Dielloù evit skrivañ

C’est un oiseau…

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Even 7, 2017 by geekezig

Ur sell ispisial kenañ war Superman eo C’est un oiseau… En ur gontañ prederiadennoù ur skrivagner bannoù-treset na fell ket dezhañ skrivañ un istor evit Superman e kinnig Steven T. Seagle dizoloiñ kleñved Hugtinton met ivez komz diwar-benn petra eo arouezioù Superman : ar justis, ar galloud hag all. Ul levr bannoù-treset fromus ha leun a brederouriezh. Tuioù hegasus an dudenn a zo meneget kement hag ar spi a ro. Un istor eo ivez diwar-benn ar skrivagner, e ezhomm da vezañ e unan, an diouer a awen ma chomer e unan ha seurt traoù.
Pinvidik-mor neuze! Un tamm displijus eo tudenn ar skrivagner avat ha n’eo ket aes bepred ivez heuliañ pep tra abalamour d’ar cheñchamantoù stil grafek (ul labour ramzel kaset da benn gant Teddy Kristiansen). Pajennoù kreñv-kenañ a zo avat (p.64-65) ha skeudennoù, livioù, a chomo don ennon d’am soñj. Lakaet en deus a ac’hanon da soñjal er c’hoari The Novelist n’ouzon ket mat perak.
Ul levr dic’hortoz ha brav, dreist-holl evit an dud, eveldon, n’int ket sot gant Superman.Istor gant Steven T. Seagle, tresadennoù gant Teddy Kristiansen. Embannet e galleg gant Urban comics (dastumad graphic) d’ar 26 a viz C’hwevrer 2016 (embannet e oa bet e 2010 e ti Panini dija).

Advertisements

Kenavo bloaz kozh…

Posted in Stlabez with tags , on Genver 2, 2017 by geekezig

Setu echu 2016 ha c’hoant ganin da gomz diwar-benn Soubenn ar Geek. Ouzhpenn c’hwec’h vloaz eo ar blog-mañ bremañ. Daoust din bezañ bevet ur bloavezh sioul pe dost (beaj bras ebet, ezhomm ebet da glask labour pe cheñchamant bras ebet e keñver labour ha lec’h bevañ, estreget un dilojadeg) eo bet ar bloaz rouesañ e keñver skrivañ pennadoù. Koulskoude ‘m eus bet lennet, sellet, c’hoariet kement hag ar bloavezhioù all.

Anzav a ran on bet diskaret ha n’eo ket marteze gant ur postel dizanv am boa resevet e miz Ebrel. Me oar a-walc’h eo arabat reiñ re a bouez da seurt traoù. Pezh a zo, n’eus ket kalz traoù all a lak ac’hanon da soñjal e servij ma blog d’un dra bennak, setu on techet da grediñ er pezh a oa bet lâret er postel-se, evit lodennoù zo. Sur on n’eo ket mat ma live brezhoneg (met se a ouien a-walc’h dija ha kendrec’het on e c’hall pep hini mont da lec’h all ma kav ken spontus-se ma yezh, pe kas evezhiadennoù/posteloù madelezhus evit sikour ac’hanon da wellaat). Techoù fall a zo ganin, ur bern, levezonet on dre ret gant ar galleg pe ar saozneg, pep lec’h tro deomp. Piv n’eo ket? Deskiñ a ran ha klask a ran chom hep ober ar fazioù bet lâret din jentil en dro met plegoù fall a chom bepred ha n’on ket en un endro brezhoneger em buhez pemdez ken. Pe ket e memes stumm da vihanañ. Sur on e cheñch an dra-se un dra bennak.

Ma. N’on ket paouezet da lenn, da sellet ha da c’hoari neuze met an niver a vrouilhedoù pennadoù em blog a zo kresket ha kresket hep na gavfen kalz youl evit sevel anezho e gwirionez. Klasket ‘m eus mirout un nozvezh ar sizhun evit skrivañ pennadoù pe c’hoazh skrivañ ma fennadoù DIOUZHTU (an diskoulm kazi gwellañ evidon-me) met skuishoc’h-skuishañ e oan bepred hag an dale bet tapet na deuen ket a-benn da adtapout james.
Un deiz bennak e lâris da Dornoz «c’hoant ‘m eus da c’hoari da d/Tomb Raider met ret eo din skrivañ pennadoù evit SaG» hag e respontas din «ma vir ar blog ac’hanout da ober ar pezh a fell dit ober n’eo ket mat» (tamm-pe-damm). Ur sapre flac’had e voe evidon rak re wir e oa. ‘M eus aon eo kollet ganin ar blijadur da skrivañ evit SaG. Ul lodenn eus ar blijadur hepken rak da vareoù zo e fell din ober memestra hag e ran, laouen. Met daoust ha ret eo din skrivañ diwar-benn pep tra? N’eo ket. Klask a ran aozañ gwelloc’h ma amzer met n’on ket deuet a-benn evit c’hoazh. Klask a ran ivez mont war-raok gant raktresoù krouiñ all am eus war ar stern abaoe pell, ur romant hag ur c’hoari video (testenn hañ). N’an ket kalz war-raok kennebeut.

Un dra all a zo, un emdroadur a vez kavet er bed a-bezh, emdroadur ar rouedad dre vras : sklaer eo n’a ket an dud kement da lenn blogoù ken met ne fell ket din sevel ur chadenn Youtube evit reiñ ma alioù. Seblantout a ra din bezañ ul labour kalz startoc’h (ouzhpenn skrivañ e vo ret filmañ ha frammañ!) ha ne fell ket din en ober. Ne fell ket din prenañ dafar, n’eo ket ma fal. Ne fell ket din diskouez ma fenn, klask sonerezh ha pep tra a c’hall bezañ gortozet eus ur chadenn YouTube kronikennoù sevenadurel. Ma fal a oa skrivañ reoliek diwar-benn ar produoù sevenadurel a vevezan.

An diouer a evezhiadennoù a zo digalonekaus ivez, un tammig. Lakaat a ra da soñjal n’eus den ebet o lenn. N’eo ket dre ret ur gudenn, me kennebeut ne laoskan ket evezhiadennoù goude pep pennad a lennan war blogoù all. Pezh a zo e kavan start gwelet ‘m eus muioc’h a spam eget a evezhiadennoù ha dreist-holl gwelet kemennoù pozitivel, kalonekaus (blaz «motivational» ganto) er spam-se. Gouelet ‘m eus dourek abalamour d’ur brezhoneger, ur gwir den en doa kollet kalz amzer da lârat din pebezh den euzhus e oan, soñjal a ran bemdez pe dost er gerioù-se, o soñjal devezhioù zo ne servij da vann ebet skrivañ e brezhoneg diwar-benn produoù sevenadurel, n’eo nemet ur c’holl amzer peogwir n’eus brezhoneger all ebet dedennet gant seurt traoù met mousc’hoarzhin a ran reoliek peogwir on entanet gant frazennoù madelezhus robotoù rusian pe amerikan… Trugarez robotoù ar bed da reiñ kalon din, ar vrezhonegerien ha gwir lennerien ne reont ket avat. Daoust ha skrivañ a ran evit robotoù na gomzont ket brezhoneg? Ne gav ket din… 😦

Ma fal nevez a zo kenderc’hel da skrivañ reoliek met hep n’em santout ken kablus ma ne ran ket. Gant ar spi e vo tud c’hoazh evit ma lenn ur wech an amzer, hag evit reiñ o ali da vareoù all, kuit din da soñjal e komzan ma unan evel ar c’hozh follez ma ‘z on, moarvat.

Ra vo seder ha brav 2017 evidoc’h ha leun a levrioù, filmoù, levrioù bannoù-treset, c’hoarioù video, stiradoù da zizoloiñ!

Komzomp e brezhoneg diwar-benn an danvezioù a garomp, daoust da bep tra!

The Squid and the Whale

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 25, 2016 by geekezig

squidandthewhalejpgThe Squid and the Whale a oa bet kuzuliet din pa oan o komz diwar-benn filmoù Noah Baumbach gant ur c’henseurt. Ur film diwar-benn disparti ur c’houblad ha dreist-holl efedoù an disparti-se war an daou vab hag ar familh dre-vras eo. E 1986 e tremen an traoù, e Brooklyn. Walt a zo 16 vloaz ha bamet rak e dad. Evitañ ez eo kablus e vamm eus an disparti, tra ken. Frank, 12 vloaz, n’eo ket ken taer. An daou a glask kaout evezh o zud en un doare bennak avat, oc’h ober traoù diboell, o klask jeu, o kontañ gaou…
N’eo ket ur film souezhus. Ur film diwar-benn ur metoù arzourien e New York… C’hwi oar a-walc’h peseurt doare meuz e c’hall bezañ neuze. Ar pezh en deus plijet din e oa poltredoù tud, gant sioù, displijus, kollet en o buhez nevez. N’eo ket dic’hortoz an disparti met un efed en deus war pep hini. Gwirheñvel en deus seblantet din neuze ha kreñv-tre ‘m eus kavet ar fin ouzhpenn. Ur film dedennus bepred, a gav din!

Film sevenet gant Noah Baumbach. Stadoù-Unanet Amerika, 2005, 1e21.

Fight Club 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Gwengolo 18, 2016 by geekezig

fight-club-2super-8Poent eo din anzav n’am eus ket bet lennet Fight Club, romant Chuck Palahnuik (na romant ebet gantañ evit lârat ar wirionez) met plijout a ra spontus din film David Fincher. Ne oan ket o c’hortoz Fight Club 2 ha souezhet e oan bet o lenn e kendalc’hfe an istor e stumm ul levr bannoù-treset. Perak ket neuze?
Tremen a ra Fight Club 2 goude darvoudoù ar romant (met gant fin ar film). Da gentañ tout, brasañ souezhadenn : un anv a zo gant haroz an istor (ha n’eo ket Jack ouzhpenn. 😥 ). Un tamm dipitet e oan dija gant an digoradur, dimezet gant Marla, ur mab, ur vuhez sioul, ret dezhañ kemer louzoù evit mirout personelezh Tyler kousket… Evel-just e tihuno Tyler en-dro met Tyler troet da sot gant ar galloud, displijus hepken. Ne gontin ket tout an istor (ur pikol levr eo memestra!) met treiñ a ra e gwirionez d’ur farsadenn, “meta” da vat, gant an tudennoù o pellgomz da Chuck Palahnuik zoken ! (Ur boelladenn skrivañ e seblant bezañ kazi pe un doare da glask kaout mestroni en-dro war e oberenn, deuet da vezañ “klasel” evit ur bern tud, hep na vefe bet c’hoant gantañ)
Estreget an tresadennoù o deus seblantet dereat din, al labour tro-dro d’an “traoù” (louzeier, petalennoù bleunioù) o kuzhat ar c’haozeadennoù (etre dedennus-tre ha hegasus), hag ar pajennoù doare reolennoù surentez karr-nij etre pep chabistr a oa fentus-tre, n’am eus ket kavet da betra servije Fight Club 2.
A-wechoù e vez graet heuliadoù da oberennoù n’o deus tamm ezhomm ebet ha gwechoù all e chomomp da c’hortoz heuliadoù na vo james diouto (ya, emaon o c’hortoz C’hwezh ar pebr bepred). Dav eo din kompren ne ra ket ar bed hervez ma c’hoantoù din-me!fight_club_2Istor gant Chuck Palahniuk, tresadennoù gant Cameron Stewart. Embannet e gallet gant Super 8, d’an 28 a viz Ebrel 2016.

Girls – bloavezh 4

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , , on Mae 5, 2016 by geekezig

girlsseason-4Setu, sellet am boa ouzh pevare bloavezh Girls a-benn ar fin! Sapre cheñchamant a zo da gaout peogwir e kuita Hannah New York evit mont da studial en Iowa! Div rann gentañ ar bloavezh a zo bet start-tre evidon, lakaet diaez e oan ha ne blije netra din, e gwirionez (merzet am boa e oant sevenet gant Lena Dunham hec’h unan ha n’ouzon ket ma c’hall bezañ un abeg). Tamm-ha-tamm eo gwellaet an traoù evidon a-drugarez da dudennoù nevez (Mimie-Rose, Fran) pe c’hoazh d’ar rann a dremen penn-da-benn er ranndi ma teu pep hini d'(h)e dro mignoned ha mignonezed Hannah da welet anezhi. Soshanna a glask labour, Jessa n’ouzer ket mat, Marnie a glask displegañ da z/Desi e fell dezhi kaout un darempred ofisiel… Prantadoù dedennus-tre a zo tro dro d’ar c’hrouiñ (ha d’ar skrivañ dreist-holl) peogwir e tiviz Hannah dilezel he studioù (war ar skrivañ faltazi) goude bezañ bet barnet gant he c’hamaladed. Ar preder-se n’eus plijet kalz din. Fentus em boa kavet ivez gwelet anezhi o kelenn hag o klask bezañ mignonez gant krennardezed. Ray a grog gant un hent nevez, ar politikerezh lec’hel, ar pezh a gavan ur mennozh mat evitañ. Prantadoù brav a zo, ganedigezh nizez Adam da skouer. Ur wech ouzhpenn em boa kavet e oa dilezet Marnie. Met cheñchamant bras a vez santet o tont. Penaos ‘ta e vo ar pempvet bloavezh?
Evel boaz war an DVD e vez kavet ur “featurette” evit pep rann, ar pezh a zo plijus bepred evit kompren petra felle da Lena Dunham kontañ pe lakaat war-wel.

Stirad bet krouet gant Lena Dunham. Bloavezh gant 10 rann tro 26 munut, bet skignet evit ar wech kentañ war HBO etre an 11 a viz Genver hag an 22 a viz Meurzh 2015.

%d bloggers like this: