Dielloù evit alkool

The Spectacular Now

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Even 27, 2017 by geekezig

Sutter a ra berzh en e lise. Fentus eo ha pedet e vez d’an holl gouelioù. Evañ ‘ra kalz avat. Goude ur gouel e vez kavet gant Aimee abred diouzh ar beure, p’emañ hi o labourat. Ur plac’h sirius ha lent eo hi.
Un darempred a ziwano etrezo hag asambles e klaskfont reiñ nerzh d’egile ha d’eben evit tallañ ouzh o zud da skouer.
Mennozhioù dedennus a zo e The Spectacular Now, en o-zouez ober poltred krennarded “digudenn” pe dost. Seblantout a ra ar film kaout c’hoant lakaat ar gaoz war alkoolegezh ar grennarded hep dont a-benn james d’en ober avat. Domaj eo. Darempred Sutter hag Aimee a zo koant ha gwirheñvel a-walc’h me gav met mankout a ra personelezh pe nerzh d’ar film (daoust d’ar bagad aktourien hag aktourezed a-feson!) evit ma vefe ur gwir “teen movie” a galite. Domaj rak n’eo na lu na re sukr ha mel.

Film sevenet gant James Ponsoldt. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e31.

%d bloggers like this: