Dielloù evit c’hoariva

To Be or Not To Be

Posted in Filmoù with tags , , , on Genver 29, 2018 by geekezig

Abaoe pell e felle din gwelet ar film-mañ gant Lubitsch, meneget a vil-vern pa oan o studial ar sinema er skol-veur.
Ur strollad c’hoariva polonat a zo tapet e-kreiz un afer spierezh etre Saozon ha nazied. Pep hini anezho a gemero perzh evit touellañ an alouberien nazi en ur c’hoari perzhioù a bep seurt evit ma chomfe kuzh an titouroù bet kavet diwar-benn ar rezistanted Saoz ha Polonat.
Ur film fentus-tre eo, gwir eo, hag a oar ober goap eus bedig bed ar c’hoariva (ar sinema?) en ur kaout teneridigezh evit an holl memestra. Kompren a ran e vefe deuet da vezañ ur gomedienn glasel rak efedus-tre eo. Laouen on o vezañ gwelet To Be or Not to Be a-benn ar fin!

Film sevenet gant Ernst Lubitsch. Stadoù-Unanet Amerika, 1942, 1e39.

Harry Potter and the Cursed Child

Posted in Levrioù with tags , , , , on Eost 7, 2016 by geekezig

harry-potter-cursed-childNa souezhus distreiñ e bed J.K. Rowling dre ur pezh c’hoari bet skrivet gant unan bennak all… Tudennoù bet laosket a-gostez pell zo, tudennoù nevez, darempredoù etre tadoù ha mibien…
Kregiñ  a ra an arvest kentañ 19 vloaz goude darvoudoù Harry Potter and the Deathly Hallows. Albus, eil mab Harry ha Ginny a n’em sant laosket a-gostez evit abegoù a bep seurt. Ur wech kroget da vont da Hogwarts e vo mignon bras gant Scorpius, mab Draco Malfoy. Sorc’hennet gant e darempred gant e dad, Albus a gemero un diviz dic’hortoz a-grenn… Ur sapre penn iskis ‘m eus ranket ober pa ‘m eus komprenet e vefe diazezet istor ar pezh-c’hoari war : ar veaj en amzer! Na ta!
Ma, peadra da ijinañ a bep seurt hentoù disheñvel (kollet emgann Hogwarts gant tu ar re jentil da skouer). Kalon an istor avat a zo darempredoù Harry hag Albus ha Draco ha Scorpius. Poan o deus ar vibien o kompren an tadoù ha memestra eus an tu all, evel-just. Un dodenn dedennus hag a zo bet gwelet hag adwelet e romantoù J.K. Rowling peogwir e klaske Harry un tad bepred (Dumbledore, Sirius Black…). Bremañ m’eo tad ne oar ket mat penaos ober avat.
Dre stumm ar pezh-c’hoari e tremen buan spontus an traoù (kazi re marteze?) hag e seblant simpl-tre pep tra, netra da welet gant pinvidigezh stil J.K. Rowling. Un tamm dipitus e c’hall bezañ neuze evit ar re a ijine e c’hallfe bezañ a live gant ar romantoù. Tapet on bet en istor avat, a-drugarez d’an tudennoù dreist-holl : Scorpius, Ginny, Draco hag Albus (ar re all ivez, met ar re se o deus plijet ar muiañ din). C’hoarzhet ‘m eus meur a wech ha gouelet ivez, spontet gant darvoudoù zo, fromet gant kaozeadennoù all…
Kalz plijadur ‘m eus bet o lenn neuze. Daoust da bep tra, n’on ket evit chom hep kavout ez eus ur seurt blaz fanfic iskis gant an hollad, evel ma vefe bet divizet gant ar skipailh lakaat ur bern traoù a rafe plijadur d’ar potterheads, betek re a-wechoù. N’on ket bet jenet gant-se, fentus ‘m eus kavet kentoc’h, met kompren a ran an dud souezhet pe dipitet zoken rak traoù zo a seblant “too much”. Traoù all a seblant iskis ha n’int ket displeget mat (krouidigezh Delphi da skouer, a seblant din souezhus). Dipitet on bet gant “ar re zrouk” hag ivez gant an diouer a verc’hed en istor, Ginny a n’em den mat met un istor paotred hepken e seblant bezañ mod all, pe dost… Santad kreñvañ ma lennadenn a oa «na pegen dreist e rank bezañ war al leurenn!» avat. Ur dra vat eo neuze e vefen deuet a-benn da gaout plasoù evit mont da welet ar pezh ar bloaz a-zeu. 😀

Pezh-c’hoari skrivet gant Jack Thorne, diwar un istor savet gant J.K. Rowling, John Tiffany & Jack Thorne. Embannet gant Little, Brown and Company d’an 31 a viz Gouere 2016.

She’s Funny That Way

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 10, 2016 by geekezig

shes-funny-that-wayUr film skañv eo She’s Funny That Way, diazezet war metou ar c’hoariva e New York hag ivez war gevier an tudennoù. Santet e vez splann levezon Woody Allen. Dudius ha plijus eo, gant kalz fent (pezh a zo disheñvel eus filmoù ar sevener brudet nevez zo). Kalz daveoù a bep seurt a zo, ur c’hameo dispar er fin. Kuzuliañ a ran deoc’h ma plij deoc’h ar filmoù gant kalz kaoz ha ma n’hoc’h ket jenet gant tud wenn kentoc’h pinvidik o klemmichat 😉

Film sevenet gant Peter Bodanovich. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e33.

Dr. Langeskov, The Tiger And The Terribly Cursed Emerald : A Whirlwind Heist

Posted in C'hoarioù video with tags , , on Kerzu 26, 2015 by geekezig

dr-langeskov-the-tiger-and-the-terribly-cursed-emerald-a-whirlwind-heistUr c’hoari a bad 20 munutenn hag a zo digoust eo Dr. Langeskov, The Tiger And The Terribly Cursed Emerald : A Whirlwind Heist. Diouzhtu goude bezañ bet klevet komz eus ar c’hoari on bet o pellgargañ neuze ! 😀
Diorroet eo bet gant ur studio nevez. E-touez an dud o deus savet ar studio-se emañ un den en doa kemeret perzh e The Stanley Parable. Un tamm memes rekipe a zo er c’hoari : mont war-raok, gant ur vouezh a guzul ober traoù evit mont war-raok.drlangeskov N’eus ket kalz a dra da ober e gwirionez (un toullad traoù a zo da lakaat da vont en-dro met nebeut) met kalz a fent a zo ha kalz plijadur ‘m eus bet o c’hoari, memes plijadur a dirak ur film berr speredek ha savet mat. Moarvat ez eus traoù kuzh ha peadra da adc’hoari ingal met ken mat ‘m eus kavet ar c’hoari ar wech kentañ ne santan ket ar c’hoant da adkregiñ na glask c’hoari en-dro. Souezhus, met chom a raio ur souezhadenn a-feson eus ar bloaz-mañ, sur!

C’hoari evit ur c’hoarier da bellgargañ (Windows, OS X). Diorroet gant Crows Crows Crows, 4 a viz Kerzu 2015.

7 Shakespeares – 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Mae 18, 2015 by geekezig

7-shakespearesSetu me staget en-dro gant ur manga all! Ne c’hoarvez ket kalz a dra el levrenn-mañ ‘m eus lennet evel un tenn. Li a zesk saozneg tamm-ha-tamm. Kudennoù ‘zo un tamm e keñver kenwerzh goude ar gwallamzer. Li a skriv barzhonegoù hag awenet bras eo Lance. N’am eus ket bet kement a blijadur eget gant al levrenn gentañ met kenderc’hel a rin da lenn gant plijadur evel-just!7shakespeares-2-pl

Istor ha tresadennoù gant SAKUISHI Harold. Embannet e galleg gant Kazé d’an 13 a viz Even 2012.

Clouds of Sils Maria

Posted in Filmoù with tags , , , , on Mae 13, 2015 by geekezig

clouds-of-sils-mariaSoñj ‘m eus e oan bet dedennet-tre gant bomm bruderezh Clouds of Sils Maria. Plijout a ra din a-walc’h filmoù Olivier Assayas dre vras hag aze e komze eus sinema ouzhpenn. Maria Enders a zo un aktourez vrudet. Kinniget e vez dezhi c’hoari en-dro er pezh c’hoari en doa lañset he red-micher : Maloja Snake, e perzh ar plac’h goshañ ar wech-mañ. Anat deoc’h neuze eo ur film diwar-benn an amzer o tremen, an aktourezed o koshaat. Traoù all a zo ivez evel-just, darempredoù labour etre merc’hed a ya en tu-hont da se, buhez prevez an dud foran hirie an deiz… Ur bern traoù a zo er film. Gorrek a-walc’h eo koulskoude, kazi pep tra o tremen e menezioù Suis etre Maria ha Valentine, he skoazellerez. Juliette Binoche a zo bamus bepred ha Kristen Stewart a ziskouez a-benn ar fin bezañ gouest da c’hoari, ha n’eo ket marteze (plac’hig Panic Room a zo deuet en-dro!). Kriz eo un tamm ha leun a spi war memes tro. Plijet en deus din.

Film sevenet gant Olivier Assayas. Alamagn, Frañs ha Suis, 2014, 2e03.

Les Garçons et Guillaume, à table!

Posted in Filmoù with tags , , , on Kerzu 24, 2014 by geekezig

LES+GARCONS+ET+GUILLAUME+A+TABLENe oan ket bet o welet Les Garçons et Guillaume, à table! hag un tamm hegaset ‘oan bet zoken o sellet ouzh abadenn ar Césars e miz C’hwevrer tremen. Ma, soñjet ‘m eus e oa gwelloc’h bezañ bet gwelet ar film evit barn memestra.
Ur pezh c’hoari e oa da gentañ o kontañ ul lodenn eus buhez Guillaume Galienne. C’hoarzhet ‘m eus meur a wech e-kerzh ar film, anzav a ran ez eus traoùigoù deuet brav. Pezh a zo ez eus ivez kalz lodennoù un tamm startoc’h da zifenn. E penn-kentañ an istor en em sant Guillaume ur plac’h. Diwezhatoc’h e vo lakaet ar gaoz kentoc’h war heñvel-garantez met hep displegañ kement-se ar pezh a lak da grediñ ez eus treuzkompren etre treuzrevelezh ha heñvel-garantez. Torr-penn ‘m eus kavet ivez e vefe c’hoariet Guillaume gant Guillaume Galienne a-hed ar film, zoken p’eo 16 vloaz… Un tamm start da grediñ! Padal n’on ket bet direnket tamm ebet gantañ o c’hoari perzh e vamm, aze e oa dispar (gwelloc’h eget e berzh dezhañ kazi!) ^^ Displijet on bet ivez gant an ezhomm da ziskouez tammoù pezh-c’hoari. Evidon-me e pounera ar film ha ne zegas ket kalz a dra (estreget er fin met posupl vefe implijout ar pezh er c’hlozadur hepken d’am meno). Ar gwashañ tra marteze a zo ivez “pegen start eo bezañ arallreviad” en ur metou digor a-spered. Pa soñjer e pezh a c’hall gouzañv an hevelrevidi eo un tamm euzhus lârat seurt traoù zoken m’eo evit bezañ fentus. N’eo ket ur film displijus da sellet, er c’hontrol met ur bern tuioù fall en deus siwazh.

Film sevenet gant Guillaume Galienne. Frañs, 2013, 1e27.

Much Ado About Nothing

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 3, 2014 by geekezig

Much-Ado-About-NothingPlijout a ra da Joss Whedon ober “raktresoù vakañsoù”. Setu un tamm petra eo Much Ado About Nothing, bet filmet en e di gant aktourien boaz da labourat gantañ. Divizet en deus mirout testenn Shakespeare met tremen a ra an traoù hirie an deiz. E gwenn-ha-du en deus dibabet labourat ivez.
Un toullad munutennoù ‘m eus bet ezhomm da voaziañ d’ar saozneg, d’ar c’homzoù. Evel-just e soñjer e Romeo + Juliet met n’eus ket kalz a dra welet, film Whedon a dremen en un endro klet ha sioul a-walc’h, a-drugarez d’ar sonerezh peurgetket. N’eo ket sioul ar pezh a dremen avat! Itrikoù politikel/familh hag istorioù kasoni/karantez a bep seurt a vo heuliet neuze. Kalz fent a zo er film, a-drugarez da daoud Nathan Fillion ha Tom Lenk da skouer (met tud all ivez!). Plijus ha dudius eo, daoust din pas kavout e vefe gwellañ oberenn Joss Whedon (start vefe war memes tro!) e vez santet ar blijadur o deus bet holl da gemer perzh er raktres. Anzav a ran ivez, on e-touez ar re a gav eo Alexis Denisof hag Amy Acker unan eus bravañ koubladoù a zo… Met se ‘zo un afer all marteze 😉

Film sevenet gant Joss Whedon. Stadoù-Unanet, 1e48, 2013 (war ar skrammoù abaoe an 29 a viz Genver 2014).

Al liorzhour

Posted in Levrioù with tags , , on Ebrel 18, 2012 by geekezig

Un devezh gant pevar beajig metro a zo bet trawalc’h evit lenn Al liorzhour, ur pezh c’hoari “evit ar vugale”. Da gentañ tout e komzin diwar-benn ar fed n’eus tamm frazenn klok ebet, gerioù hepken ha se ‘m eus kavet un tamm skuizhus ha n’on ket sur e vefe anat evit bugale lenn traoù ken “distumm” (distumm e keñver framm klasel ar frazennoù). Moarvat eo brav da glevet hag e krou-se un aergelc’h warl al leurenn met evidon e oa un tamm kamm. Kamm evel soñjoù tonton Harry a lârfer din. Ha se zo gwir. Ur bern traoù a zo e-barzh Al liorzhour : an amzer o tremen, red ar vuhez (evit ar plant, ar c’houlzioù amzer, an dud), an dud o koshaat (hag o koll o vemor), an darempredoù etre breur ha c’hoar, ar familh dre vras.
Un tammig re a draoù a zo kazi evit ur skrid ken berr. Met degaset brav eo ha dre gomzoù hepken, ar pezh a zo ur sapre tra memestra. Kompren a rit on etre daou un tamm, donder ha kaerder ar skrid eus un tu ha stil un tamm pounner (n’eo ket dres an dra-se met poan ‘m eus o kavout ar ger a glotfe) eus an tu all. Da vezañ lennet eo memestra (dreist-holl e brezhoneg, ur blijadur!) met kalz douetañs ‘m eus war an tu “evit ar vugale”…

(skeudenn diwar lec’hienn Teatr Piba)

Ar forzhioù a gomz

Posted in Levrioù with tags , on Du 22, 2010 by geekezig

Biskoazh n’em boa bet tro da lenn an destenn-mañ betek neuze, na da welet ar pezh-c’hoari. Laouen on bet o lenn e brezhoneg war-eeun neuze.
A-bep seurt a zo el levr, komzoù fentus, reoù drist, reoù griz, reoù dener. Berr spontus eo avat, lennet e vez en un tenn. N’on ket souezhet e vefe ouzhpennet traoù ingal er yezhoù all peogwir e seblant ez eus kant tra all da lârat war an dodenn…
Naturel kenañ e seblant bezañ ar c’homzoù hag ijinet mat e vez merc’hed o c’hoari-pezh e brezhoneg gant an destenn-se. Brav-tre eo golo al levr hag ar merk-pajenn a zo a-gevred.
Un dispac’h dispar, kaout un destenn deuet da vezañ klasel e ken-nebeut a amzer, diwar-benn un tem ken start c’hoazh evit ur bern tud, ha se e brezhoneg.

%d bloggers like this: