Dédale 1

Div harozez Dédale a genloj asambles peogwir e labouront evit un embregerezh c’hoarioù video. En em adkavout a reont en ul lec’h souezhus, ur savadur heñvel ouzh hini o labour met a seblant mont en-dro evel ma c’hallfe ur c’hoari ober. Dañjerioù a zo met ivez traoù a ya en-dro en un doare resis. Mont a reont war-raok en endro iskis-mañ en ur glask a bep seurt traoù ha kompren reolennoù al lec’h…
Ur meskaj etre ar c’hoari Portal hag ar film Cube eo Dédale kazi. Un daouad fentus eo (an div dudenn), unan a glask pep tra evit gwelet penaos e ya en-dro ar “c’hoari” eben a zo kentoc’h dedennet gant an istor, petra eo sekred al lec’h… Un daolenn eus an doareoù c’hoarierien ha c’hoarierezed a zo 😉
Un tamm souezhus eo avat gwelet ur “c’hoari video” war baper evelse, traoù zo n’int ket anat da gompren, ne seblantont ket dre ret mont en-dro. Fentus eo ar mennozh avat ha kevrinus ar bed ha perak emañ ar merc’hed aze. E-pad pegeit e chomo ken dudius ? Un afer all eo !

Istor ha tresadennoù gant Takamichi. Embannet e galleg gant Doki doki, d’ar 6 a viz Gouere 2016.

Advertisements

2 Respont to “Dédale 1”

  1. An doare ma ‘teus kinniget an istor a lak ac’hanon da soñjal e penn kentañ Gantz ivez (ur bed “faos” gant doare ur c’hoari video). Dudius e seblant bezañ Dédale bepred !

    • E! Gwir eo, n’em boa ket soñjet e Gantz! Gwir eo eo ret da berzhidi Gantz divinout un tamm ar reolennoù met un tu “battle royale” a zo muioc’h, gant ar voulenn o reiñ urzhioù hag an niver a berzhidi…
      Met ya, plijus eo Dédale ^^

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: