Dielloù evit levrioù

Weird Things Customers Say in Bookshops

Posted in Levrioù with tags , , , , on Mae 30, 2018 by geekezig

Prestet eo bet al levr-mañ din gant ur genseurtez bet, pa oan c’hoazh e Pariz. Un dastumad eskemmoù “droch” e stalioù levrioù eo. Ul levr dudius ha skañv neuze met ne ya ket kalz pelloc’h evidon-me. C’hoarzhet ‘m eus da vareoù (pe kavet traoù zo spontus) met hegaset on gant an tu un tamm dismegañsus a zo gant seurt levrioù pa fazi an dud war anv ur skrivagner pe traoù evelse, jenet on bepred gant se, ma ra an dud ar striv mont en ul levrdi ha goulenn, n’eus ket ezhomm lakaat ar bec’h warno ma reont ur fazi pe ma seblant “droch” ar goulenn.
Tresadennoù zo a oa fentus-tre ivez, reoù all a oa “a-gostez” penn da benn.
Ma! Ur prantad skañv eo bet lennadenn al levr-mañ neuze ne lârin ket eo null met ne gavan ket dispar seurt levr, estreget marteze da lenn er privezioù ^^”

Komzoù dastumet gant Ken Campbell. Embannet gant Constable d’ar 26 a viz Meurzh 2012.

Advertisements

Renabl lenn 2016

Posted in Levrioù with tags on Genver 21, 2017 by geekezig

War d/tumblr am boa gwelet “reading review” brav evit 2016. Ur mennozh simpl ha dedennus evit gwelet un tamm penaos e lenn pep hini eo me gav.
Traoù ‘zo am eus miret neuze, traoù all ‘m eus azasaet, traoù all ‘m eus ouzhpennet. An disoc’h n’eo ket ken brav marteze…
Setu ma renabl lenn (levrioù, ket levrioù bannoù-treset, dav ‘vo din ober unan all, labour a vo!!!) evit 2016 neuze :
readingreview

耳をすませば (Mimi wo Sumaseba) / Si tu tends l’oreille / Whisper of the Heart

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Ebrel 9, 2015 by geekezig

whisperPell zo e felle din gwelet Mimi wo Sumaseba, ur film eus studio Ghibli n’eo ket anavezet ker. Ne oa ket bet deuet er-maez james e Frañs (ret oa prenañ an DVD saoz) a-raok ar blu-ray ‘m eus bet evit ma deiz-ha-bloaz. Ur film romantel eo Mimi wo Sumaseba. Istor ur skolajiadez a blij kalz kalz ar romantoù dezhi. Un deiz bennak e tizolo e vez amprestet memes levrioù ha hi gant memes paotr bepred. Kavout a raio war-lerc’h eo ur paotr eus he skolaj. N’en em glevont ket er penn-kentañ met tamm-ha-tamm e sioula ar plac’h, dedennet gant e varregezh da sevel violoñsoù. Mont a ra ar paotr e-pad daou viz da studial e Italia. E-keit-se e tiviz ar plac’h kaout ur raktres ivez, sevel ur romant!
Un istor karantez moutik-tre eo hag ivez ur sapre film diwar-benn ar youl da grouiñ hag an ezhomm da gaout ur pal. Brav-tre ‘m eus kavet gweledvaoù ar film (ar santual gant Sugimura da skouer), plijus aergelc’h skolaj disoursi un tamm ha ken youlek war memes tro. Ur film brav a vefe da vrudañ muioc’h, sur!

Film sevenet gant KONDŌ Yoshifumi. Diazezet war manga HIIRAGI Aoi. Japan, 1995, 1e51.

Andon ar Gasoni

Posted in Levrioù with tags , , , , on C'hwevrer 17, 2015 by geekezig

andon ar gasoniN’on ket bet tapet diouzhtu e Andon ar Gasoni met adalek m’eo erruet tudenn Klara o labourat e ti an aotrou Kenec’hdu eo bet tapet ma aked. Ur romant-polis eo Andon ar Gasoni, met ur blaz iskis a oa e-kerzh ma lennadenn, rak ar santimant am boa bezañ bet roet re a ditouroù en a-raok. Gwelloc’h e vefe bet din marteze en em c’houlenn traoù evel ar poliserien ha Rozenn Urcun. Ma, en tu-hont da-se em eus kavet kalz dudi el levr : fent ha tudennoù dedennus, kontet brav. Buan e vez lennet ar romant ha daoust deomp gouzout piv en doa graet en torfed ne ouiemp ket abalamour da betra ha souezhet on bet un tamm. Na souezhus am eus kavet ar fin ivez…

Romant bet skrivet gant Mich Beyer. Embannet gant An Alarc’h e miz Du 2011.

Forgotten Bookmarks

Posted in Levrioù with tags , , on Genver 8, 2013 by geekezig

forgotten-bookmarksAl levr-mañ a zo bet profet din nevez zo. Ul levr brav eo. E gwirionez ez eo un dibab eus traoù bet kavet gant ur gwerzher levrioù (eil-dorn) amerikan e levrioù e stal. Ul lec’hienn en deus met aze eo bet moullet brav an traoù.
Klenket int dre dem, skeudennoù, lizhiri hag all. N’eus displegadenn ebet estreget e peseurt levr int bet kavet. Traoù iskis, fentus, fromus, dic’hortoz… A bep seurt 🙂
Chabistr al lizhiri a zo bamus a-walc’h, bez ez eus traoù kozh-noe (un toullad lizhiri eus an XIXvet kantved!), traoù nec’hus, lizhiri mibien aet da vrezeliñ ha me oar…
Dic’hortoz ‘m eus kavet gwelet ul “listenn-zu” (ne ouien ket e oa tud oc’h ober-se e gwirionez!), fentus un dresadenn eus E.T., dispar poent 8 al lizher “People Are My Interest” (doare dispar da ziskleriañ karantez met n’on ket deuet a-benn da gavout roud war al lec’hienn siwazh!)…
Ur santad iskis ha dispar eo lenn ha gwelet traoù evelse, pa n’ouzer netra diwar-benn buhez an dud, ur gwir baradoz evit an ijin! Un tamm gweletaer marteze ^^ met heverk eus braventez an traoùigoù a c’haller kavout e levrioù an dud! (Kartennoù post a zo ur c’hlasel bras, ur wech bennak em eus ranket sikour ur plac’h da gavout en dro un ordrenañs ivez…) Hag un doare taolenn ivez eus ar paperoù a bep seurt a veze miret (pe dilezet just a-walc’h) gant amerikaned (hag al levrioù bep adwerzhet ivez! Titloù zo a vez kavet meur a wech gant embannadurioù disheñvel), bruderezhioù da skouer.
Peseurt merk pajenn a oa ganin en ur lenn? Nul a-walc’h, un tamm paperenn kartenn ti-bank tarchet gant a bep seurt traoù skrivet war-benn n’on ket gouest da lenn ken zoken. -.-”
Ur rebech hepken : re verr eo!

Julius Winsome

Posted in Levrioù with tags , on Ebrel 18, 2012 by geekezig

Meur a wech e oa bet kuzuliet din Julius Winsome hag ur pennadig zo e felle din e lenn. A-benn ar fin em eus kredet e gemer war stalennoù al levraoueg!
Julius Winsome a zo ur paotr 50 vloaz bennak o chom en un ti e kreiz ar c’hoad e Kanada en tu bennak. Bevañ a ra e-unan gant e gi Hobbes. Sioul eo e vuhez, lenn levrioù e-tal an tan ha pourmen er-maez, betek na vefe tennet war e gi. Ur chaseour faziet? Pe un dra washoc’h evit e dizhout? Sodiñ a ra Julius, dreist-holl pa verz pegen drouk eo an dud pa lak skritelloù evit kaout titouroù diwar-benn marv e gi e “kêr”.
Pa deu tud tro-dro d’e di ne chomont ket bev e-pad pell…
Ur romant dial eo Julius Winsome, un dial yen en un endro leun a erc’h… Ha koulskoude n’eus ket tu da gavout Julius ken spontus-se… Prederioù diwar-benn ar brezel (skoet eo bet e dad-kozh hag e dad), karantez al lennegezh hag ar yezh… Ur bern traoù a lak Julius da vezañ denel, start eo gwelet anezhañ evel ul lazher didruez.
Aergelc’h ar gêriadennig a zo nec’hus ivez…
Ur romant berr eo met kreñv, gant ur bern prantadoù ha frazennoù brav eston, leun a varzoniezh.

N’espérez pas vous débarrasser des livres

Posted in Levrioù with tags , , on Mae 12, 2011 by geekezig

Warlene (pe zoken ar bloaz araok) em boa bet tro da selaou ouzh Umberto Eco en abadenn « La grande librairie » o komz diwar-benn al levr-mañ. Ur gaozeadenn gant Jean-Claude Carrière diwar-benn al levrioù ha dreist-holl dazont al levrioù. Dedennet e oan bet diouzhtu ha n’em eus ket gortoze re bell evit e brenañ ur wech embannet e stumm godell.
Savet eo al levr evel ur gaozeadenn neuze, Jean-Philippe de Tonnac a sav ur goulenn hag an daou a respont hag a gaoze asambles diwar-benn rakvarnioù alies.
Siwazh n’eus ket kaoz kement-se eus al levrioù niverel pe emdroadur al levrioù met kentoc’h istor al levrioù. Eveljust e vez meneget emdroadur an tiez-levrioù hag al levraouegoù, deuet da vezañ lec’hioù degemerusoc’h, ar fed e vefe kalz muioc’h a dud gouest da lenn hag all. Met komz a reont kalz memestra eus an oberennoù bet kollet, petra ‘zo bet miret el lennegezh, perak e vez klasket distruj al levrioù da vareoù zo en istor hag all. Dedennus eo eveljust, met ne oa ket dres an dra-se e oan o c’hortoz setu on dipitet un tamm.

%d bloggers like this: