ezhomm gwad ur steredenn.
Mont a ra neuze da welet familh he mamm, met pezh ne oar ket eo e vo implijet gant he zud-kozh evit kemer perzh en ur genstrivadeg evit ren war rouantelezh ar stered. Gwelet e vo fall gant ar berzhidi all, ret e vo dezhi deskiñ ur bern traoù buan-kenañ, doareoù da vezañ ha me oar me, ha souezhet fall e vo ouzhpenn gant he familh. Ne vo ket aes!
Ur romant plijus eo Star Daughter, brav eo ar bed kinniget hag ijinet, skeudennoù brav-tre a zeu e spered al lenner-ez.

Je ne suis pas un gay de fiction

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Gouere 18, 2023 by geekezig

Ul lisead japanat keitad eo Jun. Ur sekred en deus avat. Heñvelreviad eo. Un darempred kuzh en deus gant ur paotr kalzik koshoc’h egetañ. Goude un emgav gantañ e kej gant Miura, ur gamaladez, gwelout a ra anezhi o prenañ ur manga Boy’s Love, manga gant istorioù karantez etre paotred. Ar plac’h a c’houlenn digantañ pas komz diwar-benn an dra-se el lise.
Heuliet e vo Jun e kerzh e vloavezh skol. Mont a ra ingal en un davarn dalc’het gant ur saozez hag a zo un davarn LGBTQ+. Eskemm a ra gant ur paotr klañv gant ar sida dre ar rouedad ha prederiañ diwar-benn e blas er gevredigezh. Divizout a ra kaout un darempred romantel gant Miura evit gwelet ma c’hallfe bevañ ur vuhez “ordinal” gant familh ha bugale…
Lusket eo ar romant gant kanaouennoù Queen. Ur paotr yen a-walc’h eo Jun, barn a ra kalz an dud all ha start eo gantañ e-unan ivez. A feur ma tremen an amzer e tiwan mignoniezh ha teneridigezh evit Miura avat. Dedennus a-walc’h eo-se.
An titl avat a lak da soñjal e vo lakaet ar gaoz war penaos eo diskouezet an dud heñvelreizh en oberennoù faltazi. Un tammig e vez graet pa lenn Jun manga prestet gant Miura met kalz klichedoù a zo er romant ivez : ar sida, an darempredoù gant un diforc’h oad bras, an emlazh… N’eo ket displijus ar romant ha dedennus eo bepred gwelet prederiadennoù war ar sujed-se dreist-holl en ur gevredigezh evel hini Japan met an titl a gavan touellus un tamm pa n’eo ket faeüs. Eil-tudennoù plijus a zo tro-dro da Jun (e vignon bugaleaj, Miura, Kate, Mr Farenheit, e vamm zoken pe e amourouz) a sikour da reiñ un tamm from rak Jun ne zegas ket kement-se. Prantadoù droch a zo o deus lakaet ac’hanon da c’hoarzhin ket sod e oant met dre vras eo ur romant plijus ha ral a-benn ar fin.

Romant skrivet gant ASAHARA Naoto. Embannet e galleg gant Akata, d’ar 24 a viz Here 2010.

Barbouillé

Posted in Levrioù with tags , , , , on Ebrel 17, 2023 by geekezig

Un albom simpl evit ar vugale eo Barbouillé. Ha koulskoude ne gomz ket diwar-benn un dra simpl…
Mestrez-skol ur paotrig a lâr dezhañ eo souezhus e vefe bepred libistret e dilhad gant livaj. Livañ a ra e dad, setu perak.
Un doare da gomz diwar-benn feulster er gêr, bugale skoet ganto pe tud vras all ivez. Kontet eo brav dre sell ar paotrig ha brav-tre eo tresadennoù Quentin Zuttion ouzhpenn-se.
E fin al levr ez eus peadra da gaout titouroù ouzhpenn, evit ar vugale n’o defe ket komprenet mat pe evit an dud vras, sifroù mantrus met ivez un dastumad chomlec’hioù da c’houzout hiroc’h.

Istor gant Olivier Dupin, tresadennoù gant Quentin Zuttion. Embannet gant éditions petit lapin, d’an 19 a viz Mae 2020.

En apnée

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Meurzh 7, 2023 by geekezig

Ur romant skrivet e gwerzennoù eo En apnée. Kontet eo gant Maxime, skolajiadez. Plijout a ra ur bern traoù da vMaxime, lenn diwar-benn ar pesked da skouer, met ivez pa sell Chloé outi.
En em glevout a ra mat gant he mamm met aon he deus rak he santimantoù ha ne gred ket goulenn sikour digant he mamm. Mont a raio ar plac’hig da glask respontoù e lec’h all.
Simpl-tre eo En apnée da lenn, keuz ‘m eus pas bezañ bet lennet e yezh orin. Fentus ‘m eus kavet deskrivadennoù Chloé a lakae ac’hanon da soñjal e Chloe Price (Life is Strange), hag an harozez Maxime gant kazi memes anv hag hini ar c’hoari-video ha heñvel a-walc’h war tresadenn ar golo…
Ma, ul levr simpl eo neuze met leun a fromoù. Diwar-benn an darempredoù etre kerent ha bugel, pegen kollet e c’hall ur grennardez bezañ. Tudennoù an dud vras a zo dreist, ne seblantont ket disi, gwirheñvel int. Fromet-tre on bet gant al levr-mañ. Me gav e vefe brav e gaout e brezhoneg. Piv ‘oar un deiz bennak?

Romant skrivet gant Meg Grehan. Embannet e galleg gant Talents hauts, d’ar 15 a viz Genver 2020.

Élégies de Duino

Posted in Levrioù with tags , on C'hwevrer 19, 2023 by geekezig

Dre zegouezh on kouezet war al levr-mañ em labour. Souezhet e oan ne vefe ket bet lennet ganin e-pad ma frantad “nay gant Rilke” el lise.
Ul levr iskis a-walc’h eo, barzhoniel-tre evel-just, a ginnig gwelet an traoù dre sell un ael. Ar vuhez, an darempredoù korf, ar marv, seurt temoù a zo a-hed ar skrid. Fromet on bet gant lodennoù zo met dre vras am eus kavet e oa strewet ar mennozhioù, un oberenn souezhus.

Dastumad klemmganoù skrivet gant Reiner Maria Rilke. Troet e galleg gant Marc Buhot de Malaunay, embannet gant Findakly e 1994.

La fiancée

Posted in Levrioù with tags , , , , on C'hwevrer 11, 2023 by geekezig

Golo La fiancée a blij kalz din. Laouen e oan o lenn ul levr nevez gant Kiera Cass. Soñjal a rae din da zigentañ e oa un istor all e bed La sélection met n’eo ket e gwirionez.
Heuliet e vez Hollis, ur plac’h yaouank o vevañ e palez Koroa. E-touez an aristokratelezh emañ he familh ha gwelet eo mat-tre gant ar Roue (yaouank) Jameson er mare-mañ.
Un tamm poan am boa bet o vont-tre en istor met tamm-ha-tamm pa c’houlenn Jameson ali Hollis evit kemer divizoù hag e rank ar plac’h yaouank deskiñ traoù diwar-benn an harzoù ha saviad politikel ar broioù all, kaout emglev gant tud all er palez ha traoù a seurt-se en doa seblantet dedennus din. Pezh a zo ne vefe ket ur romant evit ar grennarded hep un doare “tric’horn karantez” setu neuze tudenn Silas o tont. Adalek ar mare-se e krogo Hollis da gaout douetañs rak he santimantoù evit ar roue.
Re drumm o deus seblantet dibaboù Hollis din, evel ma vankfe ul lodenn bennak evit krediñ e c’hallfe cheñch he mennozh ken buan. Lodenn ziwezhañ al levr na oa ket fall met ne oa ket ar pezh a felle din lenn setu e oan hegaset. Ur pezh mell darvoud spontus a c’hoarvez er fin tout hag aze e oan hegasetoc’h c’hoazh. Da betra ? N’on ket laouen gant ar romant-mañ, n’eo ket a live gant romantoù La Sélection d’am meno. Dipitus!

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg gant R Jeunes Adultes, d’an 11 a viz Even 2020.

C’est pas ma faute

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , , , on Kerzu 22, 2022 by geekezig

Ur romant diwar-benn div blac’h eo C’est pas ma faute. Lolita he deus ur chadenn YouTube ha berzh bras a ra. Pezh a zo, un deiz e paouez he chadennoù ha kontoù a-greiz-holl. Prudence eus he zu a ra war-dro ur gont fan ha nec’het bras eo.
Heuliet e vo a bep eil an div blac’h evit klask kompren petra ‘zo c’hoarvezet.
Lolita a zo kollet-mik gant bed YouTube, bevañ a ra gant he mamm, paour int, ne gompren ket neuze e c’hall difenn he labour ha bezañ beuzet gant alioù an holl. Prudence a zo ur plac’h yaouank sirius, plac’h du nemeti ar skol dañs klasel ha nec’het gant he sekred : heñvelreizh eo.
Temoù start a zo el levr, re kazi. Traoùigoù gant pezh a c’hoarvez da Lolita o deus hegaset ac’hanon : dave da vMarina Joyce, bec’h an dagadenn revel hag ar c’hudennoù bred/boued, un tamm re en deus seblantet din, gwelloc’h vefe bet din ma vefe bet un dra hepken dija. Kudennoù Prudence am eus kavet mestroniet gwelloc’h. Spi a zo el levr avat met n’on ket bet kendrec’het da vat, marteze peogwir eo re heñvel ouzh traoù bet c’hoarvezet e gwirionez? Piv oar. Ar c’hlozadur a welan evel un dave da vBilly Elliot ha ket da vBlack Swan… Ne oa ket displijus da lenn avat!

Romant skrivet gant Anne-Fleur Multon ha Samantha Bailly. Embannet e ti Pocket Jeunesse, d’an 12 a viz Meurzh 2020.

L’inconnu me dévore

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Here 28, 2022 by geekezig

Ul lizher d’e verc’hed eo L’inconnu me dévore. Xavier Grall a zisklêr e garantez d’e vugale met ivez e garantez da Zoue, d’ar feiz. Kalz barzhoniezh a zo, hag ul levr leun a vlizoni eo ivez.
Temoù start-tre a zo e-barzh, hini ar c’hañv da skouer met ivez kleñved pe kozhni, un doare da lârat kenavo ha da reiñ ur sell war pezh eo bet e vuhez. Personel-kenañ e seblant ha hollvedel war an dro.
Ul levr da lenn evel ur varzhoneg ha tenañ (h)e v/mad eus pezh a fromo pep hini.

Levr skrivet gant Xavier Grall. Embannet gant Des équateurs, d’ar 25 a viz Genver 2018.

All The Bright Places

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Gouere 14, 2022 by geekezig

allthebrightplacesPell ‘oa e ranken lenn All The Bright Places a oa bet aliet din gant ur bern tud. Abaoe ken pell all e oa ar romant ganin em lenner levrioù niverel met anzav a ran p’eo erruet ar film war Netflix em eus soñjet e oa poent kregiñ ganti da vat!
Violet he deus kollet he c’hoar en ur gwallzarvoud oto. Un deiz emañ war toenn unan eus savadurioù al lise. Theodore Finch, “freak” al lise, a sikour anezhi. Adalek ar mare-se e soñj d’an holl eo bet savetaet Finch ganti. Un darempred a grogo etrezo en desped dezhi. Pourmen a refont asambles er stad evit un dever da skouer.
Plijadur ‘m eus bet o lenn All The Bright Places, ur bern prantadoù koant ha frazennoù brav a zo el levr. Ha koulskoude, e chom c’herv un tamm ma lennadenn. Ul levr diwar-benn an emlazh hag ar c’hañv eo, anat deoc’h. Ar santimant ‘m eus bet e oa romantelaet an emlazh e-barzh. Eüruzamant ez eus displegadenn ar skrivagnerez e fin ar romant, o lavar he doa bevet un istor damm-heñvel rak e gwirionez mod all, tout ar fin am boa kavet euzhus a-walc’h, emgar, kriz ha pas yac’h tamm ebet.
Etre daou on neuze, daoust din kavout e oa plijus da lenn hag eztaolet brav santadoù zo.

Romant skrivet gant Jennifer Niven. Embannet gant Knopf Publishing Group d’ar 6 a viz Genver 2015.