Portal

portaltitlAaaah, Portal. Ar c’hoarioù a zo karet gant kement a dud. AR c’hoari en deus lakaet ac’hanon da gaout ur gont Steam (gant an emdroadur a ouzer), e gwirionez. Ne oa pal all ebet da zigentañ. Portal neuze.
Ur meskaj iskis eo Portal, gant ur sell doare FPS (dre daoulagad an dudenn ma fell deoc’h) met n’eo ket ur c’hoari-tennañ (enfin geo, met komprenet ho peus, n’eo ket emgannoù/lazhañ).
Kregiñ a ra an traoù en ur sal eus labourvaoù Aperture Science (e-barzh Half-Life, ur gwir FPS ar wech-mañ, savet gant Valve ivez ez eus kaoz eus an embregerezh evit ar wech kentañ), bac’het omp ha rediet da heuliañ mouezh un naouegezh artifisiel (IA koa!). Un doare pemoc’h-Indez e vefomp neuze a-dreuz liveoù disheñvel.
Diazezet eo an doare da c’hoari war dorioù-porzh (?).  Ur benveg a zo ganeomp a-benn digeriñ dorioù-porzh, daou d’ar muiañ (unan glas hag unan orañjez) : ma krouan unan nevez e vez serret an hini kentañ. Tu ‘zo neuze da dizhout ul lec’h pell hag all. Tamm-ha-tamm e vo ret implijout an tizh (ma kouezher dre un nor-borzh e vo dalc’het an tizh dre an nor-borzh all, ar pezh a servij da dizhout lec’hioù pell-pell), hag ar c’huboù a zo e Aperture Science a-benn digeriñ dorioù, lakaat savennoù da vont en-dro… Tamm-ha-tamm ez eus dañjerioù a bep seurt ivez evel-just da lakaat ar c’hoarier da brederiañ war an doare da vont war-raok hep mervel.portal1Dre vras e vez komprenet buan petra/penaos ober met a-wechoù n’eo ket anat (evidon ne oa ket da vihanañ ^^). Biskoazh n’em eus c’hoarzhet kement en ur c’hwitañ un dra bennak ha ral eo e vefen bet digalonekaet peogwir e ouien petra ober, met gouzout a raen e oan re c’horrek/ne dennen ket el lec’h mat h.a. (ne lârin ket pegeit am eus kollet e liveoù zo…)
(War memes patrom ez eus tu ivez da goll kalzik amzer da c’hoari d’ober traoù droch evit gwelet petra ‘raio ^^)
Diskouez a ra splann pegen soñjet mat eo ar c’hoari hag a chom ur blijadur bepred. Berr-tre eo ar c’hoari (6 live ouzhpenn ha “daedennoù” a zo ouzhpenn met n’em eus ket kemeret amzer d’o ober c’hoazh).
Komprenet ho peus dija e oa ur c’hoari soñjet mat, met un istor a zo ouzhpenn ! Ne gontin ket re met ar fent (du) a zo kaoz moarvat eus brud ha berzh ar c’hoari. Daoust ha n’eo ket an holl sod gant GLaDOS, o c’hortoz da belec’h emañ o kas ac’hanomp ha peseurt frazenn nec’hus a lâro ar wech a zeu? ^^
N’eus si ebet d’ar c’hoari e gwirionez hag anat a-walc’h eo kompren perak eo deuet da vezañ ur c’hoari ken brudet/karet. Ur must ma ‘z eus unan!

Advertisements

2 Respont to “Portal”

  1. […] bug neuze on kroget da c’hoari da b/Portal 2 e plas. Soñj ho peus en doa plijet din kalz an hini kentañ. Tremen a ra ar c’hoari goude an hini kentañ, kouezet eo un tamm savadur Aperture Science en […]

  2. […] a bep seurt traoù ha kompren reolennoù al lec’h… Ur meskaj etre ar c’hoari Portal hag ar film Cube eo Dédale kazi. Un daouad fentus eo (an div dudenn), unan a glask pep tra evit […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: