Dielloù evit enklask

Spirite 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Meurzh 17, 2024 by geekezig

E 1908 e Tunguska, Siberia e c’hoarvez un darvoud iskis. Ur c’houblad skiantourien a varv e-kerzh an darvoud hag ur skipailh tud a gav o flac’hig.
E 1931, e New York e labour Boris hag Ian asambles. Labourat a reont war tem ar speredoù, an tasmantoù, en un doare skiantel. Gwelet int evel triaklerion evel-just. En o labourva e vo drouklazhet Boris gant un den a seblant anavezout anezhañ a bell zo. Ian a gav sikour e burev ur gelaouenn n’eo ket gwall sirius war an temoù-se. Ur gelaouennerez yaouank a labour nevez zo du-hont, met ne gred ket tamm ebet en traoù-se. Asambles e klaskfont enklask, betek bezañ taget int ivez gant an den n’eus lazhet Boris…
Plijus eo Spirite, un nerzh film bevaat a zo gantañ me gav, darempredoù/startijenn o deus lakaet ac’hanon da soñjal e Anastasia da skouer. Dudius-tre eo hag echuiñ a ra gant ur c’hliffhanger spontus ! Gwelet e vo penaos e tro an traoù !

Motherless Brooklyn

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on C'hwevrer 24, 2024 by geekezig

Motherless Brooklyn a zo ur film “du” klasel. Dibabet en deus Edward Norton azasaat ur romant ha c’hoari ar perzh pennañ ouzhpenn seveniñ.
Er bloavezhioù 50 e New York emañ Lionel, klañv gant kleñved Gilles de la Tourette o labourat evit Frank Minna en ur burev enklaskerien prevez. Muntret e vez Frank. Da c’houde e glask Lionel kompren perak ha gant piv eo bet lazhet e rener ha mignon.
N’eo ket fall ar film ma fell deoc’h gwelet ur film polis/du neuze. Savet eo mat, skeudennoù brav a zo, elfennoù ret ar rekipe. Un tamm hir eo ar film avat ha disoñjet e vo buan a-walc’h ‘m eus aon.

Sharp Objects

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , on Eost 4, 2023 by geekezig

Camille, kelaouennerez e Saint Louis, a vez kaset gant he rener betek Wind Gap, lec’h m’he deus bevet pa oa yaouank. Div blac’h yaouank a zo dispariset nevez zo, pezh a zo souezhus. Distreiñ a ra neuze du-hont met n’eo ket dre ret keloù mat eviti. Un darempred skoemp he deus gant he mamm, he zad-ker ha he c’hoar vihan n’anavez ket mat. Disheñvel mat eo ouzh merc’hed he oad chomet du-se. Kudennoù alkoolegezh bras a zo ganti ouzhpenn ha techoù d’ober drouk dezhi hec’h unan. Klask a ra dastum ali tud ar vro hag ivez gouzout penaos e labour ar polis (lec’hel ha stad).

Ur stirad berr eo Sharp Objects, eizh rann en holl. Azasadenn ur romant gant Gillian Flynn eo ha krouet gant Jean-Marc Vallée, en doa krouet Big Little Lies. Savet mat-tre eo, a-bouez bras eo ar sonerezh da skouer. Prantadoù start-tre a zo avat, setu ne alian ket da dud a vefe kizidik da demoù start (emlazh, emfeulster, gwall…). Ur poltred spontus a-walc’h eo eus ur gêriadenn lec’h m’eo sorc’hennet tud zo gant un tammig brud, trenk, trist. Ur stirad a galite.

Les traducteurs

Posted in Filmoù with tags , , , , , on C'hwevrer 27, 2023 by geekezig

Plijout a rae kalz din mennozh diazez Les traducteurs. Rener un ti-embann a ziviz bac’hañ dek troer e romant bras nevez e memes lec’h e-pad daou viz. Kregiñ a ra ar prantad labour evit an dek den. Pezh a zo e vo diskuilhet pajennoù kentañ ar romant war ar rouedad, pezh a lako an embanner da grediñ ez eus unan eus an troourien o kas titouroù en diavaez.
Savet eo en un doare drol ar film. Sañset eo da vezañ un enklask stegn, met re a elfennoù a vez roet d’ar seller dre an dibab dezrevellañ en ur ober lammoù en amzer. Domaj eo rak mod all e vefe bet peadra da gavout gwall skoemp an traoù! Plijus-tre ‘m eus kavet gwelet ur film ken liesyezhek avat, diazezet war an droourien, gant mennozhioù diwar-benn ar c’hrouiñ, an doujañs evit ar skrivagnerien ha troourien e bed an embann, pe c’hoazh pal an arz… An aktourien a bep seurt a oa plijus ivez, met dipitet on bet un tamm gant an diskoulm. Domaj eo met ur prantad dudi a galite a chom.

Film sevenet gant Régis Roinsard. Frañs, 2019, 1e45.

Ak-in-jeon ( 악인전 / Le Gangster, le flic & l’assassin)

Posted in Filmoù with tags , , on Genver 29, 2023 by geekezig

Goude muntr un den e-barzh e oto a daolioù kontell eo kendrec’het ur poliser ez eus ul lies-muntrer er vro. P’eo taget penn ur gang e krog un enklask gantañ peogwir ne vez ket laosket da labourat evel ma fell dezhañ gant ar polis.
Ur film birvilh kentoc’h eget polis eo Ak-in-jeon. N’eo ket filmet fall na netra met pounner spontus eo, pep tra a seblant “re” ha faos, n’eo ket soutil tamm ebet. Gwall droch e seblant neuze. Ma fell deoc’h ur film dudius diwar c’hore, perak ket met n’eo ket kalz tra ouzhpenn siwazh ha kalz filmoù “du” eus Korea ar Su all a galite a zo, me lâr deoc’h.

Film sevenet gant Lee Won-tae. Korea ar Su, 2019, 1e50.

Searching

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Genver 9, 2023 by geekezig

16 vloaz eo Margot. Bevañ a ra hec’h unan gant he zad, David, abaoe m’eo marv Pam, he mamm, abalamour d’ur c’hrign-bev. Ne gomzont ket kalz ken met tremen a ra mat an traoù etrezo. Un nozvezh bennak emañ Margot o studial e ti mignoned, da 11e e klask pellgomz d’he zad a zo kousket. Adalek ar mare-se ne tistroio ket ar grennardez d’ar gêr ken. David a bellgomz d’ar polis hag a grog da sikour evit an enklask, en ur furchal e urzhiataer e verc’h. Dizoloiñ a ra ne anaveze ket anezhi ken…
Evel Cybernatural eo savet ar film, tro-dro d’ur skramm urzhiataer : posteloù, pellgomzadennoù Facetime, ivinelloù en ur merdeer, skeudennoù ha videoioù enrollet en urzhiataer hag all. Ur wech ouzhpenn e ya mat-kenañ en-dro an doareoù-se da zezrevellañ me gav. Tapet on bet penn-da-benn en enklask, levezonet marteze gant an istorioù “true crime” ha podskignad Distorsion a blij din kement met fellout a rae din gouzout hiroc’h war an istor. Ur film efedus, leun a “easter eggs” evit ar re a fell dezho, santet e vez eo bet graet gant kalz youl ha kalon.

Film sevenet gant Aneesh Chaganty. Stadoù-Unanet Amerika & Rusia, 2018, 1e42.

Time Shadows 3

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Du 4, 2022 by geekezig

Setu, a-benn ar fin e teu da vezañ sklaeroc’h an traoù. Un tamm fan service a chom met n’eo ket ken spontus ken ha tudennoù dedennus a gemer perzh en istor, komprenet ‘vez petra ra ar skrivagnerez p’emañ Shinpei o vevañ e darvoudoù. Ur gwir kenskoazell a zo etrezo ha traoù zo a deuont a-benn da reizhañ. C’hoant ‘m eus gouzout hiroc’h e gwirionez bremañ ^^’

Istor ha tresadennoù gant TANAKA Yasuki. Embannet e galleg gant Kana, d’ar 6 a viz Gwengolo 2019.

Time Shadows 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Here 29, 2022 by geekezig

Eil levrenn Time Shadows n’he deus ket dinervet ac’hanon kement hag al levrenn gentañ. Siwazh, n’he deus ket plijet din kement kennebeut, dre ma ‘m eus kavet luziet mat ha n’on ket deuet a-benn da gompren da belec’h e oa an traoù o vont. El levrenn-mañ emañ skeud Ushio aze, met krediñ a ra eo Ushio. Kompren a ra Shinpei e vez eilet ivez an eñvorennoù ha santadoù gant ar skeudoù. Ur gouel a zo er gêriadenn an deiz- se ha mervel a ra an holl abalamour d’ar skeudoù. Un doare “rouanez” a zo d’ar skeudoù.
Kenderc’hel a rin da lenn met spi ‘m eus e vo sklaeroc’h an traoù da c’houde.

Istor ha tresadennoù gant TANAKA Yasuki. Embannet e galleg gant Kana, d’ar 5 a viz Gouere 2019.

Dans la tête de Sherlock Holmes – L’affaire du ticket scandaleux 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gouere 30, 2022 by geekezig

têtesherlockUr mezeg, mignon da Watson, a erru e ti Sherlock Holmes. Torret eo e ibil-skoaz hag en ur stad truezus a-walc’h emañ, disoñjet gantañ pezh a oa c’hoarvezet abaoe an noz a-raok, pa oa bet o welet un arvest kaset da benn gant Sinaiz. War a seblant e vefe tud all taget gant memes drouk e Londrez…
Brasañ perzh Dans la tête de Sherlock Holmes a zo pegen dibar eo maketenniñ hag aozañ ar pajennoù hag ar bannoù, leun a ijin, a draoùigoù kuzhet e pep lec’h, un drugar da sellet ! Ne blije ket kement an tresadennoù din met ken dudius e oa da lenn ken ne oa ket grevus-tre. Dudius ha kontet mat gant kalz startijenn eo an afer met chom a ra diglok peogwir e vo klozet an afer en eil levrenn. Hast ‘m eus gouzout petra ‘zo kaoz!

danslatetedesherlockholmes_t1_laffaireduticketscandaleuxIstor gant Cyril Liéron, tresadennoù gant Benoit Dahan, diwar oberenn Sir Arthur Conan Doyle. Embannet e ti Ankama, d’ar 24 a viz Mae 2019.

Beastars 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Even 6, 2022 by geekezig

beastarsAbaoe pell e felle din lenn Beastars, dedennet ma oan bet gant ar meskaj lise, enklask, neuz Battle Royale ha Dangan Ronpa benn ar fin (klask ur muntrer e touez al liseidi).
Tremen a ra ar manga en ul lise loened. An debrerien-kig hag an debrerien-glasvez a vev asambles met n’int ket e memes kambreier da skouer. Tem, un alpaga, a vo muntret. Adalek ar mare-se e vo disfiz bras gant an holl rak an debrerien-kig. Legoshi, ur bleiz sioul, a zo boaz ouzh an disfiz-se. Er c’hlub c’hoariva emañ, ha mignon e oa gant Tem.
E memes koulz e vo ivez dilennadegoù ar “beastar” un doare kannad al liseidi a ren war al lise hag a vo tonket da vezañ un den a bouez er gevredigezh (politikour, sportour hag all).
Un tamm poan ‘m eus bet gant an tresadennoù (foutouilhek e seblantet da vareoù zo) an aergelc’h en deus plijet kalz din, an tudennoù hag an darempredoù ivez. Kurius on rak penaos e troio an traoù!beastarsdiIstor ha tresadennoù gant ITAGAKI Paru. Embannet e galleg gant Ki-Oon, d’ar 24 a viz Genver 2019.