Archive for the Levrioù Category

Ça raconte Sarah

Posted in Levrioù with tags , , , on Du 25, 2018 by geekezig

Kalz a vrud a zo bet tro-dro da romant kentañ Pauline Delabroy-Allard, Ça raconte Sarah. Un istor karantez etre div vaouez.
Lodenn gentañ al levr a zispleg darempred an dezrevellerez gant Sarah, penaos o deus graet anaoudegezh ha penaos eo kroget o istor karantez, kresket betek bezañ poanius ha leun a gasoni. Eil lodenn al levr a zo tec’hadenn an dezrevellerez goude bezañ dilezet Sarah, klañv gant ur c’hrign-bev.
N’ouzon ket mat petra soñjal diwar-benn ar romant-mañ. Ne oa ket displijus da lenn met n’on ket bet fromet na gant ar stil (leun a adlavaredennoù) na gant an istor hag an tudennoù. El lodenn gentañ ez a prim-tre al lusk gant 3 chabistr e div bajenn a-wechoù. En eil lodenn e seblant hir hir an traoù avat. Treiñ a ra da sodez an dezrevellerez gant ar garantez ha/pe gant ar gablusted ha laoskentez. Setu tout. Un tamm dipitus evidon-me, marteze n’on ket bet gouest da welet perzhioù dibar ar roman-mañ…

Romant skrivet gant Pauline Delabroy-Allard. Embannet gant les éditions de minuit, d’ar 6 a viz Gwengolo 2018.

Advertisements

The Sense of an Ending

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Gouere 12, 2018 by geekezig

Un den a heulian war twitter hag a gomz ingal diwar-benn levrioù en doa kuzuliet ar romant-mañ. Ur romant e div lodenn eo. Al lodenn gentañ a ziskriv ur strollad krennarded saoz er bloavezhioù 60. O klask ober daveoù speredek, leun a sevenadur hag all. Adrian, unan anezho, a n’em zistruj.
An eil lodenn a dremen ur wech erru Tony, dezreveller al lodenn gentañ, kozh. Sarah, mamm Veronica (bet karedig Tony ha goude-se Adrian en ho yaouankiz), a varv hag a leg dezhañ deizlevr Adrian. Pezh a zo, ne vo ket ken anat kaout an deizlevr-se.
Tony a ranko prederiañ kalz diwar-benn gerioù bet lâret/skrivet gantañ hag o efedoù war buhez tud all. Gorrek a-walc’h eo an traoù met ur blijadur eo bet lenn ar romant-mañ. Ar santimant ‘m eus bet gwelet haroz The Catcher in the Rye a vefe kozh, un tamm.
Frazennoù brav-ker a zo e barzh ouzhpenn ha tapet on bet betek ar penn, souezhet gant ar fin. Ur romant en deus lakaet ac’hanon da brederiañ ivez diwar-benn an drouk a lârer en un doare “skañv” hag ar santimant ne dizho ket ar re all, dreist-holl pa vezer krennard. Klask a rin lenn traoù all gant Julian Barnes marteze rak e stil en deus plijet din.

Romant skrivet gant Julian Barnes. Embannet gant Random House d’ar 4 a viz Eost 2011. Un droidigezh e galleg a zo anvet : Une fille, qui danse.

Weird Things Customers Say in Bookshops

Posted in Levrioù with tags , , , , on Mae 30, 2018 by geekezig

Prestet eo bet al levr-mañ din gant ur genseurtez bet, pa oan c’hoazh e Pariz. Un dastumad eskemmoù “droch” e stalioù levrioù eo. Ul levr dudius ha skañv neuze met ne ya ket kalz pelloc’h evidon-me. C’hoarzhet ‘m eus da vareoù (pe kavet traoù zo spontus) met hegaset on gant an tu un tamm dismegañsus a zo gant seurt levrioù pa fazi an dud war anv ur skrivagner pe traoù evelse, jenet on bepred gant se, ma ra an dud ar striv mont en ul levrdi ha goulenn, n’eus ket ezhomm lakaat ar bec’h warno ma reont ur fazi pe ma seblant “droch” ar goulenn.
Tresadennoù zo a oa fentus-tre ivez, reoù all a oa “a-gostez” penn da benn.
Ma! Ur prantad skañv eo bet lennadenn al levr-mañ neuze ne lârin ket eo null met ne gavan ket dispar seurt levr, estreget marteze da lenn er privezioù ^^”

Komzoù dastumet gant Ken Campbell. Embannet gant Constable d’ar 26 a viz Meurzh 2012.

La femme qui traversait les Alpes avec une valise à roulettes et une urne

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Meurzh 12, 2018 by geekezig

Fellout a rae din lenn ul levr eus klub lenn a-zeu al levraoueg ha ne chome ket kalz dibab met an titl a gaven fentus.
La femme qui traversait les Alpes avec une valise à roulettes et une urne a gont beaj Nora. Goude marv he zad eo bet karget gantañ da vont gant e ludu d’ober ur veaj. Un noter yaouank a vo ganti hag a lâro dezhi bemdez da belec’h mont.
Souezhet bras eo ar plac’h yaouank hag hegaset ivez! Met evit abegoù a bep seurt e krog gant ar veaj. Un doare e vo eviti da welet tuioù all he zad, a skriv dezhi pe a gas videoioù dezhi. Eñ avat, a seblant anavezout mat kenañ e verc’h, betek divinout penn-da-benn he doareoù.
Kalz fent a zo el levr daoust da dem ar c’hañv a zo pouezus-bras evel-just. Ul levr skañv, a vez lennet buan. N’eus ket kalz souezhadennoù (met reoù zo a zo), klasel eo, ur gomedienn evel ma ‘z eus kant all dija. Techoù hegasus kenañ a zo gant Nora, Parizianez eus ar gwashañ (fae a rae war ar re all padal ne oar ket kalz tra a-benn ar fin), penn beulke betek re. Met evel-just an tuioù-se a raio eo fentus he darempred gant Bernhard, an noter yaouank.
Ul levr skañv, na chomo ket em spered moarvat met a zo bet plijus da lenn!

Romant skrivet gant René Freund. Embannet e galleg gant Kero, d’an 11 a viz Here 2017.

Alida war an treuzoù

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Meurzh 1, 2018 by geekezig

Nigel a zo ur c’hrennard gant berr-alan, o vevañ e Brest. Rankout a ra tremen dre vered Sant Varzhin evit mont d’al lise. Du-hont e ra anaoudegezh gant Alida, ur plac’h yaouank kevrinus…
Sorc’hennet eo ar paotr yaouank, dilezel a ra e vignoned, ar skol ha hi a seblant kaout galloudoù hud peogwir e sikour anezhañ da sioulaat e boan.
Kontet eo Alida gant Nigel ur wech erru kozh. Kontañ a ra deomp brasañ karantez e vuhez, pa oa 15 vloaz. Un istor leun a faltazi eo hag a ziskouez mat pegen sorc’hennet e c’hall unan bennak bezañ d’an oad-se, diseblant d’an dañjer ha d’ar reolennoù.
Ul levr plijus eo da lenn ha moarvat en defe plijet kalz din pa oan krennardez abalamour d’e demoù! Laouen on e vefe seurt levrioù evit ar grennarded e brezhoneg bremañ 😉

Romant skrivet gant Maguy Kerisit, skeudennaouet gant Gaël Cuin. Embannet gant TES en dastumad Koad glas, d’an 20 a viz Genver 2016.

Je m’appelle Lucy Barton

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Genver 30, 2018 by geekezig

Ul levr all e oan o lenn met poan am boa un tamm setu ‘m eus soñjet lenn ul levr all, simploc’h marteze evit klask adlañsañ an traoù. Re a levrioù am boa kroget ha dilezet e fin ar bloaz tremen.
Dibabet ‘m eus Je m’appelle Lucy Barton e-touez al levrioù da lenn evit strollad lenn al levraoueg. Dibabet ivez peogwir e oa skrivet gant Elizabeth Strout hag un eñvorenn dispar am eus bepred eus Olive Kitteridge.
Ur skrivagnerez eo Lucy Barton, o vevañ e New York. Pa oa bihan he merc’hed e voe  en ospital e-pad ouzhpenn 2 viz. Dont a reas he mamm da welet anezhi, padal e oa nebeut a darempred etre an div. Ur prantad start ha fromus evito met un degouezh ivez evit Lucy da brederiañ diwar-benn he bugaleaj paour-razh en Illinois.
Tro vo da welet an darempred gant he mamm evel-just, met ivez gant peurrest he familh, ar c’hoant kuitaat ar bed-se, ken start, ar garantez pe an hoal evit tud diavaez he c’houblad da c’houde… A bep seurt traoù a vo meneget e buhez Lucy Barton, hep mont don (traoù zo a vo divinet pe treuzdivinet zoken).
Dipitet on bet un tamm gant trede lodenn al levr, goude vefe aet kuit Lucy eus an ospital, ne seblant ket kaout memes nerzh ken hag ar chabistroù zo berroc’h, hep liamm kement-se hag o vont re vuan e buhez Lucy. D’am meno e vefe bet ret pe echuiñ al levr ur wech kuitaet an ospital, hep gouzout petra oa c’hoarvezet goude, pe kaout ul lodenn a-bezh, kalz hiroc’h, o tremen warlerc’h. Ma, un digempouez a zo sur evidon el levr ha domaj eo rak ne oa ket fall tamm ebet an div drederenn gentañ ha plijadur ‘m eus bet o lenn al levr memestra. Siwazh e choman marteze levezonet re gant ar pezh en doa plijet din kement e Olive Kitteridge hag am eus poan oc’h adkavout abaoe e skridoù Elizabeth Strout a-benn ar fin.

Romant skrivet gant Elizabeth Strout. Embannet e galleg gant Fayard (dastumad “littérature étrangère), d’an 23 a viz Eost 2017.

Chinoises

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Eost 16, 2017 by geekezig

Chinoises a zo un dastumad testenioù bet dastumet gant Xinran pa oa kelaouennerez e Sina. A bep seurt istorioù a zo da lenn neuze. Merc’hed bet dimezet dre heg pe evit abegoù politikel, c’hoarezed gwallet, paourentez, digenvez, buhezioù cheñchet trumm abalamour d’an dispac’h sevenadurel… Ur bern testenioù start-kenañ neuze. Meur a hini am eus kavet fromus-kenañ (ranket chom a-sav a wechoù ken tizhet e oan) ha kompren a ran a-walc’h e vefe bet start da Xinran skrivañ al levr-mañ goude bezañ bet klevet pep plac’h o komz. Koulskoude eo pouezus-tre. Santet e vez mat un doare dismegañs (ha n’eo ket heverk eus Sina moarvat) evit sell ar merc’hed war ar bed hag an darvoudoù. Merc’hed a bep seurt oad, a bep seurt live sokial, gant micherioù ha tonkadoù disheñvel (studierezed, gisti, peizantezed, renerezed embregerezh, ijinourezed, merc’hedigoù…). Kompren a ran e vefe bet graet berzh gant abadenn Xinran pa veze skignet er radio, marteze en deus se sikouret an dud da bareañ un tammig goude bezañ bet bevet traoù euzhus. Ul levr a-bouez kenañ eo me gav daoust da begen start eo, leun a feulster, digredus eo c’hoazh ijinañ pezh en deus gallet Sinaiz gouzañv hag ober e-pad an dispac’h sevenadurel…
Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn saviadoù merc’hed Sina ha ma n’em santit prest da lenn traoù start-kenañ, e kuzulian al levr-mañ deoc’h.

Levr bet skrivet gant Xinran. Embannet e galleg gant Philippe Picquier d’an 21 a viz Genver 2003.

%d bloggers like this: