Dielloù evit Korea

The Strangers (곡성 / Gok-seong / The Wailing)

Posted in Filmoù with tags , , , on Even 6, 2017 by geekezig

Sot on gant The Chaser ha keuz em boa pas bezañ bet gwelet The Strangers warlene er sinema. Ur film faltazi eo ha spont zoken kazi. En ur gêriadennig e Korea e krog an dud da vervel e doareoù souezhus ha feulz. Ur poliser diampart a rank enklask gant peurrest e skipailh. Buan e komz tud ar vro eus “ar Japanad” un den kozh estren a vev en un ti don er c’hoadoù. Pa vo taget merc’h ar poliser gant ar seurt spered fall a zo er vilajenn e vo startoc’h c’hoazh an traoù…
Un enklask eo The Strangers neuze met ivez ur film faltazi (gant speredoù, stoliadur, kredennoù lec’hel hag all). Lodennoù feuls-tre ha gwadek kenañ a zo er film. Stegn eo an aergelc’h evel m’eo ret ha kaset eo mat an traoù war-raok. Plijus eo ivez aergelc’h ar gêriadennig e-kichen ar menezioù, dindan ar glav… Evel boaz kazi er filmoù korean e seblant divarrek ar polis met aze eo liammet kentoc’h gant pegen dic’hortoz ha divent eo an darvoudoù evit ur skipailh kustum da aferioù “trankil” ur gêriadennig. Anat eo e c’haller lakaat ar gaoz war an disfiz a vez rak tud disheñvel/estren, ivez, diouzhtu e vez lakat ar bec’h war an den a gostez ha n’eo ket korean (gant gwir abeg pe get).
Ur film a-feson eo (chom a raio The Chaser ma hini karetañ avat) met dav bezañ prest da c’houzañv huchadennoù ha gwad, me lâr deoc’h!

Film sevenet gant Na Hong-jin. Korea ar Su, 2016, 2e36. Difennet d’ar re dindan 12 vloaz.

Advertisements

K-shock

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Du 17, 2016 by geekezig

kshockKlevet am boa Christelle Pécout o komz diwar-benn he levr bannoù-treset e abadenn 101 pur 100. Displeget he doa he c’hoant da gomz diwar-benn an hallyu, ar wagenn sevenadurel korean. K-Shock a ginnig ur sell war bed ar strolladoù k-pop neuze. Alice, gallez o chom e Korea ar Su a zo dipitet gant he diviz mont da vevañ du-hont. Dre zegouezh e krog da labourat en ul leti. Mab ar berc’hennez a zo eñ rapour ha kinniget e vez dezhañ kemer perzh en ur genstrivadeg skinwel evit mont en ur strollad sonerezh nevez. Tro vo da welet un tamm bed start ar sonerezh e Korea ar Su (an arzourien a embreg abred spontus, hep bezañ sur da labourat un deiz zoken ha n’o deus kazi gopr ebet peogwir e vezont lojet, bouetaet ha roet kentelioù a bep seurt dezho). Dizoloet ‘m eus ur bed n’anavezen ket mat. Un tamm digempouez eo al levr avat, da vareoù zo e oa start din kompren pep tra er metou-se. Tapet on bet gant an tu “kenstrivadeg” avat ha laouen e vin o c’houzout petra c’hoarvez gant an tudennoù memestra! Plijet e vefen bet ivez gant livioù el levr pe gant kazennoù leunoc’h a-wechoù… Beg figus e vefen? 🙂k-shockdIstor ha tresadennoù gant Christelle Pécout. Embannet gant Glénat, d’an 9 a viz Meurzh 2016.

마더 (Ma-deo / Mother)

Posted in Filmoù with tags , , , on Meurzh 17, 2015 by geekezig

motherC’hwitet em boa Mother er sinema daoust d’an holl dud o lârat pegen mat e oa. Anzav a ran ne oan ket bet kendrec’het dre ret gant filmoù Bong Joon-ho betek-hen.
Heuliet e vez e-barzh Mother, ur vamm hag a glask prouiñ n’eo ket kablus he mab 27 vloaz, diot un tamm, eus ar muntr a vez tamallet dezhañ bezañ graet. Darempredoù skoemp gant ar polis, touellet gant he alvokad, sikouret met goulennet arc’hant diganti digant ur mignon d’he mab… A bep seurt traoù a c’hoarvezo ganti. Un darempred iskis kenañ a zo etre an harozez hag he mab, evel-just. Marteze peogwir eo siriusoc’h (fent a zo bepred, anat met pas kement hag e-barzh filmoù all ar sevener) on bet tapet da vat er film. Ur sapre film eo, ur skouer ouzhpenn eus nerzh ar sinema su korean.

Film sevenet gant Bong Joon-ho. Korea ar Su, 2009, 2e08.

My Sassy Girl / 엽기적인 그녀

Posted in Filmoù with tags , on Here 12, 2013 by geekezig

My-Sassy-GirlBrudet a-walc’h eo My Sassy Girl evel komedienn romantel met n’am boa ket bet tro da welet ar film a-raok. Kregiñ ‘ra pep tra pa sikour an haroz, Gyuon-woo, ur plac’h yaouank mezv-dall er metro. Ur studier lezirek eo eñ o tistreiñ eus ur bloavezh servij keodedel war an harzoù. Iskis-kenañ eo ar plac’h hag ouzhpenn e tremen fall an traoù peogwir e vez kaset ar paotr d’an toull-bac’h hag all. Distreiñ a ra d’ar gêr, skuizh-marv pa bellgomz ar plac’h dezhañ… Evel-just e krogo un istor karantez etrezo da c’houde.
Kontet eo an istor gant Gyuon-woo (ha komprenet e vo perak e fin ar film) hag ar plac’h (n’he deus anv ebet) a c’houlenn a bep seurt traoù droch digantañ, a zo drouk gantañ hag all. Evel an haroz e vezer techet da gavout anezhi plijus daoust da bep tra.
Ur bern traoù dichañs/droch a zo er film ha fentus-tre eo, dreist-holl ma tegemerer an doare da c’hoari korean un tamm “too much” a-wechoù.
C’hoarzhet ‘m eus alies ha kalzik ijin a zo gant ar film, da skouer gant ar prantadoù “filmoù” (ar plac’h a skriv senariooù). Dudius, fentus ha brav an traoù neuze, ur skouer evit an doare filmoù-mañ!

Film eus Korea ar Su, sevenet gant Kwak Jae-young e 2001. 2e03

1000vet pennad tudoù ! Evit lidañ-se e kinnigan deoc’h gounit DVD My Sassy Girl! Laoskit un evezhiadenn amañ dindan a-raok ar Sadorn 26 a viz Here 2013 da 11eur15 noz. Dre zegouezh e vo tennet niverenn un evezhiadenn gant un ostilhig a vez kavet war ar rouedad (lakaet e vo ur skeudenn). Disoc’hoù d’al Lun 28 a viz Here! Chañs vat deoc’h! 🙂

28/10 : N’eus bet den o kemer perzh 😦

Tsubame

Posted in Levrioù with tags , , on Meurzh 6, 2013 by geekezig

tsubameTsubame a ginnig heuliañ c’hoazh un dudenn all eus rummad Le poids des secrets, mamm Yukio ar wech-mañ. Da gentañ pa oa bugel hag he deus bevet krenn-douar bras 1923. D’ar mare-se e oa bet lakaet kalz a vec’h war Koreaniz, ar gouarnamant oc’h atizañ kasoni an dud en ur lârat e oa bet ampoezonet an dour gante da skouer. (Lazhet ez eus bet ur bern, sokialourien japanat ivez, an holl a glaske stourm un tamm eus politikerezh trevadenniñ Japan d’ar mare-se a-benn ar fin)
Aze e vez merzet penaos e oa bet degemeret hi gant katoliked dija d’ar mare-se (ar pezh a c’hoarvezo ivez “goude”, ur wech ganit Yukio, evel em boa bet tro da lavarout).
War-lerc’h o vo gwelet plac’h kozh, o vevañ gant Yukio hag e familh e Kamakura. Pa voe diskoachet ur bern korfoù Koareaniz eus mare ar c’hrenn-douar bras…
Ar wech-mañ ez eus preder war an identelezh, koll roud (h)e yezh/(h)e familh/(h)e (b/)vro…
Dedennus bepred, daoust din kavout n’eo ket Mariko an dudenn blijusañ (kevrinus e oa el levrioù a-raok met ur wech komprenet piv e oa… Fromus eo hec’h istor met n’on ket bet ken tapet marteze). Emañ dibenn ar rummad o tostaat, argh!!

%d bloggers like this: