Dielloù evit c’hoari

Sonic the Hedgehog

Posted in Filmoù with tags , , , on Ebrel 13, 2023 by geekezig

Film Sonic the Hedgehog, ar raktres daonet! Trist e oan bet evit skipailhoù ar film o doa ranket labourat forzh pegement ouzhpenn bezañ bet harellet goude ar skeudennoù kentañ a oa bet eus ar film. Filmoù ha c’hoarioù video hañ?
Goude bezañ bet taget e rank Sonic tec’hout kuit eus e blanedenn. Erruout a ra war an Douar met digenvez n’em sant. Dre zegouezh e raio anaoudegezh gant sheriff ar gêriadenn e lec’h m’emañ hag e memes koulz e vo an Dr. Robotnik o tont da enklask.
E gwirionez n’eo ket ken fall-se an disoc’h, ur film “familh” da vat, gant farsadennoù evit ar vugale, santimantoù brav hag all. Dudius eo ha me gav eo kentoc’h deuet mat an traoù gant James Marsden ha Jim Carrey met un tamm re evit ar vugale e oa, farsadennoù brammoù hag all ‘m eus kavet a re. Ne lârfen ket eo fall met re gozh on ‘m eus aon, rak mod all eo dudius-tre ha plijus.

Film sevenet gant Jeff Fowler. Stadoù-Unanet Amerika & Japan, 2020, 1e39.

Jumanji : The Next Level

Posted in Filmoù with tags , , , on Du 11, 2022 by geekezig

Plijet bras e oan bet gant Jumanji Welcome to the Jungle. Berzh ar film kentañ eus deus bountet an holl d’ober un eil. Setu neuze Jumanji : The Next Level. Evel un heuliad hep kalz ijin eo, kazi rik evel ar film kentañ. Un nebeut cheñchamantoù a zo gant an tudennoù lakaomp. Feal eo an istor d’ur c’hest c’hoari-video klasel. Santet e vez ar c’hoant da gomz diwar-benn mignoniezh pe darempredoù bresk abalamour d’ar pellder (harozed ar film kentañ a zo er skol-veur bremañ), koulskoude e tibab ar film lakaat en a-raok darempred daou baotr kozh bet mignon ha kenlabourer e-pad pell. Pezh n’eo ket un dibab fall dre ret met souezhus, peogwir e seblant ar film pas gouzout mat diwar-benn petra e fell komz. Kalz plijadur ‘m eus bet c’hoazh dirak ar film bepred.

Film sevenet gant Jake Kasdan. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e03.

Ralph Breaks the Internet

Posted in Filmoù with tags , , , on Here 3, 2021 by geekezig

Wreck it Ralph en doa plijet din kalz. Fellout a rae din gwelet Ralph Breaks the Internet neuze.
Staliet e vez ar wifi er sal c’hoarioù e lec’h m’emañ Ralph hag ar re all. D’ar mare-se ivez e vo torret dornell bonn c’hoari Vanellope. Divizout a ra Ralph mont e diabarzh ar genrouedad da glask un dornell war eBay, pezh a zo e vo ret dezhañ kavout arc’hant, klask a ra evit se dont da vezañ brudet war YouTube.
Droch e seblant bezañ an istor met un doare fentus eo da lakaat war wel memoù pe arouezioù bras eus ar genrouedad. Tudenn Shank, e bed ar c’hoari Slaugther Race a zo cheuc’h ha brav am eus kavet c’hoazh emdroadur darempred Ralph ha Vanellope : an aon bezañ digenvez, an aon da zilezel ur mignon ma cheñchez boazioù ha c’hoantoù. Ur souezhadenn a-feson ur wech ouzhpenn !

Film sevenet gant Rich Moore & Phil Johnston. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e52.

Bolchoï Arena 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Eost 9, 2021 by geekezig

bolchoiarena1Ul levr bannoù-treset savet gant Boulet eo Bolchoï Arena. Heuliet e vez ur studierez dedennet gant ar steredoniezh hag a zizolo Bolchoï Arena, ur bed galloudel, ur c’hoari bras hollvedel. Marje a c’hoari evel ma kar, fellout a ra dezhi gweladennoù lec’hioù, hep klask mont war-raok kement-se. Pezh a zo ez eus tud all o c’hoari e doareoù disheñvel, en em gavout a ra e saviadoù diaes goude bezañ bet taget ur pezh strollad c’hoarien. En he buhez prevez, ar c’hoari a lak anezhi da dapout dale gant he labour er skol-veur ha da zilezel he mignon.
An tresadennoù a vez santet spontus levezon labour OTOMO Katsuhiro warno. N’eo ket grevus tamm ebet. Ur blijadur eo bet lenn al levr-mañ, tapet on bet gant an istor ha hast m’ eus lenn ar pezh a c’hoarvezo gant Marje da c’houde.Bolchoi-Arena-tome-1Istor gant Boulet ha tresadennoù gant Aseyn. Embannet e ti Delcourt, d’an 19 a viz Gwengolo 2018.

The Lego Movie 2 : The Second Part

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Mae 24, 2021 by geekezig

The-LEGO-Movie-2-The-Second-Part-movie-stills-1-1024x429Aon am boa rak eil film The Lego Movie. Ar film kentañ a oa bet ur souezhadenn ken bras, ken brav, start oa ijinañ e vefe ken mat an eil.
Emmett hag e vignoned a vev en ur bed teñvaloc’h, startoc’h, peogwir eo Finn, ur c’hrennard awenet gant traoù “siriusoc’h” eo hag a zo o c’hoari. Un deiz ec’h erru boudoù da skrapañ ul lodenn eus an tudennoù evit un eured, er Systar System. Emmet a rank kuitaat e blanedenn da saveteiñ ar re all, gant sikour Rex, ur paotr gourel-tre, kalz muioc’h eget Emmet.
Ur wech ouzhpenn eo deuet a-benn skipailh The Lego Movie da lakaat temoù ar vuhez gwirion (ur c’hoar yaouankoc’h eget he breur a fell dezhi c’hoari gantañ daoust dezho kaout c’hoantoù disheñvel) da glotañ gant an istor. Ur bern souezhadennoù a oa er film, farsadennoù, kanaouennoù droch leun a startijenn (savet ul lodenn anezho gant Jon LaJoie!) ha kalz kalz from. Evel-just eo fromusoc’h c’hoazh pa n’em santer tost ouzh an tudennoù, me ivez zo bet ur c’hoar vihan a felle dezhi meskañ al lego “merc’hed” gant reoù he breur bras…
Everything’s not awesome. Marteze a-walc’h, met ar filmoù Lego a zo, bepred.
(Karantez e-leizh am eus evit ar roll-klozañ, ur ganaouenn evit lavar pegen a-bouez eo ar roll-klozañ :D)

Film sevenet gant Mike Mitchell. Stadoù-Unanet Amerika, Danemark hag Aostralia, 2019, 1e47.

Jumanji : Welcome to the Jungle

Posted in Filmoù with tags , , , , , on C'hwevrer 22, 2021 by geekezig

Pebezh mennozh iskis ober un eil film Jumanji kalz kalz bloavezhioù war-lerc’h (daoust hag un diouer a ijin a vefe e Hollywood?). Ar mennozh mat gant ar film-mañ a zo chom hep ober ur reboot nag un heuliad a vefe rik evel an hini kentañ. Ar wech-mañ eo Jumanji ur c’hoari video. Ur strollad liseidi e dalc’het asambles evel pinijenn a grog da c’hoari. Un doare d’ober goap un tamm ouzh ar c’hoarioù birvilh doare Uncharted/Tomb Raider eo ar film ha war memes tro un doare da enoriñ anezho. Elfennoù heverk eus ar c’hoarioù a vo lakaet war-wel : tudennoù nann-c’hoarier (PNJ) oc’h adlavar memes traoù bepred, hentoù rediet, buhezioù… Un dra klaseloc’h met efedus bepred a zo bezañ bet dibabet tudennoù disheñvel mik outo : ar sportour a vo bihan ha gwan met ur mailh war al loened, an “nerd” a vo kreñv spontus, ar plac’h koant a vo ur paotr tev a ra war-dro ar gartenn hag ar plac’h lentik a vo ur plac’h hoalus a oar n’em gannañ. Dre an tudennoù-se hag ar fed e vo ret dezho boaziañ d’an traoù nevez int gouest d’ober e vo posupl dezho digeriñ un tamm o speredoù ha kompren gwelloc’h ar re all. N’eus souezhadenn ebet er film met fentus-tre eo hag efedus. N’eo ket a live gant an Jumanji orin marteze met ur souezhadenn a-feson eo en un doare film birvilh skañv ha dudius. Kalz plijadur am eus bet o sellet ouzh ar film-mañ !

Film sevenet gant Jake Kasdan. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e59.

Welcome to Marwen

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , , on Here 6, 2019 by geekezig

Film nevez Robert Zemeckis eo. Ur meskaj film ha film bevaat eo ivez. Heuliet e vez un den bet skoet gantañ, kazi marv, dic’houest da dresañ evel ma rae gwechall. Kroget eo da zastum poupinelloù da sevel istorioù ha skeudenniñ anezho.
Ar prantadoù bevaat a zo neuze an istorioù ijinet gantañ, awenet gant an dud tro-dro dezhañ, hag a servij dezhañ da dapout e skeudennoù, da genderc’hel e vuhez arzour.
Ur film skañv eo ha koulskoude e komz eus kalz dodennoù start, koll eñvorennoù, bezañ digenvez, suj d’al louzoù met ivez fetichegezh an treid/botoù ha penaos e c’hall tud bezañ taget abalamour da se (anzavet en doa e lake botoù gant seulioù uhel d’ur bagad paotred en un davarn). E bed hunvreet Mark, ar merc’hed a zalc’h an traoù, a dal ouzh an enebourien. Ar merc’hed a lak ar bed da dreiñ, ar baotred a zo feulz, nazied hepken. Ur sorserez a zo ivez, n’eo ket disi ar merc’hed met santet e vez pegen stroñset eo bet Mark gant e wallzarvoud ha klask a ra tec’hout ouzh ar baotred dre vras.
Ur film plijus eo a ro c’hoant mont da skeudenniñ c’hoarielloù, da ijinañ bedoù. Laouen on e vefe chomet an traoù gwirheñvel avat, dreist-holl ouzh pezh a sell darempred Mark ha Nicol. N’eo ket gwellañ film Zemeckis met ur film plijus eo ha fromus en un doare skañv, sioul.

Film sevenet gant Robert Zemeckis. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e56.

Dédale 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Ebrel 3, 2017 by geekezig

Div harozez Dédale a genloj asambles peogwir e labouront evit un embregerezh c’hoarioù video. En em adkavout a reont en ul lec’h souezhus, ur savadur heñvel ouzh hini o labour met a seblant mont en-dro evel ma c’hallfe ur c’hoari ober. Dañjerioù a zo met ivez traoù a ya en-dro en un doare resis. Mont a reont war-raok en endro iskis-mañ en ur glask a bep seurt traoù ha kompren reolennoù al lec’h…
Ur meskaj etre ar c’hoari Portal hag ar film Cube eo Dédale kazi. Un daouad fentus eo (an div dudenn), unan a glask pep tra evit gwelet penaos e ya en-dro ar “c’hoari” eben a zo kentoc’h dedennet gant an istor, petra eo sekred al lec’h… Un daolenn eus an doareoù c’hoarierien ha c’hoarierezed a zo 😉
Un tamm souezhus eo avat gwelet ur “c’hoari video” war baper evelse, traoù zo n’int ket anat da gompren, ne seblantont ket dre ret mont en-dro. Fentus eo ar mennozh avat ha kevrinus ar bed ha perak emañ ar merc’hed aze. E-pad pegeit e chomo ken dudius ? Un afer all eo !

Istor ha tresadennoù gant Takamichi. Embannet e galleg gant Doki doki, d’ar 6 a viz Gouere 2016.

Dr. Langeskov, The Tiger And The Terribly Cursed Emerald : A Whirlwind Heist

Posted in C'hoarioù video with tags , , on Kerzu 26, 2015 by geekezig

dr-langeskov-the-tiger-and-the-terribly-cursed-emerald-a-whirlwind-heistUr c’hoari a bad 20 munutenn hag a zo digoust eo Dr. Langeskov, The Tiger And The Terribly Cursed Emerald : A Whirlwind Heist. Diouzhtu goude bezañ bet klevet komz eus ar c’hoari on bet o pellgargañ neuze ! 😀
Diorroet eo bet gant ur studio nevez. E-touez an dud o deus savet ar studio-se emañ un den en doa kemeret perzh e The Stanley Parable. Un tamm memes rekipe a zo er c’hoari : mont war-raok, gant ur vouezh a guzul ober traoù evit mont war-raok.drlangeskov N’eus ket kalz a dra da ober e gwirionez (un toullad traoù a zo da lakaat da vont en-dro met nebeut) met kalz a fent a zo ha kalz plijadur ‘m eus bet o c’hoari, memes plijadur a dirak ur film berr speredek ha savet mat. Moarvat ez eus traoù kuzh ha peadra da adc’hoari ingal met ken mat ‘m eus kavet ar c’hoari ar wech kentañ ne santan ket ar c’hoant da adkregiñ na glask c’hoari en-dro. Souezhus, met chom a raio ur souezhadenn a-feson eus ar bloaz-mañ, sur!

C’hoari evit ur c’hoarier da bellgargañ (Windows, OS X). Diorroet gant Crows Crows Crows, 4 a viz Kerzu 2015.

Cigish ou Le Maître du Je

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gouere 13, 2015 by geekezig

CigishUr blog e oa Cigish da gentañ. N’anavezen ket tamm ebet, ne ouien netra diwar-benn an istor p’on kroget da lenn al levr. Gouzout a raen just e oa kaoz eus c’hoarioù-rol. E penn-kentañ ma lennadenn e oan souezhet o welet kement a evezhiadennoù tennet eus ar blog, troc’hañ ar rae al lusk ha ne gomprenen ket. N’em boa ket komprenet e oa ar raktres-se un hollad treuzmedia digredus da vat. Cigish a gomz diwar-benn un dresourez bannoù-treset oc’h ober un dic’hwezhadenn. Divizout a ra neuze dont da vezañ “Cigish” an dudenn a c’hoarie e-kerzh he c’hoarioù-rol. E gwirionez ez eus kalz kaoz eus bed an embann, an arz, an dastum bannoù-treset… Gwall daer ha faeüs eo Cigish, gant tout an dud (embannerien, lennerien ha dastumerien, an doareoù nevez da embann pe da arc’hantaouiñ levrioù, studierien ar skolioù arz…). Kalz kaoz a zo eus relijion ivez peogwir e seblant se nec’hiñ Florence abaoe pell. Ne lârin ket deoc’h penaos ec’h echu an traoù rak e gwirionez eo savet mat spontus an istor. Start eo gouzout petra ‘zo bet ijinet penn-da-benn, petra ‘oa skrivet en a-raok met n’eo ket grevus. N’on ket bet touellet evel lennerien ar blog orin met touellet on bet memestra ha laouen war memes tro. Ur raktres euzhus ha dispar eo, test eus sotoni hag emgarantez an aozerez marteze met bamus da vat.cigish-ou-le-maitre-du-je

Istor ha tresadennoù gant Florence Dupré la Tour. Embannet gant Ankama er rummad 619 d’an 10 a viz Ebrel 2015.